Preface
Read
+
Publisher
Nainoia, Inc.
PO Box 462, Bellefonte, PA 16823
(814) 470-8028
Nainoia Inc, Publisher
LinkedIn/NAINOIA-INC
Third Party Publisher Resources
Request Custom Formatted Verses
Please contact us below
Submit your proposed corrections
I understand that the Aionian Bible republishes public domain and Creative Commons Bible texts and that volunteers may be needed to present the original text accurately. I also understand that apocryphal text is removed and most variant verse numbering is mapped to the English standard. I have entered my corrections under the verse(s) below. Proposed corrections to the Breton Gospels, John Chapter 3 https://www.AionianBible.org/Bibles/Breton---Breton-Gospels/John/3 1) Bez' e oa un den, e-touez ar farizianed, anvet Nikodem, unan eus re vras ar Yuzevien. 2) Hemañ a zeuas, e-pad an noz, da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c'hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet Doue a vefe gantañ. 3) Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den a-nevez, ne c'hell ket gwelout rouantelezh Doue. 4) Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell un den bezañ ganet pa'z eo kozh? Hag eñ a c'hell distreiñ e kof e vamm, ha bezañ ganet un eil gwech? 5) Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c'hell ket mont e rouantelezh Doue. 6) Ar pezh a zo ganet eus ar c'hig, a zo kig, hag ar pezh a zo ganet eus ar Spered, a zo spered. 7) Na vez ket souezhet eus ar pezh am eus lavaret dit: Ret eo ma viot ganet a-nevez. 8) An avel a c'hwezh e-lec'h ma kar, hag e klevez an trouz; met n'ouzout ket nag a-belec'h e teu, na pelec'h ez a. Evel-se e c'hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered. 9) Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell an traoù-se en em ober? 10) Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an traoù-se? 11) E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit: ni a lavar ar pezh a ouzomp, hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, met ne zegemerit ket hon testeni. 12) Ma ne gredit ket pa em eus komzet deoc'h eus traoù douarel, penaos e kredot pa gomzin deoc'h eus traoù neñvel? 13) Den n'eo pignet en neñv, nemet an hini a zo diskennet eus an neñv, Mab an den [a zo en neñv]. 14) Hag evel ma savas Moizez an naer el lec'h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den, 15) evit [na vo ket kollet] piv bennak a gred ennañ, [met ma] en devo ar vuhez peurbadus. (aiōnios g166) 16) Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus. (aiōnios g166) 17) Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ. 18) An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet e anv Mab nemetañ Doue. 19) Hag an dra kiriek d'ar varnedigezh eo penaos ar sklêrijenn a zo deuet er bed, ha penaos o deus an dud karet muioc'h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù. 20) Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn, ha ne zeu ket d'ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù. 21) Met an hini a ra hervez ar wirionez, a zeu d'ar sklêrijenn, evit ma vo disklêriet e oberoù, abalamour int graet e Doue. 22) Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien war douar Judea, hag eno e chomas ganto hag e vadeze. 23) Yann a vadeze ivez e Enon, tost ouzh Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour, hag ez aed di evit bezañ badezet, 24) rak Yann ne oa ket bet c'hoazh lakaet er prizon. 25) Bez' e voe un tamall etre diskibien Yann hag ar Yuzevien, diwar-benn ar c'hlanidigezh. 26) Dont a rejont da gavout Yann, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan, hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, eñ a vadez, hag an holl a ya d'e gavout. 27) Yann a respontas: Den ne c'hell ober netra, ma n'eo ket bet roet dezhañ eus an neñv. 28) C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ. 29) An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h; met mignon an ozhac'h a zo eno hag en selaou; leuniet eo a levenez o klevout mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini; mat-tre eo. 30) Ret eo dezhañ kreskiñ ha din bihanaat. 31) An hini a zeu eus an nec'h a zo dreist an holl; an hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag a gomz eus an douar; an hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl; 32) reiñ a ra testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet; met den ne zegemer e desteni. 33) An hini a zegemer e desteni, en deus siellet penaos eo Doue gwirion. 34) Rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul. 35) An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn. 36) An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chomo warnañ. (aiōnios g166) Additional comments?
Refresh Captcha
The world's first Holy Bible un-translation!