< Yuhanna 14 >

1 “Yüreğiniz sıkılmasın. Tanrı'ya iman edin, bana da iman edin.
Na vezent ket trubuilhet ho kalonoù. Kredit e Doue, kredit ivez ennon.
2 Babam'ın evinde kalacak çok yer var. Öyle olmasa size söylerdim. Çünkü size yer hazırlamaya gidiyorum.
Bez' ez eus meur a chomaj e ti va Zad; ma ne vije ket, me am bije e lavaret deoc'h. Mont a ran da gempenn ul lec'h deoc'h.
3 Gider ve size yer hazırlarsam, siz de benim bulunduğum yerde olasınız diye yine gelip sizi yanıma alacağım.
Ha pa vin aet, ha pa em bo kempennet ul lec'h deoc'h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit ma viot c'hwi ivez el lec'h m'emaon.
4 Benim gideceğim yerin yolunu biliyorsunuz.”
Ha c'hwi a oar pelec'h ez an, hag ec'h ouzoc'h an hent.
5 Tomas, “Ya Rab, senin nereye gideceğini bilmiyoruz, yolu nasıl bilebiliriz?” dedi.
Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n'ouzomp ket pelec'h ez ez; ha penaos e c'hellfemp anavezout an hent?
6 İsa, “Yol, gerçek ve yaşam Ben'im” dedi. “Benim aracılığım olmadan Baba'ya kimse gelemez.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez; den ne zeu d'an Tad, nemet drezon.
7 Beni tanısaydınız, Babam'ı da tanırdınız. Artık O'nu tanıyorsunuz, O'nu gördünüz.”
Mar ho pije va anavezet, ho pije anavezet va Zad; hag a-vremañ ec'h anavezit anezhañ, hag hoc'h eus e welet.
8 Filipus, “Ya Rab, bize Baba'yı göster, bu bize yeter” dedi.
Filip a lavaras dezhañ: Aotrou, diskouez deomp an Tad, hag eo a-walc'h deomp.
9 İsa, “Filipus” dedi, “Bunca zamandır sizinle birlikteyim. Beni daha tanımadın mı? Beni görmüş olan, Baba'yı görmüştür. Sen nasıl, ‘Bize Baba'yı göster’ diyorsun?
Jezuz a lavaras dezhañ: Keit all a zo abaoe ma'z on ganeoc'h, ha te ne'c'h eus ket va anavezet! Filip, an hini en deus va gwelet, en deus gwelet an Tad. Penaos eta e lavarez: Diskouez deomp an Tad?
10 Benim Baba'da, Baba'nın da bende olduğuna inanmıyor musun? Size söylediğim sözleri kendiliğimden söylemiyorum, ama bende yaşayan Baba kendi işlerini yapıyor.
Ha ne gredez ket on-me en Tad, hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc'h, n'o lavaran ket ac'hanon va-unan; met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù a ran.
11 Bana iman edin; ben Baba'dayım, Baba da bendedir. Hiç değilse bu işlerden dolayı iman edin.
Kredit ac'hanon pa lavaran ez on en Tad, hag emañ an Tad ennon; pe kredit ac'hanon da vihanañ abalamour d'an oberoù-se memes.
12 Size doğrusunu söyleyeyim, benim yaptığım işleri, bana iman eden de yapacak; hatta daha büyüklerini yapacaktır. Çünkü ben Baba'ya gidiyorum.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: An hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc'h c'hoazh eget ar re-mañ, abalamour ma'z an da gavout va Zad.
13 Baba Oğul'da yüceltilsin diye, benim adımla dilediğiniz her şeyi yapacağım.
Ha kement a c'houlennot em anv, me a raio anezhañ, evit ma vo roet gloar d'an Tad er Mab.
14 Benim adımla benden ne dilerseniz yapacağım.”
Mar goulennit un dra bennak em anv, me a raio anezhañ.
15 “Beni seviyorsanız, buyruklarımı yerine getirirsiniz.
Mar karit ac'hanon, mirit va gourc'hemennoù.
16 Ben de Baba'dan dileyeceğim. O sonsuza dek sizinle birlikte olsun diye size başka bir Yardımcı, Gerçeğin Ruhu'nu verecek. (aiōn g165)
Ha me a bedo an Tad, hag eñ a roio deoc'h ur Frealzer all, evit chom da viken ganeoc'h, (aiōn g165)
17 Dünya O'nu kabul edemez. Çünkü O'nu ne görür, ne de tanır. Siz O'nu tanıyorsunuz. Çünkü O aranızda yaşıyor ve içinizde olacaktır.
ar Spered a wirionez, na c'hell ket ar bed degemer anezhañ, dre na wel ket anezhañ, ha n'anavez ket anezhañ; met c'hwi a anavez anezhañ, abalamour ma chom ganeoc'h, ha ma vo ennoc'h.
18 Sizi öksüz bırakmayacağım, size geri döneceğim.
Ne lezin ket ac'hanoc'h emzivaded; dont a rin d'ho kavout.
19 Az sonra dünya artık beni görmeyecek, ama siz beni göreceksiniz. Ben yaşadığım için siz de yaşayacaksınız.
C'hoazh un nebeut amzer, hag ar bed ne'm gwelo ken, met c'hwi am gwelo, abalamour ma vevan, ha ma vevot ivez.
20 O gün anlayacaksınız ki, ben Babam'dayım, siz bendesiniz, ben de sizdeyim.
En deiz-se, ec'h anavezot emaon em Zad, ha c'hwi ennon, ha me ennoc'h.
21 Kim buyruklarımı bilir ve yerine getirirse, işte beni seven odur. Beni seveni Babam da sevecektir. Ben de onu seveceğim ve kendimi ona göstereceğim.”
An hini en deus va gourc'hemennoù, hag a vir anezho, hennezh eo an hini a gar ac'hanon; hag an hini a gar ac'hanon, a vo karet gant va Zad, ha me en karo hag en em roin da anavezout dezhañ.
22 Yahuda –İskariot değil– O'na, “Ya Rab, nasıl olur da kendini dünyaya göstermeyip bize göstereceksin?” diye sordu.
Judaz, neket an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou! A-belec'h e teu ma en em roi da anavezout deomp, ha nann d'ar bed?
23 İsa ona şu karşılığı verdi: “Beni seven sözüme uyar, Babam da onu sever. Biz de ona gelir, onunla birlikte yaşarız.
Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger, ha va Zad a garo anezhañ, hag e teuimp d'e gavout, hag e raimp hor chomaj gantañ.
24 Beni sevmeyen, sözlerime uymaz. İşittiğiniz söz benim değil, beni gönderen Baba'nındır.
An hini na gar ket ac'hanon, ne vir ket va gerioù; hag ar ger hoc'h eus klevet n'eo ket ac'hanon-me, met eus an Tad en deus va c'haset.
25 “Ben daha aranızdayken size bunları söyledim.
Lavarout a ran deoc'h an traoù-mañ e-pad ma choman ganeoc'h.
26 Ama Baba'nın benim adımla göndereceği Yardımcı, Kutsal Ruh, size her şeyi öğretecek, bütün söylediklerimi size hatırlatacak.
Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc'h an holl draoù, hag a zegaso soñj deoc'h e kement am eus lavaret deoc'h.
27 Size esenlik bırakıyorum, size kendi esenliğimi veriyorum. Ben size dünyanın verdiği gibi vermiyorum. Yüreğiniz sıkılmasın ve korkmasın.
Lezel a ran ganeoc'h ar peoc'h; reiñ a ran deoc'h va feoc'h; ne roan ket anezhi deoc'h evel ma ro ar bed. Na vezet ket ho kalon nec'het, na spontet.
28 Size, ‘Gidiyorum, ama yanınıza döneceğim’ dediğimi işittiniz. Beni sevseydiniz, Baba'ya gideceğim için sevinirdiniz. Çünkü Baba benden üstündür.
Klevet hoc'h eus em eus lavaret deoc'h: Mont a ran kuit, hag e tistroan davedoc'h. Mar karjec'h ac'hanon, ho pije levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad; rak va Zad a zo brasoc'h egedon.
29 Bunları size şimdiden, her şey olup bitmeden önce söyledim. Öyle ki, bunlar olunca inanasınız.
Ha me am eus e lavaret deoc'h bremañ, a-raok ma erruo an dra, evit pa vo erruet, e kredot.
30 Artık sizinle uzun uzun konuşmayacağım. Çünkü bu dünyanın egemeni geliyor. Onun benim üzerimde hiçbir yetkisi yoktur.
Ne gomzin ken kalz ganeoc'h, rak priñs ar bed-mañ a zeu; ha n'en deus netra ennon.
31 Ama dünyanın, Baba'yı sevdiğimi ve Baba'nın bana buyurduğu her şeyi yerine getirdiğimi anlamasını istiyorum. Haydi kalkın, buradan gidelim.”
Met evit ma'c'h anavezo ar bed penaos e karan va Zad, ha penaos e ran ar pezh en deus an Tad gourc'hemennet din, savit ha deomp ac'hann.

< Yuhanna 14 >