< မထိး 9 >

1 အနန္တရံ ယီၑု ရ္နော်ကာမာရုဟျ ပုနး ပါရမာဂတျ နိဇဂြာမမ် အာယယော်၊
Neuze, o vezañ aet en ur vag, e treuzas ar mor, hag e teuas en e gêr.
2 တတး ကတိပယာ ဇနာ ဧကံ ပက္ၐာဃာတိနံ သွဋ္ဋောပရိ ၑာယယိတွာ တတ္သမီပမ် အာနယန်; တတော ယီၑုသ္တေၐာံ ပြတီတိံ ဝိဇ္ဉာယ တံ ပက္ၐာဃာတိနံ ဇဂါဒ, ဟေ ပုတြ, သုသ္ထိရော ဘဝ, တဝ ကလုၐသျ မရ္ၐဏံ ဇာတမ်၊
Ha setu e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Va mab, kemer fiziañs, da bec'hedoù a zo pardonet dit.
3 တာံ ကထာံ နိၑမျ ကိယန္တ ဥပါဓျာယာ မနးသု စိန္တိတဝန္တ ဧၐ မနုဇ ဤၑွရံ နိန္ဒတိ၊
Neuze ur re eus ar skribed a soñje en o c'halonoù: Hemañ a wallgomz.
4 တတး သ တေၐာမ် ဧတာဒၖၑီံ စိန္တာံ ဝိဇ္ဉာယ ကထိတဝါန်, ယူယံ မနးသု ကၖတ ဧတာဒၖၑီံ ကုစိန္တာံ ကုရုထ?
Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc'h eus soñjoù fall en ho kalonoù?
5 တဝ ပါပမရ္ၐဏံ ဇာတံ, ယဒွါ တွမုတ္ထာယ ဂစ္ဆ, ဒွယောရနယော ရွာကျယေား ကိံ ဝါကျံ ဝက္တုံ သုဂမံ?
Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha bale?
6 ကိန္တု မေဒိနျာံ ကလုၐံ က္ၐမိတုံ မနုဇသုတသျ သာမရ္ထျမသ္တီတိ ယူယံ ယထာ ဇာနီထ, တဒရ္ထံ သ တံ ပက္ၐာဃာတိနံ ဂဒိတဝါန်, ဥတ္တိၐ္ဌ, နိဇၑယနီယံ အာဒါယ ဂေဟံ ဂစ္ဆ၊
Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-: Sav, kemer da wele, ha kae da'z ti.
7 တတး သ တတ္က္ၐဏာဒ် ဥတ္ထာယ နိဇဂေဟံ ပြသ္ထိတဝါန်၊
Hag e savas, hag ez eas d'e di.
8 မာနဝါ ဣတ္ထံ ဝိလောကျ ဝိသ္မယံ မေနိရေ, ဤၑွရေဏ မာနဝါယ သာမရ္ထျမ် ဤဒၖၑံ ဒတ္တံ ဣတိ ကာရဏာတ် တံ ဓနျံ ဗဘာၐိရေ စ၊
Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet, hag a roas gloar da Zoue m'en devoa roet un hevelep galloud d'an dud.
9 အနန္တရံ ယီၑုသ္တတ္သ္ထာနာဒ် ဂစ္ဆန် ဂစ္ဆန် ကရသံဂြဟသ္ထာနေ သမုပဝိၐ္ဋံ မထိနာမာနမ် ဧကံ မနုဇံ ဝိလောကျ တံ ဗဘာၐေ, မမ ပၑ္စာဒ် အာဂစ္ဆ, တတး သ ဥတ္ထာယ တသျ ပၑ္စာဒ် ဝဝြာဇ၊
Pa'z eas Jezuz ac'hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Deus war va lerc'h. Eñ, o vezañ savet, en heulias.
10 တတး ပရံ ယီၑော် ဂၖဟေ ဘောက္တုမ် ဥပဝိၐ္ဋေ ဗဟဝး ကရသံဂြာဟိဏး ကလုၐိဏၑ္စ မာနဝါ အာဂတျ တေန သာကံ တသျ ၑိၐျဲၑ္စ သာကမ် ဥပဝိဝိၑုး၊
Jezuz o vezañ ouzh taol en ti, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien.
11 ဖိရူၑိနသ္တဒ် ဒၖၐ္ဋွာ တသျ ၑိၐျာန် ဗဘာၐိရေ, ယုၐ္မာကံ ဂုရုး ကိံ နိမိတ္တံ ကရသံဂြာဟိဘိး ကလုၐိဘိၑ္စ သာကံ ဘုံက္တေ?
Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
12 ယီၑုသ္တတ် ၑြုတွာ တာန် ပြတျဝဒတ်, နိရာမယလောကာနာံ စိကိတ္သကေန ပြယောဇနံ နာသ္တိ, ကိန္တု သာမယလောကာနာံ ပြယောဇနမာသ္တေ၊
Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv.
13 အတော ယူယံ ယာတွာ ဝစနသျာသျာရ္ထံ ၑိက္ၐဓွမ်, ဒယာယာံ မေ ယထာ ပြီတိ ရ္န တထာ ယဇ္ဉကရ္မ္မဏိ၊ ယတော'ဟံ ဓာရ္မ္မိကာန် အာဟွာတုံ နာဂတော'သ္မိ ကိန္တု မနး ပရိဝရ္တ္တယိတုံ ပါပိန အာဟွာတုမ် အာဂတော'သ္မိ၊
Met it, ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzoù-mañ: Trugarez a fell din, ha neket aberzhoù, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh [d'ar geuzidigezh], met ar bec'herien.
14 အနန္တရံ ယောဟနး ၑိၐျာသ္တသျ သမီပမ် အာဂတျ ကထယာမာသုး, ဖိရူၑိနော ဝယဉ္စ ပုနး ပုနရုပဝသာမး, ကိန္တု တဝ ၑိၐျာ နောပဝသန္တိ, ကုတး?
Neuze diskibien Yann a zeuas d'e gavout, o lavarout: A-belec'h e teu, ma yun alies ar farizianed ha ni, ha da ziskibien-te ne yunont ket?
15 တဒါ ယီၑုသ္တာန် အဝေါစတ် ယာဝတ် သခီနာံ သံင်္ဂေ ကနျာယာ ဝရသ္တိၐ္ဌတိ, တာဝတ် ကိံ တေ ဝိလာပံ ကရ္တ္တုံ ၑက္လုဝန္တိ? ကိန္တု ယဒါ တေၐာံ သံင်္ဂါဒ် ဝရံ နယန္တိ, တာဒၖၑး သမယ အာဂမိၐျတိ, တဒါ တေ ဥပဝတ္သျန္တိ၊
Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c'hlac'hariñ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint.
16 ပုရာတနဝသနေ ကောပိ နဝီနဝသ္တြံ န ယောဇယတိ, ယသ္မာတ် တေန ယောဇိတေန ပုရာတနဝသနံ ဆိနတ္တိ တစ္ဆိဒြဉ္စ ဗဟုကုတ္သိတံ ဒၖၑျတေ၊
Den ne laka un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, rak diframmañ a rafe an dilhad, hag ar rog a vefe brasoc'h.
17 အနျဉ္စ ပုရာတနကုတွာံ ကောပိ နဝါနဂေါသ္တနီရသံ န နိဒဓာတိ, ယသ္မာတ် တထာ ကၖတေ ကုတူ ရွိဒီရျျတေ တေန ဂေါသ္တနီရသး ပတတိ ကုတူၑ္စ နၑျတိ; တသ္မာတ် နဝီနာယာံ ကုတွာံ နဝီနော ဂေါသ္တနီရသး သ္ထာပျတေ, တေန ဒွယောရဝနံ ဘဝတိ၊
Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe, hag ar seier-lêr a vefe kollet; met ar gwin nevez a zle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan.
18 အပရံ တေနဲတတ္ကထာကထနကာလေ ဧကော'ဓိပတိသ္တံ ပြဏမျ ဗဘာၐေ, မမ ဒုဟိတာ ပြာယေဏဲတာဝတ္ကာလေ မၖတာ, တသ္မာဒ် ဘဝါနာဂတျ တသျာ ဂါတြေ ဟသ္တမရ္ပယတု, တေန သာ ဇီဝိၐျတိ၊
Evel ma lavare dezho an traoù-se, setu ur penn a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Va merc'h a zo o paouez mervel; met deus da lakaat da zaouarn warni, hag e vevo
19 တဒါနီံ ယီၑုး ၑိၐျဲး သာကမ် ဥတ္ထာယ တသျ ပၑ္စာဒ် ဝဝြာဇ၊
Jezuz a savas, hag a yeas war e lerc'h gant e ziskibien.
20 ဣတျနန္တရေ ဒွါဒၑဝတ္သရာန် ယာဝတ် ပြဒရာမယေန ၑီရ္ဏဲကာ နာရီ တသျ ပၑ္စာဒ် အာဂတျ တသျ ဝသနသျ ဂြန္ထိံ ပသ္ပရ္ၑ;
Setu ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ, a dostaas outañ a-ziadreñv, hag a stokas ouzh bevenn e zilhad.
21 ယသ္မာတ် မယာ ကေဝလံ တသျ ဝသနံ သ္ပၖၐ္ဋွာ သွာသ္ထျံ ပြာပ္သျတေ, သာ နာရီတိ မနသိ နိၑ္စိတဝတီ၊
Rak hi a lavare enni hec'h-unan: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet.
22 တတော ယီၑုရွဒနံ ပရာဝရ္တ္တျ တာံ ဇဂါဒ, ဟေ ကနျေ, တွံ သုသ္ထိရာ ဘဝ, တဝ ဝိၑွာသသ္တွာံ သွသ္ထာမကာရ္ၐီတ်၊ ဧတဒွါကျေ ဂဒိတဧဝ သာ ယောၐိတ် သွသ္ထာဘူတ်၊
Jezuz, o vezañ distroet, hag o sellout outi, a lavaras: Va merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet. Ha raktal ar wreg a voe yac'haet, adalek an eur-se.
23 အပရံ ယီၑုသ္တသျာဓျက္ၐသျ ဂေဟံ ဂတွာ ဝါဒကပြဘၖတီန် ဗဟူန် လောကာန် ၑဗ္ဒာယမာနာန် ဝိလောကျ တာန် အဝဒတ်,
Pa voe erruet Jezuz e ti ar penn, ha pa welas ar fleüterien hag un toullad dud oc'h ober trouz,
24 ပန္ထာနံ တျဇ, ကနျေယံ နာမြိယတ နိဒြိတာသ္တေ; ကထာမေတာံ ၑြုတွာ တေ တမုပဇဟသုး၊
e lavaras dezho: It kuit, rak ar plac'h yaouank-mañ n'eo ket marv, met kousket a ra. Hag int a rae goap outañ
25 ကိန္တု သရွွေၐု ဗဟိၐ္ကၖတေၐု သော'ဘျန္တရံ ဂတွာ ကနျာယား ကရံ ဓၖတဝါန်, တေန သောဒတိၐ္ဌတ်;
Goude ma voe bet kaset an dud-se er-maez, e kemeras dorn ar plac'h yaouank, hag hi a savas.
26 တတသ္တတ္ကရ္မ္မဏော ယၑး ကၖတ္သ္နံ တံ ဒေၑံ ဝျာပ္တဝတ်၊
Ar vrud a gement-se a yeas dre an holl vro.
27 တတး ပရံ ယီၑုသ္တသ္မာတ် သ္ထာနာဒ် ယာတြာံ စကာရ; တဒါ ဟေ ဒါယူဒး သန္တာန, အသ္မာန် ဒယသွ, ဣတိ ဝဒန္တော် ဒွေါ် ဇနာဝန္ဓော် ပြောစဲရာဟူယန္တော် တတ္ပၑ္စာဒ် ဝဝြဇတုး၊
Evel ma'z ae Jezuz pelloc'h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!
28 တတော ယီၑော် ဂေဟမဓျံ ပြဝိၐ္ဋံ တာဝပိ တသျ သမီပမ် ဥပသ္ထိတဝန္တော်, တဒါနီံ သ တော် ပၖၐ္ဋဝါန် ကရ္မ္မဲတတ် ကရ္တ္တုံ မမ သာမရ္ထျမ် အာသ္တေ, ယုဝါံ ကိမိတိ ပြတီထး? တဒါ တော် ပြတျူစတုး, သတျံ ပြဘော၊
Pa voe deuet en ti, an dud dall-mañ a zeuas d'e gavout; eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi a gred e c'hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo.
29 တဒါနီံ သ တယော ရ္လောစနာနိ သ္ပၖၑန် ဗဘာၐေ, ယုဝယေား ပြတီတျနုသာရာဒ် ယုဝယော ရ္မင်္ဂလံ ဘူယာတ်၊ တေန တတ္က္ၐဏာတ် တယော ရ္နေတြာဏိ ပြသန္နာနျဘဝန်,
Neuze e stokas ouzh o daoulagad, en ur lavarout: Ra vo graet deoc'h hervez ho feiz.
30 ပၑ္စာဒ် ယီၑုသ္တော် ဒၖဎမာဇ္ဉာပျ ဇဂါဒ, အဝဓတ္တမ် ဧတာံ ကထာံ ကောပိ မနုဇော မ ဇာနီယာတ်၊
Hag o daoulagad a voe digoret; Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se.
31 ကိန္တု တော် ပြသ္ထာယ တသ္မိန် ကၖတ္သ္နေ ဒေၑေ တသျ ကီရ္တ္တိံ ပြကာၑယာမာသတုး၊
Met int, o vezañ aet er-maez, a gasas ar vrud anezhañ dre an holl vro.
32 အပရံ တော် ဗဟိရျာတ ဧတသ္မိန္နန္တရေ မနုဇာ ဧကံ ဘူတဂြသ္တမူကံ တသျ သမီပမ် အာနီတဝန္တး၊
Evel ma'z aent kuit, setu e voe degaset dezhañ un den mut dalc'het gant un diaoul.
33 တေန ဘူတေ တျာဇိတေ သ မူကး ကထာံ ကထယိတုံ ပြာရဘတ, တေန ဇနာ ဝိသ္မယံ ဝိဇ္ဉာယ ကထယာမာသုး, ဣသြာယေလော ဝံၑေ ကဒါပိ နေဒၖဂဒၖၑျတ;
Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas; hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kement all en Israel.
34 ကိန္တု ဖိရူၑိနး ကထယာဉ္စကြုး ဘူတာဓိပတိနာ သ ဘူတာန် တျာဇယတိ၊
Met ar farizianed a lavare: Kas a ra kuit an diaoulien dre briñs an diaoulien.
35 တတး ပရံ ယီၑုသ္တေၐာံ ဘဇနဘဝန ဥပဒိၑန် ရာဇျသျ သုသံဝါဒံ ပြစာရယန် လောကာနာံ ယသျ ယ အာမယော ယာ စ ပီဍာသီတ်, တာန် ၑမယန် ၑမယံၑ္စ သရွွာဏိ နဂရာဏိ ဂြာမာံၑ္စ ဗဘြာမ၊
Jezuz a yae tro-war-dro er c'hêrioù hag er bourc'hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o pareañ pep kleñved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl.
36 အနျဉ္စ မနုဇာန် ဝျာကုလာန် အရက္ၐကမေၐာနိဝ စ တျက္တာန် နိရီက္ၐျ တေၐု ကာရုဏိကး သန် ၑိၐျာန် အဝဒတ်,
O welout an holl dud-se, en devoe truez outo, abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep pastor.
37 ၑသျာနိ ပြစုရာဏိ သန္တိ, ကိန္တု ဆေတ္တာရး သ္တောကား၊
Neuze e lavaras d'e ziskibien: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien.
38 က္ၐေတြံ ပြတျပရာန် ဆေဒကာန် ပြဟေတုံ ၑသျသွာမိနံ ပြာရ္ထယဓွမ်၊
Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.

< မထိး 9 >