< မထိး 26 >

1 ယီၑုရေတာန် ပြသ္တာဝါန် သမာပျ ၑိၐျာနူစေ,
Goude m'en devoe Jezuz peurlavaret an holl gomzoù-se, e lavaras d'e ziskibien:
2 ယုၐ္မာဘိ ရ္ဇ္ဉာတံ ဒိနဒွယာတ် ပရံ နိသ္တာရမဟ ဥပသ္ထာသျတိ, တတြ မနုဇသုတး ကြုၑေန ဟန္တုံ ပရကရေၐု သမရ္ပိၐျတေ၊
Gouzout a rit emañ ar Pask a-benn daou zevezh, ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz.
3 တတး ပရံ ပြဓာနယာဇကာဓျာပကပြာဉ္စး ကိယဖာနာမ္နော မဟာယာဇကသျာဋ္ဋာလိကာယာံ မိလိတွာ
Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e porzh ar beleg-meur, anvet Kaifaz,
4 ကေနောပါယေန ယီၑုံ ဓၖတွာ ဟန္တုံ ၑက္နုယုရိတိ မန္တြယာဉ္စကြုး၊
hag en em guzuilhjont evit gouzout penaos kregiñ e Jezuz dre droidell hag e lakaat d'ar marv.
5 ကိန္တု တဲရုက္တံ မဟကာလေ န ဓရ္တ္တဝျး, ဓၖတေ ပြဇာနာံ ကလဟေန ဘဝိတုံ ၑကျတေ၊
Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.
6 တတော ဗဲထနိယာပုရေ ၑိမောနာချသျ ကုၐ္ဌိနော ဝေၑ္မနိ ယီၑော် တိၐ္ဌတိ
Jezuz, o vezañ e Betania e ti Simon al lovr,
7 ကာစန ယောၐာ ၑွေတောပလဘာဇနေန မဟာရ္ဃျံ သုဂန္ဓိ တဲလမာနီယ ဘောဇနာယောပဝိၑတသ္တသျ ၑိရောဘျၐေစတ်၊
ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat eus ur priz bras, hag e-pad ma oa ouzh taol, e skuilhas anezhi war e benn.
8 ကိန္တု တဒါလောကျ တစ္ဆိၐျဲး ကုပိတဲရုက္တံ, ကုတ ဣတ္ထမပဝျယတေ?
An diskibien, o welout-se, a oa droug enno, hag e lavarjont: Perak ar c'holl-se?
9 စေဒိဒံ ဝျကြေၐျတ, တရှိ ဘူရိမူလျံ ပြာပျ ဒရိဒြေဘျော ဝျတာရိၐျတ၊
Rak gallet e vije bet gwerzhañ ar c'hwezh-vat ker, ha reiñ an arc'hant d'ar beorien.
10 ယီၑုနာ တဒဝဂတျ တေ သမုဒိတား, ယောၐာမေနာံ ကုတော ဒုးခိနီံ ကုရုထ, သာ မာံ ပြတိ သာဓု ကရ္မ္မာကာရ္ၐီတ်၊
Met Jezuz, o c'houzout kement-se, a lavaras dezho: Perak e rit poan d'ar wreg-se? Un dra vat he deus graet em c'heñver.
11 ယုၐ္မာကမံ သမီပေ ဒရိဒြား သတတမေဝါသတေ, ကိန္တု ယုၐ္မာကမန္တိကေဟံ နာသေ သတတံ၊
Rak c'hwi ho po bepred peorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon.
12 သာ မမ ကာယောပရိ သုဂန္ဓိတဲလံ သိက္တွာ မမ ၑ္မၑာနဒါနကရ္မ္မာကာရ္ၐီတ်၊
Rak, pa he deus skuilhet ar c'hwezh-vat-se war va c'horf, he deus graet kement-se evit va beziadur.
13 အတောဟံ ယုၐ္မာန် တထျံ ဝဒါမိ သရွွသ္မိန် ဇဂတိ ယတြ ယတြဲၐ သုသမာစာရး ပြစာရိၐျတေ, တတြ တတြဲတသျာ နာရျျား သ္မရဏာရ္ထမ် ကရ္မ္မေဒံ ပြစာရိၐျတေ၊
Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos el lec'hioù ma vo an aviel-mañ prezeget dre ar bed holl, ar pezh he deus graet a vo ivez lavaret en eñvor anezhi.
14 တတော ဒွါဒၑၑိၐျာဏာမ် ဤၐ္ကရိယောတီယယိဟူဒါနာမက ဧကး ၑိၐျး ပြဓာနယာဇကာနာမန္တိကံ ဂတွာ ကထိတဝါန်,
Neuze unan eus an daouzek, anvet Judaz Iskariod, a yeas da gavout ar veleien vras,
15 ယဒိ ယုၐ္မာကံ ကရေၐု ယီၑုံ သမရ္ပယာမိ, တရှိ ကိံ ဒါသျထ? တဒါနီံ တေ တသ္မဲ တြိံၑန္မုဒြာ ဒါတုံ သ္ထိရီကၖတဝန္တး၊
hag a lavaras: Petra a roit din, ha me en lakaio etre ho taouarn? Int a reas marc'had gantañ eus tregont pezh arc'hant.
16 သ တဒါရဘျ တံ ပရကရေၐု သမရ္ပယိတုံ သုယောဂံ စေၐ္ဋိတဝါန်၊
Diwar neuze e klaskas an tu dereat d'e lakaat etre o daouarn.
17 အနန္တရံ ကိဏွၑူနျပူပပရွွဏး ပြထမေဟ္နိ ၑိၐျာ ယီၑုမ် ဥပဂတျ ပပြစ္ဆုး ဘဝတ္ကၖတေ ကုတြ ဝယံ နိသ္တာရမဟဘောဇျမ် အာယောဇယိၐျာမး? ဘဝတး ကေစ္ဆာ?
Ar c'hentañ deiz eus ar bara hep goell, an diskibien a zeuas da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez e kempennfemp dit evit debriñ ar Pask?
18 တဒါ သ ဂဒိတဝါန်, မဓျေနဂရမမုကပုံသး သမီပံ ဝြဇိတွာ ဝဒတ, ဂုရု ရ္ဂဒိတဝါန်, မတ္ကာလး သဝိဓး, သဟ ၑိၐျဲသ္တွဒါလယေ နိသ္တာရမဟဘောဇျံ ဘောက္ၐျေ၊
Eñ a lavaras: It e kêr da gavout an den-mañ-'n den, ha lavarit dezhañ: Ar Mestr a lavar: Va amzer a zo tost; ober a rin ar Pask ez ti gant va diskibien.
19 တဒါ ၑိၐျာ ယီၑောသ္တာဒၖၑနိဒေၑာနုရူပကရ္မ္မ ဝိဓာယ တတြ နိသ္တာရမဟဘောဇျမာသာဒယာမာသုး၊
An diskibien a reas evel m'en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho, hag e fichjont ar Pask.
20 တတး သန္ဓျာယာံ သတျာံ ဒွါဒၑဘိး ၑိၐျဲး သာကံ သ နျဝိၑတ်၊
Pa voe deuet an abardaez, en em lakaas ouzh taol gant an daouzek.
21 အပရံ ဘုဉ္ဇာန ဥက္တဝါန် ယုၐ္မာန် တထျံ ဝဒါမိ, ယုၐ္မာကမေကော မာံ ပရကရေၐု သမရ္ပယိၐျတိ၊
E-pad ma tebrent, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h am gwerzho.
22 တဒါ တေ'တီဝ ဒုးခိတာ ဧကဲကၑော ဝက္တုမာရေဘိရေ, ဟေ ပြဘော, သ ကိမဟံ?
Gwall-c'hlac'haret e oant, ha pep hini anezho en em lakaas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha me eo?
23 တတး သ ဇဂါဒ, မယာ သာကံ ယော ဇနော ဘောဇနပါတြေ ကရံ သံက္ၐိပတိ, သ ဧဝ မာံ ပရကရေၐု သမရ္ပယိၐျတိ၊
Eñ a respontas dezho: An hini en deus lakaet e zorn ganin er plad, hennezh eo am gwerzho.
24 မနုဇသုတမဓိ ယာဒၖၑံ လိခိတမာသ္တေ, တဒနုရူပါ တဒ္ဂတိ ရ္ဘဝိၐျတိ; ကိန္တု ယေန ပုံသာ သ ပရကရေၐု သမရ္ပယိၐျတေ, ဟာ ဟာ စေတ် သ နာဇနိၐျတ, တဒါ တသျ က္ၐေမမဘဝိၐျတ်၊
Mab an den, evit gwir, a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ; met gwalleur d'an den ma vo gwerzhet gantañ; gwell e vije d'an den-se, ne vije biken bet ganet.
25 တဒါ ယိဟူဒါနာမာ ယော ဇနသ္တံ ပရကရေၐု သမရ္ပယိၐျတိ, သ ဥက္တဝါန်, ဟေ ဂုရော, သ ကိမဟံ? တတး သ ပြတျုက္တဝါန်, တွယာ သတျံ ဂဒိတမ်၊
Judaz, an hini en gwerzhe, o komz, a lavaras: Ha me eo, Mestr? Eñ a lavaras dezhañ: Lavaret ec'h eus.
26 အနန္တရံ တေၐာမၑနကာလေ ယီၑုး ပူပမာဒါယေၑွရီယဂုဏာနနူဒျ ဘံက္တွာ ၑိၐျေဘျး ပြဒါယ ဇဂါဒ, မဒွပုးသွရူပမိမံ ဂၖဟီတွာ ခါဒတ၊
Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas d'an diskibien, o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c'horf.
27 ပၑ္စာတ် သ ကံသံ ဂၖဟ္လန် ဤၑွရီယဂုဏာနနူဒျ တေဘျး ပြဒါယ ကထိတဝါန်, သရွွဲ ရျုၐ္မာဘိရနေန ပါတဝျံ,
Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho, o lavarout: Evit holl dioutañ,
28 ယသ္မာဒနေကေၐာံ ပါပမရ္ၐဏာယ ပါတိတံ ယန္မန္နူတ္နနိယမရူပၑောဏိတံ တဒေတတ်၊
rak hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev [nevez], skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec'hedoù.
29 အပရမဟံ နူတ္နဂေါသ္တနီရသံ န ပါသျာမိ, တာဝတ် ဂေါသ္တနီဖလရသံ ပုနး ကဒါပိ န ပါသျာမိ၊
Me a lavar deoc'h, n'evin mui eus ar frouezh-se eus ar gwini, betek an deiz ma'c'h evin anezhañ nevez ganeoc'h e rouantelezh va Zad.
30 ပၑ္စာတ် တေ ဂီတမေကံ သံဂီယ ဇဲတုနာချဂိရိံ ဂတဝန္တး၊
Goude m'o devoe kanet ar c'hantikoù, ez ejont da Venez an Olived.
31 တဒါနီံ ယီၑုသ္တာနဝေါစတ်, အသျာံ ရဇနျာမဟံ ယုၐ္မာကံ သရွွေၐာံ ဝိဃ္နရူပေါ ဘဝိၐျာမိ, ယတော လိခိတမာသ္တေ, "မေၐာဏာံ ရက္ၐကော ယသ္တံ ပြဟရိၐျာမျဟံ တတး၊ မေၐာဏာံ နိဝဟော နူနံ ပြဝိကီရ္ဏော ဘဝိၐျတိ"။
Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: skeiñ a rin ar pastor, ha deñved ar bagad a vo stlabezet.
32 ကိန္တု ၑ္မၑာနာတ် သမုတ္ထာယ ယုၐ္မာကမဂြေ'ဟံ ဂါလီလံ ဂမိၐျာမိ၊
Met goude ma vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea.
33 ပိတရသ္တံ ပြောဝါစ, ဘဝါံၑ္စေတ် သရွွေၐာံ ဝိဃ္နရူပေါ ဘဝတိ, တထာပိ မမ န ဘဝိၐျတိ၊
Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl, evidon-me ne vi biken.
34 တတော ယီၑုနာ သ ဥက္တး, တုဘျမဟံ တထျံ ကထယာမိ, ယာမိနျာမသျာံ စရဏာယုဓသျ ရဝါတ် ပူရွွံ တွံ မာံ တြိ ရ္နာင်္ဂီကရိၐျသိ၊
Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos en noz-mañ memes, a-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech.
35 တတး ပိတရ ဥဒိတဝါန်, ယဒျပိ တွယာ သမံ မရ္တ္တဝျံ, တထာပိ ကဒါပိ တွာံ န နာင်္ဂီကရိၐျာမိ; တထဲဝ သရွွေ ၑိၐျာၑ္စောစုး၊
Pêr a respontas dezhañ: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag an holl ziskibien a lavare ar memes tra.
36 အနန္တရံ ယီၑုး ၑိၐျဲး သာကံ ဂေတ္ၑိမာနီနာမကံ သ္ထာနံ ပြသ္ထာယ တေဘျး ကထိတဝါန်, အဒး သ္ထာနံ ဂတွာ ယာဝဒဟံ ပြာရ္ထယိၐျေ တာဝဒ် ယူယမတြောပဝိၑတ၊
Neuze Jezuz a zeuas ganto en ul lec'h galvet Getsemane, hag e lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma'z in da bediñ ahont.
37 ပၑ္စာတ် သ ပိတရံ သိဝဒိယသုတော် စ သင်္ဂိနး ကၖတွာ ဂတဝါန်, ၑောကာကုလော'တီဝ ဝျထိတၑ္စ ဗဘူဝ၊
Kemer a reas gantañ Pêr ha daou vab Zebedea, hag e voe leuniet a dristidigezh hag a anken.
38 တာနဝါဒီစ္စ မၖတိယာတနေဝ မတ္ပြာဏာနာံ ယာတနာ ဇာယတေ, ယူယမတြ မယာ သာရ္ဒ္ဓံ ဇာဂၖတ၊
Neuze e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv; chomit amañ ha beilhit ganin.
39 တတး သ ကိဉ္စိဒ္ဒူရံ ဂတွာဓောမုခး ပတန် ပြာရ္ထယာဉ္စကြေ, ဟေ မတ္ပိတရျဒိ ဘဝိတုံ ၑက္နောတိ, တရှိ ကံသော'ယံ မတ္တော ဒူရံ ယာတု; ကိန္တု မဒိစ္ဆာဝတ် န ဘဝတု, တွဒိစ္ဆာဝဒ် ဘဝတု၊
O vont un tamm a-raokoc'h, en em daolas war e c'henou d'an douar, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin, mar gell-se bezañ! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
40 တတး သ ၑိၐျာနုပေတျ တာန် နိဒြတော နိရီက္ၐျ ပိတရာယ ကထယာမာသ, ယူယံ မယာ သာကံ ဒဏ္ဍမေကမပိ ဇာဂရိတုံ နာၑန္ကုတ?
Hag e tistroas da gavout e ziskibien, o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Ha n'hoc'h eus ket gallet beilhañ un eur ganin?
41 ပရီက္ၐာယာံ န ပတိတုံ ဇာဂၖတ ပြာရ္ထယဓွဉ္စ; အာတ္မာ သမုဒျတောသ္တိ, ကိန္တု ဝပု ရ္ဒုရ္ဗ္ဗလံ၊
Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur; ar spered a zo buan, met ar c'hig a zo dinerzh.
42 သ ဒွိတီယဝါရံ ပြာရ္ထယာဉ္စကြေ, ဟေ မတ္တာတ, န ပီတေ ယဒိ ကံသမိဒံ မတ္တော ဒူရံ ယာတုံ န ၑက္နောတိ, တရှိ တွဒိစ္ဆာဝဒ် ဘဝတု၊
Mont a reas adarre un eil gwech, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c'hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma'c'h evin anezhañ, ra vo graet da volontez!
43 သ ပုနရေတျ တာန် နိဒြတော ဒဒရ္ၑ, ယတသ္တေၐာံ နေတြာဏိ နိဒြယာ ပူရ္ဏာနျာသန်၊
O vezañ distroet, o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet.
44 ပၑ္စာတ် သ တာန် ဝိဟာယ ဝြဇိတွာ တၖတီယဝါရံ ပူရွွဝတ် ကထယန် ပြာရ္ထိတဝါန်၊
O c'huitaat a reas adarre, hag e pedas evit an trede gwech, o lavarout ar memes komzoù.
45 တတး ၑိၐျာနုပါဂတျ ဂဒိတဝါန်, သာမ္ပြတံ ၑယာနား ကိံ ဝိၑြာမျထ? ပၑျတ, သမယ ဥပါသ္ထာတ်, မနုဇသုတး ပါပိနာံ ကရေၐု သမရ္ပျတေ၊
Neuze e tistroas da gavout e ziskibien hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! Setu, an eur a zo tost ha Mab an den a zo lakaet etre daouarn ar bec'herien.
46 ဥတ္တိၐ္ဌတ, ဝယံ ယာမး, ယော မာံ ပရကရေၐု မသရ္ပယိၐျတိ, ပၑျတ, သ သမီပမာယာတိ၊
Savit, ha deomp, setu, an hini am gwerzh a dosta.
47 ဧတတ္ကထာကထနကာလေ ဒွါဒၑၑိၐျာဏာမေကော ယိဟူဒါနာမကော မုချယာဇကလောကပြာစီနဲး ပြဟိတာန် အသိဓာရိယၐ္ဋိဓာရိဏော မနုဇာန် ဂၖဟီတွာ တတ္သမီပမုပတသ္ထော်၊
Evel ma komze c'hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas, ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl.
48 အသော် ပရကရေၐွရ္ပယိတာ ပူရွွံ တာန် ဣတ္ထံ သင်္ကေတယာမာသ, ယမဟံ စုမ္ဗိၐျေ, သော'သော် မနုဇး, သဧဝ ယုၐ္မာဘိ ရ္ဓာရျျတာံ၊
An hini en gwerzhe en devoa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo, krogit ennañ.
49 တဒါ သ သပဒိ ယီၑုမုပါဂတျ ဟေ ဂုရော, ပြဏမာမီတျုက္တွာ တံ စုစုမ္ဗေ၊
Raktal e tostaas ouzh Jezuz, hag e lavaras dezhañ: Salud, Mestr! Hag e pokas dezhañ.
50 တဒါ ယီၑုသ္တမုဝါစ, ဟေ မိတြံ ကိမရ္ထမာဂတောသိ? တဒါ တဲရာဂတျ ယီၑုရာကြမျ ဒဃြေ၊
Jezuz a lavaras dezhañ: Va mignon, evit petra out amañ? Neuze e tostajont, e lakajont o daouarn war Jezuz, hag e krogjont ennañ.
51 တတော ယီၑေား သင်္ဂိနာမေကး ကရံ ပြသာရျျ ကောၐာဒသိံ ဗဟိၐ္ကၖတျ မဟာယာဇကသျ ဒါသမေကမာဟတျ တသျ ကရ္ဏံ စိစ္ဆေဒ၊
Ha setu, unan eus ar re a oa gant Jezuz a astennas e zorn, a dennas e gleze, a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dezhañ.
52 တတော ယီၑုသ္တံ ဇဂါဒ, ခဍ္ဂံ သွသ္ထာနေ နိဓေဟိ ယတော ယေ ယေ ဇနာ အသိံ ဓာရယန္တိ, တဧဝါသိနာ ဝိနၑျန္တိ၊
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Laka da gleze en e lec'h; rak an holl re a gemero ar c'hleze, a varvo dre ar c'hleze.
53 အပရံ ပိတာ ယထာ မဒန္တိကံ သွရ္ဂီယဒူတာနာံ ဒွါဒၑဝါဟိနီတော'ဓိကံ ပြဟိဏုယာတ် မယာ တမုဒ္ဒိၑျေဒါနီမေဝ တထာ ပြာရ္ထယိတုံ န ၑကျတေ, တွယာ ကိမိတ္ထံ ဇ္ဉာယတေ?
Ha soñjal a rez na c'hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?
54 တထာ သတီတ္ထံ ဃဋိၐျတေ ဓရ္မ္မပုသ္တကသျ ယဒိဒံ ဝါကျံ တတ် ကထံ သိဓျေတ်?
Penaos eta e vefe peurc'hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c'hoarvezout evel-se?
55 တဒါနီံ ယီၑု ရ္ဇနနိဝဟံ ဇဂါဒ, ယူယံ ခဍ္ဂယၐ္ဋီန် အာဒါယ မာံ ကိံ စော်ရံ ဓရ္တ္တုမာယာတား? အဟံ ပြတျဟံ ယုၐ္မာဘိး သာကမုပဝိၑျ သမုပါဒိၑံ, တဒါ မာံ နာဓရတ;
D'an ampoent-se, Jezuz a lavaras d'ar vandenn-se: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret.
56 ကိန္တု ဘဝိၐျဒွါဒိနာံ ဝါကျာနာံ သံသိဒ္ဓယေ သရွွမေတဒဘူတ်၊ တဒါ သရွွေ ၑိၐျာသ္တံ ဝိဟာယ ပလာယန္တ၊
Met kement-se a zo c'hoarvezet evit ma vo peurc'hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien, o vezañ e zilezet, a dec'has kuit.
57 အနန္တရံ တေ မနုဇာ ယီၑုံ ဓၖတွာ ယတြာဓျာပကပြာဉ္စး ပရိၐဒံ ကုရွွန္တ ဥပါဝိၑန် တတြ ကိယဖာနာမကမဟာယာဇကသျာန္တိကံ နိနျုး၊
Ar re o devoa kemeret Jezuz, a gasas anezhañ da di Kaifaz, ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet ar skribed hag an henaourien.
58 ကိန္တု ၑေၐေ ကိံ ဘဝိၐျတီတိ ဝေတ္တုံ ပိတရော ဒူရေ တတ္ပၑ္စာဒ် ဝြဇိတွာ မဟာယာဇကသျာဋ္ဋာလိကာံ ပြဝိၑျ ဒါသဲး သဟိတ ဥပါဝိၑတ်၊
Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag, o vezañ aet e-barzh, ec'h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec'h echufe kement-se.
59 တဒါနီံ ပြဓာနယာဇကပြာစီနမန္တြိဏး သရွွေ ယီၑုံ ဟန္တုံ မၖၐာသာက္ၐျမ် အလိပ္သန္တ,
Neuze, ar veleien vras, [an henaourien, ] hag an holl sanedrin a glaske ur falstesteni bennak a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv.
60 ကိန္တု န လေဘိရေ၊ အနေကေၐု မၖၐာသာက္ၐိၐွာဂတေၐွပိ တန္န ပြာပုး၊
Hogen ne gavent ket, petra bennak ma teuas meur a fals-test. En diwezh, e teuas daou fals-test, hag a lavaras:
61 ၑေၐေ ဒွေါ် မၖၐာသာက္ၐိဏာဝါဂတျ ဇဂဒတုး, ပုမာနယမကထယတ်, အဟမီၑွရမန္ဒိရံ ဘံက္တွာ ဒိနတြယမဓျေ တန္နိရ္မ္မာတုံ ၑက္နောမိ၊
Hemañ en deus lavaret: Me a c'hell diskar templ Doue, hag en adsevel e tri devezh.
62 တဒါ မဟာယာဇက ဥတ္ထာယ ယီၑုမ် အဝါဒီတ်၊ တွံ ကိမပိ န ပြတိဝဒသိ? တွာမဓိ ကိမေတေ သာက္ၐျံ ဝဒန္တိ?
Ar beleg-meur a savas hag a lavaras dezhañ: Ha ne respontez netra? Petra a dest an dud-se en da enep?
63 ကိန္တု ယီၑု ရ္မော်နီဘူယ တသျော်၊ တတော မဟာယာဇက ဥက္တဝါန်, တွာမ် အမရေၑွရနာမ္နာ ၑပယာမိ, တွမီၑွရသျ ပုတြော'ဘိၐိက္တော ဘဝသိ နဝေတိ ဝဒ၊
Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran, en anv an Doue bev, da lavarout deomp mar dout ar C'hrist, Mab Doue.
64 ယီၑုး ပြတျဝဒတ်, တွံ သတျမုက္တဝါန်; အဟံ ယုၐ္မာန် တထျံ ဝဒါမိ, ဣတးပရံ မနုဇသုတံ သရွွၑက္တိမတော ဒက္ၐိဏပါရ္ၑွေ သ္ထာတုံ ဂဂဏသ္ထံ ဇလဓရာနာရုဟျာယာန္တံ ဝီက္ၐဓွေ၊
Jezuz a lavaras dezhañ: E lavaret ec'h eus; ouzhpenn, e lavaran deoc'h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv.
65 တဒါ မဟာယာဇကော နိဇဝသနံ ဆိတ္တွာ ဇဂါဒ, ဧၐ ဤၑွရံ နိန္ဒိတဝါန်, အသ္မာကမပရသာက္ၐျေဏ ကိံ ပြယောဇနံ? ပၑျတ, ယူယမေဝါသျာသျာဒ် ဤၑွရနိန္ဒာံ ၑြုတဝန္တး,
Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? Klevet hoc'h eus e ledoued;
66 ယုၐ္မာဘိး ကိံ ဝိဝိစျတေ? တေ ပြတျူစုး, ဝဓာရှော'ယံ၊
petra a soñjit a-se? Respont a rejont: Din eo da vervel.
67 တတော လောကဲသ္တဒါသျေ နိၐ္ဌီဝိတံ ကေစိတ် ပြတလမာဟတျ ကေစိစ္စ စပေဋမာဟတျ ဗဘာၐိရေ,
Neuze e krañchjont ouzh e zremm hag e rojont dezhañ karvanadoù ha jodadoù,
68 ဟေ ခြီၐ္ဋ တွာံ ကၑ္စပေဋမာဟတဝါန်? ဣတိ ဂဏယိတွာ ဝဒါသ္မာန်၊
o lavarout: Diougan deomp, Krist, piv eo an hini en deus skoet ganit?
69 ပိတရော ဗဟိရင်္ဂန ဥပဝိၑတိ, တဒါနီမေကာ ဒါသီ တမုပါဂတျ ဗဘာၐေ, တွံ ဂါလီလီယယီၑေား သဟစရဧကး၊
Koulskoude, Pêr a oa azezet en diavaez, er porzh; ur vatezh a dostaas outañ en ur lavarout: Te ivez, te a oa gant Jezuz ar Galilead.
70 ကိန္တု သ သရွွေၐာံ သမက္ၐမ် အနင်္ဂီကၖတျာဝါဒီတ်, တွယာ ယဒုစျတေ, တဒရ္ထမဟံ န ဝေဒ္မိ၊
Met eñ a nac'has dirak an holl, o lavarout: N'ouzon ket petra a lavarez;
71 တဒါ တသ္မိန် ဗဟိရ္ဒွါရံ ဂတေ 'နျာ ဒါသီ တံ နိရီက္ၐျ တတြတျဇနာနဝဒတ်, အယမပိ နာသရတီယယီၑုနာ သာရ္ဒ္ဓမ် အာသီတ်၊
Evel ma'z ae etrezek an nor, ur vatezh all a welas anezhañ, hag a lavaras d'ar re a oa eno: Hemañ a oa ivez gant Jezuz a Nazared.
72 တတး သ ၑပထေန ပုနရနင်္ဂီကၖတျ ကထိတဝါန်, တံ နရံ န ပရိစိနောမိ၊
Eñ a nac'has adarre gant ul ledoued: N'anavezan ket an den-se.
73 က္ၐဏာတ် ပရံ တိၐ္ဌန္တော ဇနာ ဧတျ ပိတရမ် အဝဒန်, တွမဝၑျံ တေၐာမေက ဣတိ တွဒုစ္စာရဏမေဝ ဒျောတယတိ၊
Ur pennad goude, ar re a oa eno a dostaas hag a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak da anavezout a reer diouzh da yezh.
74 ကိန္တု သော'ဘိၑပျ ကထိတဝါန်, တံ ဇနံ နာဟံ ပရိစိနောမိ, တဒါ သပဒိ ကုက္ကုဋော ရုရာဝ၊
Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ, o lavarout: N'anavezan ket an den-se. Raktal ar c'hilhog a ganas;
75 ကုက္ကုဋရဝါတ် ပြာက် တွံ မာံ တြိရပါဟ္နောၐျသေ, ယဲၐာ ဝါဂ် ယီၑုနာဝါဒိ တာံ ပိတရး သံသ္မၖတျ ဗဟိရိတွာ ခေဒါဒ် ဘၖၑံ စကြန္ဒ၊
ha Pêr en devoe soñj eus ar gomz en devoa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c'hilhog, ez po va dinac'het teir gwech. Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder.

< မထိး 26 >