< မထိး 21 >

1 အနန္တရံ တေၐု ယိရူၑာလမ္နဂရသျ သမီပဝေရ္တ္တိနော ဇဲတုနနာမကဓရာဓရသျ သမီပသ္ထ္တိံ ဗဲတ္ဖဂိဂြာမမ် အာဂတေၐု, ယီၑုး ၑိၐျဒွယံ ပြေၐယန် ဇဂါဒ,
Evel ma tostaent ouzh Jeruzalem, ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,
2 ယုဝါံ သမ္မုခသ္ထဂြာမံ ဂတွာ ဗဒ္ဓါံ ယာံ သဝတ္သာံ ဂရ္ဒ္ဒဘီံ ဟဌာတ် ပြာပ္သျထး, တာံ မောစယိတွာ မဒန္တိကမ် အာနယတံ၊
o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h; kavout a reot kerkent un azenez stag hag un azen yaouank ganti; distagit int, ha degasit int din.
3 တတြ ယဒိ ကၑ္စိတ် ကိဉ္စိဒ် ဝက္ၐျတိ, တရှိ ဝဒိၐျထး, ဧတသျာံ ပြဘေား ပြယောဇနမာသ္တေ, တေန သ တတ္က္ၐဏာတ် ပြဟေၐျတိ၊
Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc'h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont.
4 သီယောနး ကနျကာံ ယူယံ ဘာၐဓွမိတိ ဘာရတီံ၊ ပၑျ တေ နမြၑီလး သန် နၖပ အာရုဟျ ဂရ္ဒဘီံ၊ အရ္ထာဒါရုဟျ တဒွတ္သမာယာသျတိ တွဒန္တိကံ၊
Kement-se a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed:
5 ဘဝိၐျဒွါဒိနောက္တံ ဝစနမိဒံ တဒါ သဖလမဘူတ်၊
Lavarit da verc'h Sion: Setu, da roue a zeu da'z kavout, leun a zouster, ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
6 အနန္တရံ တော် ၑ္ၐျိ ယီၑော ရျထာနိဒေၑံ တံ ဂြာမံ ဂတွာ
An diskibien a yeas hag a reas ar pezh en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho.
7 ဂရ္ဒဘီံ တဒွတ္သဉ္စ သမာနီတဝန္တော်, ပၑ္စာတ် တဒုပရိ သွီယဝသနာနီ ပါတယိတွာ တမာရောဟယာမာသတုး၊
Degas a rejont an azenez hag an azenig da Jezuz, e lakajont o dilhad warno, hag e rejont dezhañ azezañ warno.
8 တတော ဗဟဝေါ လောကာ နိဇဝသနာနိ ပထိ ပြသာရယိတုမာရေဘိရေ, ကတိပယာ ဇနာၑ္စ ပါဒပပရ္ဏာဒိကံ ဆိတွာ ပထိ ဝိသ္တာရယာမာသုး၊
An darn vuiañ eus an dud a astennas o dilhad war an hent, ha re all a droc'he brankoù gwez, hag a c'holoas ganto an hent.
9 အဂြဂါမိနး ပၑ္စာဒ္ဂါမိနၑ္စ မနုဇာ ဥစ္စဲရ္ဇယ ဇယ ဒါယူဒး သန္တာနေတိ ဇဂဒုး ပရမေၑွရသျ နာမ္နာ ယ အာယာတိ သ ဓနျး, သရွွောပရိသ္ထသွရ္ဂေပိ ဇယတိ၊
Ar re a valee a-raok, hag ar re a heulie Jezuz, a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec'hioù uhel meurbet!
10 ဣတ္ထံ တသ္မိန် ယိရူၑာလမံ ပြဝိၐ္ဋေ ကော'ယမိတိ ကထနာတ် ကၖတ္သ္နံ နဂရံ စဉ္စလမဘဝတ်၊
Pa voe aet e Jeruzalem, holl gêr a voe mantret, hag e lavarent: Piv eo hemañ?
11 တတြ လောကေား ကထယာမာသုး, ဧၐ ဂါလီလ္ပြဒေၑီယ-နာသရတီယ-ဘဝိၐျဒွါဒီ ယီၑုး၊
Ar bobl a respontas: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea.
12 အနန္တရံ ယီၑုရီၑွရသျ မန္ဒိရံ ပြဝိၑျ တန္မဓျာတ် ကြယဝိကြယိဏော ဝဟိၑ္စကာရ; ဝဏိဇာံ မုဒြာသနာနီ ကပေါတဝိကြယိဏာဉ္စသနာနီ စ နျုဝ္ဇယာမာသ၊
Jezuz, o vezañ aet e templ Doue, a gasas kuit an holl re a werzhe hag a brene en templ; hag e tiskaras taolioù an drokerien-arc'hant, ha kadorioù ar varc'hadourien goulmed.
13 အပရံ တာနုဝါစ, ဧၐာ လိပိရာသ္တေ, "မမ ဂၖဟံ ပြာရ္ထနာဂၖဟမိတိ ဝိချာသျတိ", ကိန္တု ယူယံ တဒ် ဒသျူနာံ ဂဟွရံ ကၖတဝန္တး၊
Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron.
14 တဒနန္တရမ် အန္ဓခဉ္စလောကာသ္တသျ သမီပမာဂတား, သ တာန် နိရာမယာန် ကၖတဝါန်၊
Tud dall ha tud kamm a dostaas outañ en templ, hag o yac'haas.
15 ယဒါ ပြဓာနယာဇကာ အဓျာပကာၑ္စ တေန ကၖတာနျေတာနိ စိတြကရ္မ္မာဏိ ဒဒၖၑုး, ဇယ ဇယ ဒါယူဒး သန္တာန, မန္ဒိရေ ဗာလကာနာမ် ဧတာဒၖၑမ် ဥစ္စဓွနိံ ၑုၑြုဝုၑ္စ, တဒါ မဟာကြုဒ္ဓါ ဗဘူဝး,
Met ar veleien vras hag ar skribed, droug enno o welout ar burzhudoù a rae ha bugale a grie en templ: Hozanna da Vab David,
16 တံ ပပြစ္ဆုၑ္စ, ဣမေ ယဒ် ဝဒန္တိ, တတ် ကိံ တွံ ၑၖဏောၐိ? တတော ယီၑုသ္တာန် အဝေါစတ်, သတျမ်; သ္တနျပါယိၑိၑူနာဉ္စ ဗာလကာနာဉ္စ ဝက္တြတး၊ သွကီယံ မဟိမာနံ တွံ သံပြကာၑယသိ သွယံ၊ ဧတဒွါကျံ ယူယံ ကိံ နာပဌတ?
a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho, ha n'hoc'h eus biskoazh lennet ar c'homzoù-mañ: Tennet ec'h eus meuleudi eus genou ar vugale hag ar re a zo ouzh ar vronn?
17 တတသ္တာန် ဝိဟာယ သ နဂရာဒ် ဗဲထနိယာဂြာမံ ဂတွာ တတြ ရဇနီံ ယာပယာမာသ၊
Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit eus kêr, evit mont da Vetania, e-lec'h ma tremenas an noz.
18 အနန္တရံ ပြဘာတေ သတိ ယီၑုး ပုနရပိ နဂရမာဂစ္ဆန် က္ၐုဓာရ္တ္တော ဗဘူဝ၊
Da vintin, evel ma tistroe e kêr, en devoe naon.
19 တတော မာရ္ဂပါရ္ၑွ ဥဍုမ္ဗရဝၖက္ၐမေကံ ဝိလောကျ တတ္သမီပံ ဂတွာ ပတြာဏိ ဝိနာ ကိမပိ န ပြာပျ တံ ပါဒပံ ပြောဝါစ, အဒျာရဘျ ကဒါပိ တွယိ ဖလံ န ဘဝတု; တေန တတ္က္ၐဏာတ် သ ဥဍုမ္ဗရမာဟီရုဟး ၑုၐ္ကတာံ ဂတး၊ (aiōn g165)
O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi; met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac'hanout! Raktal, ar wezenn-fiez a sec'has. (aiōn g165)
20 တဒ် ဒၖၐ္ဋွာ ၑိၐျာ အာၑ္စရျျံ ဝိဇ္ဉာယ ကထယာမာသုး, အား, ဥဍုမွရပါဒပေါ'တိတူရ္ဏံ ၑုၐ္ကော'ဘဝတ်၊
An diskibien a welas kement-se, hag a voe souezhet, o lavarout: Penaos eo deuet ar wezenn-fiez-se da vezañ sec'h raktal?
21 တတော ယီၑုသ္တာနုဝါစ, ယုၐ္မာနဟံ သတျံ ဝဒါမိ, ယဒိ ယူယမသန္ဒိဂ္ဓား ပြတီထ, တရှိ ယူယမပိ ကေဝလောဍုမွရပါဒပံ ပြတီတ္ထံ ကရ္တ္တုံ ၑက္ၐျထ, တန္န, တွံ စလိတွာ သာဂရေ ပတေတိ ဝါကျံ ယုၐ္မာဘိရသ္မိန ၑဲလေ ပြောက္တေပိ တဒဲဝ တဒ် ဃဋိၐျတေ၊
Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec'h ket, n'eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d'ar wezenn-fiez e rajec'h, met pa lavarjec'h d'ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.
22 တထာ ဝိၑွသျ ပြာရ္ထျ ယုၐ္မာဘိ ရျဒ် ယာစိၐျတေ, တဒေဝ ပြာပ္သျတေ၊
Kement a c'houlennot gant feiz dre ar bedenn, a vo roet deoc'h.
23 အနန္တရံ မန္ဒိရံ ပြဝိၑျောပဒေၑနသမယေ တတ္သမီပံ ပြဓာနယာဇကား ပြာစီနလောကာၑ္စာဂတျ ပပြစ္ဆုး, တွယာ ကေန သာမရ္ထျနဲတာနိ ကရ္မ္မာဏိ ကြိယန္တေ? ကေန ဝါ တုဘျမေတာနိ သာမရ္ထျာနိ ဒတ္တာနိ?
Jezuz a yeas en templ, hag e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?
24 တတော ယီၑုး ပြတျဝဒတ်, အဟမပိ ယုၐ္မာန် ဝါစမေကာံ ပၖစ္ဆာမိ, ယဒိ ယူယံ တဒုတ္တရံ ဒါတုံ ၑက္ၐျထ, တဒါ ကေန သာမရ္ထျေန ကရ္မ္မာဏျေတာနိ ကရောမိ, တဒဟံ ယုၐ္မာန် ဝက္ၐျာမိ၊
Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h, ha, mar respontit, e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
25 ယောဟနော မဇ္ဇနံ ကသျာဇ္ဉယာဘဝတ်? ကိမီၑွရသျ မနုၐျသျ ဝါ? တတသ္တေ ပရသ္ပရံ ဝိဝိစျ ကထယာမာသုး, ယဒီၑွရသျေတိ ဝဒါမသ္တရှိ ယူယံ တံ ကုတော န ပြတျဲတ? ဝါစမေတာံ ဝက္ၐျတိ၊
Badeziant Yann, a-belec'h e teue? Eus an neñv, pe eus an dud? Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ?
26 မနုၐျသျေတိ ဝက္တုမပိ လောကေဘျော ဗိဘီမး, ယတး သရွွဲရပိ ယောဟန် ဘဝိၐျဒွါဒီတိ ဇ္ဉာယတေ၊
Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed.
27 တသ္မာတ် တေ ယီၑုံ ပြတျဝဒန်, တဒ် ဝယံ န ဝိဒ္မး၊ တဒါ သ တာနုက္တဝါန်, တရှိ ကေန သာမရထျေန ကရ္မ္မာဏျေတာနျဟံ ကရောမိ, တဒပျဟံ ယုၐ္မာန် န ဝက္ၐျာမိ၊
Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Hag eñ a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
28 ကသျစိဇ္ဇနသျ ဒွေါ် သုတာဝါသ္တာံ သ ဧကသျ သုတသျ သမီပံ ဂတွာ ဇဂါဒ, ဟေ သုတ, တွမဒျ မမ ဒြာက္ၐာက္ၐေတြေ ကရ္မ္မ ကရ္တုံ ဝြဇ၊
Petra a soñjit? Un den en devoa daou vab; o vont etrezek an hini kentañ, e lavaras dezhañ: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg.
29 တတး သ ဥက္တဝါန်, န ယာသျာမိ, ကိန္တု ၑေၐေ'နုတပျ ဇဂါမ၊
Eñ a respontas: Ne din ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ, hag ez eas.
30 အနန္တရံ သောနျသုတသျ သမီပံ ဂတွာ တထဲဝ ကထ္တိဝါန်; တတး သ ပြတျုဝါစ, မဟေစ္ဆ ယာမိ, ကိန္တု န ဂတး၊
Dont a reas ivez etrezek egile, hag e lavaras dezhañ ar memes tra. Hag hemañ a respontas: Mont a ran, aotrou; met ne deas ket.
31 ဧတယေား ပုတြယော ရ္မဓျေ ပိတုရဘိမတံ ကေန ပါလိတံ? ယုၐ္မာဘိး ကိံ ဗုဓျတေ? တတသ္တေ ပြတျူစုး, ပြထမေန ပုတြေဏ၊ တဒါနီံ ယီၑုသ္တာနုဝါစ, အဟံ ယုၐ္မာန် တထျံ ဝဒါမိ, စဏ္ဍာလာ ဂဏိကာၑ္စ ယုၐ္မာကမဂြတ ဤၑွရသျ ရာဇျံ ပြဝိၑန္တိ၊
Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall ho tiaraogo e rouantelezh Doue.
32 ယတော ယုၐ္မာကံ သမီပံ ယောဟနိ ဓရ္မ္မပထေနာဂတေ ယူယံ တံ န ပြတီထ, ကိန္တု စဏ္ဍာလာ ဂဏိကာၑ္စ တံ ပြတျာယန်, တဒ် ဝိလောကျာပိ ယူယံ ပြတျေတုံ နာခိဒျဓွံ၊
Rak Yann a zo deuet d'ho kavout dre hent ar reizhder, ha n'hoc'h eus ket kredet ennañ. Met ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall o deus kredet ennañ. Ha c'hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n'hoc'h eus ket bet keuz evit krediñ ennañ.
33 အပရမေကံ ဒၖၐ္ဋာန္တံ ၑၖဏုတ, ကၑ္စိဒ် ဂၖဟသ္ထး က္ၐေတြေ ဒြာက္ၐာလတာ ရောပယိတွာ တစ္စတုရ္ဒိက္ၐု ဝါရဏီံ ဝိဓာယ တန္မဓျေ ဒြာက္ၐာယန္တြံ သ္ထာပိတဝါန်, မာဉ္စဉ္စ နိရ္မ္မိတဝါန်, တတး ကၖၐကေၐု တတ် က္ၐေတြံ သမရ္ပျ သွယံ ဒူရဒေၑံ ဇဂါမ၊
Selaouit ur barabolenn all. Bez' e oa un den penn-tiegezh hag a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask, hag a savas enni un tour; neuze e feurmas anezhi da winierien, hag ez eas en ur vro all.
34 တဒနန္တရံ ဖလသမယ ဥပသ္ထိတေ သ ဖလာနိ ပြာပ္တုံ ကၖၐီဝလာနာံ သမီပံ နိဇဒါသာန် ပြေၐယာမာသ၊
Da amzer ar frouezh e kasas e servijerien etrezek ar winierien, evit resev frouezh e winieg.
35 ကိန္တု ကၖၐီဝလာသ္တသျ တာန် ဒါသေယာန် ဓၖတွာ ကဉ္စန ပြဟၖတဝန္တး, ကဉ္စန ပါၐာဏဲရာဟတဝန္တး, ကဉ္စန စ ဟတဝန္တး၊
Met ar winierien, o vezañ kroget er servijerien, a gannas unan, a lazhas egile, hag a veinatas an trede.
36 ပုနရပိ သ ပြဘုး ပြထမတော'ဓိကဒါသေယာန် ပြေၐယာမာသ, ကိန္တု တေ တာန် ပြတျပိ တထဲဝ စကြုး၊
Kas a reas adarre servijerien all, kalz muioc'h eget ar re gentañ, hag e rejont dezho ar memes tra.
37 အနန္တရံ မမ သုတေ ဂတေ တံ သမာဒရိၐျန္တေ, ဣတျုက္တွာ ၑေၐေ သ နိဇသုတံ တေၐာံ သန္နိဓိံ ပြေၐယာမာသ၊
Da ziwezhañ, e kasas dezho e vab, o lavarout: Doujañ a raint va mab.
38 ကိန္တု တေ ကၖၐီဝလား သုတံ ဝီက္ၐျ ပရသ္ပရမ် ဣတိ မန္တြယိတုမ် အာရေဘိရေ, အယမုတ္တရာဓိကာရီ ဝယမေနံ နိဟတျာသျာဓိကာရံ သွဝၑီကရိၐျာမး၊
Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour; deuit, lazhomp eñ, ha kemeromp e heritaj.
39 ပၑ္စာတ် တေ တံ ဓၖတွာ ဒြာက္ၐာက္ၐေတြာဒ် ဗဟိး ပါတယိတွာဗဓိၐုး၊
Hag o vezañ kroget ennañ, e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg, hag en lazhjont.
40 ယဒါ သ ဒြာက္ၐာက္ၐေတြပတိရာဂမိၐျတိ, တဒါ တာန် ကၖၐီဝလာန် ကိံ ကရိၐျတိ?
Bremañ, pa zeuio mestr ar winieg, petra a raio d'ar winierien-se?
41 တတသ္တေ ပြတျဝဒန်, တာန် ကလုၐိဏော ဒါရုဏယာတနာဘိရာဟနိၐျတိ, ယေ စ သမယာနုကြမာတ် ဖလာနိ ဒါသျန္တိ, တာဒၖၑေၐု ကၖၐီဝလေၐု က္ၐေတြံ သမရ္ပယိၐျတိ၊
Respont a rejont dezhañ: Distrujañ a raio en un doare reuzeudik an dud drouk-se, hag e feurmo e winieg da winierien all a roio dezhañ he frouezh en o amzer.
42 တဒါ ယီၑုနာ တေ ဂဒိတား, ဂြဟဏံ န ကၖတံ ယသျ ပါၐာဏသျ နိစာယကဲး၊ ပြဓာနပြသ္တရး ကောဏေ သဧဝ သံဘဝိၐျတိ၊ ဧတတ် ပရေၑိတုး ကရ္မ္မာသ္မဒၖၐ္ဋာဝဒ္ဘုတံ ဘဝေတ်၊ ဓရ္မ္မဂြန္ထေ လိခိတမေတဒွစနံ ယုၐ္မာဘိး ကိံ နာပါဌိ?
Jezuz a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone, a zo deuet da vezañ penn ar c'horn. Kement-se a zo bet graet gant an Aotrou, hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad?
43 တသ္မာဒဟံ ယုၐ္မာန် ဝဒါမိ, ယုၐ္မတ္တ ဤၑွရီယရာဇျမပနီယ ဖလောတ္ပာဒယိတြနျဇာတယေ ဒါယိၐျတေ၊
Setu perak e lavaran deoc'h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc'h, ha roet d'ur bobl a roio ar frouezh anezhi.
44 ယော ဇန ဧတတ္ပာၐာဏောပရိ ပတိၐျတိ, တံ သ ဘံက္ၐျတေ, ကိန္တွယံ ပါၐာဏော ယသျောပရိ ပတိၐျတိ, တံ သ ဓူလိဝတ် စူရ္ဏီကရိၐျတိ၊
An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha flastret e vo an hini ma kouezho warnañ.
45 တဒါနီံ ပြာဓနယာဇကား ဖိရူၑိနၑ္စ တသျေမာံ ဒၖၐ္ဋာန္တကထာံ ၑြုတွာ သော'သ္မာနုဒ္ဒိၑျ ကထိတဝါန်, ဣတိ ဝိဇ္ဉာယ တံ ဓရ္တ္တုံ စေၐ္ဋိတဝန္တး;
Goude bezañ klevet e barabolennoù, ar veleien vras hag ar farizianed a anavezas mat e oa anezho eo e komze Jezuz,
46 ကိန္တု လောကေဘျော ဗိဘျုး, ယတော လောကဲး သ ဘဝိၐျဒွါဒီတျဇ္ဉာယိ၊
hag e klaskjont kregiñ ennañ, met aon o devoa rak ar bobl a gemere anezhañ evit ur profed.

< မထိး 21 >