< မထိး 10 >

1 အနန္တရံ ယီၑု ရ္ဒွါဒၑၑိၐျာန် အာဟူယာမေဓျဘူတာန် တျာဇယိတုံ သရွွပြကာရရောဂါန် ပီဍာၑ္စ ၑမယိတုံ တေဘျး သာမရ္ထျမဒါတ်၊
Neuze e c'halvas e zaouzek diskibl, hag e roas dezho ar galloud da gas kuit ar speredoù hudur, ha da yac'haat pep kleñved ha pep mac'hagn.
2 တေၐာံ ဒွါဒၑပြေၐျာဏာံ နာမာနျေတာနိ၊ ပြထမံ ၑိမောန် ယံ ပိတရံ ဝဒန္တိ, တတး ပရံ တသျ သဟဇ အာန္ဒြိယး, သိဝဒိယသျ ပုတြော ယာကူဗ္
Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;
3 တသျ သဟဇော ယောဟန်; ဖိလိပ် ဗရ္ထလမယ် ထောမား ကရသံဂြာဟီ မထိး, အာလ္ဖေယပုတြော ယာကူဗ်,
Filip ha Bartolome; Tomaz ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
4 ကိနာနီယး ၑိမောန်, ယ ဤၐ္ကရိယောတီယယိဟူဒါး ခြီၐ္ဋံ ပရကရေ'ရ္ပယတ်၊
Simon ar C'hananead, ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas.
5 ဧတာန် ဒွါဒၑၑိၐျာန် ယီၑုး ပြေၐယန် ဣတျာဇ္ဉာပယတ်, ယူယမ် အနျဒေၑီယာနာံ ပဒဝီံ ၑေမိရောဏီယာနာံ ကိမပိ နဂရဉ္စ န ပြဝိၑျေ
Jezuz a gasas an daouzek den-se, goude bezañ roet dezho ar gourc'hemennoù war-lerc'h: N'it ket etrezek ar baganed, ha n'it ket e kêrioù ar Samaritaned;
6 ဣသြာယေလ္ဂောတြသျ ဟာရိတာ ယေ ယေ မေၐာသ္တေၐာမေဝ သမီပံ ယာတ၊
met, it kentoc'h etrezek deñved kollet ti Israel.
7 ဂတွာ ဂတွာ သွရ္ဂသျ ရာဇတွံ သဝိဓမဘဝတ်, ဧတာံ ကထာံ ပြစာရယတ၊
En ur vont, prezegit ha lavarit: Rouantelezh an neñvoù a zo tost.
8 အာမယဂြသ္တာန် သွသ္ထာန် ကုရုတ, ကုၐ္ဌိနး ပရိၐ္ကုရုတ, မၖတလောကာန် ဇီဝယတ, ဘူတာန် တျာဇယတ, ဝိနာ မူလျံ ယူယမ် အလဘဓွံ ဝိနဲဝ မူလျံ ဝိၑြာဏယတ၊
Pareit ar re glañv, glanait ar re lovr, adsavit ar re varv da vev, kasit kuit an diaoulien; resevet hoc'h eus evit netra, roit evit netra.
9 ကိန္တု သွေၐာံ ကဋိဗန္ဓေၐု သွရ္ဏရူပျတာမြာဏာံ ကိမပိ န ဂၖဟ္လီတ၊
Na gemerit nag aour, nag arc'hant, na moneiz en ho kouriz,
10 အနျစ္စ ယာတြာယဲ စေလသမ္ပုဋံ ဝါ ဒွိတီယဝသနံ ဝါ ပါဒုကေ ဝါ ယၐ္ဋိး, ဧတာန် မာ ဂၖဟ္လီတ, ယတး ကာရျျကၖတ် ဘရ္တ္တုံ ယောဂျော ဘဝတိ၊
na sac'h evit ar veaj, na daou wiskamant, na botoù, na bazh; rak al labourer a zo dleet dezhañ e voued.
11 အပရံ ယူယံ ယတ် ပုရံ ယဉ္စ ဂြာမံ ပြဝိၑထ, တတြ ယော ဇနော ယောဂျပါတြံ တမဝဂတျ ယာနကာလံ ယာဝတ် တတြ တိၐ္ဌတ၊
E peseurt kêr bennak pe bourc'h bennak ma'z eot, goulennit piv a zo din d'ho tegemer, ha chomit eno betek ma'z eot kuit.
12 ယဒါ ယူယံ တဒ္ဂေဟံ ပြဝိၑထ, တဒါ တမာၑိၐံ ဝဒတ၊
En ur vont e-barzh an ti, saludit-eñ,
13 ယဒိ သ ယောဂျပါတြံ ဘဝတိ, တရှိ တတ္ကလျာဏံ တသ္မဲ ဘဝိၐျတိ, နောစေတ် သာၑီရျုၐ္မဘျမေဝ ဘဝိၐျတိ၊
ha, mar deo din an ti a gement-se, ra zeuio ho peoc'h warnañ; met, ma n'eo ket din, ra zistroio ho peoc'h deoc'h.
14 ကိန္တု ယေ ဇနာ ယုၐ္မာကမာတိထျံ န ဝိဒဓတိ ယုၐ္မာကံ ကထာဉ္စ န ၑၖဏွန္တိ တေၐာံ ဂေဟာတ် ပုရာဒွါ ပြသ္ထာနကာလေ သွပဒူလီး ပါတယတ၊
Ha p'en em gavo tud n'ho tegemerint ket, ha ne selaouint ket ho komzoù, pa'z eot kuit eus an ti-se pe eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid.
15 ယုၐ္မာနဟံ တထျံ ဝစ္မိ ဝိစာရဒိနေ တတ္ပုရသျ ဒၑာတး သိဒေါမမောရာပုရယောရ္ဒၑာ သဟျတရာ ဘဝိၐျတိ၊
Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se.
16 ပၑျတ, ဝၖကယူထမဓျေ မေၐး ယထာဝိသ္တထာ ယုၐ္မာန ပြဟိဏောမိ, တသ္မာဒ် ယူယမ် အဟိရိဝ သတရ္ကား ကပေါတာဣဝါဟိံသကာ ဘဝတ၊
Setu, e kasan ac'hanoc'h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered, ha eeun evel koulmed.
17 နၖဘျး သာဝဓာနာ ဘဝတ; ယတသ္တဲ ရျူယံ ရာဇသံသဒိ သမရ္ပိၐျဓွေ တေၐာံ ဘဇနဂေဟေ ပြဟာရိၐျဓွေ၊
Diwallit diouzh an dud, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn hag e skourjezint ac'hanoc'h en o sinagogennoù;
18 ယူယံ မန္နာမဟေတေား ၑာသ္တၖဏာံ ရာဇ္ဉာဉ္စ သမက္ၐံ တာနနျဒေၑိနၑ္စာဓိ သာက္ၐိတွာရ္ထမာနေၐျဓွေ၊
Kaset e viot dirak gouarnerien ha dirak rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo ha dirak ar baganed.
19 ကိန္တွိတ္ထံ သမရ္ပိတာ ယူယံ ကထံ ကိမုတ္တရံ ဝက္ၐျထ တတြ မာ စိန္တယတ, ယတသ္တဒါ ယုၐ္မာဘိ ရျဒ် ဝက္တဝျံ တတ် တဒ္ဒဏ္ဍေ ယုၐ္မန္မနး သု သမုပသ္ထာသျတိ၊
Met pa viot lakaet etre o daouarn, n'en em lakait ket en poan eus an doare ma komzot, nag eus ar pezh a lavarot, rak roet e vo deoc'h en eur-se ar pezh ho po da lavarout.
20 ယသ္မာတ် တဒါ ယော ဝက္ၐျတိ သ န ယူယံ ကိန္တု ယုၐ္မာကမန္တရသ္ထး ပိတြာတ္မာ၊
Rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met Spered ho Tad eo, a gomzo ennoc'h.
21 သဟဇး သဟဇံ တာတး သုတဉ္စ မၖတော် သမရ္ပယိၐျတိ, အပတျာဂိ သွသွပိတြော ရွိပက္ၐီဘူယ တော် ဃာတယိၐျန္တိ၊
Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel; ar vugale en em savo a-enep o zud, hag o lakaint d'ar marv.
22 မန္နမဟေတေား သရွွေ ဇနာ ယုၐ္မာန် ၒတီယိၐျန္တေ, ကိန္တု ယး ၑေၐံ ယာဝဒ် ဓဲရျျံ ဃၖတွာ သ္ထာသျတိ, သ တြာယိၐျတေ၊
Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin, a vo salvet.
23 တဲ ရျဒါ ယူယမေကပုရေ တာဍိၐျဓွေ, တဒါ ယူယမနျပုရံ ပလာယဓွံ ယုၐ္မာနဟံ တထျံ ဝစ္မိ ယာဝန္မနုဇသုတော နဲတိ တာဝဒ် ဣသြာယေလ္ဒေၑီယသရွွနဂရဘြမဏံ သမာပယိတုံ န ၑက္ၐျထ၊
Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec'hit d'un all; me a lavar deoc'h e gwirionez, n'ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel, ma vo deuet Mab an den.
24 ဂုရေား ၑိၐျော န မဟာန်, ပြဘောရ္ဒာသော န မဟာန်၊
An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr, nag ar mevel uheloc'h eget e aotrou.
25 ယဒိ ၑိၐျော နိဇဂုရော ရ္ဒာသၑ္စ သွပြဘေား သမာနော ဘဝတိ တရှိ တဒ် ယထေၐ္ဋံ၊ စေတ္တဲရ္ဂၖဟပတိရ္ဘူတရာဇ ဥစျတေ, တရှိ ပရိဝါရား ကိံ တထာ န ဝက္ၐျန္တေ?
A-walc'h eo d'an diskibl bezañ evel e vestr, ha d'ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc'h ne c'halvint ket tud e diegezh.
26 ကိန္တု တေဘျော ယူယံ မာ ဗိဘီတ, ယတော ယန္န ပြကာၑိၐျတေ, တာဒၖက် ဆာဒိတံ ကိမပိ နာသ္တိ, ယစ္စ န ဝျဉ္စိၐျတေ, တာဒၖဂ် ဂုပ္တံ ကိမပိ နာသ္တိ၊
N'ho pet ket aon eta rak int, rak n'eus netra goloet na vo dizoloet, ha netra kuzhet na zle bezañ anavezet.
27 ယဒဟံ ယုၐ္မာန် တမသိ ဝစ္မိ တဒ် ယုၐ္မာဘိရ္ဒီပ္တော် ကထျတာံ; ကရ္ဏာဘျာံ ယတ် ၑြူယတေ တဒ် ဂေဟောပရိ ပြစာရျျတာံ၊
Ar pezh a lavaran deoc'h en deñvalijenn, lavarit-eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc'h e pleg ho skouarn, prezegit-eñ war an toennoù.
28 ယေ ကာယံ ဟန္တုံ ၑက္နုဝန္တိ နာတ္မာနံ, တေဘျော မာ ဘဲၐ္ဋ; ယး ကာယာတ္မာနော် နိရယေ နာၑယိတုံ, ၑက္နောတိ, တတော ဗိဘီတ၊ (Geenna g1067)
N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha ne c'hellont ket lazhañ an ene; doujit kentoc'h an hini a c'hell lakaat an ene hag ar c'horf er gehenn. (Geenna g1067)
29 ဒွေါ် စဋကော် ကိမေကတာမြမုဒြယာ န ဝိကြီယေတေ? တထာပိ ယုၐ္မတ္တာတာနုမတိံ ဝိနာ တေၐာမေကောပိ ဘုဝိ န ပတတိ၊
Ha ne werzher ket daou c'holvan evit ur gwenneg? Koulskoude, ne gouezh ket unan anezho war an douar hep bolontez ho Tad.
30 ယုၐ္မစ္ဆိရသာံ သရွွကစာ ဂဏိတာံး သန္တိ၊
Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet.
31 အတော မာ ဗိဘီတ, ယူယံ ဗဟုစဋကေဘျော ဗဟုမူလျား၊
N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.
32 ယော မနုဇသာက္ၐာန္မာမင်္ဂီကုရုတေ တမဟံ သွရ္ဂသ္ထတာတသာက္ၐာဒင်္ဂီကရိၐျေ၊
Piv bennak eta a anzavo ac'hanon dirak an dud, ec'h anzavin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù;
33 ပၖထွျာမဟံ ၑာန္တိံ ဒါတုမာဂတဣတိ မာနုဘဝတ, ၑာန္တိံ ဒါတုံ န ကိန္တွသိံ၊
met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, e tinac'hin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù.
34 ပိတၖမာတၖၑ္စၑြူဘိး သာကံ သုတသုတာဗဓူ ရွိရောဓယိတုဉ္စာဂတေသ္မိ၊
Na soñjit ket e vefen deuet da zegas ar peoc'h war an douar; n'on ket deuet da zegas ar peoc'h, met ar c'hleze.
35 တတး သွသွပရိဝါရဧဝ နၖၑတြု ရ္ဘဝိတာ၊
Rak deuet on da lakaat an dizunvaniezh etre ar mab hag e dad, etre ar verc'h hag he mamm, etre ar verc'h-kaer hag he mamm-gaer,
36 ယး ပိတရိ မာတရိ ဝါ မတ္တောဓိကံ ပြီယတေ, သ န မဒရှး;
hag an den en devo evit enebourien tud e diegezh.
37 ယၑ္စ သုတေ သုတာယာံ ဝါ မတ္တောဓိကံ ပြီယတေ, သေပိ န မဒရှး၊
An neb a gar e dad pe e vamm muioc'h egedon, n'eo ket din ac'hanon; hag an neb a gar e vab pe e verc'h muioc'h egedon, n'eo ket din ac'hanon;
38 ယး သွကြုၑံ ဂၖဟ္လန် မတ္ပၑ္စာန္နဲတိ, သေပိ န မဒရှး၊
an neb na gemer ket e groaz ha na'm heul ket, n'eo ket din ac'hanon.
39 ယး သွပြာဏာနဝတိ, သ တာန် ဟာရယိၐျတေ, ယသ္တု မတ္ကၖတေ သွပြာဏာန် ဟာရယတိ, သ တာနဝတိ၊
An neb a viro e vuhez, he c'hollo, hag an neb a gollo he buhez abalamour din, he c'havo.
40 ယော ယုၐ္မာကမာတိထျံ ဝိဒဓာတိ, သ မမာတိထျံ ဝိဒဓာတိ, ယၑ္စ မမာတိထျံ ဝိဒဓာတိ, သ မတ္ပြေရကသျာတိထျံ ဝိဒဓာတိ၊
An neb ho tegemer, am degemer, hag an neb am degemer, a zegemer an hini en deus va c'haset.
41 ယော ဘဝိၐျဒွါဒီတိ ဇ္ဉာတွာ တသျာတိထျံ ဝိဓတ္တေ, သ ဘဝိၐျဒွါဒိနး ဖလံ လပ္သျတေ, ယၑ္စ ဓာရ္မ္မိက ဣတိ ဝိဒိတွာ တသျာတိထျံ ဝိဓတ္တေ သ ဓာရ္မ္မိကမာနဝသျ ဖလံ ပြာပ္သျတိ၊
An neb a zegemer ur profed en anv a brofed, en devo ur gopr a brofed; an neb a zegemer un den reizh en anv a zen reizh, en devo ur gopr a zen reizh.
42 ယၑ္စ ကၑ္စိတ် ဧတေၐာံ က္ၐုဒြနရာဏာမ် ယံ ကဉ္စနဲကံ ၑိၐျ ဣတိ ဝိဒိတွာ ကံသဲကံ ၑီတလသလိလံ တသ္မဲ ဒတ္တေ, ယုၐ္မာနဟံ တထျံ ဝဒါမိ, သ ကေနာပိ ပြကာရေဏ ဖလေန န ဝဉ္စိၐျတေ၊
Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma'z eo va diskibl, en lavaran deoc'h e gwirionez, ne gollo ket e c'hopr.

< မထိး 10 >