< မာရ္ကး 6 >

1 အနန္တရံ သ တတ္သ္ထာနာတ် ပြသ္ထာယ သွပြဒေၑမာဂတး ၑိၐျာၑ္စ တတ္ပၑ္စာဒ် ဂတား၊
Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas en e vro, hag e ziskibien a heulias anezhañ.
2 အထ ဝိၑြာမဝါရေ သတိ သ ဘဇနဂၖဟေ ဥပဒေၐ္ဋုမာရဗ္ဓဝါန် တတော'နေကေ လောကာသ္တတ္ကထာံ ၑြုတွာ ဝိသ္မိတျ ဇဂဒုး, အသျ မနုဇသျ ဤဒၖၑီ အာၑ္စရျျကြိယာ ကသ္မာဇ် ဇာတာ? တထာ သွကရာဘျာမ် ဣတ္ထမဒ္ဘုတံ ကရ္မ္မ ကရ္တ္တာမ် ဧတသ္မဲ ကထံ ဇ္ဉာနံ ဒတ္တမ်?
Pa zeuas ar sabad, en em lakaas de gelenn er sinagogenn; kalz eus ar re en kleve, a oa souezhet hag a lavare: A belec'h e teu an traoù-se d'an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ, hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn?
3 ကိမယံ မရိယမး ပုတြသ္တဇ္ဉာ နော? ကိမယံ ယာကူဗ်-ယောသိ-ယိဟုဒါ-ၑိမောနာံ ဘြာတာ နော? အသျ ဘဂိနျး ကိမိဟာသ္မာဘိး သဟ နော? ဣတ္ထံ တေ တဒရ္ထေ ပြတျူဟံ ဂတား၊
Ha n'eo ket eñ ar c'halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c'hoarezed, ha n'emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ.
4 တဒါ ယီၑုသ္တေဘျော'ကထယတ် သွဒေၑံ သွကုဋုမ္ဗာန် သွပရိဇနာံၑ္စ ဝိနာ ကုတြာပိ ဘဝိၐျဒွါဒီ အသတ္ကၖတော န ဘဝတိ၊
Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro, e-touez e gerent hag ar re eus e di e-unan.
5 အပရဉ္စ တေၐာမပြတျယာတ် သ ဝိသ္မိတး ကိယတာံ ရောဂိဏာံ ဝပုးၐု ဟသ္တမ် အရ္ပယိတွာ ကေဝလံ တေၐာမာရောဂျကရဏာဒ် အနျတ် ကိမပိ စိတြကာရျျံ ကရ္တ္တာံ န ၑက္တး၊
Ne c'hellas ober eno mirakl ebet, nemet e yac'haas un nebeud tud klañv, en ur lakaat e zaouarn warno.
6 အထ သ စတုရ္ဒိက္သ္ထ ဂြာမာန် ဘြမိတွာ ဥပဒိၐ္ဋဝါန္
Souezhet e oa eus o diskredoni; hag e valeas ar bourc'hioù war-dro en ur gelenn.
7 ဒွါဒၑၑိၐျာန် အာဟူယ အမေဓျဘူတာန် ဝၑီကရ္တ္တာံ ၑက္တိံ ဒတ္တွာ တေၐာံ ဒွေါ် ဒွေါ် ဇနော ပြေၐိတဝါန်၊
Neuze e c'halvas an daouzek, hag en em lakaas d'o c'has daou ha daou, en ur reiñ dezho ar galloud war ar speredoù hudur;
8 ပုနရိတျာဒိၑဒ် ယူယမ် ဧကဲကာံ ယၐ္ဋိံ ဝိနာ ဝသ္တြသံပုဋး ပူပး ကဋိဗန္ဓေ တာမြခဏ္ဍဉ္စ ဧၐာံ ကိမပိ မာ ဂြဟ္လီတ,
hag e c'hourc'hemennas dezho na gemerjent netra evit an hent, nemet ur vazh, na sac'h, na bara, na moneiz er c'houriz,
9 မာရ္ဂယာတြာယဲ ပါဒေၐူပါနဟော် ဒတ္တွာ ဒွေ ဥတ္တရီယေ မာ ပရိဓဒွွံ၊
met sandalennoù en o zreid, ha na zougjent ket daou wiskamant.
10 အပရမပျုက္တံ တေန ယူယံ ယသျာံ ပုရျျာံ ယသျ နိဝေၑနံ ပြဝေက္ၐျထ တာံ ပုရီံ ယာဝန္န တျက္ၐျထ တာဝတ် တန္နိဝေၑနေ သ္ထာသျထ၊
Lavarout a reas ivez dezho: En ti bennak ma'z it, chomit eno betek ma'z eot kuit eus al lec'h-se.
11 တတြ ယဒိ ကေပိ ယုၐ္မာကမာတိထျံ န ဝိဒဓတိ ယုၐ္မာကံ ကထာၑ္စ န ၑၖဏွန္တိ တရှိ တတ္သ္ထာနာတ် ပြသ္ထာနသမယေ တေၐာံ ဝိရုဒ္ဓံ သာက္ၐျံ ဒါတုံ သွပါဒါနာသ္ဖာလျ ရဇး သမ္ပာတယတ; အဟံ ယုၐ္မာန် ယထာရ္ထံ ဝစ္မိ ဝိစာရဒိနေ တန္နဂရသျာဝသ္ထာတး သိဒေါမာမောရယော ရ္နဂရယောရဝသ္ထာ သဟျတရာ ဘဝိၐျတိ၊
Ha pa en em gavo tud n'ho tegemerint ket, ha n'ho selaouint ket, en ur vont ac'hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. [Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da Sodom ha da C'homora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se.]
12 အထ တေ ဂတွာ လောကာနာံ မနးပရာဝရ္တ္တနီး ကထာ ပြစာရိတဝန္တး၊
O vezañ aet eta, e prezegjont d'an dud kaout keuz.
13 ဧဝမနေကာန် ဘူတာံၑ္စ တျာဇိတဝန္တသ္တထာ တဲလေန မရ္ဒ္ဒယိတွာ ဗဟူန် ဇနာနရောဂါနကာရ္ၐုး၊
Kas a rejont kuit kalz a ziaoulien, hag ec'h eouljont gant eoul kalz a dud glañv, hag e yac'hajont anezho.
14 ဣတ္ထံ တသျ သုချာတိၑ္စတုရ္ဒိၑော ဝျာပ္တာ တဒါ ဟေရောဒ် ရာဇာ တန္နိၑမျ ကထိတဝါန်, ယောဟန် မဇ္ဇကး ၑ္မၑာနာဒ် ဥတ္ထိတ အတောဟေတောသ္တေန သရွွာ ဧတာ အဒ္ဘုတကြိယား ပြကာၑန္တေ၊
Ar roue Herodez a glevas komz eus Jezuz, rak e anv a oa dija brudet bras; hag e lavaras: Ar Yann-se, an hini a vadeze, a zo adsavet a-douez ar re varv; setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ.
15 အနျေ'ကထယန် အယမ် ဧလိယး, ကေပိ ကထိတဝန္တ ဧၐ ဘဝိၐျဒွါဒီ ယဒွါ ဘဝိၐျဒွါဒိနာံ သဒၖၑ ဧကောယမ်၊
Re all a lavare: Elia eo; ha re all: Ur profed eo, pe evel unan eus ar brofeded.
16 ကိန္တု ဟေရောဒ် ဣတျာကရ္ဏျ ဘာၐိတဝါန် ယသျာဟံ ၑိရၑ္ဆိန္နဝါန် သ ဧဝ ယောဟနယံ သ ၑ္မၑာနာဒုဒတိၐ္ဌတ်၊
Herodez eta, o klevout kement-se, a lavaras: Yann eo, an hini am eus graet dibennañ; adsavet eo a varv.
17 ပူရွွံ သွဘြာတုး ဖိလိပသျ ပတ္နျာ ဥဒွါဟံ ကၖတဝန္တံ ဟေရောဒံ ယောဟနဝါဒီတ် သွဘာတၖဝဓူ ရ္န ဝိဝါဟျာ၊
Rak Herodez en devoa kaset da gemer Yann, hag en devoa graet e eren er prizon, abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m'en devoa he dimezet.
18 အတး ကာရဏာတ် ဟေရောဒ် လောကံ ပြဟိတျ ယောဟနံ ဓၖတွာ ဗန္ဓနာလယေ ဗဒ္ဓဝါန်၊
Ha Yann a lavare da Herodez: N'eo ket grataet dit kaout gwreg da vreur.
19 ဟေရောဒိယာ တသ္မဲ ယောဟနေ ပြကုပျ တံ ဟန္တုမ် အဲစ္ဆတ် ကိန္တု န ၑက္တာ,
Dre-se, Herodiaz he devoa droug outañ, hag e c'hoantae e lakaat d'ar marv; met ne c'helle ket,
20 ယသ္မာဒ် ဟေရောဒ် တံ ဓာရ္မ္မိကံ သတ္ပုရုၐဉ္စ ဇ္ဉာတွာ သမ္မနျ ရက္ၐိတဝါန်; တတ္ကထာံ ၑြုတွာ တဒနုသာရေဏ ဗဟူနိ ကရ္မ္မာဏိ ကၖတဝါန် ဟၖၐ္ဋမနာသ္တဒုပဒေၑံ ၑြုတဝါံၑ္စ၊
rak Herodez a zouje Yann, oc'h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel; prederius e oa en e geñver; ober a rae memes kalz a draoù eus e alioù, hag en selaoue gant plijadur.
21 ကိန္တု ဟေရောဒ် ယဒါ သွဇန္မဒိနေ ပြဓာနလောကေဘျး သေနာနီဘျၑ္စ ဂါလီလ္ပြဒေၑီယၑြေၐ္ဌလောကေဘျၑ္စ ရာတြော် ဘောဇျမေကံ ကၖတဝါန္
Met un devezh mat a zeuas. Herodez, dre ma oa deiz e c'hanedigezh, a roas ur fest da re vras e lez, da vistri e arme, ha da re vras Galilea.
22 တသ္မိန် ၑုဘဒိနေ ဟေရောဒိယာယား ကနျာ သမေတျ တေၐာံ သမက္ၐံ သံနၖတျ ဟေရောဒသ္တေန သဟောပဝိၐ္ဋာနာဉ္စ တောၐမဇီဇနတ် တတာ နၖပး ကနျာမာဟ သ္မ မတ္တော ယဒ် ယာစသေ တဒေဝ တုဘျံ ဒါသျေ၊
Merc'h Herodiaz, o vezañ deuet, o vezañ dañset, hag o vezañ plijet da Herodez ha d'ar re en devoa pedet, ar roue a lavaras d'ar plac'h yaouank: Goulenn diganin ar pezh a gari hag en roin dit.
23 ၑပထံ ကၖတွာကထယတ် စေဒ် ရာဇျာရ္ဒ္ဓမပိ ယာစသေ တဒပိ တုဘျံ ဒါသျေ၊
Ha gant le e lavaras: Kement a c'houlenni a roin dit, betek an hanter eus va rouantelezh.
24 တတး သာ ဗဟိ ရ္ဂတွာ သွမာတရံ ပပြစ္ဆ ကိမဟံ ယာစိၐျေ? တဒါ သာကထယတ် ယောဟနော မဇ္ဇကသျ ၑိရး၊
O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d'he mamm: Petra a c'houlennin? Hag he mamm a lavaras dezhi: Penn Yann-Vadezour.
25 အထ တူရ္ဏံ ဘူပသမီပမ် ဧတျ ယာစမာနာဝဒတ် က္ၐဏေသ္မိန် ယောဟနော မဇ္ဇကသျ ၑိရး ပါတြေ နိဓာယ ဒေဟိ, ဧတဒ် ယာစေ'ဟံ၊
Hag o vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn, hag e lavaras: C'hoantaat a ran e rofes din, war ur plad, raktal, penn Yann-Vadezour.
26 တသ္မာတ် ဘူပေါ'တိဒုးခိတး, တထာပိ သွၑပထသျ သဟဘောဇိနာဉ္စာနုရောဓာတ် တဒနင်္ဂီကရ္တ္တုံ န ၑက္တး၊
Ar roue a voe glac'haret bras; koulskoude, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, ne fellas ket dezhañ nac'hañ outi.
27 တတ္က္ၐဏံ ရာဇာ ဃာတကံ ပြေၐျ တသျ ၑိရ အာနေတုမာဒိၐ္ဋဝါန်၊
Hag e kasas raktal unan eus e warded, hag e c'hourc'hemennas dezhañ degas penn Yann. Ar gward a yeas hag a droc'has e benn er prizon,
28 တတး သ ကာရာဂါရံ ဂတွာ တစ္ဆိရၑ္ဆိတွာ ပါတြေ နိဓာယာနီယ တသျဲ ကနျာယဲ ဒတ္တဝါန် ကနျာ စ သွမာတြေ ဒဒေါ်၊
hag e zegasas war ur plad, e reiñ a reas d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm.
29 အနနတရံ ယောဟနး ၑိၐျာသ္တဒွါရ္တ္တာံ ပြာပျာဂတျ တသျ ကုဏပံ ၑ္မၑာနေ'သ္ထာပယန်၊
Diskibien Yann o vezañ klevet kement-se, a zeuas hag a gemeras e gorf, hag e lakajont anezhañ en ur bez.
30 အထ ပြေၐိတာ ယီၑေား သန္နိဓော် မိလိတာ ယဒ် ယစ် စကြုး ၑိက္ၐယာမာသုၑ္စ တတ္သရွွဝါရ္တ္တာသ္တသ္မဲ ကထိတဝန္တး၊
An ebestel a zeuas da gavout Jezuz, hag a lavarjont dezhañ kement o devoa graet, ha kement o devoa kelennet.
31 သ တာနုဝါစ ယူယံ ဝိဇနသ္ထာနံ ဂတွာ ဝိၑြာမျတ ယတသ္တတ္သန္နိဓော် ဗဟုလောကာနာံ သမာဂမာတ် တေ ဘောက္တုံ နာဝကာၑံ ပြာပ္တား၊
Eñ a lavaras dezho: Deuit a-du, en ul lec'h distro, ha diskuizhit un nebeud; rak kement a dud a yae hag a zeue ken n'o devoe ket amzer memes da zebriñ.
32 တတသ္တေ နာဝါ ဝိဇနသ္ထာနံ ဂုပ္တံ ဂဂ္မုး၊
Mont a rejont eta en ur vag, a-du en ul lec'h distro.
33 တတော လောကနိဝဟသ္တေၐာံ သ္ထာနာန္တရယာနံ ဒဒရ္ၑ, အနေကေ တံ ပရိစိတျ နာနာပုရေဘျး ပဒဲရွြဇိတွာ ဇဝေန တဲၐာမဂြေ ယီၑေား သမီပ ဥပတသ္ထုး၊
Met ar bobl a welas anezho o vont kuit, ha kalz en anavezas; hag o redek, war droad, eus an holl gêrioù, ec'h errujont a-raok dezho, [hag en em zastumjont en e gichen.]
34 တဒါ ယီၑု ရ္နာဝေါ ဗဟိရ္ဂတျ လောကာရဏျာနီံ ဒၖၐ္ဋွာ တေၐု ကရုဏာံ ကၖတဝါန် ယတသ္တေ'ရက္ၐကမေၐာ ဣဝါသန် တဒါ သ တာန နာနာပြသင်္ဂါန် ဥပဒိၐ္ဋဝါန်၊
Neuze Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud, hag en devoe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep pastor, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra.
35 အထ ဒိဝါန္တေ သတိ ၑိၐျာ ဧတျ ယီၑုမူစိရေ, ဣဒံ ဝိဇနသ္ထာနံ ဒိနဉ္စာဝသန္နံ၊
Evel ma oa dija diwezhat, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro, ha diwezhat eo;
36 လောကာနာံ ကိမပိ ခါဒျံ နာသ္တိ, အတၑ္စတုရ္ဒိက္ၐု ဂြာမာန် ဂန္တုံ ဘောဇျဒြဝျာဏိ ကြေတုဉ္စ ဘဝါန် တာန် ဝိသၖဇတု၊
kas anezho kuit, evit ma'z aint er c'hêrioùigoù hag er bourc'hioù war-dro, ha ma prenint boued, rak n'o deus netra da zebriñ.
37 တဒါ သ တာနုဝါစ ယူယမေဝ တာန် ဘောဇယတ; တတသ္တေ ဇဂဒု ရွယံ ဂတွာ ဒွိၑတသံချကဲ ရ္မုဒြာပါဒဲး ပူပါန် ကြီတွာ ကိံ တာန် ဘောဇယိၐျာမး?
Eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag e respontjont dezhañ: Mont a rafemp da brenañ evit daou c'hant diner a vara, evit reiñ dezho da zebriñ?
38 တဒါ သ တာန် ပၖၐ္ဌဝါန် ယုၐ္မာကံ သန္နိဓော် ကတိ ပူပါ အာသတေ? ဂတွာ ပၑျတ; တတသ္တေ ဒၖၐ္ဋွာ တမဝဒန် ပဉ္စ ပူပါ ဒွေါ် မတ္သျော် စ သန္တိ၊
Hag e lavaras dezho: Pet bara hoc'h eus? It, ha sellit. P'o devoe gwelet, e lavarjont: Pemp ha daou besk.
39 တဒါ သ လောကာန် ၑသ္ပောပရိ ပံက္တိဘိရုပဝေၑယိတုမ် အာဒိၐ္ဋဝါန်,
Neuze e c'hourc'hemennas dezho ober d'an holl azezañ, a vandennoù, war ar geot glas.
40 တတသ္တေ ၑတံ ၑတံ ဇနား ပဉ္စာၑတ် ပဉ္စာၑဇ္ဇနာၑ္စ ပံက္တိဘိ ရ္ဘုဝိ သမုပဝိဝိၑုး၊
Hag ec'h azezjont a renkoù, dre gantadoù ha dre hanter-kantadoù.
41 အထ သ တာန် ပဉ္စပူပါန် မတ္သျဒွယဉ္စ ဓၖတွာ သွရ္ဂံ ပၑျန် ဤၑွရဂုဏာန် အနွကီရ္တ္တယတ် တာန် ပူပါန် ဘံက္တွာ လောကေဘျး ပရိဝေၐယိတုံ ၑိၐျေဘျော ဒတ္တဝါန် ဒွါ မတ္သျော် စ ဝိဘဇျ သရွွေဘျော ဒတ္တဝါန်၊
Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e rentas grasoù, e torras ar baraoù, hag e roas anezho d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl; lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl.
42 တတး သရွွေ ဘုက္တွာတၖပျန်၊
Debriñ a rejont holl hag o devoa a-walc'h.
43 အနန္တရံ ၑိၐျာ အဝၑိၐ္ဋဲး ပူပဲ ရ္မတ္သျဲၑ္စ ပူရ္ဏာန် ဒွဒၑ ဍလ္လကာန် ဇဂၖဟုး၊
Hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an nemorantoù bara hag eus ar pesked.
44 တေ ဘောက္တာရး ပြာယး ပဉ္စ သဟသြာဏိ ပုရုၐာ အာသန်၊
Ar re o devoa debret eus ar baraoù-se a oa war-dro pemp mil den.
45 အထ သ လောကာန် ဝိသၖဇန္နေဝ နာဝမာရောဎုံ သွသ္မာဒဂြေ ပါရေ ဗဲတ္သဲဒါပုရံ ယာတုဉ္စ ၑ္ၐျိန် ဝါဎမာဒိၐ္ဋဝါန်၊
Kerkent goude, e reas d'e ziskibien mont er vag, hag e ziaraogiñ en tu all, etrezek Betsaida, e-pad ma kasje kuit ar bobl.
46 တဒါ သ သရွွာန် ဝိသၖဇျ ပြာရ္ထယိတုံ ပရွွတံ ဂတး၊
Ha p'en devoe o c'haset kuit, e pignas war ar menez evit pediñ.
47 တတး သန္ဓျာယာံ သတျာံ နော်း သိန္ဓုမဓျ ဥပသ္ထိတာ ကိန္တု သ ဧကာကီ သ္ထလေ သ္ထိတး၊
An abardaez o vezañ deuet, ar vag a oa e kreiz ar mor, hag eñ a oa e-unan war an douar.
48 အထ သမ္မုခဝါတဝဟနာတ် ၑိၐျာ နာဝံ ဝါဟယိတွာ ပရိၑြာန္တာ ဣတိ ဇ္ဉာတွာ သ နိၑာစတုရ္ထယာမေ သိန္ဓူပရိ ပဒ္ဘျာံ ဝြဇန် တေၐာံ သမီပမေတျ တေၐာမဂြေ ယာတုမ် ဥဒျတး၊
Hag e welas o devoa kalz a boan o roeñvat, rak an avel a oa en o enep; war-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz e teuas d'o c'havout, o vale war ar mor; c'hoant en devoa d'o diaraogiñ.
49 ကိန္တု ၑိၐျား သိန္ဓူပရိ တံ ဝြဇန္တံ ဒၖၐ္ဋွာ ဘူတမနုမာယ ရုရုဝုး,
Met pa weljont anezhañ, o vale war ar mor, e kredjont e oa un teuz, hag e krijont.
50 ယတး သရွွေ တံ ဒၖၐ္ဋွာ ဝျာကုလိတား၊ အတဧဝ ယီၑုသ္တတ္က္ၐဏံ တဲး သဟာလပျ ကထိတဝါန်, သုသ္ထိရာ ဘူတ, အယမဟံ မာ ဘဲၐ္ဋ၊
Rak holl a weljont anezhañ, hag e voent spontet; met kerkent e komzas outo hag e lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon.
51 အထ နော်ကာမာရုဟျ တသ္မိန် တေၐာံ သန္နိဓိံ ဂတေ ဝါတော နိဝၖတ္တး; တသ္မာတ္တေ မနးသု ဝိသ္မိတာ အာၑ္စရျျံ မေနိရေ၊
Hag e pignas d'o c'havout er vag, an avel a baouezas, hag e voent souezhet meurbet o-unan ha leuniet a estlamm,
52 ယတသ္တေ မနသာံ ကာဌိနျာတ် တတ် ပူပီယမ် အာၑ္စရျျံ ကရ္မ္မ န ဝိဝိက္တဝန္တး၊
rak n'o devoa ket komprenet mirakl ar baraoù, dre ma oa o c'halonoù kaledet.
53 အထ တေ ပါရံ ဂတွာ ဂိနေၐရတ္ပြဒေၑမေတျ တဋ ဥပသ္ထိတား၊
P'o devoe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared, hag e touarjont eno.
54 တေၐု နော်ကာတော ဗဟိရ္ဂတေၐု တတ္ပြဒေၑီယာ လောကာသ္တံ ပရိစိတျ
Pa oant aet er-maez ar vag, re al lec'h-se en anavezas raktal,
55 စတုရ္ဒိက္ၐု ဓာဝန္တော ယတြ ယတြ ရောဂိဏော နရာ အာသန် တာန် သရွွာန ခဋွောပရိ နိဓာယ ယတြ ကုတြစိတ် တဒွါရ္တ္တာံ ပြာပုး တတ် သ္ထာနမ် အာနေတုမ် အာရေဘိရေ၊
hag e redjont en holl vro tro-war-dro, hag en em lakajont da zougen war gweleoù bihan ar re a oa klañv, e kement lec'h ma klevent lavarout e oa.
56 တထာ ယတြ ယတြ ဂြာမေ ယတြ ယတြ ပုရေ ယတြ ယတြ ပလ္လျာဉ္စ တေန ပြဝေၑး ကၖတသ္တဒွရ္တ္မမဓျေ လောကား ပီဍိတာန် သ္ထာပယိတွာ တသျ စေလဂြန္ထိမာတြံ သ္ပြၐ္ဋုမ် တေၐာမရ္ထေ တဒနုဇ္ဉာံ ပြာရ္ထယန္တး ယာဝန္တော လောကား ပသ္ပၖၑုသ္တာဝန္တ ဧဝ ဂဒါန္မုက္တား၊
E pelec'h bennak ma'z ae, er bourc'hioù, pe er c'hêrioù, pe war ar maez, e lakaent an dud klañv war al leurgêrioù hag e pedent anezhañ d'o lezel da stekiñ, da vihanañ, ouzh bord e sae; hag an holl re a stoke outañ, a oa yac'haet.

< မာရ္ကး 6 >