< မာရ္ကး 13 >

1 အနန္တရံ မန္ဒိရာဒ် ဗဟိရ္ဂမနကာလေ တသျ ၑိၐျာဏာမေကသ္တံ ဝျာဟၖတဝါန် ဟေ ဂုရော ပၑျတု ကီဒၖၑား ပါၐာဏား ကီဒၖက် စ နိစယနံ၊
Evel ma'z ae Jezuz kuit eus an templ, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Mestr, sell pebezh mein, ha pebezh tiez!
2 တဒါ ယီၑုသ္တမ် အဝဒတ် တွံ ကိမေတဒ် ဗၖဟန္နိစယနံ ပၑျသိ? အသျဲကပါၐာဏောပိ ဒွိတီယပါၐာဏောပရိ န သ္ထာသျတိ သရွွေ 'ဓးက္ၐေပ္သျန္တေ၊
Jezuz a respontas dezhañ: Ha gwelout a rez an holl diez bras-se? Ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.
3 အထ ယသ္မိန် ကာလေ ဇဲတုန္ဂိရော် မန္ဒိရသျ သမ္မုခေ သ သမုပဝိၐ္ဋသ္တသ္မိန် ကာလေ ပိတရော ယာကူဗ် ယောဟန် အာန္ဒြိယၑ္စဲတေ တံ ရဟသိ ပပြစ္ဆုး,
Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a reas a-du ar goulenn-mañ outañ:
4 ဧတာ ဃဋနား ကဒါ ဘဝိၐျန္တိ? တထဲတတ္သရွွာသာံ သိဒ္ဓျုပကြမသျ ဝါ ကိံ စိဟ္နံ? တဒသ္မဘျံ ကထယတု ဘဝါန်၊
Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus o oberiañs nesañ?
5 တတော ယာၑုသ္တာန် ဝက္တုမာရေဘေ, ကောပိ ယထာ ယုၐ္မာန် န ဘြာမယတိ တထာတြ ယူယံ သာဝဓာနာ ဘဝတ၊
Neuze Jezuz, o respont, en em lakaas da lavarout: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h.
6 ယတး ခြီၐ္ဋောဟမိတိ ကထယိတွာ မမ နာမ္နာနေကေ သမာဂတျ လောကာနာံ ဘြမံ ဇနယိၐျန္တိ;
Rak kalz a zeuio em anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist; hag e tallint meur a hini.
7 ကိန္တု ယူယံ ရဏသျ ဝါရ္တ္တာံ ရဏာဍမ္ဗရဉ္စ ၑြုတွာ မာ ဝျာကုလာ ဘဝတ, ဃဋနာ ဧတာ အဝၑျမ္မာဝိနျး; ကိန္တွာပါတတော န ယုဂါန္တော ဘဝိၐျတိ၊
Pa glevot komz eus brezelioù, ha brud eus brezelioù, na spontit ket; rak ret eo e teufe an traoù-se, met kement-se ne vo ket c'hoazh ar fin.
8 ဒေၑသျ ဝိပက္ၐတယာ ဒေၑော ရာဇျသျ ဝိပက္ၐတယာ စ ရာဇျမုတ္ထာသျတိ, တထာ သ္ထာနေ သ္ထာနေ ဘူမိကမ္ပော ဒုရ္ဘိက္ၐံ မဟာက္လေၑာၑ္စ သမုပသ္ထာသျန္တိ, သရွွ ဧတေ ဒုးခသျာရမ္ဘား၊
Rak ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; ha bez' e vo krenoù-douar e meur a lec'h, ha naonegezhioù, ha trubuilhoù; an traoù-mañ a vo ar penn-kentañ eus ar gloazioù.
9 ကိန္တု ယူယမ် အာတ္မာရ္ထေ သာဝဓာနာသ္တိၐ္ဌတ, ယတော လောကာ ရာဇသဘာယာံ ယုၐ္မာန် သမရ္ပယိၐျန္တိ, တထာ ဘဇနဂၖဟေ ပြဟရိၐျန္တိ; ယူယံ မဒရ္ထေ ဒေၑာဓိပါန် ဘူပါံၑ္စ ပြတိ သာက္ၐျဒါနာယ တေၐာံ သမ္မုခေ ဥပသ္ထာပယိၐျဓွေ၊
Met diwallit ouzhoc'h hoc'h-unan, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn, ho skourjezañ a raint en o sinagogennoù, ha mont a reot dirak an ouarnerien ha dirak ar rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo.
10 ၑေၐီဘဝနာတ် ပူရွွံ သရွွာန် ဒေၑီယာန် ပြတိ သုသံဝါဒး ပြစာရယိၐျတေ၊
Met ret eo e vefe da gentañ prezeget an Aviel d'an holl bobloù.
11 ကိန္တု ယဒါ တေ ယုၐ္မာန် ဓၖတွာ သမရ္ပယိၐျန္တိ တဒါ ယူယံ ယဒျဒ် ဥတ္တရံ ဒါသျထ, တဒဂြ တသျ ဝိဝေစနံ မာ ကုရုတ တဒရ္ထံ ကိဉ္စိဒပိ မာ စိန္တယတ စ, တဒါနီံ ယုၐ္မာကံ မနးသု ယဒျဒ် ဝါကျမ် ဥပသ္ထာပယိၐျတေ တဒေဝ ဝဒိၐျထ, ယတော ယူယံ န တဒွက္တာရး ကိန္တု ပဝိတြ အာတ္မာ တသျ ဝက္တာ၊
Pa gasint ac'hanoc'h evit ho lakaat etre o daouarn, na vezit ket en poan a-raok eus ar pezh ho po da lavarout, ha na brederit ket anezhañ; met lavarit ar pezh a vo roet deoc'h war an eur-se; rak ne vo ket c'hwi a gomzo, met ar Spered-Santel.
12 တဒါ ဘြာတာ ဘြာတရံ ပိတာ ပုတြံ ဃာတနာရ္ထံ ပရဟသ္တေၐု သမရ္ပယိၐျတေ, တထာ ပတျာနိ မာတာပိတြော ရွိပက္ၐတယာ တော် ဃာတယိၐျန္တိ၊
Ar breur a roio e vreur d'ar marv, hag an tad e vugel; ar vugale en em savo a-enep o zud, hag o lakaint d'ar marv.
13 မမ နာမဟေတေား သရွွေၐာံ သဝိဓေ ယူယံ ဇုဂုပ္သိတာ ဘဝိၐျထ, ကိန္တု ယး ကၑ္စိတ် ၑေၐပရျျန္တံ ဓဲရျျမ် အာလမ္ဗိၐျတေ သဧဝ ပရိတြာသျတေ၊
Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv, met an hini a gendalc'ho betek ar fin, a vo salvet.
14 ဒါနိယေလ္ဘဝိၐျဒွါဒိနာ ပြောက္တံ သရွွနာၑိ ဇုဂုပ္သိတဉ္စ ဝသ္တု ယဒါ တွယောဂျသ္ထာနေ ဝိဒျမာနံ ဒြက္ၐထ (ယော ဇနး ပဌတိ သ ဗုဓျတာံ) တဒါ ယေ ယိဟူဒီယဒေၑေ တိၐ္ဌန္တိ တေ မဟီဓြံ ပြတိ ပလာယန္တာံ;
Pa welot an euzhusted eus ar glac'har, [m'en deus komzet ar profed Daniel anezhi, ] deuet el lec'h ne dle ket bezañ (ra gompreno an neb a lenn), neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù,
15 တထာ ယော နရော ဂၖဟောပရိ တိၐ္ဌတိ သ ဂၖဟမဓျံ နာဝရောဟတု, တထာ ကိမပိ ဝသ္တု ဂြဟီတုံ မဓျေဂၖဟံ န ပြဝိၑတု;
hag an hini a vo war an doenn, ra ne ziskenno ket en ti, ha n'aio ket ennañ da gemer un dra bennak eus e di,
16 တထာ စ ယော နရး က္ၐေတြေ တိၐ္ဌတိ သောပိ သွဝသ္တြံ ဂြဟီတုံ ပရာဝၖတျ န ဝြဇတု၊
hag an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv da gemer e vantell.
17 တဒါနီံ ဂရ္ဗ္ဘဝတီနာံ သ္တနျဒါတြီဏာဉ္စ ယောၐိတာံ ဒုရ္ဂတိ ရ္ဘဝိၐျတိ၊
Gwalleur d'ar gwragez brazez, ha d'ar magerezed en deizioù-se!
18 ယုၐ္မာကံ ပလာယနံ ၑီတကာလေ ယထာ န ဘဝတိ တဒရ္ထံ ပြာရ္ထယဓွံ၊
Pedit evit na erruo ket ho tec'h er goañv.
19 ယတသ္တဒါ ယာဒၖၑီ ဒုရ္ဃဋနာ ဃဋိၐျတေ တာဒၖၑီ ဒုရ္ဃဋနာ ဤၑွရသၖၐ္ဋေး ပြထမမာရဘျာဒျ ယာဝတ် ကဒါပိ န ဇာတာ န ဇနိၐျတေ စ၊
Rak bez' e vo en deizioù-se an hevelep glac'har, ken adalek penn-kentañ ar bed en deus Doue krouet betek vremañ, n'en deus ket bet, ha ne vo biken eveltañ.
20 အပရဉ္စ ပရမေၑွရော ယဒိ တသျ သမယသျ သံက္ၐေပံ န ကရောတိ တရှိ ကသျာပိ ပြာဏဘၖတော ရက္ၐာ ဘဝိတုံ န ၑက္ၐျတိ, ကိန္တု ယာန် ဇနာန် မနောနီတာန် အကရောတ် တေၐာံ သွမနောနီတာနာံ ဟေတေား သ တဒနေဟသံ သံက္ၐေပ္သျတိ၊
Ha ma n'en divije ket an Aotrou berraet an deizioù-se, den ebet ne vije salvet; met abalamour d'ar re dibabet en deus o berraet.
21 အနျစ္စ ပၑျတ ခြီၐ္ဋောတြ သ္ထာနေ ဝါ တတြ သ္ထာနေ ဝိဒျတေ, တသ္မိန္ကာလေ ယဒိ ကၑ္စိဒ် ယုၐ္မာန် ဧတာဒၖၑံ ဝါကျံ ဝျာဟရတိ, တရှိ တသ္မိန် ဝါကျေ ဘဲဝ ဝိၑွသိတ၊
Neuze, mar lavar unan bennak deoc'h: Setu, ar C'hrist a zo amañ, pe aze, na gredit ket.
22 ယတောနေကေ မိထျာခြီၐ္ဋာ မိထျာဘဝိၐျဒွါဒိနၑ္စ သမုပသ္ထာယ ဗဟူနိ စိဟ္နာနျဒ္ဘုတာနိ ကရ္မ္မာဏိ စ ဒရ္ၑယိၐျန္တိ; တထာ ယဒိ သမ္ဘဝတိ တရှိ မနောနီတလောကာနာမပိ မိထျာမတိံ ဇနယိၐျန္တိ၊
Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo; hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ memes ar re dibabet, ma vije gallet.
23 ပၑျတ ဃဋနာတး ပူရွွံ သရွွကာရျျသျ ဝါရ္တ္တာံ ယုၐ္မဘျမဒါမ်, ယူယံ သာဝဓာနာသ္တိၐ္ဌတ၊
Bezit war evezh eta; setu, em eus lavaret holl deoc'h a-raok.
24 အပရဉ္စ တသျ က္လေၑကာလသျာဝျဝဟိတေ ပရကာလေ ဘာသ္ကရး သာန္ဓကာရော ဘဝိၐျတိ တထဲဝ စန္ဒြၑ္စန္ဒြိကာံ န ဒါသျတိ၊
En deizioù-se, goude ar glac'har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn,
25 နဘးသ္ထာနိ နက္ၐတြာဏိ ပတိၐျန္တိ, ဝျောမမဏ္ဍလသ္ထာ ဂြဟာၑ္စ ဝိစလိၐျန္တိ၊
ar stered a gouezho eus an oabl, hag ar galloudoù a zo en neñv a vo brañsellet.
26 တဒါနီံ မဟာပရာကြမေဏ မဟဲၑွရျျေဏ စ မေဃမာရုဟျ သမာယာန္တံ မာနဝသုတံ မာနဝါး သမီက္ၐိၐျန္တေ၊
Neuze e vo gwelet Mab an den, o tont war ar c'hoabr, gant ur galloud hag ur gloar bras;
27 အနျစ္စ သ နိဇဒူတာန် ပြဟိတျ နဘောဘူမျေား သီမာံ ယာဝဒ် ဇဂတၑ္စတုရ္ဒိဂ္ဘျး သွမနောနီတလောကာန် သံဂြဟီၐျတိ၊
hag e kaso e aeled, da zastum e re dibabet eus ar pevar avel, adalek pennoù pell an douar betek pennoù pellañ an neñv.
28 ဥဍုမ္ဗရတရော ရ္ဒၖၐ္ဋာန္တံ ၑိက္ၐဓွံ ယဒေါဍုမ္ဗရသျ တရော ရ္နဝီနား ၑာခါ ဇာယန္တေ ပလ္လဝါဒီနိ စ ရ္နိဂစ္ဆန္တိ, တဒါ နိဒါဃကာလး သဝိဓော ဘဝတီတိ ယူယံ ဇ္ဉာတုံ ၑက္နုထ၊
Deskit dre barabolenn ar wezenn-fiez: pa zeu he brankoù da vezañ tener hag he delioù da vountañ, ec'h anavezit eo tost an hañv;
29 တဒွဒ် ဧတာ ဃဋနာ ဒၖၐ္ဋွာ သ ကာလော ဒွါရျျုပသ္ထိတ ဣတိ ဇာနီတ၊
evel-se ivez, pa welot kement-se oc'h erruout, gouezit Mab an den a zo tost, hag ouzh an nor.
30 ယုၐ္မာနဟံ ယထာရ္ထံ ဝဒါမိ, အာဓုနိကလောကာနာံ ဂမနာတ် ပူရွွံ တာနိ သရွွာဏိ ဃဋိၐျန္တေ၊
Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket, ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se.
31 ဒျာဝါပၖထိဝျော ရွိစလိတယေား သတျော ရ္မဒီယာ ဝါဏီ န ဝိစလိၐျတိ၊
An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.
32 အပရဉ္စ သွရ္ဂသ္ထဒူတဂဏော ဝါ ပုတြော ဝါ တာတာဒနျး ကောပိ တံ ဒိဝသံ တံ ဒဏ္ဍံ ဝါ န ဇ္ဉာပယတိ၊
Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n'o anavez, nag an aeled a zo en neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken.
33 အတး သ သမယး ကဒါ ဘဝိၐျတိ, ဧတဇ္ဇ္ဉာနာဘာဝါဒ် ယူယံ သာဝဓာနာသ္တိၐ္ဌတ, သတရ္ကာၑ္စ ဘူတွာ ပြာရ္ထယဓွံ;
Bezit war evezh, chomit dihun ha pedit; rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio an amzer-se.
34 ယဒွတ် ကၑ္စိတ် ပုမာန် သွနိဝေၑနာဒ် ဒူရဒေၑံ ပြတိ ယာတြာကရဏကာလေ ဒါသေၐု သွကာရျျသျ ဘာရမရ္ပယိတွာ သရွွာန် သွေ သွေ ကရ္မ္မဏိ နိယောဇယတိ; အပရံ ဒေါ်ဝါရိကံ ဇာဂရိတုံ သမာဒိၑျ ယာတိ, တဒွန် နရပုတြး၊
Bez' e vo evel un den a ya e beaj, a lez e di, a ro ar gundu anezhañ d'e vevelien, o lakaat da bep hini e labour, hag a c'hourc'hemenn d'ar porzhier bezañ dihun.
35 ဂၖဟပတိး သာယံကာလေ နိၑီထေ ဝါ တၖတီယယာမေ ဝါ ပြာတးကာလေ ဝါ ကဒါဂမိၐျတိ တဒ် ယူယံ န ဇာနီထ;
Chomit dihun eta, rak n'ouzoc'h ket pegoulz e teuio mestr an ti, pe d'an abardaez, pe da hanternoz, pe da gan ar c'hilhog, pe diouzh ar beure,
36 သ ဟဌာဒါဂတျ ယထာ ယုၐ္မာန် နိဒြိတာန် န ပၑျတိ, တဒရ္ထံ ဇာဂရိတာသ္တိၐ္ဌတ၊
gant aon na zeufe en un taol, ha n'ho kavfe kousket.
37 ယုၐ္မာနဟံ ယဒ် ဝဒါမိ တဒေဝ သရွွာန် ဝဒါမိ, ဇာဂရိတာသ္တိၐ္ဌတေတိ၊
Dre-se, ar pezh a lavaran, a lavaran deoc'h holl: Chomit dihun.

< မာရ္ကး 13 >