< လူကး 9 >

1 တတး ပရံ သ ဒွါဒၑၑိၐျာနာဟူယ ဘူတာန် တျာဇယိတုံ ရောဂါန် ပြတိကရ္တ္တုဉ္စ တေဘျး ၑက္တိမာဓိပတျဉ္စ ဒဒေါ်၊
O vezañ dastumet e zaouzek diskibl, Jezuz a roas dezho nerzh ha galloud war an holl diaoulien, ha da yac'haat ar c'hleñvedoù.
2 အပရဉ္စ ဤၑွရီယရာဇျသျ သုသံဝါဒံ ပြကာၑယိတုမ် ရောဂိဏာမာရောဂျံ ကရ္တ္တုဉ္စ ပြေရဏကာလေ တာန် ဇဂါဒ၊
Hag e kasas anezho da brezeg rouantelezh Doue, ha da yac'haat ar re glañv.
3 ယာတြာရ္ထံ ယၐ္ဋိ ရွသ္တြပုဋကံ ဘက္ၐျံ မုဒြာ ဒွိတီယဝသ္တြမ်, ဧၐာံ ကိမပိ မာ ဂၖဟ္လီတ၊
Lavarout a reas dezho: Na zougit netra evit an hent, na bazh, na sac'h, na bara, nag arc'hant, ha n'ho pet ket daou wiskamant.
4 ယူယဉ္စ ယန္နိဝေၑနံ ပြဝိၑထ နဂရတျာဂပရျျနတံ တန္နိဝေၑနေ တိၐ္ဌတ၊
E peseurt ti bennak ma'z eot, chomit ennañ betek ma'z eot kuit.
5 တတြ ယဒိ ကသျစိတ် ပုရသျ လောကာ ယုၐ္မာကမာတိထျံ န ကုရွွန္တိ တရှိ တသ္မာန္နဂရာဒ် ဂမနကာလေ တေၐာံ ဝိရုဒ္ဓံ သာက္ၐျာရ္ထံ ယုၐ္မာကံ ပဒဓူလီး သမ္ပာတယတ၊
Hag evit ar re na zegemerint ket ac'hanoc'h, o vont kuit eus o c'hêr, hejit ar poultr eus ho treid, e testeni a-enep an dud-se.
6 အထ တေ ပြသ္ထာယ သရွွတြ သုသံဝါဒံ ပြစာရယိတုံ ပီဍိတာန် သွသ္ထာန် ကရ္တ္တုဉ္စ ဂြာမေၐု ဘြမိတုံ ပြာရေဘိရေ၊
O vezañ aet kuit, ez ajent eus bourc'h e bourc'h, o prezeg an Aviel, hag o yac'haat ar re glañv e pep lec'h.
7 ဧတရှိ ဟေရောဒ် ရာဇာ ယီၑေား သရွွကရ္မ္မဏာံ ဝါရ္တ္တာံ ၑြုတွာ ဘၖၑမုဒွိဝိဇေ
Koulskoude, Herodez an tetrark a glevas komz eus kement holl a rae Jezuz, ha ne ouie petra da soñjal, abalamour darn a lavare e oa Yann adsavet a-douez ar re varv,
8 ယတး ကေစိဒူစုရျောဟန် ၑ္မၑာနာဒုဒတိၐ္ဌတ်၊ ကေစိဒူစုး, ဧလိယော ဒရ္ၑနံ ဒတ္တဝါန်; ဧဝမနျလောကာ ဦစုး ပူရွွီယး ကၑ္စိဒ် ဘဝိၐျဒွါဒီ သမုတ္ထိတး၊
re all e oa en em ziskouezet Elia, ha re all unan eus ar brofeded kozh a oa adsavet a varv.
9 ကိန္တု ဟေရောဒုဝါစ ယောဟနး ၑိရော'ဟမဆိနဒမ် ဣဒါနီံ ယသျေဒၖက္ကရ္မ္မဏာံ ဝါရ္တ္တာံ ပြာပ္နောမိ သ ကး? အထ သ တံ ဒြၐ္ဋုမ် အဲစ္ဆတ်၊
Herodez a lavare: Graet em eus troc'hañ e benn da Yann; met piv eo hemañ a glevan an hevelep traoù diwar e benn? Hag e c'hoantae gwelout anezhañ.
10 အနန္တရံ ပြေရိတား ပြတျာဂတျ ယာနိ ယာနိ ကရ္မ္မာဏိ စကြုသ္တာနိ ယီၑဝေ ကထယာမာသုး တတး သ တာန် ဗဲတ္သဲဒါနာမကနဂရသျ ဝိဇနံ သ္ထာနံ နီတွာ ဂုပ္တံ ဇဂါမ၊
An ebestel o vezañ distroet, a lavaras da Jezuz kement o devoa graet. O vezañ o c'hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec'h distro, tost ouzh ur gêr anvet Betsaida.
11 ပၑ္စာလ် လောကာသ္တဒ် ဝိဒိတွာ တသျ ပၑ္စာဒ် ယယုး; တတး သ တာန် နယန် ဤၑွရီယရာဇျသျ ပြသင်္ဂမုက္တဝါန်, ယေၐာံ စိကိတ္သယာ ပြယောဇနမ် အာသီတ် တာန် သွသ္ထာန် စကာရ စ၊
Ar bobl o vezañ klevet-se en heulias; Jezuz o degemeras hag a gomzas outo diwar-benn rouantelezh Doue; yac'haat a reas ivez ar re o devoa ezhomm da vezañ yac'haet.
12 အပရဉ္စ ဒိဝါဝသန္နေ သတိ ဒွါဒၑၑိၐျာ ယီၑောရန္တိကမ် ဧတျ ကထယာမာသုး, ဝယမတြ ပြာန္တရသ္ထာနေ တိၐ္ဌာမး, တတော နဂရာဏိ ဂြာမာဏိ ဂတွာ ဝါသသ္ထာနာနိ ပြာပျ ဘက္ၐျဒြဝျာဏိ ကြေတုံ ဇနနိဝဟံ ဘဝါန် ဝိသၖဇတု၊
Evel ma'c'h izelae an deiz, an daouzek a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù hag er c'hêrioùigoù en-dro, da lojañ ha da brenañ boued, rak amañ emaomp en ul lec'h distro.
13 တဒါ သ ဥဝါစ, ယူယမေဝ တာန် ဘေဇယဓွံ; တတသ္တေ ပြောစုရသ္မာကံ နိကဋေ ကေဝလံ ပဉ္စ ပူပါ ဒွေါ် မတ္သျော် စ ဝိဒျန္တေ, အတဧဝ သ္ထာနာန္တရမ် ဣတွာ နိမိတ္တမေတေၐာံ ဘက္ၐျဒြဝျေၐု န ကြီတေၐု န ဘဝတိ၊
Met eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag int a respontas: N'hon eus ket ouzhpenn pemp bara ha daou besk, nemet mont a rafemp da brenañ boued evit an holl bobl-mañ.
14 တတြ ပြာယေဏ ပဉ္စသဟသြာဏိ ပုရုၐာ အာသန်၊
Rak bez' e oant war-dro pemp mil den. Neuze e lavaras d'e ziskibien: Lakait anezho da azezañ a renkoù a hanter-kant.
15 တဒါ သ ၑိၐျာန် ဇဂါဒ ပဉ္စာၑတ် ပဉ္စာၑဇ္ဇနဲး ပံက္တီကၖတျ တာနုပဝေၑယတ, တသ္မာတ် တေ တဒနုသာရေဏ သရွွလောကာနုပဝေၑယာပါသုး၊
Hag e rejont evel-se, o lakajont holl da azezañ.
16 တတး သ တာန် ပဉ္စ ပူပါန် မီနဒွယဉ္စ ဂၖဟီတွာ သွရ္ဂံ ဝိလောကျေၑွရဂုဏာန် ကီရ္တ္တယာဉ္စကြေ ဘင်္က္တာ စ လောကေဘျး ပရိဝေၐဏာရ္ထံ ၑိၐျေၐု သမရ္ပယာမ္ဗဘူဝ၊
Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk, hag o sellout war-zu an neñv, e vennigas anezho, o zorras, hag o roas d'an diskibien, evit m'o rojent d'ar bobl.
17 တတး သရွွေ ဘုက္တွာ တၖပ္တိံ ဂတာ အဝၑိၐ္ဋာနာဉ္စ ဒွါဒၑ ဍလ္လကာန် သံဇဂၖဟုး၊
Debriñ a rejont holl hag o devoa a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an nemorantoù.
18 အထဲကဒါ နိရ္ဇနေ ၑိၐျဲး သဟ ပြာရ္ထနာကာလေ တာန် ပပြစ္ဆ, လောကာ မာံ ကံ ဝဒန္တိ?
C'hoarvezout a reas, evel ma pede e-unan, ha ma oa an diskibien gantañ, e c'houlennas outo: Piv a lavar an dud on-me?
19 တတသ္တေ ပြာစုး, တွာံ ယောဟန္မဇ္ဇကံ ဝဒန္တိ; ကေစိတ် တွာမ် ဧလိယံ ဝဒန္တိ, ပူရွွကာလိကး ကၑ္စိဒ် ဘဝိၐျဒွါဒီ ၑ္မၑာနာဒ် ဥဒတိၐ္ဌဒ် ဣတျပိ ကေစိဒ် ဝဒန္တိ၊
Int a respontas: Darn a lavar out Yann-Vadezour; ha darn all, Elia; ha darn all, unan bennak eus ar brofeded adsavet a varv.
20 တဒါ သ ဥဝါစ, ယူယံ မာံ ကံ ဝဒထ? တတး ပိတရ ဥက္တဝါန် တွမ် ဤၑွရာဘိၐိက္တး ပုရုၐး၊
Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas: Te eo Krist Doue.
21 တဒါ သ တာန် ဒၖဎမာဒိဒေၑ, ကထာမေတာံ ကသ္မဲစိဒပိ မာ ကထယတ၊
Met e tifennas gwall start outo lavarout kement-se da zen,
22 သ ပုနရုဝါစ, မနုၐျပုတြေဏ ဝဟုယာတနာ ဘောက္တဝျား ပြာစီနလောကဲး ပြဓာနယာဇကဲရဓျာပကဲၑ္စ သောဝဇ္ဉာယ ဟန္တဝျး ကိန္တု တၖတီယဒိဝသေ ၑ္မၑာနာတ် တေနောတ္ထာတဝျမ်၊
hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras, ha gant ar skribed, ha bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv an trede deiz.
23 အပရံ သ သရွွာနုဝါစ, ကၑ္စိဒ် ယဒိ မမ ပၑ္စာဒ် ဂန္တုံ ဝါဉ္ဆတိ တရှိ သ သွံ ဒါမျတု, ဒိနေ ဒိနေ ကြုၑံ ဂၖဟီတွာ စ မမ ပၑ္စာဒါဂစ္ဆတု၊
Hag e lavaras d'an holl: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon.
24 ယတော ယး ကၑ္စိတ် သွပြာဏာန် ရိရက္ၐိၐတိ သ တာန် ဟာရယိၐျတိ, ယး ကၑ္စိန် မဒရ္ထံ ပြာဏာန် ဟာရယိၐျတိ သ တာန် ရက္ၐိၐျတိ၊
Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din, he saveteo.
25 ကၑ္စိဒ် ယဒိ သရွွံ ဇဂတ် ပြာပ္နောတိ ကိန္တု သွပြာဏာန် ဟာရယတိ သွယံ ဝိနၑျတိ စ တရှိ တသျ ကော လာဘး?
Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, mar en em zistrujfe, pe mar en em gollfe e-unan?
26 ပုန ရျး ကၑ္စိန် မာံ မမ ဝါကျံ ဝါ လဇ္ဇာသ္ပဒံ ဇာနာတိ မနုၐျပုတြော ယဒါ သွသျ ပိတုၑ္စ ပဝိတြာဏာံ ဒူတာနာဉ္စ တေဇောဘိး ပရိဝေၐ္ဋိတ အာဂမိၐျတိ တဒါ သောပိ တံ လဇ္ဇာသ္ပဒံ ဇ္ဉာသျတိ၊
Rak piv bennak en devo mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, Mab an den en devo mezh anezhañ pa zeuio en e c'hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel.
27 ကိန္တု ယုၐ္မာနဟံ ယထာရ္ထံ ဝဒါမိ, ဤၑွရီယရာဇတွံ န ဒၖၐ္ဋဝါ မၖတျုံ နာသွာဒိၐျန္တေ, ဧတာဒၖၑား ကိယန္တော လောကာ အတြ သ္ထနေ'ပိ ဒဏ္ဍာယမာနား သန္တိ၊
Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue.
28 ဧတဒါချာနကထနာတ် ပရံ ပြာယေဏာၐ္ဋသု ဒိနေၐု ဂတေၐု သ ပိတရံ ယောဟနံ ယာကူဗဉ္စ ဂၖဟီတွာ ပြာရ္ထယိတုံ ပရွွတမေကံ သမာရုရောဟ၊
War-dro eizh devezh goude ar c'homzoù-se, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Yann ha Jakez, hag a bignas war ur menez evit pediñ.
29 အထ တသျ ပြာရ္ထနကာလေ တသျ မုခါကၖတိရနျရူပါ ဇာတာ, တဒီယံ ဝသ္တြမုဇ္ဇွလၑုက္လံ ဇာတံ၊
E-pad ma pede, e zremm a droas a zoare, hag e zilhad a zeuas gwenn ha lugernus evel al luc'hed.
30 အပရဉ္စ မူသာ ဧလိယၑ္စောဘော် တေဇသွိနော် ဒၖၐ္ဋော်
Ha setu daou zen a gomze gantañ; Moizez hag Elia e oant;
31 တော် တေန ယိရူၑာလမ္ပုရေ ယော မၖတျုး သာဓိၐျတေ တဒီယာံ ကထာံ တေန သာရ္ဒ္ဓံ ကထယိတုမ် အာရေဘာတေ၊
en em ziskouezjont gant gloar, hag e komzjont eus e varv, a zlee bezañ graet e Jeruzalem.
32 တဒါ ပိတရာဒယး သွသျ သင်္ဂိနော နိဒြယာကၖၐ္ဋာ အာသန် ကိန္တု ဇာဂရိတွာ တသျ တေဇသ္တေန သာရ္ဒ္ဓမ် ဥတ္တိၐ္ဌန္တော် ဇနော် စ ဒဒၖၑုး၊
Pêr hag ar re a oa gantañ o devoa kement a c'hoant kousket; pa zihunjont, e weljont e c'hloar hag an daou zen a oa gantañ.
33 အထ တယောရုဘယော ရ္ဂမနကာလေ ပိတရော ယီၑုံ ဗဘာၐေ, ဟေ ဂုရော'သ္မာကံ သ္ထာနေ'သ္မိန် သ္ထိတိး ၑုဘာ, တတ ဧကာ တွဒရ္ထာ, ဧကာ မူသာရ္ထာ, ဧကာ ဧလိယာရ္ထာ, ဣတိ တိသြး ကုဋျောသ္မာဘိ ရ္နိရ္မ္မီယန္တာံ, ဣမာံ ကထာံ သ န ဝိဝိစျ ကထယာမာသ၊
Evel ma'z ae an dud-mañ kuit digant Jezuz, Pêr a lavaras dezhañ: Mestr, mat eo deomp chom amañ; greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia. Ne ouie ket mat petra a lavare.
34 အပရဉ္စ တဒွါကျဝဒနကာလေ ပယောဒ ဧက အာဂတျ တေၐာမုပရိ ဆာယာံ စကာရ, တတသ္တန္မဓျေ တယေား ပြဝေၑာတ် တေ ၑၑင်္ကိရေ၊
Komz a rae c'hoazh, pa zeuas ur goabrenn d'o golo; hag evel ma c'holoe anezho, ar spont a grogas en diskibien.
35 တဒါ တသ္မာတ် ပယောဒါဒ် ဣယမာကာၑီယာ ဝါဏီ နိရ္ဇဂါမ, မမာယံ ပြိယး ပုတြ ဧတသျ ကထာယာံ မနော နိဓတ္တ၊
Ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, selaouit eñ.
36 ဣတိ ၑဗ္ဒေ ဇာတေ တေ ယီၑုမေကာကိနံ ဒဒၖၑုး ကိန္တု တေ တဒါနီံ တသျ ဒရ္ၑနသျ ဝါစမေကာမပိ နောက္တွာ မနးသု သ္ထာပယာမာသုး၊
Pa oa ar vouezh-se o komz, Jezuz en em gavas e-unan. E ziskibien a davas, ha ne lavarjont netra da zen, d'ar c'houlz-se, eus ar pezh o devoa gwelet.
37 ပရေ'ဟနိ တေၐု တသ္မာစ္ဆဲလာဒ် အဝရူဎေၐု တံ သာက္ၐာတ် ကရ္တ္တုံ ဗဟဝေါ လောကာ အာဇဂ္မုး၊
An deiz war-lerc'h, evel ma tiskennent eus ar menez, ur bobl vras a zeuas a-raok Jezuz.
38 တေၐာံ မဓျာဒ် ဧကော ဇန ဥစ္စဲရုဝါစ, ဟေ ဂုရော အဟံ ဝိနယံ ကရောမိ မမ ပုတြံ ပြတိ ကၖပါဒၖၐ္ဋိံ ကရောတု, မမ သ ဧဝဲကး ပုတြး၊
Un den, a-douez an dud-se, a grias hag a lavaras: Mestr, me az ped, taol da zaoulagad war va mab, rak va mab nemetañ eo.
39 ဘူတေန ဓၖတး သန် သံ ပြသဘံ စီစ္ဆဗ္ဒံ ကရောတိ တန္မုခါတ် ဖေဏာ နိရ္ဂစ္ဆန္တိ စ, ဘူတ ဣတ္ထံ ဝိဒါရျျ က္လိၐ္ဋွာ ပြာယၑသ္တံ န တျဇတိ၊
Ur spered a grog ennañ, ha kerkent e laosk kriadennoù bras; neuze ar spered a hej anezhañ start, en laka da eoniñ, hag a boan e kuita anezhañ, goude bezañ e vrevet holl.
40 တသ္မာတ် တံ ဘူတံ တျာဇယိတုံ တဝ ၑိၐျသမီပေ နျဝေဒယံ ကိန္တု တေ န ၑေကုး၊
Hag em eus pedet da ziskibien d'e gas kuit, met n'o deus ket gallet.
41 တဒါ ယီၑုရဝါဒီတ်, ရေ အာဝိၑွာသိန် ဝိပထဂါမိန် ဝံၑ ကတိကာလာန် ယုၐ္မာဘိး သဟ သ္ထာသျာမျဟံ ယုၐ္မာကမ် အာစရဏာနိ စ သဟိၐျေ? တဝ ပုတြမိဟာနယ၊
Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degas amañ da vab.
42 တတသ္တသ္မိန္နာဂတမာတြေ ဘူတသ္တံ ဘူမော် ပါတယိတွာ ဝိဒဒါရ; တဒါ ယီၑုသ္တမမေဓျံ ဘူတံ တရ္ဇယိတွာ ဗာလကံ သွသ္ထံ ကၖတွာ တသျ ပိတရိ သမရ္ပယာမာသ၊
Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d'an douar, hag a zifretas start anezhañ; met Jezuz a c'hourdrouzas ar spered hudur, a yac'haas ar bugel, hag en roas d'e dad.
43 ဤၑွရသျ မဟာၑက္တိမ် ဣမာံ ဝိလောကျ သရွွေ စမစ္စကြုး; ဣတ္ထံ ယီၑေား သရွွာဘိး ကြိယာဘိး သရွွဲရ္လောကဲရာၑ္စရျျေ မနျမာနေ သတိ သ ၑိၐျာန် ဗဘာၐေ,
Hag e voent holl souezhet eus galloud meurbet Doue. Evel ma oant holl estlammet gant ar pezh a rae Jezuz, eñ a lavaras d'e ziskibien:
44 ကထေယံ ယုၐ္မာကံ ကရ္ဏေၐု ပြဝိၑတု, မနုၐျပုတြော မနုၐျာဏာံ ကရေၐု သမရ္ပယိၐျတေ၊
Evidoc'h-hu, selaouit mat ar c'homzoù-mañ: Mab an den a zle bezañ lakaet etre daouarn an dud.
45 ကိန္တု တေ တာံ ကထာံ န ဗုဗုဓိရေ, သ္ပၐ္ဋတွာဘာဝါတ် တသျာ အဘိပြာယသ္တေၐာံ ဗောဓဂမျော န ဗဘူဝ; တသျာ အာၑယး က ဣတျပိ တေ ဘယာတ် ပြၐ္ဋုံ န ၑေကုး၊
Met ne gomprenent ket ar gomz-se; teñval e oa evito, ha ne gomprenent enni netra, met ne gredent goulenn netra outañ war gement-se.
46 တဒနန္တရံ တေၐာံ မဓျေ ကး ၑြေၐ္ဌး ကထာမေတာံ ဂၖဟီတွာ တေ မိထော ဝိဝါဒံ စကြုး၊
Neuze ur soñj a zeuas dezho, anavezout pehini anezho a vije ar brasañ.
47 တတော ယီၑုသ္တေၐာံ မနောဘိပြာယံ ဝိဒိတွာ ဗာလကမေကံ ဂၖဟီတွာ သွသျ နိကဋေ သ္ထာပယိတွာ တာန် ဇဂါဒ,
Jezuz, o welout soñj o c'halon, a gemeras ur bugel bihan, a lakaas anezhañ en e gichen,
48 ယော ဇနော မမ နာမ္နာသျ ဗာလာသျာတိထျံ ဝိဒဓာတိ သ မမာတိထျံ ဝိဒဓာတိ, ယၑ္စ မမာတိထျံ ဝိဒဓာတိ သ မမ ပြေရကသျာတိထျံ ဝိဒဓာတိ, ယုၐ္မာကံ မဓျေယး သွံ သရွွသ္မာတ် က္ၐုဒြံ ဇာနီတေ သ ဧဝ ၑြေၐ္ဌော ဘဝိၐျတိ၊
hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv, a zegemer ac'hanon, ha piv bennak a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset. Rak an hini ac'hanoc'h holl eo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.
49 အပရဉ္စ ယောဟန် ဝျာဇဟာရ ဟေ ပြဘေ တဝ နာမ္နာ ဘူတာန် တျာဇယန္တံ မာနုၐမ် ဧကံ ဒၖၐ္ဋဝန္တော ဝယံ, ကိန္တွသ္မာကမ် အပၑ္စာဒ် ဂါမိတွာတ် တံ နျၐေဓာမ်၊ တဒါနီံ ယီၑုရုဝါစ,
Yann, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Mestr, ni hon eus gwelet unan o kas kuit an diaoulien ez anv, hag hon eus difennet-se outañ, abalamour ne heul ket ac'hanomp.
50 တံ မာ နိၐေဓတ, ယတော ယော ဇနောသ္မာကံ န ဝိပက္ၐး သ ဧဝါသ္မာကံ သပက္ၐော ဘဝတိ၊
Jezuz a lavaras dezhañ: Na zifennit ket outañ; rak an neb n'emañ ket a-enep deomp, a zo evidomp.
51 အနန္တရံ တသျာရောဟဏသမယ ဥပသ္ထိတေ သ သ္ထိရစေတာ ယိရူၑာလမံ ပြတိ ယာတြာံ ကရ္တ္တုံ နိၑ္စိတျာဂြေ ဒူတာန် ပြေၐယာမာသ၊
Evel ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet diwar an douar, en em lakaas en hent, c'hoantek da vont da Jeruzalem.
52 တသ္မာတ် တေ ဂတွာ တသျ ပြယောဇနီယဒြဝျာဏိ သံဂြဟီတုံ ၑောမိရောဏီယာနာံ ဂြာမံ ပြဝိဝိၑုး၊
Kas a reas tud a-raok dezhañ; o vezañ aet, ec'h antrejont en ur vourc'h eus Samaria, evit kempenn ul lojeiz dezhañ.
53 ကိန္တု သ ယိရူၑာလမံ နဂရံ ယာတိ တတော ဟေတော ရ္လောကာသ္တသျာတိထျံ န စကြုး၊
Met ar re-mañ n'en degemerjont ket, abalamour ma'z ae war-zu Jeruzalem.
54 အတဧဝ ယာကူဗျောဟနော် တသျ ၑိၐျော် တဒ် ဒၖၐ္ဋွာ ဇဂဒတုး, ဟေ ပြဘော ဧလိယော ယထာ စကာရ တထာ ဝယမပိ ကိံ ဂဂဏာဒ် အာဂန္တုမ် ဧတာန် ဘသ္မီကရ္တ္တုဉ္စ ဝဟ္နိမာဇ္ဉာပယာမး? ဘဝါန် ကိမိစ္ဆတိ?
Jakez ha Yann, e ziskibien, o welout-se, a lavaras dezhañ: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ [evel ma reas Elia].
55 ကိန္တု သ မုခံ ပရာဝရ္တျ တာန် တရ္ဇယိတွာ ဂဒိတဝါန် ယုၐ္မာကံ မနောဘာဝး ကး, ဣတိ ယူယံ န ဇာနီထ၊
Hogen Jezuz, o tistreiñ, a c'hourdrouzas anezho [hag a lavaras: N'ouzoc'h ket eus peseurt spered oc'h buhezet;
56 မနုဇသုတော မနုဇာနာံ ပြာဏာန် နာၑယိတုံ နာဂစ္ဆတ်, ကိန္တု ရက္ၐိတုမ် အာဂစ္ဆတ်၊ ပၑ္စာဒ် ဣတရဂြာမံ တေ ယယုး၊
rak Mab an den n'eo ket deuet evit koll an dud, met evit o saveteiñ]. Hag ez ejont da ur vourc'h all.
57 တဒနန္တရံ ပထိ ဂမနကာလေ ဇန ဧကသ္တံ ဗဘာၐေ, ဟေ ပြဘော ဘဝါန် ယတြ ယာတိ ဘဝတာ သဟာဟမပိ တတြ ယာသျာမိ၊
Evel ma oant en hent, un den a lavaras dezhañ: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, e kement lec'h ma'z i.
58 တဒါနီံ ယီၑုသ္တမုဝါစ, ဂေါမာယူနာံ ဂရ္တ္တာ အာသတေ, ဝိဟာယသီယဝိဟဂါနာံ နီဍာနိ စ သန္တိ, ကိန္တု မာနဝတနယသျ ၑိရး သ္ထာပယိတုံ သ္ထာနံ နာသ္တိ၊
Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù, ha laboused an neñv neizhioù; met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn.
59 တတး ပရံ သ ဣတရဇနံ ဇဂါဒ, တွံ မမ ပၑ္စာဒ် ဧဟိ; တတး သ ဥဝါစ, ဟေ ပြဘော ပူရွွံ ပိတရံ ၑ္မၑာနေ သ္ထာပယိတုံ မာမာဒိၑတု၊
Lavarout a reas da unan all: Heul ac'hanon. Hag hemañ a lavaras: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad.
60 တဒါ ယီၑုရုဝါစ, မၖတာ မၖတာန် ၑ္မၑာနေ သ္ထာပယန္တု ကိန္တု တွံ ဂတွေၑွရီယရာဇျသျ ကထာံ ပြစာရယ၊
Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue.
61 တတောနျး ကထယာမာသ, ဟေ ပြဘော မယာပိ ဘဝတး ပၑ္စာဒ် ဂံသျတေ, ကိန္တု ပူရွွံ မမ နိဝေၑနသျ ပရိဇနာနာမ် အနုမတိံ ဂြဟီတုမ် အဟမာဒိၑျဲ ဘဝတာ၊
Unan all a lavaras dezhañ ivez: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, met lez ac'hanon da gentañ da vont da gimiadiñ diouzh ar re a zo em zi.
62 တဒါနီံ ယီၑုသ္တံ ပြောက္တဝါန်, ယော ဇနော လာင်္ဂလေ ကရမရ္ပယိတွာ ပၑ္စာတ် ပၑျတိ သ ဤၑွရီယရာဇျံ နာရှတိ၊
Jezuz a respontas dezhañ: An hini a laka e zorn war an arar hag a sell war e lerc'h, n'eo ket dereat evit rouantelezh Doue.

< လူကး 9 >