< လူကး 2 >

1 အပရဉ္စ တသ္မိန် ကာလေ ရာဇျသျ သရွွေၐာံ လောကာနာံ နာမာနိ လေခယိတုမ် အဂသ္တကဲသရ အာဇ္ဉာပယာမာသ၊
En amzer-se e voe embannet ul lezenn a-berzh Kezar-Aogust, evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl.
2 တဒနုသာရေဏ ကုရီဏိယနာမနိ သုရိယာဒေၑသျ ၑာသကေ သတိ နာမလေခနံ ပြာရေဘေ၊
Ar gont kentañ-se a voe graet e-pad ma oa Kiriniuz gouarner Siria.
3 အတော ဟေတော ရ္နာမ လေခိတုံ သရွွေ ဇနား သွီယံ သွီယံ နဂရံ ဇဂ္မုး၊
Dre-se an holl a yae evit lakaat o anv, pep hini en e gêr.
4 တဒါနီံ ယူၐဖ် နာမ လေခိတုံ ဝါဂ္ဒတ္တယာ သွဘာရျျယာ ဂရ္ဗ္ဘဝတျာ မရိယမာ သဟ သွယံ ဒါယူဒး သဇာတိဝံၑ ဣတိ ကာရဏာဒ် ဂါလီလ္ပြဒေၑသျ နာသရတ္နဂရာဒ္
Jozef ivez a bignas eus Galilea da Judea, eus kêr Nazared da gêr David anvet Betlehem, dre ma oa eus tiegezh hag eus familh David,
5 ယိဟူဒါပြဒေၑသျ ဗဲတ္လေဟမာချံ ဒါယူဒ္နဂရံ ဇဂါမ၊
evit reiñ e anv gant Mari e wreg, hag a oa dougerez.
6 အနျစ္စ တတြ သ္ထာနေ တယောသ္တိၐ္ဌတေား သတော ရ္မရိယမး ပြသူတိကာလ ဥပသ္ထိတေ
E-pad ma oant eno, an amzer ma tlee gwilioudiñ a erruas,
7 သာ တံ ပြထမသုတံ ပြာသောၐ္ဋ ကိန္တု တသ္မိန် ဝါသဂၖဟေ သ္ထာနာဘာဝါဒ် ဗာလကံ ဝသ္တြေဏ ဝေၐ္ဋယိတွာ ဂေါၑာလာယာံ သ္ထာပယာမာသ၊
hag e c'hanas he mab kentañ-ganet, hag e mailhuras anezhañ, hag e lakaas anezhañ en ur c'hraou, abalamour ne oa ket plas evito en ostaleri.
8 အနန္တရံ ယေ ကိယန္တော မေၐပါလကား သွမေၐဝြဇရက္ၐာယဲ တတ္ပြဒေၑေ သ္ထိတွာ ရဇနျာံ ပြာန္တရေ ပြဟရိဏး ကရ္မ္မ ကုရွွန္တိ,
Bez' e oa er memes korn-bro mêsaerien a gouske er parkeier, hag a ziwalle o loened e-pad beilhadennoù an noz.
9 တေၐာံ သမီပံ ပရမေၑွရသျ ဒူတ အာဂတျောပတသ္ထော်; တဒါ စတုၐ္ပာရ္ၑွေ ပရမေၑွရသျ တေဇသး ပြကာၑိတတွာတ် တေ'တိၑၑင်္ကိရေ၊
Setu un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezho ha gloar an Aotrou a lugernas en-dro dezho, hag o devoe ur spont bras.
10 တဒါ သ ဒူတ ဥဝါစ မာ ဘဲၐ္ဋ ပၑျတာဒျ ဒါယူဒး ပုရေ ယုၐ္မန္နိမိတ္တံ တြာတာ ပြဘုး ခြီၐ္ဋော'ဇနိၐ္ဋ,
Neuze an ael a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, rak setu e tegasan deoc'h ur c'heloù mat, a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl,
11 သရွွေၐာံ လောကာနာံ မဟာနန္ဒဇနကမ် ဣမံ မင်္ဂလဝၖတ္တာန္တံ ယုၐ္မာန် ဇ္ဉာပယာမိ၊
rak ganet eo hiziv deoc'h, e kêr David, ur Salver, hag a zo ar C'hrist, an Aotrou.
12 ယူယံ (တတ္သ္ထာနံ ဂတွာ) ဝသ္တြဝေၐ္ဋိတံ တံ ဗာလကံ ဂေါၑာလာယာံ ၑယနံ ဒြက္ၐျထ ယုၐ္မာန် ပြတီဒံ စိဟ္နံ ဘဝိၐျတိ၊
Setu amañ ur sin deoc'h: c'hwi a gavo ur bugel bihan mailhuret ha gourvezet en ur c'hraou.
13 ဒူတ ဣမာံ ကထာံ ကထိတဝတိ တတြာကသ္မာတ် သွရ္ဂီယား ပၖတနာ အာဂတျ ကထာမ် ဣမာံ ကထယိတွေၑွရသျ ဂုဏာနနွဝါဒိၐုး, ယထာ,
Ha kerkent e voe gant an ael ul lod bras eus arme an neñv, o veuliñ hag o lavarout:
14 သရွွောရ္ဒွွသ္ထဲရီၑွရသျ မဟိမာ သမ္ပြကာၑျတာံ၊ ၑာန္တိရ္ဘူယာတ် ပၖထိဝျာသ္တု သန္တောၐၑ္စ နရာန် ပြတိ။
Gloar da Zoue el lec'hioù uhel-meurbet, ha peoc'h war an douar e-touez an dud karet gantañ!
15 တတး ပရံ တေၐာံ သန္နိဓေ ရ္ဒူတဂဏေ သွရ္ဂံ ဂတေ မေၐပါလကား ပရသ္ပရမ် အဝေစန် အာဂစ္ဆတ ပြဘုး ပရမေၑွရော ယာံ ဃဋနာံ ဇ္ဉာပိတဝါန် တသျာ ယာထရျံ ဇ္ဉာတုံ ဝယမဓုနာ ဗဲတ္လေဟမ္ပုရံ ယာမး၊
Pa voe en em dennet an aeled diganto en neñv, ar vêsaerien a lavaras an eil d'egile: Deomp eta betek Betlehem, ha gwelomp ar pezh a zo c'hoarvezet, hag en deus an Aotrou roet da anavezout deomp.
16 ပၑ္စာတ် တေ တူရ္ဏံ ဝြဇိတွာ မရိယမံ ယူၐဖံ ဂေါၑာလာယာံ ၑယနံ ဗာလကဉ္စ ဒဒၖၑုး၊
Mont a rejont eta buan di, hag e kavjont Mari, Jozef hag ar bugel bihan a oa gourvezet er c'hraou.
17 ဣတ္ထံ ဒၖၐ္ဋွာ ဗာလကသျာရ္ထေ ပြောက္တာံ သရွွကထာံ တေ ပြာစာရယာဉ္စကြုး၊
O vezañ e welet, e tisklêrjont ar pezh a oa bet lavaret dezho diwar-benn ar bugel bihan-se.
18 တတော ယေ လောကာ မေၐရက္ၐကာဏာံ ဝဒနေဘျသ္တာံ ဝါရ္တ္တာံ ၑုၑြုဝုသ္တေ မဟာၑ္စရျျံ မေနိရေ၊
An holl re o c'hleve a oa souezhet bras eus ar pezh a oa bet lavaret dezho gant ar vêsaerien.
19 ကိန္တု မရိယမ် ဧတတ္သရွွဃဋနာနာံ တာတ္ပရျျံ ဝိဝိစျ မနသိ သ္ထာပယာမာသ၊
Mari a vire an holl draoù-se, o tistremen anezho en he c'halon.
20 တတ္ပၑ္စာဒ် ဒူတဝိဇ္ဉပ္တာနုရူပံ ၑြုတွာ ဒၖၐ္ဋွာ စ မေၐပါလကာ ဤၑွရသျ ဂုဏာနုဝါဒံ ဓနျဝါဒဉ္စ ကုရွွာဏား ပရာဝၖတျ ယယုး၊
Hag ar vêsaerien a zistroas, en ur reiñ gloar ha meuleudi da Zoue, evit kement o devoa klevet ha gwelet, hervez ma oa bet lavaret dezho.
21 အထ ဗာလကသျ တွက္ဆေဒနကာလေ'ၐ္ဋမဒိဝသေ သမုပသ္ထိတေ တသျ ဂရ္ဗ္ဘသ္ထိတေး ပုရွွံ သွရ္ဂီယဒူတော ယထာဇ္ဉာပယတ် တဒနုရူပံ တေ တန္နာမဓေယံ ယီၑုရိတိ စကြိရေ၊
Pa voe deuet an eizhvet devezh evit amdroc'hañ ar bugel, e voe galvet JEZUZ, anv a oa bet roet dezhañ gant an ael, a-raok ma oa koñsevet e kof e vamm.
22 တတး ပရံ မူသာလိခိတဝျဝသ္ထာယာ အနုသာရေဏ မရိယမး ၑုစိတွကာလ ဥပသ္ထိတေ,
Ha pa voe deuet, hervez lezenn Moizez, an deizioù dezho da vezañ glanaet, e voe kaset ar bugel da Jeruzalem, evit e ginnig d'an Aotrou
23 "ပြထမဇး သရွွး ပုရုၐသန္တာနး ပရမေၑွရေ သမရ္ပျတာံ," ဣတိ ပရမေၑွရသျ ဝျဝသ္ထယာ
(hervez ma'z eo skrivet e lezenn an Aotrou: Pep paotr kentañ-ganet a vo gouestlet da Zoue),
24 ယီၑုံ ပရမေၑွရေ သမရ္ပယိတုမ် ၑာသ္တြီယဝိဓျုက္တံ ကပေါတဒွယံ ပါရာဝတၑာဝကဒွယံ ဝါ ဗလိံ ဒါတုံ တေ တံ ဂၖဟီတွာ ယိရူၑာလမမ် အာယယုး၊
hag evit kinnig en aberzh, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an Aotrou, ur re durzhunelled, pe ziv goulmig.
25 ယိရူၑာလမ္ပုရနိဝါသီ ၑိမိယောန္နာမာ ဓာရ္မ္မိက ဧက အာသီတ် သ ဣသြာယေလး သာန္တွနာမပေက္ၐျ တသ္ထော် ကိဉ္စ ပဝိတြ အာတ္မာ တသ္မိန္နာဝိရ္ဘူတး၊
Bez' e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon; an den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel, hag ar Spered-Santel a oa warnañ.
26 အပရံ ပြဘုဏာ ပရမေၑွရေဏာဘိၐိက္တေ တြာတရိ တွယာ န ဒၖၐ္ဋေ တွံ န မရိၐျသီတိ ဝါကျံ ပဝိတြေဏ အာတ္မနာ တသ္မ ပြာကထျတ၊
Disklêriet e voe dezhañ a-berzh Doue dre ar Spered-Santel, penaos ne varvje ket, a-raok m'en dije gwelet Krist an Aotrou.
27 အပရဉ္စ ယဒါ ယီၑေား ပိတာ မာတာ စ တဒရ္ထံ ဝျဝသ္ထာနုရူပံ ကရ္မ္မ ကရ္တ္တုံ တံ မန္ဒိရမ် အာနိနျတုသ္တဒါ
Dont a reas en templ dre ar Spered, hag evel ma oa an tad hag ar vamm o tegas ar bugel bihan Jezuz, evit ober en e geñver hervez giz al lezenn,
28 ၑိမိယောန် အာတ္မန အာကရ္ၐဏေန မန္ဒိရမာဂတျ တံ ကြောဍေ နိဓာယ ဤၑွရသျ ဓနျဝါဒံ ကၖတွာ ကထယာမာသ, ယထာ,
e kemeras anezhañ etre e zivrec'h, hag e veulas Doue, o lavarout:
29 ဟေ ပြဘော တဝ ဒါသောယံ နိဇဝါကျာနုသာရတး၊ ဣဒါနီန္တု သကလျာဏော ဘဝတာ သံဝိသၖဇျတာမ်၊
Aotrou, laosk bremañ da servijer da vont e peoc'h, hervez da c'her,
30 ယတး သကလဒေၑသျ ဒီပ္တယေ ဒီပ္တိရူပကံ၊
rak va daoulagad o deus gwelet da silvidigezh,
31 ဣသြာယေလီယလောကသျ မဟာဂေါ်ရဝရူပကံ၊
an hini ac'h eus graet dirak an holl bobloù,
32 ယံ တြာယကံ ဇနာနာန္တု သမ္မုခေ တွမဇီဇနး၊ သဧဝ ဝိဒျတေ'သ္မာကံ ဓြဝံ နယနနဂေါစရေ။
ar sklêrijenn a dle sklaeriañ an holl dud, ha gloar da bobl Israel.
33 တဒါနီံ တေနောက္တာ ဧတား သကလား ကထား ၑြုတွာ တသျ မာတာ ယူၐဖ် စ ဝိသ္မယံ မေနာတေ၊
Ha Jozef hag e vamm a oa souezhet eus an traoù a lavared anezhañ.
34 တတး ပရံ ၑိမိယောန် တေဘျ အာၑိၐံ ဒတ္တွာ တန္မာတရံ မရိယမမ် ဥဝါစ, ပၑျ ဣသြာယေလော ဝံၑမဓျေ ဗဟူနာံ ပါတနာယောတ္ထာပနာယ စ တထာ ဝိရောဓပါတြံ ဘဝိတုံ, ဗဟူနာံ ဂုပ္တမနောဂတာနာံ ပြကဋီကရဏာယ ဗာလကောယံ နိယုက္တောသ္တိ၊
Simeon o bennigas, hag a lavaras da Vari, e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh,
35 တသ္မာတ် တဝါပိ ပြာဏား ၑူလေန ဝျတ္သျန္တေ၊
en hevelep doare ma vo soñjezonoù kalon kalz dizoloet; hag evidout-te, ur c'hleze a dreuzo da ene.
36 အပရဉ္စ အာၑေရသျ ဝံၑီယဖိနူယေလော ဒုဟိတာ ဟန္နာချာ အတိဇရတီ ဘဝိၐျဒွါဒိနျေကာ ယာ ဝိဝါဟာတ် ပရံ သပ္တ ဝတ္သရာန် ပတျာ သဟ နျဝသတ် တတော ဝိဓဝါ ဘူတွာ စတုရၑီတိဝရ္ၐဝယးပရျျနတံ
Bez' e oa ivez eno Anna ar brofedez, merc'h Fanuel, eus meuriad Aser; oadet bras e oa, hag he devoa bevet gant he fried seizh vloaz, abaoe he gwerc'hded.
37 မန္ဒိရေ သ္ထိတွာ ပြာရ္ထနောပဝါသဲရ္ဒိဝါနိၑမ် ဤၑွရမ် အသေဝတ သာပိ သ္တြီ တသ္မိန် သမယေ မန္ဒိရမာဂတျ
Chomet e oa intañvez, oadet a bevar bloaz ha pevar ugent pe war-dro, n'ae ket er-maez eus an templ, o servijañ Doue noz-deiz er yunoù hag er pedennoù.
38 ပရမေၑွရသျ ဓနျဝါဒံ စကာရ, ယိရူၑာလမ္ပုရဝါသိနော ယာဝန္တော လောကာ မုက္တိမပေက္ၐျ သ္ထိတာသ္တာန် ယီၑောရွၖတ္တာန္တံ ဇ္ဉာပယာမာသ၊
O vezañ deuet d'an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou, hag e komze diwar-benn Jezuz ouzh an holl dud eus Jeruzalem a c'hortoze an daspren.
39 ဣတ္ထံ ပရမေၑွရသျ ဝျဝသ္ထာနုသာရေဏ သရွွေၐု ကရ္မ္မသု ကၖတေၐု တော် ပုနၑ္စ ဂါလီလော နာသရတ္နာမကံ နိဇနဂရံ ပြတသ္ထာတေ၊
Goude m'o devoe graet pep tra hervez lezenn an Aotrou, e tistrojont e Galilea, da Nazared, o c'hêr.
40 တတ္ပၑ္စာဒ် ဗာလကး ၑရီရေဏ ဝၖဒ္ဓိမေတျ ဇ္ဉာနေန ပရိပူရ္ဏ အာတ္မနာ ၑက္တိမာံၑ္စ ဘဝိတုမာရေဘေ တထာ တသ္မိန် ဤၑွရာနုဂြဟော ဗဘူဝ၊
Hag ar bugel a greske hag en em nerzhe [e spered], o vezañ leuniet a furnez; ha gras Doue a oa warnañ.
41 တသျ ပိတာ မာတာ စ ပြတိဝရ္ၐံ နိသ္တာရောတ္သဝသမယေ ယိရူၑာလမမ် အဂစ္ဆတာမ်၊
E dad hag e vamm a yae beb bloaz da Jeruzalem, da c'houel ar Pask.
42 အပရဉ္စ ယီၑော် ဒွါဒၑဝရ္ၐဝယသ္ကေ သတိ တော် ပရွွသမယသျ ရီတျနုသာရေဏ ယိရူၑာလမံ ဂတွာ
P'en devoe Jezuz daouzek vloaz, e pignjont da Jeruzalem, hervez giz ar gouel.
43 ပါရွွဏံ သမ္ပာဒျ ပုနရပိ ဝျာဃုယျ ယာတး ကိန္တု ယီၑုရ္ဗာလကော ယိရူၑာလမိ တိၐ္ဌတိ၊ ယူၐဖ် တန္မာတာ စ တဒ် အဝိဒိတွာ
Pa voe deizioù ar gouel tremenet, evel ma tistroent ac'hane, ar bugel Jezuz a chomas e Jeruzalem; Jozef hag e vamm n'anavezjont ket-se.
44 သ သင်္ဂိဘိး သဟ ဝိဒျတ ဧတစ္စ ဗုဒွွာ ဒိနဲကဂမျမာရ္ဂံ ဇဂ္မတုး၊ ကိန္တု ၑေၐေ ဇ္ဉာတိဗန္ဓူနာံ သမီပေ မၖဂယိတွာ တဒုဒ္ဒေၑမပြာပျ
Met, o soñjal e oa en o zouez, e valejont un devezh; neuze e klaskjont anezhañ e-touez o c'herent hag ar re eus o anaoudegezh;
45 တော် ပုနရပိ ယိရူၑာလမမ် ပရာဝၖတျာဂတျ တံ မၖဂယာဉ္စကြတုး၊
pa n'en kavent ket, e tistrojont da Jeruzalem d'e glask.
46 အထ ဒိနတြယာတ် ပရံ ပဏ္ဍိတာနာံ မဓျေ တေၐာံ ကထား ၑၖဏွန် တတ္တွံ ပၖစ္ဆံၑ္စ မန္ဒိရေ သမုပဝိၐ္ဋး သ တာဘျာံ ဒၖၐ္ဋး၊
Hag a-benn tri devezh e kavjont anezhañ en templ, azezet e-touez an doktored, o selaou anezho hag oc'h ober goulennoù outo.
47 တဒါ တသျ ဗုဒ္ဓျာ ပြတျုတ္တရဲၑ္စ သရွွေ ၑြောတာရော ဝိသ္မယမာပဒျန္တေ၊
Kement hini a gleve anezhañ a oa souezhet gant e furnez hag e respontoù.
48 တာဒၖၑံ ဒၖၐ္ဋွာ တသျ ဇနကော ဇနနီ စ စမစ္စကြတုး ကိဉ္စ တသျ မာတာ တမဝဒတ်, ဟေ ပုတြ, ကထမာဝါံ ပြတီတ္ထံ သမာစရသ္တွမ်? ပၑျ တဝ ပိတာဟဉ္စ ၑောကာကုလော် သန္တော် တွာမနွိစ္ဆာဝး သ္မ၊
Pa welas e dud anezhañ, e voent souezhet, hag e vamm a lavaras dezhañ: Va bugel, perak ec'h eus graet evel-se deomp? Setu, da dad ha me, en glac'har, a glaske ac'hanout.
49 တတး သောဝဒတ် ကုတော မာမ် အနွဲစ္ဆတံ? ပိတုရ္ဂၖဟေ မယာ သ္ထာတဝျမ် ဧတတ် ကိံ ယုဝါဘျာံ န ဇ္ဉာယတေ?
Eñ a lavaras dezho: Perak em c'hlaskec'h? N'ouiec'h ket eo ret din bezañ dalc'het gant labourioù va Zad?
50 ကိန္တု တော် တသျဲတဒွါကျသျ တာတ္ပရျျံ ဗောဒ္ဓုံ နာၑက္နုတာံ၊
Met int ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho.
51 တတး ပရံ သ တာဘျာံ သဟ နာသရတံ ဂတွာ တယောရွၑီဘူတသ္တသ္ထော် ကိန္တု သရွွာ ဧတား ကထာသ္တသျ မာတာ မနသိ သ္ထာပယာမာသ၊
Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared, hag e touje dezho. E vamm a vire an holl draoù-se en he c'halon.
52 အထ ယီၑော ရ္ဗုဒ္ဓိး ၑရီရဉ္စ တထာ တသ္မိန် ဤၑွရသျ မာနဝါနာဉ္စာနုဂြဟော ဝရ္ဒ္ဓိတုမ် အာရေဘေ၊
Jezuz a greske e furnez, e ment, hag e gras, dirak Doue ha dirak an dud.

< လူကး 2 >