< လူကး 19 >

1 ယဒါ ယီၑု ရျိရီဟောပုရံ ပြဝိၑျ တန္မဓျေန ဂစ္ဆံသ္တဒါ
Jezuz, o vezañ aet e Jeriko, a dremene dre gêr.
2 သက္ကေယနာမာ ကရသဉ္စာယိနာံ ပြဓာနော ဓနဝါနေကော
Ha setu un den anvet Zake, a oa penn ar bublikaned ha pinvidik,
3 ယီၑုး ကီဒၖဂိတိ ဒြၐ္ဋုံ စေၐ္ဋိတဝါန် ကိန္တု ခရွွတွာလ္လောကသံဃမဓျေ တဒ္ဒရ္ၑနမပြာပျ
a glaske gwelout piv oa Jezuz; met ne c'helle ket abalamour d'ar bobl, rak gwall vihan e oa.
4 ယေန ပထာ သ ယာသျတိ တတ္ပထေ'ဂြေ ဓာဝိတွာ တံ ဒြၐ္ဋုမ် ဥဍုမ္ဗရတရုမာရုရောဟ၊
Dre-se e redas a-raok, hag e pignas war ur wezenn-sikomor evit e welout, abalamour ma tlee tremen dre eno.
5 ပၑ္စာဒ် ယီၑုသ္တတ္သ္ထာနမ် ဣတွာ ဦရ္ဒ္ဓွံ ဝိလောကျ တံ ဒၖၐ္ဋွာဝါဒီတ်, ဟေ သက္ကေယ တွံ ၑီဃြမဝရောဟ မယာဒျ တွဒ္ဂေဟေ ဝသ္တဝျံ၊
Jezuz, o vezañ deuet el lec'h-se, hag o sevel e zaoulagad, a welas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Zake, diskenn buan, rak ret eo din lojañ hiziv ez ti.
6 တတး သ ၑီဃြမဝရုဟျ သာဟ္လာဒံ တံ ဇဂြာဟ၊
Eñ a ziskennas buan, hag en degemeras gant levenez.
7 တဒ် ဒၖၐ္ဋွာ သရွွေ ဝိဝဒမာနာ ဝက္တုမာရေဘိရေ, သောတိထိတွေန ဒုၐ္ဋလောကဂၖဟံ ဂစ္ဆတိ၊
An holl re a welas kement-se a grozmole, o lavarout e oa aet da lojañ e ti un den a vuhez fall.
8 ကိန္တု သက္ကေယော ဒဏ္ဍာယမာနော ဝက္တုမာရေဘေ, ဟေ ပြဘော ပၑျ မမ ယာ သမ္ပတ္တိရသ္တိ တဒရ္ဒ္ဓံ ဒရိဒြေဘျော ဒဒေ, အပရမ် အနျာယံ ကၖတွာ ကသ္မာဒပိ ယဒိ ကဒါပိ ကိဉ္စိတ် မယာ ဂၖဟီတံ တရှိ တစ္စတုရ္ဂုဏံ ဒဒါမိ၊
Met Zake en em zalc'has dirak an Aotrou, hag a lavaras dezhañ: Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d'ar beorien, ha mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kement all.
9 တဒါ ယီၑုသ္တမုက္တဝါန် အယမပိ ဣဗြာဟီမး သန္တာနော'တး ကာရဏာဒ် အဒျာသျ ဂၖဟေ တြာဏမုပသ္ထိတံ၊
Jezuz a lavaras dezhañ: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-mañ, abalamour ma'z eo hemañ ivez mab da Abraham.
10 ယဒ် ဟာရိတံ တတ် မၖဂယိတုံ ရက္ၐိတုဉ္စ မနုၐျပုတြ အာဂတဝါန်၊
Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiñ ar pezh a oa kollet.
11 အထ သ ယိရူၑာလမး သမီပ ဥပါတိၐ္ဌဒ် ဤၑွရရာဇတွသျာနုၐ္ဌာနံ တဒဲဝ ဘဝိၐျတီတိ လောကဲရနွဘူယတ, တသ္မာတ် သ ၑြောတၖဘျး ပုနရ္ဒၖၐ္ဋာန္တကထာမ် ဥတ္ထာပျ ကထယာမာသ၊
Evel ma selaouent ar c'homzoù-se, Jezuz, o kenderc'hel, a ginnigas ur barabolenn, abalamour ma oant tost ouzh Jeruzalem, ha ma kredent ez ae rouantelezh Doue d'en em ziskouez prest.
12 ကောပိ မဟာလ္လောကော နိဇာရ္ထံ ရာဇတွပဒံ ဂၖဟီတွာ ပုနရာဂန္တုံ ဒူရဒေၑံ ဇဂါမ၊
Lavarout a reas neuze: Un den a lignez uhel a yeas d'ur vro bell evit kemer ur rouantelezh dezhañ, ha distreiñ goude.
13 ယာတြာကာလေ နိဇာန် ဒၑဒါသာန် အာဟူယ ဒၑသွရ္ဏမုဒြာ ဒတ္တွာ မမာဂမနပရျျန္တံ ဝါဏိဇျံ ကုရုတေတျာဒိဒေၑ၊
O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn, hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout, betek ma tistroin.
14 ကိန္တု တသျ ပြဇာသ္တမဝဇ္ဉာယ မနုၐျမေနမ် အသ္မာကမုပရိ ရာဇတွံ န ကာရယိဝျာမ ဣမာံ ဝါရ္တ္တာံ တန္နိကဋေ ပြေရယာမာသုး၊
Met tud e vro a gasae anezhañ, hag e kasjont ur c'hannadur war e lerc'h, evit lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemañ warnomp.
15 အထ သ ရာဇတွပဒံ ပြာပျာဂတဝါန် ဧကဲကော ဇနော ဗာဏိဇျေန ကိံ လဗ္ဓဝါန် ဣတိ ဇ္ဉာတုံ ယေၐု ဒါသေၐု မုဒြာ အရ္ပယတ် တာန် အာဟူယာနေတုမ် အာဒိဒေၑ၊
Erruout a reas eta, pa voe distroet goude bezañ kemeret e rouantelezh, ma c'hourc'hemennas lakaat degas e servijerien en devoa roet arc'hant dezho, evit gouzout pegement en devoa gounezet pep hini gantañ.
16 တဒါ ပြထမ အာဂတျ ကထိတဝါန်, ဟေ ပြဘော တဝ တယဲကယာ မုဒြယာ ဒၑမုဒြာ လဗ္ဓား၊
An hini kentañ, o vezañ deuet, a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet dek all.
17 တတး သ ဥဝါစ တွမုတ္တမော ဒါသး သွလ္ပေန ဝိၑွာသျော ဇာတ ဣတး ကာရဏာတ် တွံ ဒၑနဂရာဏာမ် အဓိပေါ ဘဝ၊
Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma'z out bet feal e nebeud a draoù, ez po ar galloud war dek kêr.
18 ဒွိတီယ အာဂတျ ကထိတဝါန်, ဟေ ပြဘော တဝဲကယာ မုဒြယာ ပဉ္စမုဒြာ လဗ္ဓား၊
An eil a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet pemp all.
19 တတး သ ဥဝါစ, တွံ ပဉ္စာနာံ နဂရာဏာမဓိပတိ ရ္ဘဝ၊
Eñ a lavaras ivez da hemañ: Ha te, az pez ar galloud war bemp kêr.
20 တတောနျ အာဂတျ ကထယာမာသ, ဟေ ပြဘော ပၑျ တဝ ယာ မုဒြာ အဟံ ဝသ္တြေ ဗဒ္ဓွာသ္ထာပယံ သေယံ၊
Hag unan all a zeuas, hag a lavaras: Aotrou, setu da vinenn am eus miret paket en ul lienenn;
21 တွံ ကၖပဏော ယန္နာသ္ထာပယသ္တဒပိ ဂၖဟ္လာသိ, ယန္နာဝပသ္တဒေဝ စ ဆိနတ္သိ တတောဟံ တွတ္တော ဘီတး၊
rak da zoujañ a ran, gouzout a ran penaos out un den garv, e kemerez e-lec'h na'c'h eus lakaet netra, hag e vedez e-lec'h na'c'h eus ket hadet.
22 တဒါ သ ဇဂါဒ, ရေ ဒုၐ္ဋဒါသ တဝ ဝါကျေန တွာံ ဒေါၐိဏံ ကရိၐျာမိ, ယဒဟံ နာသ္ထာပယံ တဒေဝ ဂၖဟ္လာမိ, ယဒဟံ နာဝပဉ္စ တဒေဝ ဆိနဒ္မိ, ဧတာဒၖၑး ကၖပဏောဟမိတိ ယဒိ တွံ ဇာနာသိ,
Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan; gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec'h na'm eus lakaet netra hag a ved e-lec'h na'm eus ket hadet.
23 တရှိ မမ မုဒြာ ဗဏိဇာံ နိကဋေ ကုတော နာသ္ထာပယး? တယာ ကၖတေ'ဟမ် အာဂတျ ကုသီဒေန သာရ္ဒ္ဓံ နိဇမုဒြာ အပြာပ္သျမ်၊
Perak eta ne'c'h eus ket lakaet va arc'hant en ti-bank, hag em distro, em bije e zilamet gant ar c'hampi?
24 ပၑ္စာတ် သ သမီပသ္ထာန် ဇနာန် အာဇ္ဉာပယတ် အသ္မာတ် မုဒြာ အာနီယ ယသျ ဒၑမုဒြား သန္တိ တသ္မဲ ဒတ္တ၊
Hag e lavaras d'ar re a oa eno: Lamit digantañ ar vinenn-se, ha roit hi d'an hini en deus dek minenn.
25 တေ ပြောစုး ပြဘော'သျ ဒၑမုဒြား သန္တိ၊
Int a lavaras dezhañ: Aotrou, dija en deus dek minenn.
26 ယုၐ္မာနဟံ ဝဒါမိ ယသျာၑြယေ ဝဒ္ဓတေ 'ဓိကံ တသ္မဲ ဒါယိၐျတေ, ကိန္တု ယသျာၑြယေ န ဝရ္ဒ္ဓတေ တသျ ယဒျဒသ္တိ တဒပိ တသ္မာန် နာယိၐျတေ၊
Me a lavar deoc'h, e vo roet d'an neb en deus; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus.
27 ကိန္တု မမာဓိပတိတွသျ ဝၑတွေ သ္ထာတုမ် အသမ္မနျမာနာ ယေ မမ ရိပဝသ္တာနာနီယ မမ သမက္ၐံ သံဟရတ၊
E-keñver va enebourien, ar re ne felle ket dezho e renjen warno, degasit int amañ, ha lazhit int dirazon.
28 ဣတျုပဒေၑကထာံ ကထယိတွာ သောဂြဂး သန် ယိရူၑာလမပုရံ ယယော်၊
Goude bezañ lavaret kement-se, e pignas da Jeruzalem, o vont a-raok ar bobl.
29 တတော ဗဲတ္ဖဂီဗဲထနီယာဂြာမယေား သမီပေ ဇဲတုနာဒြေရန္တိကမ် ဣတွာ ၑိၐျဒွယမ် ဣတျုက္တွာ ပြေၐယာမာသ,
O vezañ tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d'ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien,
30 ယုဝါမမုံ သမ္မုခသ္ထဂြာမံ ပြဝိၑျဲဝ ယံ ကောပိ မာနုၐး ကဒါပိ နာရောဟတ် တံ ဂရ္ဒ္ဒဘၑာဝကံ ဗဒ္ဓံ ဒြက္ၐျထသ္တံ မောစယိတွာနယတံ၊
o lavarout: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h, ha pa viot aet enni, e kavot un azenig stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warnañ; distagit eñ, ha degasit eñ din.
31 တတြ ကုတော မောစယထး? ဣတိ စေတ် ကောပိ ဝက္ၐျတိ တရှိ ဝက္ၐျထး ပြဘေရတြ ပြယောဇနမ် အာသ္တေ၊
Ha mar goulenn unan bennak ouzhoc'h: Perak e tistagit anezhañ? C'hwi a lavaro dezhañ: abalamour m'en deus an Aotrou ezhomm anezhañ.
32 တဒါ တော် ပြရိတော် ဂတွာ တတ္ကထာနုသာရေဏ သရွွံ ပြာပ္တော်၊
Ar re gaset a yeas, hag a gavas pep tra evel m'en devoa lavaret dezho.
33 ဂရ္ဒဘၑာဝကမောစနကာလေ တတွာမိန ဦစုး, ဂရ္ဒဘၑာဝကံ ကုတော မောစယထး?
Evel ma tistagent an azenig, e vistri a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se?
34 တာဝူစတုး ပြဘောရတြ ပြယောဇနမ် အာသ္တေ၊
Hag e respontjont: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ.
35 ပၑ္စာတ် တော် တံ ဂရ္ဒဘၑာဝကံ ယီၑောရန္တိကမာနီယ တတ္ပၖၐ္ဌေ နိဇဝသနာနိ ပါတယိတွာ တဒုပရိ ယီၑုမာရောဟယာမာသတုး၊
Hag e tegasjont anezhañ da Jezuz; o vezañ lakaet o dilhad war an azenig, e lakajont Jezuz da bignat warnañ.
36 အထ ယာတြာကာလေ လောကား ပထိ သွဝသ္တြာဏိ ပါတယိတုမ် အာရေဘိရေ၊
Evel ma tremene, kalz a astenne o dilhad war an hent.
37 အပရံ ဇဲတုနာဒြေရုပတျကာမ် ဣတွာ ၑိၐျသံဃး ပူရွွဒၖၐ္ဋာနိ မဟာကရ္မ္မာဏိ သ္မၖတွာ,
Ha pa oa o tostaat d'an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o devoa gwelet.
38 ယော ရာဇာ ပြဘော ရ္နာမ္နာယာတိ သ ဓနျး သွရ္ဂေ ကုၑလံ သရွွောစ္စေ ဇယဓွနိ ရ္ဘဝတု, ကထာမေတာံ ကထယိတွာ သာနန္ဒမ် ဥစဲရီၑွရံ ဓနျံ ဝက္တုမာရေဘေ၊
Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc'h en neñv, ha gloar el lec'hioù uhel meurbet!
39 တဒါ လောကာရဏျမဓျသ္ထား ကိယန္တး ဖိရူၑိနသ္တတ် ၑြုတွာ ယီၑုံ ပြောစုး, ဟေ ဥပဒေၑက သွၑိၐျာန် တရ္ဇယ၊
Hiniennoù eus farizianed ar vandenn a lavaras dezhañ: Mestr, kroz da ziskibien.
40 သ ဥဝါစ, ယုၐ္မာနဟံ ဝဒါမိ ယဒျမီ နီရဝါသ္တိၐ္ဌန္တိ တရှိ ပါၐာဏာ ဥစဲး ကထား ကထယိၐျန္တိ၊
Eñ a respontas hag a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h, mar tav ar re-mañ, ar vein a grio.
41 ပၑ္စာတ် တတ္ပုရာန္တိကမေတျ တဒဝလောကျ သာၑြုပါတံ ဇဂါဒ,
Pa voe tost da gêr, o welout anezhi, e ouelas warni, hag e lavaras:
42 ဟာ ဟာ စေတ် တွမဂြေ'ဇ္ဉာသျထား, တဝါသ္မိန္နေဝ ဒိနေ ဝါ ယဒိ သွမင်္ဂလမ် ဥပါလပ္သျထား, တရှျုတ္တမမ် အဘဝိၐျတ်, ကိန္တု က္ၐဏေသ္မိန် တတ္တဝ ဒၖၐ္ဋေရဂေါစရမ် ဘဝတိ၊
O! Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc'h! Met bremañ, kuzhet int da'z taoulagad.
43 တွံ သွတြာဏကာလေ န မနော နျဓတ္ထာ ဣတိ ဟေတော ရျတ္ကာလေ တဝ ရိပဝသ္တွာံ စတုရ္ဒိက္ၐု ပြာစီရေဏ ဝေၐ္ဋယိတွာ ရောတ္သျန္တိ
Rak deizioù a zeuio warnout, ma raio da enebourien fozioù en-dro dit, hag e kelc'hint ac'hanout, hag e waskint ac'hanout a bep tu.
44 ဗာလကဲး သာရ္ဒ္ဓံ ဘူမိသာတ် ကရိၐျန္တိ စ တွန္မဓျေ ပါၐာဏဲကောပိ ပါၐာဏောပရိ န သ္ထာသျတိ စ, ကာလ ဤဒၖၑ ဥပသ္ထာသျတိ၊
Hag e tiskarint ac'hanout, te ha da vugale a zo en da greiz, ha ne lezint ket ennout maen war vaen, abalamour na'c'h eus ket anavezet an amzer ma'z out bet gweladennet.
45 အထ မဓျေမန္ဒိရံ ပြဝိၑျ တတြတျာန် ကြယိဝိကြယိဏော ဗဟိၐ္ကုရွွန္
Neuze, o vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe [hag a brene] e-barzh,
46 အဝဒတ် မဒ္ဂၖဟံ ပြာရ္ထနာဂၖဟမိတိ လိပိရာသ္တေ ကိန္တု ယူယံ တဒေဝ စဲရာဏာံ ဂဟွရံ ကုရုထ၊
o lavarout dezho: Skrivet eo: Va zi a vo un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron.
47 ပၑ္စာတ် သ ပြတျဟံ မဓျေမန္ဒိရမ် ဥပဒိဒေၑ; တတး ပြဓာနယာဇကာ အဓျာပကား ပြာစီနာၑ္စ တံ နာၑယိတုံ စိစေၐ္ဋိရေ;
Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed, ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d'ar marv.
48 ကိန္တု တဒုပဒေၑေ သရွွေ လောကာ နိဝိၐ္ဋစိတ္တား သ္ထိတာသ္တသ္မာတ် တေ တတ္ကရ္တ္တုံ နာဝကာၑံ ပြာပုး၊
Met ne ouient ket petra d'ober, rak an holl bobl en em stage ouzh e gomzoù.

< လူကး 19 >