< လူကး 15 >

1 တဒါ ကရသဉ္စာယိနး ပါပိနၑ္စ လောကာ ဥပဒေၑ္ကထာံ ၑြောတုံ ယီၑေား သမီပမ် အာဂစ္ဆန်၊
An holl bublikaned hag an dud a vuhez fall a dostae ouzh Jezuz evit e glevout.
2 တတး ဖိရူၑိန ဥပါဓျာယာၑ္စ ဝိဝဒမာနား ကထယာမာသုး ဧၐ မာနုၐး ပါပိဘိး သဟ ပြဏယံ ကၖတွာ တဲး သာရ္ဒ္ဓံ ဘုံက္တေ၊
Ar farizianed hag ar skribed a grozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer an dud a vuhez fall hag a zebr ganto.
3 တဒါ သ တေဘျ ဣမာံ ဒၖၐ္ဋာန္တကထာံ ကထိတဝါန်,
Met eñ a lavaras dezho ar barabolenn-mañ:
4 ကသျစိတ် ၑတမေၐေၐု တိၐ္ဌတ္မု တေၐာမေကံ သ ယဒိ ဟာရယတိ တရှိ မဓျေပြာန္တရမ် ဧကောနၑတမေၐာန် ဝိဟာယ ဟာရိတမေၐသျ ဥဒ္ဒေၑပြာပ္တိပရျျနတံ န ဂဝေၐယတိ, ဧတာဒၖၑော လောကော ယုၐ္မာကံ မဓျေ က အာသ္တေ?
Pehini ac'hanoc'h, mar en deus kant dañvad, ha mar deu da goll unan anezho, ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all el lec'h distro, evit mont da glask an hini a zo kollet, betek m'en deus e gavet?
5 တသျောဒ္ဒေၑံ ပြာပျ ဟၖၐ္ဋမနာသ္တံ သ္ကန္ဓေ နိဓာယ သွသ္ထာနမ် အာနီယ ဗန္ဓုဗာန္ဓဝသမီပဝါသိန အာဟူယ ဝက္တိ,
Ha piv, o vezañ e gavet, n'en laka war e zivskoaz gant levenez,
6 ဟာရိတံ မေၐံ ပြာပ္တောဟမ် အတော ဟေတော ရ္မယာ သာရ္ဒ္ဓမ် အာနန္ဒတ၊
hag, o vezañ deuet d'ar gêr, ne c'halv e vignoned hag e amezeien, ha ne lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus va dañvad a oa kollet?
7 တဒွဒဟံ ယုၐ္မာန် ဝဒါမိ, ယေၐာံ မနးပရာဝရ္တ္တနသျ ပြယောဇနံ နာသ္တိ, တာဒၖၑဲကောနၑတဓာရ္မ္မိကကာရဏာဒ် ယ အာနန္ဒသ္တသ္မာဒ် ဧကသျ မနးပရိဝရ္တ္တိနး ပါပိနး ကာရဏာတ် သွရ္ဂေ 'ဓိကာနန္ဒော ဇာယတေ၊
Me a lavar deoc'h, e vo muioc'h a levenez en neñv evit ur pec'her hepken hag en deus keuz, eget na vo evit naontek ha pevar-ugent ha n'o deus ket ezhomm a geuzidigezh.
8 အပရဉ္စ ဒၑာနာံ ရူပျခဏ္ဍာနာမ် ဧကခဏ္ဍေ ဟာရိတေ ပြဒီပံ ပြဇွာလျ ဂၖဟံ သမ္မာရ္ဇျ တသျ ပြာပ္တိံ ယာဝဒ် ယတ္နေန န ဂဝေၐယတိ, ဧတာဒၖၑီ ယောၐိတ် ကာသ္တေ?
Pe, piv eo ar wreg, o kaout dek pezh arc'hant, mar koll unan anezho, n'enaou ket ur c'houlaouenn, ne skub ket he zi, ha ne glask ket gant evezh anezhañ betek ma deu d'e gavout,
9 ပြာပ္တေ သတိ ဗန္ဓုဗာန္ဓဝသမီပဝါသိနီရာဟူယ ကထယတိ, ဟာရိတံ ရူပျခဏ္ဍံ ပြာပ္တာဟံ တသ္မာဒေဝ မယာ သာရ္ဒ္ဓမ် အာနန္ဒတ၊
hag, o vezañ kavet anezhañ, ne c'halv he mignonezed hag hec'h amezegezed, ha ne lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus ar pezh arc'hant am boa kollet?
10 တဒွဒဟံ ယုၐ္မာန် ဝျာဟရာမိ, ဧကေန ပါပိနာ မနသိ ပရိဝရ္တ္တိတေ, ဤၑွရသျ ဒူတာနာံ မဓျေပျာနန္ဒော ဇာယတေ၊
Me a lavar deoc'h, ez eus levenez dirak aeled Doue evit ur pec'her hepken hag en deus keuz.
11 အပရဉ္စ သ ကထယာမာသ, ကသျစိဒ် ဒွေါ် ပုတြာဝါသ္တာံ,
Lavarout a reas dezho c'hoazh: Un den en devoa daou vab.
12 တယေား ကနိၐ္ဌး ပုတြး ပိတြေ ကထယာမာသ, ဟေ ပိတသ္တဝ သမ္ပတ္တျာ ယမံၑံ ပြာပ္သျာမျဟံ ဝိဘဇျ တံ ဒေဟိ, တတး ပိတာ နိဇာံ သမ္ပတ္တိံ ဝိဘဇျ တာဘျာံ ဒဒေါ်၊
An hini yaouankañ a lavaras d'e dad: Va zad, ro din al lodenn eus ar madoù a zle degouezhout din. Hag an tad a lodennas dezho e vadoù.
13 ကတိပယာတ် ကာလာတ် ပရံ သ ကနိၐ္ဌပုတြး သမသ္တံ ဓနံ သံဂၖဟျ ဒူရဒေၑံ ဂတွာ ဒုၐ္ဋာစရဏေန သရွွာံ သမ္ပတ္တိံ နာၑယာမာသ၊
Un nebeut deizioù goude, ar mab yaouankañ o vezañ dastumet kement en devoa, a yeas d'ur vro bell hag a zispignas enni e vadoù, o vevañ en diroll.
14 တသျ သရွွဓနေ ဝျယံ ဂတေ တဒ္ဒေၑေ မဟာဒုရ္ဘိက္ၐံ ဗဘူဝ, တတသ္တသျ ဒဲနျဒၑာ ဘဝိတုမ် အာရေဘေ၊
Goude m'en devoa dispignet holl, e teuas un naonegezh vras er vro-se, hag en em gavas en dienez.
15 တတး ပရံ သ ဂတွာ တဒ္ဒေၑီယံ ဂၖဟသ္ထမေကမ် အာၑြယတ; တတး သတံ ၑူကရဝြဇံ စာရယိတုံ ပြာန္တရံ ပြေၐယာမာသ၊
O vezañ aet, en em lakaas e servij unan eus tud ar vro-se; kaset e voe gantañ en e zouaroù da vesa ar moc'h.
16 ကေနာပိ တသ္မဲ ဘက္ၐျာဒါနာတ် သ ၑူကရဖလဝလ္ကလေန ပိစိဏ္ဍပူရဏာံ ဝဝါဉ္ဆ၊
Hag en dije karet leuniañ e gof gant ar c'hlosoù a zebre ar moc'h; met den ne roe dezhañ.
17 ၑေၐေ သ မနသိ စေတနာံ ပြာပျ ကထယာမာသ, ဟာ မမ ပိတုး သမီပေ ကတိ ကတိ ဝေတနဘုဇော ဒါသာ ယထေၐ္ဋံ တတောဓိကဉ္စ ဘက္ၐျံ ပြာပ္နုဝန္တိ ကိန္တွဟံ က္ၐုဓာ မုမူရ္ၐုး၊
O vezañ eta deuet ennañ e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien a zo gopraet gant va zad hag o deus bara e-leizh, ha me a varv gant an naon!
18 အဟမုတ္ထာယ ပိတုး သမီပံ ဂတွာ ကထာမေတာံ ဝဒိၐျာမိ, ဟေ ပိတရ် ဤၑွရသျ တဝ စ ဝိရုဒ္ဓံ ပါပမကရဝမ္
Sevel a rin hag ez in da gavout va zad, hag e lavarin dezhañ: Va zad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit,
19 တဝ ပုတြဣတိ ဝိချာတော ဘဝိတုံ န ယောဂျောသ္မိ စ, မာံ တဝ ဝဲတနိကံ ဒါသံ ကၖတွာ သ္ထာပယ၊
n'on ken din da vezañ galvet da vab; degemer ac'hanon evel unan eus da vevelien.
20 ပၑ္စာတ် သ ဥတ္ထာယ ပိတုး သမီပံ ဇဂါမ; တတသ္တသျ ပိတာတိဒူရေ တံ နိရီက္ၐျ ဒယာဉ္စကြေ, ဓာဝိတွာ တသျ ကဏ္ဌံ ဂၖဟီတွာ တံ စုစုမ္ဗ စ၊
Mont a reas eta hag e teuas da gavout e dad. Evel ma oa c'hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en devoe truez outañ, hag, o redek d'e gavout, e lamas d'e c'houzoug hag e pokas dezhañ.
21 တဒါ ပုတြ ဥဝါစ, ဟေ ပိတရ် ဤၑွရသျ တဝ စ ဝိရုဒ္ဓံ ပါပမကရဝံ, တဝ ပုတြဣတိ ဝိချာတော ဘဝိတုံ န ယောဂျောသ္မိ စ၊
E vab a lavaras dezhañ: Va zad, pec'het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, n'on ken din da vezañ galvet da vab.
22 ကိန္တု တသျ ပိတာ နိဇဒါသာန် အာဒိဒေၑ, သရွွောတ္တမဝသ္တြာဏျာနီယ ပရိဓာပယတဲနံ ဟသ္တေ စာင်္ဂုရီယကမ် အရ္ပယတ ပါဒယောၑ္စောပါနဟော် သမရ္ပယတ;
Met an tad a lavaras d'e vevelien: degasit ar sae gaerañ, hag he gwiskit dezhañ; lakait ur walenn war e viz, ha botoù en e dreid.
23 ပုၐ္ဋံ ဂေါဝတ္သမ် အာနီယ မာရယတ စ တံ ဘုက္တွာ ဝယမ် အာနန္ဒာမ၊
Degasit al leue lart ha lazhit anezhañ; debromp hag en em laouenaomp,
24 ယတော မမ ပုတြောယမ် အမြိယတ ပုနရဇီဝီဒ် ဟာရိတၑ္စ လဗ္ဓောဘူတ် တတသ္တ အာနန္ဒိတုမ် အာရေဘိရေ၊
rak ar mab-mañ din a oa marv, hag eo distroet d'ar vuhez; kollet e oa, hag eo adkavet. Hag en em lakajont d'en em laouenaat.
25 တတ္ကာလေ တသျ ဇျေၐ္ဌး ပုတြး က္ၐေတြ အာသီတ်၊ အထ သ နိဝေၑနသျ နိကဋံ အာဂစ္ဆန် နၖတျာနာံ ဝါဒျာနာဉ္စ ၑဗ္ဒံ ၑြုတွာ
Ar mab henañ a oa er parkeier. Pa zistroas ha pa dostaas ouzh an ti, e klevas ar sonerezh hag an dañsoù.
26 ဒါသာနာမ် ဧကမ် အာဟူယ ပပြစ္ဆ, ကိံ ကာရဏမသျ?
Gervel a reas unan eus ar servijerien, hag e c'houlennas digantañ petra a oa kement-se.
27 တတး သောဝါဒီတ်, တဝ ဘြာတာဂမတ်, တဝ တာတၑ္စ တံ သုၑရီရံ ပြာပျ ပုၐ္ဋံ ဂေါဝတ္သံ မာရိတဝါန်၊
Ar servijer a lavaras dezhañ: Da vreur a zo distro, ha da dad en deus lazhet al leue lart, abalamour ma'z eo distroet yac'h.
28 တတး သ ပြကုပျ နိဝေၑနာန္တး ပြဝေၐ္ဋုံ န သမ္မေနေ; တတသ္တသျ ပိတာ ဗဟိရာဂတျ တံ သာဓယာမာသ၊
Met hemañ a yeas droug ennañ, ha ne felle ket dezhañ mont en ti. E dad a zeuas er-maez hag en pedas da vont e-barzh.
29 တတး သ ပိတရံ ပြတျုဝါစ, ပၑျ တဝ ကာဉ္စိဒပျာဇ္ဉာံ န ဝိလံဃျ ဗဟူန် ဝတ္သရာန် အဟံ တွာံ သေဝေ တထာပိ မိတြဲး သာရ္ဒ္ဓမ် ဥတ္သဝံ ကရ္တ္တုံ ကဒါပိ ဆာဂမေကမပိ မဟျံ နာဒဒါး;
Met eñ a respontas d'e dad: Setu, ez eus kement a vloazioù abaoe ma servijan ac'hanout hep bezañ biskoazh manket da'z kourc'hemenn, ha ne'c'h eus biskoazh roet din ur c'havrig evit en em laouenaat gant va mignoned.
30 ကိန္တု တဝ ယး ပုတြော ဝေၑျာဂမနာဒိဘိသ္တဝ သမ္ပတ္တိမ် အပဝျယိတဝါန် တသ္မိန္နာဂတမာတြေ တသျဲဝ နိမိတ္တံ ပုၐ္ဋံ ဂေါဝတ္သံ မာရိတဝါန်၊
Ha pa'z eo deuet ar mab-mañ dit, an hini en deus debret da vadoù gant merc'hed fall, ec'h eus lakaet lazhañ al leue lart evitañ!
31 တဒါ တသျ ပိတာဝေါစတ်, ဟေ ပုတြ တွံ သရွွဒါ မယာ သဟာသိ တသ္မာန် မမ ယဒျဒါသ္တေ တတ္သရွွံ တဝ၊
E dad a lavaras dezhañ: Va mab, te a zo bepred ganin, ha kement am eus a zo dit.
32 ကိန္တု တဝါယံ ဘြာတာ မၖတး ပုနရဇီဝီဒ် ဟာရိတၑ္စ ဘူတွာ ပြာပ္တောဘူတ်, ဧတသ္မာတ် ကာရဏာဒ် ဥတ္သဝါနန္ဒော် ကရ္တ္တုမ် ဥစိတမသ္မာကမ်၊
Met ret mat e oa en em laouenaat hag en em sederaat, rak da vreur amañ a oa marv, hag deuet eo d'ar vuhez en-dro; kollet e oa, met adkavet eo.

< လူကး 15 >