< ယောဟနး 1 >

1 အာဒေါ် ဝါဒ အာသီတ် သ စ ဝါဒ ဤၑွရေဏ သာရ္ဓမာသီတ် သ ဝါဒး သွယမီၑွရ ဧဝ၊
Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue.
2 သ အာဒါဝီၑွရေဏ သဟာသီတ်၊
Er penn-kentañ e oa gant Doue.
3 တေန သရွွံ ဝသ္တု သသၖဇေ သရွွေၐု သၖၐ္ဋဝသ္တုၐု ကိမပိ ဝသ္တု တေနာသၖၐ္ဋံ နာသ္တိ၊
An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet, n'eo bet graet heptañ.
4 သ ဇီဝနသျာကာရး, တစ္စ ဇီဝနံ မနုၐျာဏာံ ဇျောတိး
Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud.
5 တဇ္ဇျောတိရန္ဓကာရေ ပြစကာၑေ ကိန္တွန္ဓကာရသ္တန္န ဇဂြာဟ၊
Ar sklêrijenn he deus lugernet en deñvalijenn, hag an deñvalijenn n'he deus ket he degemeret.
6 ယောဟန် နာမက ဧကော မနုဇ ဤၑွရေဏ ပြေၐယာဉ္စကြေ၊
Bez' e voe un den, anvet Yann, kaset a-berzh Doue.
7 တဒွါရာ ယထာ သရွွေ ဝိၑွသန္တိ တဒရ္ထံ သ တဇ္ဇျောတိၐိ ပြမာဏံ ဒါတုံ သာက္ၐိသွရူပေါ ဘူတွာဂမတ်,
Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d'ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ.
8 သ သွယံ တဇ္ဇျောတိ ရ္န ကိန္တု တဇ္ဇျောတိၐိ ပြမာဏံ ဒါတုမာဂမတ်၊
Ne oa ket ar sklêrijenn, met kaset e oa da reiñ testeni d'ar sklêrijenn.
9 ဇဂတျာဂတျ ယး သရွွမနုဇေဘျော ဒီပ္တိံ ဒဒါတိ တဒေဝ သတျဇျောတိး၊
Ar sklêrijenn wirion, an hini a sklaera pep den, a oa o tont er bed.
10 သ ယဇ္ဇဂဒသၖဇတ် တန္မဒျ ဧဝ သ အာသီတ် ကိန္တု ဇဂတော လောကာသ္တံ နာဇာနန်၊
Er bed e oa, hag ar bed a zo bet graet gantañ; met ar bed n'en deus ket e anavezet.
11 နိဇာဓိကာရံ သ အာဂစ္ဆတ် ကိန္တု ပြဇာသ္တံ နာဂၖဟ္လန်၊
Deuet eo da gavout e re, hag e re n'o eus ket e zegemeret.
12 တထာပိ ယေ ယေ တမဂၖဟ္လန် အရ္ထာတ် တသျ နာမ္နိ ဝျၑွသန် တေဘျ ဤၑွရသျ ပုတြာ ဘဝိတုမ် အဓိကာရမ် အဒဒါတ်၊
Met d'an holl re o deus e zegemeret, en deus roet an droed da vezañ graet bugale da Zoue, da c'houzout eo, d'an holl re a gred en e anv,
13 တေၐာံ ဇနိး ၑောဏိတာန္န ၑာရီရိကာဘိလာၐာန္န မာနဝါနာမိစ္ဆာတော န ကိန္တွီၑွရာဒဘဝတ်၊
ar re n'int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c'hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.
14 သ ဝါဒေါ မနုၐျရူပေဏာဝတီရျျ သတျတာနုဂြဟာဘျာံ ပရိပူရ္ဏး သန် သာရ္ဓမ် အသ္မာဘိ ရ္နျဝသတ် တတး ပိတုရဒွိတီယပုတြသျ ယောဂျော ယော မဟိမာ တံ မဟိမာနံ တသျာပၑျာမ၊
Hag ar Ger a zo bet graet kig, hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini Mab nemetañ an Tad.
15 တတော ယောဟနပိ ပြစာရျျ သာက္ၐျမိဒံ ဒတ္တဝါန် ယော မမ ပၑ္စာဒ် အာဂမိၐျတိ သ မတ္တော ဂုရုတရး; ယတော မတ္ပူရွွံ သ ဝိဒျမာန အာသီတ်; ယဒရ္ထမ် အဟံ သာက္ၐျမိဒမ် အဒါံ သ ဧၐး၊
Yann a roas testeni dezhañ, pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini a lavaren diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, abalamour ma oa kentoc'h egedon.
16 အပရဉ္စ တသျ ပူရ္ဏတာယာ ဝယံ သရွွေ ကြမၑး ကြမၑောနုဂြဟံ ပြာပ္တား၊
Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras evit gras.
17 မူသာဒွါရာ ဝျဝသ္ထာ ဒတ္တာ ကိန္တွနုဂြဟး သတျတွဉ္စ ယီၑုခြီၐ္ဋဒွါရာ သမုပါတိၐ္ဌတာံ၊
Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, an drugarez hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.
18 ကောပိ မနုဇ ဤၑွရံ ကဒါပိ နာပၑျတ် ကိန္တု ပိတုး ကြောဍသ္ထော'ဒွိတီယး ပုတြသ္တံ ပြကာၑယတ်၊
Den n'en deus biskoazh gwelet Doue; ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus graet e anavezout.
19 တွံ ကး? ဣတိ ဝါကျံ ပြေၐ္ဋုံ ယဒါ ယိဟူဒီယလောကာ ယာဇကာန် လေဝိလောကာံၑ္စ ယိရူၑာလမော ယောဟနး သမီပေ ပြေၐယာမာသုး,
Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha levited da c'houlenn outañ: Piv out-te?
20 တဒါ သ သွီကၖတဝါန် နာပဟ္နူတဝါန် နာဟမ် အဘိၐိက္တ ဣတျင်္ဂီကၖတဝါန်၊
Disklêriañ a reas ha ne nac'has ket, disklêriañ a reas: N'on ket-me ar C'hrist.
21 တဒါ တေ'ပၖစ္ဆန် တရှိ ကော ဘဝါန်? ကိံ ဧလိယး? သောဝဒတ် န; တတသ္တေ'ပၖစ္ဆန် တရှိ ဘဝါန် သ ဘဝိၐျဒွါဒီ? သောဝဒတ် နာဟံ သး၊
Hag e c'houlennjont outañ: Piv out eta? Bez' out Elia? Eñ a lavaras: N'on ket. Bez' out ar profed? Eñ a respontas: Nann.
22 တဒါ တေ'ပၖစ္ဆန် တရှိ ဘဝါန် ကး? ဝယံ ဂတွာ ပြေရကာန် တွယိ ကိံ ဝက္ၐျာမး? သွသ္မိန် ကိံ ဝဒသိ?
Int a lavaras eta dezhañ: Piv out-te? Evit ma roimp respont d'ar re o deus hon degaset. Petra a lavarez ac'hanout da-unan?
23 တဒါ သောဝဒတ်၊ ပရမေၑသျ ပန္ထာနံ ပရိၐ္ကုရုတ သရွွတး၊ ဣတီဒံ ပြာန္တရေ ဝါကျံ ဝဒတး ကသျစိဒြဝး၊ ကထာမိမာံ ယသ္မိန် ယိၑယိယော ဘဝိၐျဒွါဒီ လိခိတဝါန် သောဟမ်၊
Eñ a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec'h distro: Plaenit hent an Aotrou, evel m'en deus lavaret ar profed Izaia.
24 ယေ ပြေၐိတာသ္တေ ဖိရူၑိလောကား၊
Ar re a oa bet kaset a oa farizianed.
25 တဒါ တေ'ပၖစ္ဆန် ယဒိ နာဘိၐိက္တောသိ ဧလိယောသိ န သ ဘဝိၐျဒွါဒျပိ နာသိ စ, တရှိ လောကာန် မဇ္ဇယသိ ကုတး?
Goulenn a rejont outañ: Perak e vadezez, ma n'out nag ar C'hrist, nag Elia, nag ar profed?
26 တတော ယောဟန် ပြတျဝေါစတ်, တောယေ'ဟံ မဇ္ဇယာမီတိ သတျံ ကိန္တု ယံ ယူယံ န ဇာနီထ တာဒၖၑ ဧကော ဇနော ယုၐ္မာကံ မဓျ ဥပတိၐ္ဌတိ၊
Yann a respontas hag a lavaras dezho: Evidon-me, me a vadez en dour; met unan bennak a zo en ho touez, ha n'anavezit ket anezhañ.
27 သ မတ္ပၑ္စာဒ် အာဂတောပိ မတ္ပူရွွံ ဝရ္တ္တမာန အာသီတ် တသျ ပါဒုကာဗန္ဓနံ မောစယိတုမပိ နာဟံ ယောဂျောသ္မိ၊
Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h, [hag a zo dreiston]; ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù.
28 ယရ္ဒ္ဒနနဒျား ပါရသ္ထဗဲထဗာရာယာံ ယသ္မိန္သ္ထာနေ ယောဟနမဇ္ဇယတ် တသ္မိန သ္ထာနေ သရွွမေတဒ် အဃဋတ၊
Kement-mañ a c'hoarvezas e Betania, en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma vadeze Yann.
29 ပရေ'ဟနိ ယောဟန် သွနိကဋမာဂစ္ဆန္တံ ယိၑုံ ဝိလောကျ ပြာဝေါစတ် ဇဂတး ပါပမောစကမ် ဤၑွရသျ မေၐၑာဝကံ ပၑျတ၊
An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout, hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam pec'hed ar bed.
30 ယော မမ ပၑ္စာဒါဂမိၐျတိ သ မတ္တော ဂုရုတရး, ယတော ဟေတောရ္မတ္ပူရွွံ သော'ဝရ္တ္တတ ယသ္မိန္နဟံ ကထာမိမာံ ကထိတဝါန် သ ဧဝါယံ၊
Eñ eo an hini e lavaren diwar e benn: Dont a ra war va lerc'h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
31 အပရံ နာဟမေနံ ပြတျဘိဇ္ဉာတဝါန် ကိန္တု ဣသြာယေလ္လောကာ ဧနံ ယထာ ပရိစိနွန္တိ တဒဘိပြာယေဏာဟံ ဇလေ မဇ္ဇယိတုမာဂစ္ဆမ်၊
Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met deuet on da vadeziñ en dour, evit ma vo disklêriet da Israel.
32 ပုနၑ္စ ယောဟနပရမေကံ ပြမာဏံ ဒတွာ ကထိတဝါန် ဝိဟာယသး ကပေါတဝဒ် အဝတရန္တမာတ္မာနမ် အသျောပရျျဝတိၐ္ဌန္တံ စ ဒၖၐ္ဋဝါနဟမ်၊
Yann a roas c'hoazh an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm, hag o tont warnañ.
33 နာဟမေနံ ပြတျဘိဇ္ဉာတဝါန် ဣတိ သတျံ ကိန္တု ယော ဇလေ မဇ္ဇယိတုံ မာံ ပြဲရယတ် သ ဧဝေမာံ ကထာမကထယတ် ယသျောပရျျာတ္မာနမ် အဝတရန္တမ် အဝတိၐ္ဌန္တဉ္စ ဒြက္ၐယသိ သဧဝ ပဝိတြေ အာတ္မနိ မဇ္ဇယိၐျတိ၊
Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour, en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel.
34 အဝသ္တန္နိရီက္ၐျာယမ် ဤၑွရသျ တနယ ဣတိ ပြမာဏံ ဒဒါမိ၊
Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.
35 ပရေ'ဟနိ ယောဟန် ဒွါဘျာံ ၑိၐျာဘျာံ သာရ္ဒ္ဓေံ တိၐ္ဌန္
An deiz war-lerc'h, Yann a oa c'hoazh eno gant daou eus e ziskibien,
36 ယိၑုံ ဂစ္ဆန္တံ ဝိလောကျ ဂဒိတဝါန်, ဤၑွရသျ မေၐၑာဝကံ ပၑျတံ၊
hag o welout Jezuz a valee, e lavaras: Setu Oan Doue.
37 ဣမာံ ကထာံ ၑြုတွာ ဒွေါ် ၑိၐျော် ယီၑေား ပၑ္စာဒ် ဤယတုး၊
An daou ziskibl, o vezañ e glevet o komz evel-se, a heulias Jezuz.
38 တတော ယီၑုး ပရာဝၖတျ တော် ပၑ္စာဒ် အာဂစ္ဆန္တော် ဒၖၐ္ဋွာ ပၖၐ္ဋဝါန် ယုဝါံ ကိံ ဂဝေၑယထး? တာဝပၖစ္ဆတာံ ဟေ ရဗ္ဗိ အရ္ထာတ် ဟေ ဂုရော ဘဝါန် ကုတြ တိၐ္ဌတိ?
Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi (da lavarout eo Mestr), pelec'h e chomez?
39 တတး သောဝါဒိတ် ဧတျ ပၑျတံ၊ တတော ဒိဝသသျ တၖတီယပြဟရသျ ဂတတွာတ် တော် တဒ္ဒိနံ တသျ သင်္ဂေ'သ္ထာတာံ၊
Eñ a lavaras dezho: Deuit ha gwelit. Mont a rejont, hag e weljont pelec'h e chome, hag e chomjont gantañ an deiz-se, rak war-dro an dekvet eur e oa.
40 ယော် ဒွေါ် ယောဟနော ဝါကျံ ၑြုတွာ ယိၑေား ပၑ္စာဒ် အာဂမတာံ တယေား ၑိမောန္ပိတရသျ ဘြာတာ အာန္ဒြိယး
Andrev, breur Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o devoa klevet ar pezh en devoa lavaret Yann, hag o devoa heuliet Jezuz.
41 သ ဣတွာ ပြထမံ နိဇသောဒရံ ၑိမောနံ သာက္ၐာတ္ပြာပျ ကထိတဝါန် ဝယံ ခြီၐ္ဋမ် အရ္ထာတ် အဘိၐိက္တပုရုၐံ သာက္ၐာတ္ကၖတဝန္တး၊
Andrev a gavas da gentañ Simon e vreur, hag a lavaras dezhañ: Ni hon eus kavet ar Mesiaz (da lavarout eo ar C'hrist, an Eouliet).
42 ပၑ္စာတ် သ တံ ယိၑေား သမီပမ် အာနယတ်၊ တဒါ ယီၑုသ္တံ ဒၖၐ္ဋွာဝဒတ် တွံ ယူနသး ပုတြး ၑိမောန် ကိန္တု တွန္နာမဓေယံ ကဲဖား ဝါ ပိတရး အရ္ထာတ် ပြသ္တရော ဘဝိၐျတိ၊
Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon, mab Jona; te a vo galvet Kefaz (da lavarout eo Pêr).
43 ပရေ'ဟနိ ယီၑော် ဂါလီလံ ဂန္တုံ နိၑ္စိတစေတသိ သတိ ဖိလိပနာမာနံ ဇနံ သာက္ၐာတ္ပြာပျာဝေါစတ် မမ ပၑ္စာဒ် အာဂစ္ဆ၊
An deiz war-lerc'h, Jezuz a c'hoantaas mont e Galilea, hag e kavas Filip; lavarout a reas dezhañ: Heul ac'hanon.
44 ဗဲတ္သဲဒါနာမ္နိ ယသ္မိန် ဂြာမေ ပိတရာန္ဒြိယယောရွာသ အာသီတ် တသ္မိန် ဂြာမေ တသျ ဖိလိပသျ ဝသတိရာသီတ်၊
Filip a oa eus Betsaida, kêr Andrev ha Pêr.
45 ပၑ္စာတ် ဖိလိပေါ နိထနေလံ သာက္ၐာတ္ပြာပျာဝဒတ် မူသာ ဝျဝသ္ထာ ဂြန္ထေ ဘဝိၐျဒွါဒိနာံ ဂြန္ထေၐု စ ယသျာချာနံ လိခိတမာသ္တေ တံ ယူၐဖး ပုတြံ နာသရတီယံ ယီၑုံ သာက္ၐာဒ် အကာရ္ၐ္မ ဝယံ၊
Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz, mab Jozef, eus Nazared.
46 တဒါ နိထနေလ် ကထိတဝါန် နာသရန္နဂရာတ ကိံ ကၑ္စိဒုတ္တမ ဥတ္ပန္တုံ ၑက္နောတိ? တတး ဖိလိပေါ 'ဝေါစတ် ဧတျ ပၑျ၊
Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c'hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel.
47 အပရဉ္စ ယီၑုး သွသျ သမီပံ တမ် အာဂစ္ဆန္တံ ဒၖၐ္ဋွာ ဝျာဟၖတဝါန်, ပၑျာယံ နိၐ္ကပဋး သတျ ဣသြာယေလ္လောကး၊
Jezuz, o welout Natanael o tont d'e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad, ha n'eus ket a droidell ennañ.
48 တတး သောဝဒဒ်, ဘဝါန် မာံ ကထံ ပြတျဘိဇာနာတိ? ယီၑုရဝါဒီတ် ဖိလိပသျ အာဟွာနာတ် ပူရွွံ ယဒါ တွမုဍုမ္ဗရသျ တရောရ္မူလေ'သ္ထာသ္တဒါ တွာမဒရ္ၑမ်၊
Natanael a lavaras dezhañ: A-belec'h ec'h anavezez ac'hanon? Jezuz a respontas dezhañ: A-raok ma c'halvas Filip ac'hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, e welen ac'hanout.
49 နိထနေလ် အစကထတ်, ဟေ ဂုရော ဘဝါန် နိတာန္တမ် ဤၑွရသျ ပုတြောသိ, ဘဝါန် ဣသြာယေလွံၑသျ ရာဇာ၊
Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.
50 တတော ယီၑု ရွျာဟရတ်, တွာမုဍုမ္ဗရသျ ပါဒပသျ မူလေ ဒၖၐ္ဋဝါနာဟံ မမဲတသ္မာဒွါကျာတ် ကိံ တွံ ဝျၑွသီး? ဧတသ္မာဒပျာၑ္စရျျာဏိ ကာရျျာဏိ ဒြက္ၐျသိ၊
Jezuz a respontas dezhañ: Abalamour ma em eus lavaret dit em boa da welet dindan ar wezenn-fiez, e kredez; te a welo traoù brasoc'h eget ar re-mañ.
51 အနျစ္စာဝါဒီဒ် ယုၐ္မာနဟံ ယထာရ္ထံ ဝဒါမိ, ဣတး ပရံ မောစိတေ မေဃဒွါရေ တသ္မာန္မနုဇသူနုနာ ဤၑွရသျ ဒူတဂဏမ် အဝရောဟန္တမာရောဟန္တဉ္စ ဒြက္ၐျထ၊
Lavarout a reas ivez dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: A-vremañ c'hwi a welo an neñv digor, hag aeled Doue o pignat hag o tiskenn a-us da Vab an den.

< ယောဟနး 1 >