< ယောဟနး 10 >

1 အဟံ ယုၐ္မာနတိယထာရ္ထံ ဝဒါမိ, ယော ဇနော ဒွါရေဏ န ပြဝိၑျ ကေနာပျနျေန မေၐဂၖဟံ ပြဝိၑတိ သ ဧဝ သ္တေနော ဒသျုၑ္စ၊
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini na da ket e kraou an deñved dre an nor, met a bign dre ul lec'h all, a zo ul laer hag ur brigant.
2 ယော ဒွါရေဏ ပြဝိၑတိ သ ဧဝ မေၐပါလကး၊
Met an hini a ya dre an nor, eo mesaer an deñved.
3 ဒေါ်ဝါရိကသ္တသ္မဲ ဒွါရံ မောစယတိ မေၐဂဏၑ္စ တသျ ဝါကျံ ၑၖဏောတိ သ နိဇာန် မေၐာန် သွသွနာမ္နာဟူယ ဗဟိး ကၖတွာ နယတိ၊
Ar porzhier a zigor dezhañ an nor, hag an deñved a glev e vouezh; gervel a ra e zeñved e-unan dre o anv, hag e kas anezho er-maez.
4 တထာ နိဇာန် မေၐာန် ဗဟိး ကၖတွာ သွယံ တေၐာမ် အဂြေ ဂစ္ဆတိ, တတော မေၐာသ္တသျ ၑဗ္ဒံ ဗုဓျန္တေ, တသ္မာတ် တသျ ပၑ္စာဒ် ဝြဇန္တိ၊
Ha p'en deus lakaet er-maez e zeñved e-unan, e vale a-raok dezho, hag an deñved a heul anezhañ, abalamour ma'c'h anavezont e vouezh.
5 ကိန္တု ပရသျ ၑဗ္ဒံ န ဗုဓျန္တေ တသ္မာတ် တသျ ပၑ္စာဒ် ဝြဇိၐျန္တိ ဝရံ တသျ သမီပါတ် ပလာယိၐျန္တေ၊
Met ne heuilhint ket un diavaeziad, tec'hout a raint kentoc'h dre ma n'anavezont ket mouezh an diavaezidi.
6 ယီၑုသ္တေဘျ ဣမာံ ဒၖၐ္ဋာန္တကထာမ် အကထယတ် ကိန္တု တေန ကထိတကထာယာသ္တာတ္ပရျျံ တေ နာဗုဓျန္တ၊
Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, met ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho.
7 အတော ယီၑုး ပုနရကထယတ်, ယုၐ္မာနာဟံ ယထာရ္ထတရံ ဝျာဟရာမိ, မေၐဂၖဟသျ ဒွါရမ် အဟမေဝ၊
Jezuz eta a lavaras dezho c'hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, me eo dor an deñved.
8 မယာ န ပြဝိၑျ ယ အာဂစ္ဆန် တေ သ္တေနာ ဒသျဝၑ္စ ကိန္တု မေၐာသ္တေၐာံ ကထာ နာၑၖဏွန်၊
An holl re a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an deñved n'o deus ket o selaouet.
9 အဟမေဝ ဒွါရသွရူပး, မယာ ယး ကၑ္စိတ ပြဝိၑတိ သ ရက္ၐာံ ပြာပ္သျတိ တထာ ဗဟိရန္တၑ္စ ဂမနာဂမနေ ကၖတွာ စရဏသ္ထာနံ ပြာပ္သျတိ၊
Me eo an nor; mar deu unan bennak e-barzh drezon, e vo salvet; dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.
10 ယော ဇနသ္တေနး သ ကေဝလံ သ္တဲနျဗဓဝိနာၑာန် ကရ္တ္တုမေဝ သမာယာတိ ကိန္တွဟမ် အာယု ရ္ဒာတုမ် အရ္ထာတ် ဗာဟူလျေန တဒေဝ ဒါတုမ် အာဂစ္ဆမ်၊
Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ; met me a zo deuet evit m'o devo va deñved ar vuhez ha ma vint er fonnuster.
11 အဟမေဝ သတျမေၐပါလကော ယသ္တု သတျော မေၐပါလကး သ မေၐာရ္ထံ ပြာဏတျာဂံ ကရောတိ;
Me eo ar mesaer mat; ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved.
12 ကိန္တု ယော ဇနော မေၐပါလကော န, အရ္ထာဒ် ယသျ မေၐာ နိဇာ န ဘဝန္တိ, ယ ဧတာဒၖၑော ဝဲတနိကး သ ဝၖကမ် အာဂစ္ဆန္တံ ဒၖၐ္ဋွာ မေဇဝြဇံ ဝိဟာယ ပလာယတေ, တသ္မာဒ် ဝၖကသ္တံ ဝြဇံ ဓၖတွာ ဝိကိရတိ၊
Met an devezhour n'eo ket ar mesaer, hag an deñved n'int ket dezhañ; pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec'h; ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho.
13 ဝဲတနိကး ပလာယတေ ယတး သ ဝေတနာရ္ထီ မေၐာရ္ထံ န စိန္တယတိ၊
An devezhour a dec'h, abalamour ma'z eo devezhour, ha ne gemer ket preder eus an deñved.
14 အဟမေဝ သတျော မေၐပါလကး, ပိတာ မာံ ယထာ ဇာနာတိ, အဟဉ္စ ယထာ ပိတရံ ဇာနာမိ,
Me eo ar mesaer mat, me a anavez va deñved, hag anavezet on ganto,
15 တထာ နိဇာန် မေၐာနပိ ဇာနာမိ, မေၐာၑ္စ မာံ ဇာနာန္တိ, အဟဉ္စ မေၐာရ္ထံ ပြာဏတျာဂံ ကရောမိ၊
evel ma'c'h anavez va Zad ac'hanon, hag evel ma'c'h anavezan va Zad; ha reiñ a ran va buhez evit va deñved.
16 အပရဉ္စ ဧတဒ် ဂၖဟီယ မေၐေဘျော ဘိန္နာ အပိ မေၐာ မမ သန္တိ တေ သကလာ အာနယိတဝျား; တေ မမ ၑဗ္ဒံ ၑြောၐျန္တိ တတ ဧကော ဝြဇ ဧကော ရက္ၐကော ဘဝိၐျတိ၊
Deñved all am eus ha n'int ket eus an tropell-mañ; ret eo din ivez degas anezho; hag e klevint va mouezh, ha ne vo nemet ur bagad, hag ur mesaer hepken.
17 ပြာဏာနဟံ တျက္တွာ ပုနး ပြာဏာန် ဂြဟီၐျာမိ, တသ္မာတ် ပိတာ မယိ သ္နေဟံ ကရောတိ၊
Dre-se eo e kar va Zad ac'hanon, abalamour ma roan va buhez evit he adkemer.
18 ကၑ္စိဇ္ဇနော မမ ပြာဏာန် ဟန္တုံ န ၑက္နောတိ ကိန္တု သွယံ တာန် သမရ္ပယာမိ တာန် သမရ္ပယိတုံ ပုနရ္ဂြဟီတုဉ္စ မမ ၑက္တိရာသ္တေ ဘာရမိမံ သွပိတုး သကာၑာတ် ပြာပ္တောဟမ်၊
Den ne lam anezhi diganin, me a ro anezhi ac'hanon va-unan; ar galloud am eus d'he c'huitaat, hag ar galloud d'he adkemer; an urzh-se am eus bet digant va Zad.
19 အသ္မာဒုပဒေၑာတ် ပုနၑ္စ ယိဟူဒီယာနာံ မဓျေ ဘိန္နဝါကျတာ ဇာတာ၊
Neuze e voe dizunvaniezh adarre etre ar Yuzevien, abalamour d'ar gerioù-se.
20 တတော ဗဟဝေါ ဝျာဟရန် ဧၐ ဘူတဂြသ္တ ဥန္မတ္တၑ္စ, ကုတ ဧတသျ ကထာံ ၑၖဏုထ?
Kalz anezho a lavare: Un diaoul en deus, diskiantet eo; perak e selaouit anezhañ?
21 ကေစိဒ် အဝဒန် ဧတသျ ကထာ ဘူတဂြသ္တသျ ကထာဝန္န ဘဝန္တိ, ဘူတး ကိမ် အန္ဓာယ စက္ၐုၐီ ဒါတုံ ၑက္နောတိ?
Re all a lavare: Ar gerioù-se n'int ket eus un den dalc'het gant un diaoul. Hag un diaoul a c'hell digeriñ daoulagad ar re dall?
22 ၑီတကာလေ ယိရူၑာလမိ မန္ဒိရောတ္သရ္ဂပရွွဏျုပသ္ထိတေ
Bez' e oa e Jeruzalem gouel an Dedi, hag ar goañv a oa.
23 ယီၑုး သုလေမာနော နိးသာရေဏ ဂမနာဂမနေ ကရောတိ,
Evel ma valee Jezuz en templ, e porched Salomon,
24 ဧတသ္မိန် သမယေ ယိဟူဒီယာသ္တံ ဝေၐ္ဋယိတွာ ဝျာဟရန် ကတိ ကာလာန် အသ္မာကံ ဝိစိကိတ္သာံ သ္ထာပယိၐျာမိ? ယဒျဘိၐိက္တော ဘဝတိ တရှိ တတ် သ္ပၐ္ဋံ ဝဒ၊
ar Yuzevien en em zastumas eta en-dro dezhañ, hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc'hi hor spered en douetañs? Mar dout ar C'hrist, lavar eñ deomp freals.
25 တဒါ ယီၑုး ပြတျဝဒဒ် အဟမ် အစကထံ ကိန္တု ယူယံ န ပြတီထ, နိဇပိတု ရ္နာမ္နာ ယာံ ယာံ ကြိယာံ ကရောမိ သာ ကြိယဲဝ မမ သာက္ၐိသွရူပါ၊
Jezuz a respontas dezho: E lavaret em eus deoc'h, ha ne gredit ket; an oberoù a ran e anv va Zad a ro testeni ac'hanon.
26 ကိန္တွဟံ ပူရွွမကထယံ ယူယံ မမ မေၐာ န ဘဝထ, ကာရဏာဒသ္မာန် န ဝိၑွသိထ၊
Met c'hwi ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va deñved, evel ma em eus e lavaret deoc'h.
27 မမ မေၐာ မမ ၑဗ္ဒံ ၑၖဏွန္တိ တာနဟံ ဇာနာမိ တေ စ မမ ပၑ္စာဒ် ဂစ္ဆန္တိ၊
Va deñved a glev va mouezh, ha me a anavez anezho, hag int a heul ac'hanon.
28 အဟံ တေဘျော'နန္တာယု ရ္ဒဒါမိ, တေ ကဒါပိ န နံက္ၐျန္တိ ကောပိ မမ ကရာတ် တာန် ဟရ္တ္တုံ န ၑက္ၐျတိ၊ (aiōn g165, aiōnios g166)
Me a ro dezho ar vuhez peurbadus; ne vint kollet biken, ha den n'o lamo eus va dorn. (aiōn g165, aiōnios g166)
29 ယော မမ ပိတာ တာန် မဟျံ ဒတ္တဝါန် သ သရွွသ္မာတ် မဟာန်, ကောပိ မမ ပိတုး ကရာတ် တာန် ဟရ္တ္တုံ န ၑက္ၐျတိ၊
Va Zad en deus o roet din, ha brasoc'h eo eget an holl; den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad.
30 အဟံ ပိတာ စ ဒွယောရေကတွမ်၊
Me hag an Tad a zo unan.
31 တတော ယိဟူဒီယား ပုနရပိ တံ ဟန္တုံ ပါၐာဏာန် ဥဒတောလယန်၊
Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata.
32 ယီၑုး ကထိတဝါန် ပိတုး သကာၑာဒ် ဗဟူနျုတ္တမကရ္မ္မာဏိ ယုၐ္မာကံ ပြာကာၑယံ တေၐာံ ကသျ ကရ္မ္မဏး ကာရဏာန် မာံ ပါၐာဏဲရာဟန္တုမ် ဥဒျတား သ္ထ?
Ha Jezuz a lavaras dezho: Graet em eus dirazoc'h kalz a oberoù mat, a-berzh va Zad; evit pehini anezho e veinatait ac'hanon?
33 ယိဟူဒီယား ပြတျဝဒန် ပြၑသ္တကရ္မ္မဟေတော ရ္န ကိန္တု တွံ မာနုၐး သွမီၑွရမ် ဥက္တွေၑွရံ နိန္ဒသိ ကာရဏာဒသ္မာတ် တွာံ ပါၐာဏဲရှန္မး၊
Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N'eo ket evit un ober mat e veinataomp ac'hanout, met abalamour d'ur gwallgomz, dre ma n'out nemet un den hag en em rez Doue.
34 တဒါ ယီၑုး ပြတျုက္တဝါန် မယာ ကထိတံ ယူယမ် ဤၑွရာ ဧတဒွစနံ ယုၐ္မာကံ ၑာသ္တြေ လိခိတံ နာသ္တိ ကိံ?
Jezuz a respontas dezho: N'eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C'hwi a zo doueed?
35 တသ္မာဒ် ယေၐာမ် ဥဒ္ဒေၑေ ဤၑွရသျ ကထာ ကထိတာ တေ ယဒီၑွရဂဏာ ဥစျန္တေ ဓရ္မ္မဂြန္ထသျာပျနျထာ ဘဝိတုံ န ၑကျံ,
Mar he deus eta galvet doueed ar re ma oa ger Doue kaset dezho (hag ar Skritur ne c'hell ket bezañ torret),
36 တရှျာဟမ် ဤၑွရသျ ပုတြ ဣတိ ဝါကျသျ ကထနာတ် ယူယံ ပိတြာဘိၐိက္တံ ဇဂတိ ပြေရိတဉ္စ ပုမာံသံ ကထမ် ဤၑွရနိန္ဒကံ ဝါဒယ?
lavarout a rit-hu e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?
37 ယဒျဟံ ပိတုး ကရ္မ္မ န ကရောမိ တရှိ မာံ န ပြတီတ;
Ma ne ran ket oberoù va Zad, na gredit ket ac'hanon.
38 ကိန္တု ယဒိ ကရောမိ တရှိ မယိ ယုၐ္မာဘိး ပြတျယေ န ကၖတေ'ပိ ကာရျျေ ပြတျယး ကြိယတာံ, တတော မယိ ပိတာသ္တီတိ ပိတရျျဟမ် အသ္မီတိ စ က္ၐာတွာ ဝိၑွသိၐျထ၊
Met mar o gran, ha pa ne gredfec'h ket ac'hanon, kredit da'm oberoù, evit ma'c'h anavezot ha ma kredot an Tad a zo ennon, hag ez on ennañ.
39 တဒါ တေ ပုနရပိ တံ ဓရ္တ္တုမ် အစေၐ္ဋန္တ ကိန္တု သ တေၐာံ ကရေဘျော နိသ္တီရျျ
Klask a raent eta c'hoazh kregiñ ennañ, met en em dennañ a reas eus o daouarn.
40 ပုန ရျရ္ဒ္ဒန် အဒျာသ္တဋေ ယတြ ပုရွွံ ယောဟန် အမဇ္ဇယတ် တတြာဂတျ နျဝသတ်၊
Mont a reas a-nevez en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma oa Yann o vadeziñ da gentañ, hag e chomas eno.
41 တတော ဗဟဝေါ လောကာသ္တတ္သမီပမ် အာဂတျ ဝျာဟရန် ယောဟန် ကိမပျာၑ္စရျျံ ကရ္မ္မ နာကရောတ် ကိန္တွသ္မိန် မနုၐျေ ယာ ယး ကထာ အကထယတ် တား သရွွား သတျား;
Kalz a dud a zeuas d'e gavout, hag e lavarent: Yann, evit gwir, n'en deus graet mirakl ebet; met kement-holl en deus Yann lavaret eus an den-mañ a zo gwir.
42 တတြ စ ဗဟဝေါ လောကာသ္တသ္မိန် ဝျၑွသန်၊
Ha kalz a gredas ennañ el lec'h-se.

< ယောဟနး 10 >