< یوحنا 12 >

شش روز پیش از آغاز عید پِسَح، عیسی وارد بیت‌عنیا شد، همان جایی که ایلعازر مرده را زنده کرده بود. 1
C'hwec'h devezh a-raok ar Pask, Jezuz a zeuas da Vetania, e-lec'h ma oa Lazar, an hini a oa bet marv hag en devoa adsavet a-douez ar re varv.
یک شب در آن دهکده به افتخار عیسی ضیافتی ترتیب دادند. مارتا پذیرایی می‌کرد و ایلعازر با عیسی بر سر سفره نشسته بود. 2
Graet e voe dezhañ eno ur goan, Marta a servije, ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouzh taol gantañ.
آنگاه مریم شیشه‌ای از عطر سنبل خالص و گرانبها را برداشته، آن را روی پاهای عیسی ریخت و با گیسوان خود آنها را خشک کرد. خانه از بوی عطر پر شد. 3
Neuze Mari, o vezañ kemeret ul lur c'hwezh-vat a nard pur, eus ur priz bras, a eoulias ganti treid Jezuz, hag o zorchas gant e blev; an ti a voe leuniet gant c'hwezh an traet-se.
ولی یهودا اسخریوطی که یکی از شاگردان عیسی بود و بعد به او خیانت کرد، گفت: 4
Neuze Judaz Iskariod, mab Simon, unan eus an diskibien, an hini a dlee e werzhañ, a lavaras:
«چرا این عطر به سیصد سکه نقره فروخته نشد، تا پولش را به فقرا بدهیم؟» 5
Perak n'eo ket bet gwerzhet ar c'hwezh-vat-se tri c'hant diner, evit o reiñ d'ar beorien?
البته او در فکر فقرا نبود بلکه در فکر خودش بود، چون مسئول دخل و خرج و نگهداری پول شاگردان بود و اغلب از این پول می‌دزدید. 6
Lavarout a rae kement-se, n'eo ket m'en dije preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer, hag o vezañ ma oa gantañ ar yalc'h, e kemere ar pezh a lakaed enni.
عیسی جواب داد: «کاری به کار او نداشته باشید! او با این کار، بدن مرا برای دفن آماده کرد. 7
Jezuz a lavaras eta dezhañ: Lez anezhi d'ober; miret he deus ar c'hwezh-vat-se evit deiz va beziadur.
فقرا همیشه دور و بر شما هستند، ولی مرا همیشه با خود نخواهید داشت.» 8
Rak c'hwi ho po bepred ar beorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon.
وقتی یهودیان اورشلیم شنیدند که عیسی به آنجا آمده، دسته‌دسته به دیدن او شتافتند. آنان در ضمن بسیار مایل بودند ایلعازر را نیز که عیسی او را زنده کرده بود، ببینند. 9
Neuze ur vandenn vras a Yuzevien, o vezañ gouezet e oa Jezuz eno, a zeuas di, n'eo ket hepken abalamour da Jezuz, met ivez evit gwelout Lazar, an hini en devoa adsavet a-douez ar re varv.
پس کاهنان اعظم تصمیم گرفتند ایلعازر را هم بکشند، 10
Hag ar veleien vras en em guzulias da lakaat ivez Lazar d'ar marv,
زیرا به خاطر او بعضی از سران قوم یهود نیز ایمان آورده بودند که عیسی همان مسیح است. 11
rak kalz eus ar Yuzevien, abalamour dezhañ, a yae hag a grede e Jezuz.
روز بعد، در تمام شهر خبر پیچید که عیسی به اورشلیم می‌آید. پس، جمعیت انبوهی که برای مراسم عید آمده بودند، 12
An deiz war-lerc'h, ul lod bras a dud deuet evit ar gouel, o klevout e oa deuet Jezuz e Jeruzalem,
با شاخه‌های نخل به پیشواز او رفتند، در حالی که فریاد می‌زدند: «هوشیعانا!» «مبارک است آن که به نام خداوند می‌آید!» «مبارک است پادشاه اسرائیل!» 13
a gemeras brankoù palmez, hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel, an hini a zeu en anv an Aotrou!
عیسی نیز کرّه الاغی یافت و بر آن سوار شد، همان‌گونه که نوشته شده است: 14
Ha Jezuz, o vezañ kavet un azenig, a bignas warnañ eno, hervez ma'z eo skrivet:
«نترس، ای دختر صهیون، اینک پادشاه تو می‌آید، سوار بر کرّهٔ الاغی!» 15
Na'z pez ket aon, merc'h Sion: setu, da roue a zeu, pignet war ebeul un azenez.
شاگردان او در آن زمان متوجه این پیشگویی نشدند، ولی بعد از این که عیسی به جلال خود در آسمان بازگشت، پی بردند که تمام این چیزها قبلاً دربارۀ او نوشته شده بود، و همان‌گونه نیز بر او واقع شده بود. 16
E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se; met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn, hag e oant bet c'hoarvezet gantañ.
در بین جمعیت، کسانی که زنده شدن ایلعازر را به چشم خود دیده بودند، آن را برای دیگران تعریف می‌کردند. 17
Ar vandenn a oa gantañ p'en devoa galvet Lazar eus ar bez, ha p'en devoa e adsavet a-douez ar re varv, a roe testeni dezhañ.
در واقع به خاطر همین نشانۀ معجزه‌آسا بود که مردم با چنان شور و حرارتی به پیشواز او رفتند. 18
Hag abalamour ivez m'en devoa anavezet ar bobl penaos en devoa graet ar mirakl-se eo, e oant aet a-raok dezhañ.
فریسی‌ها به یکدیگر گفتند: «دیگر از ما کاری ساخته نیست. ببینید، تمام دنیا به دنبال او رفته‌اند!» 19
Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c'hounezit netra; setu, an holl dud a ya war e lerc'h.
عده‌ای یونانی که برای مراسم عید به اورشلیم آمده بودند، 20
Met, bez' e oa un toullad Gresianed e-touez ar re a oa pignet evit azeuliñ e-pad ar gouel.
نزد فیلیپ که اهل بیت‌صیدای جلیل بود، رفتند و گفتند: «آقا، ما می‌خواهیم عیسی را ببینیم.» 21
Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea; hag, o pediñ anezhañ, e lavarjont dezhañ: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz.
فیلیپ این را با آندریاس در میان گذاشت و هر دو رفتند و به عیسی گفتند. 22
Filip a zeuas hag a lavaras da Andrev, hag Andrev ha Filip en lavaras da Jezuz.
عیسی جواب داد: «وقت آن رسیده است که پسر انسان به جلالی که در آسمان داشت بازگردد. 23
Ha Jezuz a respontas dezho: An eur a zo deuet ma tle Mab an den resev gloar.
این که می‌گویم عین حقیقت است: اگر دانهٔ گندم در خاک نیفتد و نمیرد، تنها می‌ماند؛ اما اگر بمیرد دانه‌های تازۀ بسیاری تولید می‌کند. 24
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: ma ne varv ket ar c'hreunenn winizh goude ma vez taolet en douar, e chom hec'h-unan; met mar marv, e toug kalz a frouezh.
اگر کسی جان خود را دوست بدارد، آن را از دست خواهد داد. اما کسی که در این جهان از جان خود بگذرد، آن را برای حیات جاویدان حفظ خواهد کرد. (aiōnios g166) 25
An hini a gar e vuhez he c'hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus. (aiōnios g166)
«هر که بخواهد مرا خدمت کند، باید به دنبال من بیاید. و هر جا من باشم، خدمتگزارم نیز باید باشد. و پدر، هر کسی را که به من خدمت کند، تکریم خواهد کرد. 26
Mar servij unan bennak ac'hanon, ra zeuio war va lerc'h; hag e-lec'h ma vin, eno e vo ivez va servijer; ha mar servij unan bennak ac'hanon, an Tad a enoro anezhañ.
اکنون جانم آشفته است. آیا باید دعا کنم که:”ای پدر، از آنچه می‌خواهد بر من واقع شود، مرا رهایی ده؟“ولی من برای همین امر به این جهان آمده‌ام! 27
Bremañ va ene a zo trubuilhet; ha petra a lavarin? Tad, savete ac'hanon eus an eur-mañ! Met evit kement-se on deuet en eur-mañ.
پس می‌گویم:”ای پدر، نام خود را جلال و سرافرازی ده.“» ناگاه صدایی از آسمان گفت: «جلال دادم و باز جلال خواهم داد.» 28
Tad, ro gloar da'z anv. Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv, hag a lavaras: Roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c'hoazh.
وقتی مردم این صدا را شنیدند، بعضی گمان بردند که صدای رعد بود و بعضی دیگر گفتند: «فرشته‌ای با او سخن گفت.» 29
Ar bobl a oa eno, hag o devoa klevet, a lavare e oa ar c'hurun; re all a lavare: Un ael en deus komzet outañ.
ولی عیسی فرمود: «این صدا برای شما بود، نه برای من. 30
Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Ar vouezh-se n'eo ket evidon-me, met evidoc'h.
چون وقت آن رسیده است که خدا مردم دنیا را داوری کند و فرمانروای این دنیا، یعنی شیطان را از قدرت بیندازد. 31
Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ; bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez.
وقتی مرا از زمین بلند کردید، همه را به سوی خود جذب خواهم کرد.» 32
Ha me, pa vin bet savet eus an douar, a denno an holl dud da'm c'havout.
عیسی با این گفته، به نوع مرگ خود بر صلیب اشاره کرد. 33
Met, lavarout a rae kement-se evit merkañ dre beseurt marv e tlee mervel.
مردم پرسیدند: «تو از مرگ سخن می‌گویی؟ تا جایی که ما می‌دانیم مسیح باید همیشه زنده بماند و هرگز نمیرد. پس چرا تو می‌گویی که مسیح باید بمیرد؟ اصلاً دربارهٔ که صحبت می‌کنی؟» (aiōn g165) 34
Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C'hrist chom da viken; penaos eta e lavarez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se? (aiōn g165)
عیسی جواب داد: «نور من فقط تا مدتی کوتاه بر شما خواهد تابید؛ پس تا فرصت هست، در نور راه بروید، تا تاریکی بر شما چیره نشود. آنان که در تاریکی راه می‌روند، نمی‌توانند ببینند به کجا می‌روند. 35
Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. Kerzhit e-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d'ho soupren; rak an hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec'h ez a.
تا دیر نشده، به نور ایمان آورید تا نورانی شوید.» آنگاه عیسی رفت و خود را از چشم مردم پنهان کرد. 36
E-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, kredit er sklêrijenn evit ma viot bugale ar sklêrijenn. Jezuz a lavaras an traoù-se, ha goude ez eas hag en em guzhas diouto.
با وجود تمام معجزاتی که عیسی کرد، بسیاری از مردم ایمان نیاوردند که او همان مسیح است. 37
Hag evitañ da vezañ graet kement a virakloù dirazo, ne gredjont ket ennañ,
این درست همان است که اشعیای نبی پیشگویی کرده بود که: «خداوندا، چه کسی پیام ما را باور کرده، و بازوی توانای خداوند بر چه کسی آشکار شده است؟» 38
abalamour d'ar ger en devoa ar profed Izaia lavaret da vezañ peurc'hraet: Aotrou, piv en deus kredet d'hor prezegenn? Ha da biv eo bet disklêriet brec'h an Aotrou?
البته ایشان نتوانستند ایمان بیاورند، چون همان‌طور که اشعیا گفته بود: 39
Dre-se, ne c'hellent ket krediñ, rak Izaia en deus lavaret c'hoazh:
«خدا چشمانشان را کور و دلهایشان را سخت کرده است، تا با چشمانشان نبینند و با دلهایشان نفهمند و به سوی خدا باز نگردند تا شفایشان دهد.» 40
Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na welfent gant o daoulagad, ha na gomprenfent gant o c'halon, ha na zistrofent ouzh Doue, ha na yac'hafen anezho.
اشعیا به این دلیل این را گفت که جلال او را دید و دربارۀ او سخن گفت. 41
Izaia a lavaras an traoù-mañ, pa welas e c'hloar, ha pa gomzas anezhañ.
با این همه، بعضی از سران قوم یهود ایمان آوردند که او همان مسیح است، ولی به کسی نگفتند چون می‌ترسیدند فریسیان از کنیسه بیرونشان کنند. 42
Koulskoude kalz, memes eus ar re vras, a gredas ennañ; met n'anzavent ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn.
در واقع چیزی که برای این اشخاص اهمیت داشت، جلب نظر و احترام مردم بود نه جلب رضای خدا. 43
Rak karout a raent muioc'h ar gloar a zeu eus an dud, eget gloar Doue.
پس عیسی با صدای بلند به مردم فرمود: «هر که به من ایمان بیاورد، نه فقط به من، بلکه به کسی نیز ایمان آورده که مرا فرستاده است. 44
Met Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon, met en hini en deus va c'haset.
چون آن که مرا دید، گویی فرستندۀ مرا دیده است. 45
Hag an hini a wel ac'hanon, a wel an hini an deus va c'haset.
من مثل نوری آمده‌ام تا در این دنیای تاریک بدرخشم تا تمام کسانی که به من ایمان می‌آورند، در تاریکی سرگردان نشوند. 46
Me a zo deuet er bed evel sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.
اگر کسی صدای مرا بشنود ولی اطاعت نکند، من از او بازخواست نخواهم کرد، زیرا من نه برای بازخواست بلکه برای نجات جهان آمده‌ام. 47
Ha mar klev unan bennak va gerioù ha ne gred ket ennon, ne varnan ket anezhañ, rak n'on ket deuet evit barn ar bed, met evit e saveteiñ.
ولی تمام کسانی که مرا و سخنان مرا نمی‌پذیرند، در روز قیامت به‌وسیلهٔ کلام من از ایشان بازخواست خواهد شد. 48
An hini na'm degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner; ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ en deiz diwezhañ.
این سخنان از من نیست، بلکه من آنچه را که پدرم خدا گفته است، به شما می‌گویم؛ 49
Rak n'eo ket ac'hanon va-unan em eus komzet, met an Tad en deus va c'haset, en deus gourc'hemennet din ar pezh a dleen lavarout ha prezeg.
و می‌دانم که احکام او انسان را به زندگی جاوید می‌رساند. پس من هر چه می‌گویم، همان است که خدا به من می‌فرماید.» (aiōnios g166) 50
Hag anavezout a ran penaos e c'hourc'hemenn eo ar vuhez peurbadus. An traoù a lavaran eta, a lavaran evel m'en deus an Tad o lavaret din. (aiōnios g166)

< یوحنا 12 >