< ルカの福音書 6 >
1 ある安息日にイエスが麦畑の中をとおって行かれたとき、弟子たちが穂をつみ、手でもみながら食べていた。
C'hoarvezout a reas, e-pad an eil-kentañ sabad, ma tremene Jezuz dre barkeier ed; e ziskibien a ziframme tañvouezennoù, hag, o vezañ o gwasket en o daouarn, e tebrent anezho.
2 すると、あるパリサイ人たちが言った、「あなたがたはなぜ、安息日にしてはならぬことをするのか」。
Hiniennoù eus ar farizianed a lavaras dezhañ: Perak e rit ar pezh n'eo ket aotreet ober deizioù ar sabad?
3 そこでイエスが答えて言われた、「あなたがたは、ダビデとその供の者たちとが飢えていたとき、ダビデのしたことについて、読んだことがないのか。
Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David hag ar re a oa gantañ, p'o devoa naon?
4 すなわち、神の家にはいって、祭司たちのほかだれも食べてはならぬ供えのパンを取って食べ、また供の者たちにも与えたではないか」。
Penaos ez eas e ti Doue, e kemeras hag e tebras ar baraoù a ginnig, hag o roas memes d'ar re a oa gantañ, petra bennak ne c'helle o debriñ nemet ar veleien hepken?
5 また彼らに言われた、「人の子は安息日の主である」。
Hag e lavaras dezho: Mab an den a zo mestr memes war ar sabad.
6 また、ほかの安息日に会堂にはいって教えておられたところ、そこに右手のなえた人がいた。
C'hoarvezout a reas ivez, un deiz sabad all, ma'z eas er sinagogenn, ha ma kelenne enni; hag e oa eno un den, ma oa disec'het e zorn dehou.
7 律法学者やパリサイ人たちは、イエスを訴える口実を見付けようと思って、安息日にいやされるかどうかをうかがっていた。
Ar skribed hag ar farizianed a selle outañ, evit gwelout hag eñ a yac'hafe deiz ar sabad, evit kaout peadra d'e damall.
8 イエスは彼らの思っていることを知って、その手のなえた人に、「起きて、まん中に立ちなさい」と言われると、起き上がって立った。
Met evel ma'c'h anaveze o soñjezonoù, e lavaras d'an den en devoa an dorn disec'het: Sav hag en em zalc'h aze er c'hreiz. Eñ, o vezañ savet, en em zalc'has en e sav.
9 そこでイエスは彼らにむかって言われた、「あなたがたに聞くが、安息日に善を行うのと悪を行うのと、命を救うのと殺すのと、どちらがよいか」。
Jezuz a lavaras dezho eta: Un dra a c'houlennin ouzhoc'h: hag aotreet eo, e deizioù ar sabad, ober vad pe droug, saveteiñ un den pe e lezel da goll?
10 そして彼ら一同を見まわして、その人に「手を伸ばしなさい」と言われた。そのとおりにすると、その手は元どおりになった。
Neuze, o sellout ouzh an holl re a oa en-dro dezhañ, e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Ober a reas, hag e zorn a zeuas yac'h [evel egile].
11 そこで彼らは激しく怒って、イエスをどうかしてやろうと、互に話合いをはじめた。
Int a voe leuniet a fulor, hag en em guzulient war ar pezh a c'helljent ober da Jezuz.
12 このころ、イエスは祈るために山へ行き、夜を徹して神に祈られた。
En amzer-se, Jezuz a yeas war ar menez evit pediñ, hag e tremenas an noz holl o pediñ Doue.
13 夜が明けると、弟子たちを呼び寄せ、その中から十二人を選び出し、これに使徒という名をお与えになった。
Pa voe deuet ar beure, e c'halvas e ziskibien, hag e tibabas daouzek anezho a c'halvas ebestel:
14 すなわち、ペテロとも呼ばれたシモンとその兄弟アンデレ、ヤコブとヨハネ、ピリポとバルトロマイ、
Simon, ma roas an anv a Bêr dezhañ; Andrev e vreur; Jakez ha Yann; Filip ha Bartolome;
15 マタイとトマス、アルパヨの子ヤコブと、熱心党と呼ばれたシモン、
Mazhev ha Tomaz; Jakez mab Alfe, ha Simon anvet Gredus;
16 ヤコブの子ユダ、それからイスカリオテのユダ。このユダが裏切者となったのである。
Jud kar da Jakez; ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas.
17 そして、イエスは彼らと一緒に山を下って平地に立たれたが、大ぜいの弟子たちや、ユダヤ全土、エルサレム、ツロとシドンの海岸地方などからの大群衆が、
O vezañ neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn gant e vandenn diskibien, hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem, hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit bezañ yac'haet eus o c'hleñvedoù.
18 教を聞こうとし、また病気をなおしてもらおうとして、そこにきていた。そして汚れた霊に悩まされている者たちも、いやされた。
Ar re a oa dalc'het gant speredoù hudur a oa ivez yac'haet.
19 また群衆はイエスにさわろうと努めた。それは力がイエスの内から出て、みんなの者を次々にいやしたからである。
Hag an holl bobl a glaske stekiñ outañ, abalamour ma teue anezhañ un nerzh a yac'hae holl.
20 そのとき、イエスは目をあげ、弟子たちを見て言われた、「あなたがた貧しい人たちは、さいわいだ。神の国はあなたがたのものである。
Neuze Jezuz a savas e zaoulagad war e ziskibien, o lavarout: Eürus oc'h, c'hwi a zo paour, rak rouantelezh Doue a zo deoc'h!
21 あなたがたいま飢えている人たちは、さいわいだ。飽き足りるようになるからである。あなたがたいま泣いている人たちは、さいわいだ。笑うようになるからである。
Eürus oc'h, c'hwi hoc'h eus naon bremañ, rak leuniet e viot! Eürus oc'h, c'hwi a ouel bremañ, rak karget e viot gant levenez!
22 人々があなたがたを憎むとき、また人の子のためにあなたがたを排斥し、ののしり、汚名を着せるときは、あなたがたはさいわいだ。
Eürus e viot, pa gasaio an dud ac'hanoc'h, pa gasint kuit ac'hanoc'h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc'h ha pa daolint hoc'h anv evel fall, abalamour de Vab an den!
23 その日には喜びおどれ。見よ、天においてあなたがたの受ける報いは大きいのだから。彼らの祖先も、預言者たちに対して同じことをしたのである。
En em laouenait en amzer-se, ha tridit gant ar joa, rak ho kopr a vo bras en neñv, rak evel-se o deus graet o zadoù d'ar brofeded.
24 しかしあなたがた富んでいる人たちは、わざわいだ。慰めを受けてしまっているからである。
Met gwalleur deoc'h-hu, tud pinvidik, rak c'hwi hoc'h eus bet ho kopr!
25 あなたがた今満腹している人たちは、わざわいだ。飢えるようになるからである。あなたがた今笑っている人たちは、わざわいだ。悲しみ泣くようになるからである。
Gwalleur deoc'h-hu, tud leuniet, rak c'hwi ho po naon! Gwalleur deoc'h-hu, ar re a c'hoarzh bremañ, rak c'hwi en em c'hlac'haro hag a ouelo!
26 人が皆あなたがたをほめるときは、あなたがたはわざわいだ。彼らの祖先も、にせ預言者たちに対して同じことをしたのである。
Gwalleur deoc'h-hu pa lavaro an holl dud vad ac'hanoc'h, rak o zadoù o deus graet evel-se e-keñver ar fals-profeded!
27 しかし、聞いているあなたがたに言う。敵を愛し、憎む者に親切にせよ。
Met me a lavar deoc'h-hu, c'hwi hag am selaou: Karit hoc'h enebourien, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h,
28 のろう者を祝福し、はずかしめる者のために祈れ。
bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, ha pedit evit ar re a wallgomz ouzhoc'h.
29 あなたの頬を打つ者にはほかの頬をも向けてやり、あなたの上着を奪い取る者には下着をも拒むな。
D'an hini a sko ac'hanout war ur jod, tro eben outañ. D'an hini a zilam da vantell diganit, laosk ivez gantañ da doneg.
30 あなたに求める者には与えてやり、あなたの持ち物を奪う者からは取りもどそうとするな。
Ro da biv bennak a c'houlenn diganit, ha mar fell da unan bennak dilemel diganit ar pezh a zo dit, n'en adc'houlenn ket.
31 人々にしてほしいと、あなたがたの望むことを、人々にもそのとおりにせよ。
Ar pezh a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez anezhañ dezho.
32 自分を愛してくれる者を愛したからとて、どれほどの手柄になろうか。罪人でさえ、自分を愛してくれる者を愛している。
Ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt trugarez a dleer deoc'h? An dud a vuhez fall a gar ivez ar re o c'har.
33 自分によくしてくれる者によくしたとて、どれほどの手柄になろうか。罪人でさえ、それくらいの事はしている。
Ma ne rit vad nemet d'ar re a ra vad deoc'h, peseurt trugarez a dleer deoc'h? An dud a vuhez fall a ra ar memes tra.
34 また返してもらうつもりで貸したとて、どれほどの手柄になろうか。罪人でも、同じだけのものを返してもらおうとして、仲間に貸すのである。
Ma ne brestit nemet d'ar re digant e c'hortozit kaout diganto, peseurt trugarez a dleer deoc'h? An dud a vuhez fall a brest ivez d'an dud a vuhez fall, evit kaout kement all.
35 しかし、あなたがたは、敵を愛し、人によくしてやり、また何も当てにしないで貸してやれ。そうすれば受ける報いは大きく、あなたがたはいと高き者の子となるであろう。いと高き者は、恩を知らぬ者にも悪人にも、なさけ深いからである。
Met karit hoc'h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c'hwi a vo bugale an Uhelañ-Meurbet, abalamour ma'z eo mat e-keñver ar re dizanaoudek hag ar re fall.
36 あなたがたの父なる神が慈悲深いように、あなたがたも慈悲深い者となれ。
Bezit eta trugarezus, evel ma'z eo ivez ho Tad trugarezus.
37 人をさばくな。そうすれば、自分もさばかれることがないであろう。また人を罪に定めるな。そうすれば、自分も罪に定められることがないであろう。ゆるしてやれ。そうすれば、自分もゆるされるであろう。
Na varnit ket, ha ne viot ket barnet; na gondaonit ket, ha ne viot ket kondaonet; pardonit, hag e viot pardonet;
38 与えよ。そうすれば、自分にも与えられるであろう。人々はおし入れ、ゆすり入れ、あふれ出るまでに量をよくして、あなたがたのふところに入れてくれるであろう。あなたがたの量るその量りで、自分にも量りかえされるであろうから」。
roit, hag e vo roet deoc'h; roet e vo deoc'h en ho kerc'henn ur muzul mat, stardet hag hejet, a zeuio dreist ar barr; rak muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d'ar re all.
39 イエスはまた一つの譬を語られた、「盲人は盲人の手引ができようか。ふたりとも穴に落ち込まないだろうか。
Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Daoust hag un den dall a c'hell ren un den dall? Ha ne gouezhint ket o daou er poull?
40 弟子はその師以上のものではないが、修業をつめば、みなその師のようになろう。
An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr; met pep diskibl mat a vo evel e vestr.
41 なぜ、兄弟の目にあるちりを見ながら、自分の目にある梁を認めないのか。
Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da-unan?
42 自分の目にある梁は見ないでいて、どうして兄弟にむかって、兄弟よ、あなたの目にあるちりを取らせてください、と言えようか。偽善者よ、まず自分の目から梁を取りのけるがよい、そうすれば、はっきり見えるようになって、兄弟の目にあるちりを取りのけることができるだろう。
Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust ez hini? Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur.
43 悪い実のなる良い木はないし、また良い実のなる悪い木もない。
N'eus gwezenn vat ebet hag a zougfe frouezh fall, na wezenn fall ebet hag a zougfe frouezh mat.
44 木はそれぞれ、その実でわかる。いばらからいちじくを取ることはないし、野ばらからぶどうを摘むこともない。
Rak pep gwezenn a anavezer diouzh he frouezh hec'h-unan. Ne zastumer ket a fiez diwar ar spern, nag a rezin diwar an drez.
45 善人は良い心の倉から良い物を取り出し、悪人は悪い倉から悪い物を取り出す。心からあふれ出ることを、口が語るものである。
An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat e galon, hag an den fall a denn traoù fall eus teñzor fall e galon; rak eus leunder ar galon eo e komz ar genou.
46 わたしを主よ、主よ、と呼びながら、なぜわたしの言うことを行わないのか。
Perak eta e c'halvit ac'hanon Aotrou, Aotrou, ha ne rit ket ar pezh a lavaran?
47 わたしのもとにきて、わたしの言葉を聞いて行う者が、何に似ているか、あなたがたに教えよう。
Me a ziskouezo deoc'h ouzh piv eo heñvel pep den hag a zeu da'm c'havout, a selaou va c'homzoù hag a sent outo.
48 それは、地を深く掘り、岩の上に土台をすえて家を建てる人に似ている。洪水が出て激流がその家に押し寄せてきても、それを揺り動かすことはできない。よく建ててあるからである。
Heñvel eo ouzh un den a sav un ti, hag o vezañ kleuzet ha toullet don, en deus lakaet an diazez war ar roc'h; an doureier o vezañ deuet, ha skoet gant nerzh a-enep an ti-se, n'o deus ket gellet e ziskar, dre ma'z eo diazezet war ar roc'h.
49 しかし聞いても行わない人は、土台なしで、土の上に家を建てた人に似ている。激流がその家に押し寄せてきたら、たちまち倒れてしまい、その被害は大きいのである」。
Met an hini a selaou ha ne sent ket, a zo heñvel ouzh un den a sav e di war an douar, hep diazez; an doureier o vezañ skoet gant nerzh a-enep dezhañ, kouezhet eo kerkent, ha diskar an ti-se a zo bet bras.