< ヨハネの福音書 8 >

1 イエス、オリブ山にゆき給ふ。
Jezuz a yeas da Venez an Olived.
2 夜明ごろ、また宮に入りしに、民みな御許に來りたれば、坐して教へ給ふ。
Da c'houlou-deiz e tistroas adarre d'an templ, hag an holl bobl a zeuas d'e gavout; o vezañ azezet e kelenne anezho.
3 ここに學者・パリサイ人ら、姦淫のとき捕へられたる女を連れきたり、眞中に立ててイエスに言ふ、
Neuze ar skribed hag ar farizianed a zegasas ur wreg tapet en avoultriezh, hag, o vezañ he lakaet en o c'hreiz,
4 『師よ、この女は姦淫のをり、そのまま捕へられたるなり。
e lavarjont dezhañ: Mestr, ar wreg-mañ a zo bet souprenet oc'h ober avoultriezh,
5 モーセは律法に、斯かる者を石にて撃つべき事を我らに命じたるが、汝は如何に言ふか』
ha Moizez en deus gourc'hemennet deomp meinata an hevelep dud; te eta, petra a lavarez a gement-se?
6 かく云へるは、イエスを試みて、訴ふる種を得んとてなり。イエス身を屈め、指にて地に物 書き給ふ。
Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ, evit gallout e damall. Met Jezuz, o vezañ en em bleget, a skrive gant e viz war an douar.
7 かれら問ひて止まざれば、イエス身を起して『なんぢらの中、罪なき者まづ石を擲て』と言ひ、
Evel ma talc'hent d'ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed, ra daolo ar maen kentañ ganti.
8 また身を屈めて地に物 書きたまふ。
Hag o taoublegañ a-nevez, e skrive war an douar.
9 彼 等これを聞きて良心に責められ、老人をはじめ若き者まで一人 一人いでゆき、唯イエスと中に立てる女とのみ遺れり。
Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c'houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ, betek ar re diwezhañ, ha Jezuz a voe lezet e-unan gant ar wreg chomet eno e-kreiz.
10 イエス身を起して、女のほかに誰も居らぬを見て言ひ給ふ『をんなよ、汝を訴へたる者どもは何處にをるぞ、汝を罪する者なきか』
Neuze Jezuz, o vezañ savet, evel na wele den nemet ar wreg, a lavaras dezhi: Gwreg, pelec'h emañ da damallerien? Ha n'en deus den barnet ac'hanout?
11 女いふ『主よ、誰もなし』イエス言ひ給ふ『われも汝を罪せじ、往け、この後ふたたび罪を犯すな』]
Hi a respontas: Den, Aotrou. Jezuz a lavaras dezhi: Me ne varnan ket ac'hanout kennebeut; kae ha na bec'h ken.
12 かくてイエスまた人々に語りて言ひ給ふ『われは世の光なり、我に從ふ者は暗き中を歩まず、生命の光を得べし』
Jezuz a gomzas c'hoazh d'ar bobl, hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed; an hini a heul ac'hanon ne valeo ket en deñvalijenn, met bez' en devo sklêrijenn ar vuhez.
13 パリサイ人ら言ふ『なんぢは己につきて證す、なんぢの證は眞ならず』
Ar farizianed a lavaras dezhañ: Te a ro testeni ac'hanout da-unan; da desteni n'eo ket gwirion.
14 イエス答へて言ひ給ふ『われ自ら己につきて證すとも、我が證は眞なり、我は何處より來り何處に往くを知る故なり。汝らは我が何處より來り、何處に往くを知らず、
Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion, rak gouzout a ran a-belec'h on deuet, ha pelec'h ez an; met c'hwi, n'ouzoc'h ket a-belec'h e teuan, na pelec'h ez an.
15 なんぢらは肉によりて審く、我は誰をも審かず。
C'hwi a varn hervez ar c'hig; me ne varnan den.
16 されど我もし審かば、我が審判は眞なり、我は一人ならず、我と我を遣し給ひし者と偕なるに因る。
Ha mar barnan, va barnedigezh a zo gwir; rak n'on ket va-unan-penn, met ganin emañ an Tad en deus va c'haset.
17 また汝らの律法に、二人の證は眞なりと録されたり。
Skrivet eo en ho lezenn penaos testeni daou zen a zo gwir.
18 我みづから己につきて證をなし、我を遣し給ひし父も我につきて證をなし給ふ』
Me eo a ro testeni ac'hanon va-unan; hag an Tad en deus va c'haset a ro ivez testeni ac'hanon.
19 ここに彼ら言ふ『なんぢの父は何處にあるか』イエス答へ給ふ『なんぢらは我をも我が父をも知らず、我を知りしならば、我が父をも知りしならん』
Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec'h emañ da Dad? Jezuz a respontas: C'hwi n'anavezit na me, na va Zad. Mar anavezfec'h ac'hanon, ec'h anavezfec'h ivez va Zad.
20 イエス宮の内にて教へし時、これらの事を賽錢函の傍らにて語り給ひしが、彼の時いまだ到らぬ故に、誰も捕ふる者なかりき。
Jezuz a lavaras ar c'homzoù-mañ el lec'h ma oa an teñzor, o kelenn en templ; ha den ne groge ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c'hoazh.
21 かくてまた人々に言ひ給ふ『われ往く、なんぢら我を尋ねん。されど己が罪のうちに死なん、わが往くところに汝ら來ること能はず』
Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: Mont a ran kuit, ha c'hwi am c'hlasko, hag e varvot en ho pec'hed; ne c'hellit ket dont e-lec'h ez an.
22 ユダヤ人ら言ふ『「わが往く處に汝ら來ること能はず」と云へるは、自殺せんとてか』
Ar Yuzevien a lavare eta: En em lazhañ a raio e-unan, peogwir e lavar: c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ez an.
23 イエス言ひ給ふ『なんぢらは下より出で、我は上より出づ、汝らは此の世より出で、我は此の世より出でず。
Hag eñ a lavaras dezho: C'hwi a zo eus traoñ, me a zo eus krec'h. C'hwi a zo eus ar bed-mañ; me n'on ket eus ar bed-mañ.
24 之によりて我なんぢらは己が罪のうちに死なんと云へるなり。汝 等もし我の夫なるを信ぜずば、罪のうちに死ぬべし』
Setu perak em eus lavaret deoc'h e varvot en ho pec'hedoù: rak ma ne gredit ket ar pezh emaon, c'hwi a varvo en ho pec'hedoù.
25 彼ら言ふ『なんぢは誰なるか』イエス言ひ給ふ『われは正しく汝らに告げ來りし所の者なり。
Lavarout a rejont eta dezhañ: Piv out-te? Ha Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc'h abaoe ar penn-kentañ.
26 われ汝らに就きて語るべきこと審くべきこと多し、而して我を遣し給ひし者は眞なり、我は彼に聽きしその事を世に告ぐるなり』
Kalz a draoù am eus da lavarout ac'hanoc'h ha da varn ennoc'h; met an hini en deus va c'haset a zo gwirion, hag ar pezh am eus klevet digantañ, a lavaran d'ar bed.
27 これは父をさして言ひ給へるを、彼らは悟らざりき。
Ne gomprenjont ket e komze dezho eus an Tad.
28 ここにイエス言ひ給ふ『なんぢら人の子を擧げしのち、我の夫なるを知り、又わが己によりて何事をも爲さず、ただ父の我に教へ給ひしごとく、此 等のことを語りたるを知らん。
Ha Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec'h anavezot ar pezh emaon, ha penaos ne ran netra ac'hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m'en deus va Zad o desket din.
29 我を遣し給ひし者は、我とともに在す。我つねに御意に適ふことを行ふによりて、我を獨おき給はず』
An hini en deus va c'haset a zo ganin. Hag an Tad n'en deus ket va lezet va-unan, abalamour ma ran atav ar pezh a blij dezhañ.
30 此 等のことを語り給へるとき、多くの人々イエスを信じたり。
Evel ma lavare Jezuz an traoù-se, kalz a gredas ennañ.
31 ここにイエス己を信じたるユダヤ人に言ひたまふ『汝 等もし常に我が言に居らば、眞にわが弟子なり。
Jezuz a lavaras eta d'ar Yuzevien o devoa kredet ennañ: Mar chomit em ger, emaoc'h e gwirionez va diskibien.
32 また眞理を知らん、而して眞理は汝らに自由を得さすべし』
Anavezout a reot ar wirionez, hag ar wirionez ho tizereo.
33 かれら答ふ『われはアブラハムの裔にして、未だ人の奴隷となりし事なし。如何なれば「なんぢら自由を得べし」と言ふか』
Respont a rejont dezhañ: Ni a zo eus lignez Abraham, ha biskoazh n'omp bet mevelien da zen; penaos eta e lavarez: C'hwi a vo lakaet dieub?
34 イエス答へ給ふ『まことに誠に汝らに告ぐ、すべて罪を犯す者は罪の奴隷なり。
Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini en em ro d'ar pec'hed a zo mevel d'ar pec'hed.
35 奴隷はとこしへに家に居らず、子は永遠に居るなり。 (aiōn g165)
Hag ar mevel ne chom ket atav en ti; met ar mab a chom ennañ atav. (aiōn g165)
36 この故に子もし汝らに自由を得させば、汝ら實に自由とならん。
Mar en deus ar Mab eta ho tizereet, c'hwi a vo e gwirionez dieub.
37 我は汝らがアブラハムの裔なるを知る、されど我が言なんぢらの衷に留らぬ故に、我を殺さんと謀る。
Gouzout a ran oc'h lignez Abraham, met c'hwi a glask va lazhañ abalamour na gav ket va ger a zigor en ho kalon.
38 我はわが父の許にて見しことを語り、汝らは又なんぢらの父より聞きしことを行ふ』
Me a lavar ar pezh am eus gwelet e ti va Zad; ha c'hwi ivez, c'hwi a ra ar pezh hoc'h eus gwelet e ti ho tad.
39 かれら答へて言ふ『われらの父はアブラハムなり』イエス言ひ給ふ『もしアブラハムの子ならば、アブラハムの業をなさん。
Int a respontas dezhañ: Hon tad eo Abraham. Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h bugale Abraham, c'hwi a raje oberoù Abraham.
40 然るに汝らは今、神より聽きたる眞理を汝らに告ぐる者なる我を殺さんと謀る。アブラハムは斯かることを爲さざりき。
Met bremañ, c'hwi a glask va lazhañ, me, un den en deus lavaret deoc'h ar wirionez am eus desket gant Doue; Abraham n'en deus ket graet kement-se.
41 汝らは汝らの父の業を爲すなり』かれら言ふ『われら淫行によりて生れず、我らの父はただ一人、即ち神なり』
C'hwi a ra oberoù ho tad. Lavarout a rejont eta dezhañ: Ni n'omp ket bet ganet eus un avoultriezh; un Tad hepken hon eus, Doue eo.
42 イエス言ひたまふ『神もし汝らの父ならば、汝ら我を愛せん、われ神より出でて來ればなり。我は己より來るにあらず、神われを遣し給へり。
Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec'h ac'hanon, abalamour ma'z on deuet eus Doue, hag a-berzh Doue e teuan; rak n'on ket deuet ac'hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c'haset.
43 何 故わが語ることを悟らぬか、是わが言をきくこと能はぬに因る。
Perak ne gomprenit ket va lavar? Abalamour da-se, ne c'hellit ket selaou va c'homz.
44 汝らは己が父 惡魔より出でて、己が父の慾を行はんことを望む。彼は最初より人殺なり、また眞その中になき故に眞に立たず、彼は虚僞をかたる毎に己より語る、それは虚僞 者にして虚僞の父なればなり。
Ho tad, a ziskennit anezhañ, eo an diaoul, ha c'hwi a fell deoc'h ober c'hoantoù ho tad. Lazher-den eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n'en deus ket kendalc'het er wirionez, dre ma n'eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar ar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo, ha tad d'ar gaou.
45 然るに我は眞を告ぐるによりて、汝ら我を信ぜず、
Met abalamour ma lavaran ar wirionez, ne gredit ket ac'hanon.
46 汝 等のうち誰か我を罪ありとして責め得る。われ眞を告ぐるに、我を信ぜぬは何 故ぞ。
Piv ac'hanoc'h a gendrec'ho ac'hanon a bec'hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac'hanon?
47 神より出づる者は神の言をきく、汝らの聽かぬは神より出でぬに因る』
An hini a zo eus Doue a selaou komzoù Doue; dre-se c'hwi ne selaouit ket, abalamour n'oc'h ket eus Doue.
48 ユダヤ人こたへて言ふ『なんぢはサマリヤ人にて惡鬼に憑かれたる者なりと、我らが云へるは宜ならずや』
Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n'hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan, ha penaos ez eus un diaoul ennout?
49 イエス答へ給ふ『われは惡鬼に憑かれず、反つて我が父を敬ふ、なんぢらは我を輕んず。
Jezuz a respontas: Ne'm eus ket un diaoul, met enoriñ a ran va Zad, ha c'hwi a zizenor ac'hanon.
50 我はおのれの榮光を求めず、之を求めかつ審判し給ふ者あり。
Ne glaskan ket va gloar, bez' ez eus unan hag e glask, ha barn a ra.
51 誠にまことに汝らに告ぐ、人もし我が言を守らば、永遠に死を見ざるべし』 (aiōn g165)
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv. (aiōn g165)
52 ユダヤ人いふ『今ぞなんぢが惡鬼に憑かれたるを知る。アブラハムも預言者たちも死にたり、然るに汝は「人もし我が言を守らば、永遠に死を味はざるべし」と云ふ。 (aiōn g165)
Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Anavezout a reomp bremañ ez eus un diaoul ennout; Abraham a zo marv, hag ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv. (aiōn g165)
53 汝われらの父アブラハムよりも大なるか、彼は死に、預言者たちも死にたり、汝はおのれを誰とするか』
Ha brasoc'h out eget Abraham hon tad, hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Da biv e fell dit en em dremen?
54 イエス答へたまふ『我もし己に榮光を歸せば、我が榮光は空し。我に榮光を歸する者は我が父なり、即ち汝らが己の神と稱ふる者なり。
Jezuz a respontas dezho: Mar tennan gloar ac'hanon va-unan, va gloar n'eo netra; va Zad eo an hini a ro gloar din, an hini a lavarit eo ho Toue.
55 然るに汝らは彼を知らず、我は彼を知る。もし彼を知らずと言はば、汝らの如く僞 者たるべし。されど我は彼を知り、且その御言を守る。
Koulskoude, n'hoc'h eus ket e anavezet, met me a anavez anezhañ; ha ma lavarfen n'anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc'h; met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c'her.
56 汝らの父アブラハムは、我が日を見んとて樂しみ且これを見て喜べり』
Abraham ho tad en deus tridet gant al levenez, o soñjal e tlee gwelout va deiz; hag e welet en deus, hag eo en em laouenaet.
57 ユダヤ人いふ『なんぢ未だ五十歳にもならぬにアブラハムを見しか』
Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Te ne'c'h eus ket c'hoazh hanter kant vloaz, hag ac'h eus gwelet Abraham?
58 イエス言ひ給ふ『まことに誠に汝らに告ぐ、アブラハムの生れいでぬ前より我は在るなり』
Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-raok ma voe Abraham, emaon.
59 ここに彼ら石をとりてイエスに擲たんとしたるに、イエス隱れて宮を出で給へり。
Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ; met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ [o tremen dre o c'hreiz, hag evel-se ez eas kuit].

< ヨハネの福音書 8 >