< लूका 17 >
1 इसके बाद अपने शिष्यों से प्रभु येशु ने कहा, “यह असंभव है कि ठोकरें न लगें किंतु धिक्कार है उस व्यक्ति पर, जो ठोकर का कारण है.
Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Ret eo e c'hoarvezfe skouerioù fall; met gwalleur d'an hini ma teuint drezañ.
2 इसके बजाय कि वह निर्बलों के लिए ठोकर का कारण बने, उत्तम यह होता कि उसके गले में चक्की का पाट बांधकर उसे गहरे समुद्र में फेंक दिया जाता.
Gwelloc'h eo dezhañ e vefe staget ouzh e c'houzoug ur maen-milin, hag e vefe taolet er mor, eget ma rofe skouer fall da unan eus ar re vihan-mañ.
3 इसलिये तुम स्वयं के प्रति सावधान रहो. “यदि तुम्हारा भाई या बहन अपराध करे तो उसे डांटो और यदि वह मन फिराए तो उसे क्षमा कर दो.
Lakait evezh ouzhoc'h. Mar en deus da vreur pec'het [a-enep dit], tamall anezhañ; ha mar en deus keuz, pardon dezhañ.
4 यदि वह एक दिन में तुम्हारे विरुद्ध सात बार भी अपराध करे और सातों बार तुमसे आकर कहे, ‘मुझे इसका पछतावा है,’ तो उसे क्षमा कर दो.”
Mar pec'h seizh gwech an deiz en da enep, ha mar distro seizh gwech an deiz da'z kavout, o lavarout: Keuz am eus, pardon dezhañ.
5 प्रेरितों ने उनसे विनती की, “प्रभु, हमारे विश्वास को बढ़ा दीजिए.”
An ebestel a lavaras d'an Aotrou: Kresk deomp hor feiz.
6 प्रभु येशु ने उत्तर दिया, “यदि तुम्हारा विश्वास राई के बीज के बराबर भी हो, तो तुम इस शहतूत के पेड़ को यह आज्ञा देते, ‘उखड़ जा और जाकर समुद्र में लग जा!’ तो यह तुम्हारी आज्ञा का पालन करता.
Hag an Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese, hag en em blant er mor; hag e sentfe ouzhoc'h.
7 “क्या तुममें से कोई ऐसा है, जिसके खेत में काम करने या भेड़ों की रखवाली के लिए एक दास हो और जब वह दास खेत से लौटे तो वह दास से कहे, ‘आओ, मेरे साथ भोजन करो’?
Piv ac'hanoc'h, mar en deus ur mevel oc'h arat, pe o vesa al loened, a lavaro dezhañ kerkent ha ma tistroio eus ar parkeier: Tost amañ, hag en em laka ouzh taol?
8 क्या वह अपने दास को यह आज्ञा न देगा, ‘मेरे लिए भोजन तैयार करो और मुझे भोजन परोसने के लिए तैयार हो जाओ. मैं भोजन के लिए बैठ रहा हूं. तुम मेरे भोजन समाप्त करने के बाद भोजन कर लेना?’
Ha ne lavaro ket kentoc'h dezhañ: Aoz koan din, en em c'houriz ha servij ac'hanon, betek ma em bo debret hag evet; ha goude-se e tebri hag ec'h evi.
9 क्या वह अपने दास का आभार इसलिये मानेगा कि उसने उसे दिए गए आदेशों का पालन किया है? नहीं!
Ha trugarez en devo d'ar mevel-se, abalamour m'en deus graet ar pezh en deus gourc'hemennet dezhañ? [Ne gredan ket.]
10 यही तुम सबके लिए भी सही है: जब तुम वह सब कर लो, जिसकी तुम्हें आज्ञा दी गई थी, यह कहो: ‘हम अयोग्य सेवक हैं. हमने केवल अपना कर्तव्य पूरा किया है.’”
C'hwi ivez, pa ho po graet kement a zo gourc'hemennet deoc'h, lavarit: Mevelien didalvoudek omp, abalamour n'hon eus graet nemet ar pezh a oa ret deomp ober.
11 येरूशलेम नगर की ओर बढ़ते हुए प्रभु येशु शमरिया और गलील प्रदेश के बीच से होते हुए जा रहे थे.
Evel ma'z ae da Jeruzalem, e tremene war harzoù Samaria ha Galilea,
12 जब वह गांव में प्रवेश कर ही रहे थे, उनकी भेंट दस कोढ़ रोगियों से हुई, जो दूर ही खड़े रहे.
hag evel ma'z antree en ur vourc'h, e voe diarbennet gant dek den lovr en em zalc'he pell dioutañ.
13 उन्होंने दूर ही से पुकारते हुए प्रभु येशु से कहा, “स्वामी! प्रभु येशु! हम पर कृपा कीजिए!”
Int, o sevel o mouezh, a grias: Jezuz, mestr, az pez truez ouzhimp!
14 उन्हें देख प्रभु येशु ने उन्हें आज्ञा दी, “जाकर पुरोहितों द्वारा स्वयं का निरीक्षण करवाओ.” जब वे जा ही रहे थे, वे शुद्ध हो गए.
O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It, hag en em ziskouezit d'ar veleien. Hag e c'hoarvezas pa oant o vont kuit, e voent naetaet.
15 उनमें से एक, यह अहसास होते ही कि वह शुद्ध हो गया है, प्रभु येशु के पास लौट आया और ऊंचे शब्द में परमेश्वर की वंदना करने लगा.
Unan anezho, o welout e oa yac'haet, a zistroas o reiñ gloar da Zoue a vouezh uhel.
16 प्रभु येशु के चरणों पर गिरकर उसने उनके प्रति धन्यवाद प्रकट किया—वह शमरियावासी था.
Hag en em daolas ouzh treid Jezuz, e c'henou d'an douar, o trugarekaat. Hemañ a oa Samaritan.
17 प्रभु येशु ने उससे प्रश्न किया, “क्या सभी दस शुद्ध नहीं हुए? कहां हैं वे अन्य नौ?
Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: An holl zek, ha n'int ket bet yac'haet? Pelec'h eta emañ an dek all?
18 क्या इस परदेशी के अतिरिक्त किसी अन्य ने परमेश्वर के प्रति धन्यवाद प्रकट करना सही न समझा?”
N'eus en em gavet nemet an diavaeziad-mañ hag a zo distroet da reiñ gloar da Zoue?
19 तब प्रभु येशु ने उससे कहा, “उठो और जाओ. तुम्हारे विश्वास ने तुम्हें हर तरह से स्वस्थ किया है.”
Neuze e lavaras dezhañ: Sav, kae, da feiz en deus da yac'haet.
20 एक अवसर पर, जब फ़रीसियों ने उनसे यह जानना चाहा कि परमेश्वर के राज्य का आगमन कब होगा, तो प्रभु येशु ने उत्तर दिया, “परमेश्वर के राज्य का आगमन दिखनेवाले संकेतों के साथ नहीं होगा
Ar farizianed, o vezañ goulennet outañ pegoulz e teuje rouantelezh Doue, e respontas dezho: Rouantelezh Doue ne zeuio ket en un doare sebezus.
21 और न ही इसके विषय में कोई यह कह सकता है, ‘देखो, देखो! यह है परमेश्वर का राज्य!’ क्योंकि परमेश्वर का राज्य तुम्हारे ही बीच में है.”
Ne vo ket lavaret: Emañ amañ, pe: Emañ aze; rak setu, emañ rouantelezh Doue en ho touez.
22 तब अपने शिष्यों से उन्मुख हो प्रभु येशु ने कहा, “वह समय आ रहा है जब तुम मनुष्य के पुत्र के राज्य का एक दिन देखने के लिए तरस जाओगे और देख न पाओगे.
Hag e lavaras d'e ziskibien: Dont a raio un amzer ma ho po c'hoant da welout unan eus deizioù Mab an den, ha n'en gwelot ket.
23 लोग आकर तुम्हें सूचना देंगे, ‘देखो, वह वहां है!’ या, ‘देखो, वह यहां है!’ यह सुनकर तुम चले न जाना और न ही उनके पीछे भागना
Hag e vo lavaret deoc'h: Setu emañ amañ, pe: Setu emañ aze. N'it ket, ha na heuilhit ket anezho.
24 क्योंकि मनुष्य के पुत्र का दोबारा आना बिजली कौंधने के समान होगा—आकाश में एक छोर से दूसरे छोर तक;
Rak evel ma teu ul luc'hedenn da lugerniñ eus ur penn d'an oabl betek ur penn all, evel-se e teuio Mab an den en e zeiz.
25 किंतु उसके पूर्व उसका अनेक यातनाएं सहना और इस पीढ़ी द्वारा तिरस्कार किया जाना अवश्य है.
Met ret eo dezhañ kent-se gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant ar rummad-mañ.
26 “ठीक जिस प्रकार नोहा के युग में हुआ था, मनुष्य के पुत्र के समय में भी होगा,
Ar pezh a erruas en amzer Noe, a erruo en hevelep doare en amzer Mab an den.
27 तब भी लोगों में उस समय तक खाना-पीना, विवाहोत्सव होते रहे, जब तक नोहा ने जहाज़ में प्रवेश न किया. तब पानी की बाढ़ आई और सब कुछ नाश हो गया.
An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a roe e dimeziñ, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h, hag an dour-beuz a zeuas hag o distrujas holl.
28 “ठीक यही स्थिति थी लोत के समय में—लोग उत्सव, लेनदेन, खेती और निर्माण का काम करते रहे
Kement-se a erruas c'hoazh en amzer Lot; an dud a zebre, a eve, a brene, a werzhe, a blante hag a save tiez;
29 किंतु जैसे ही लोत ने सोदोम नगर से प्रस्थान किया, आकाश से आग और गंधक की बारिश हुई और सब कुछ नाश हो गया.
met en deiz ma'z eas Lot kuit eus Sodom, e teuas glav tan ha soufr eus an neñv hag o distrujas holl.
30 “यही सब होगा उस दिन, जब मनुष्य का पुत्र प्रकट होगा.
Evel-se e vo ivez en deiz ma teuio Mab an den.
31 उस समय सही यह होगा कि वह, जो छत पर हो और उसकी वस्तुएं घर में हों, वह उन्हें लेने नीचे न उतरे. इसी प्रकार वह, जो खेत में काम कर रहा है, वह भी लौटकर न आए.
En deiz-se, an hini a vo war an doenn hag en devo e draoù e-barzh an ti, arabat e vo dezhañ diskenn evit o c'has gantañ; en hevelep doare, an hini a vo er parkeier, arabat e vo dezhañ mont war-dreñv.
Ho pet soñj eus gwreg Lot.
33 जो अपने प्राणों को बचाना चाहता है, उन्हें खो देता है और वह, जो अपने जीवन से मोह नहीं रखता, उसे बचा पाता है.
Piv bennak a glasko saveteiñ e vuhez, he c'hollo, ha piv bennak he c'hollo, he c'havo.
34 उस रात एक बिछौने पर सोए हुए दो व्यक्तियों में से एक उठा लिया जाएगा, दूसरा छोड़ दिया जाएगा.
Me a lavar deoc'h, penaos en noz-se, eus daou den a vo en un hevelep gwele, unan a vo kemeret hag egile lezet,
35 दो स्त्रियां एक साथ अनाज पीस रही होंगी, एक उठा ली जाएगी, दूसरी छोड़ दी जाएगी. [
eus div wreg a valo a-gevret, unan a vo kemeret hag eben lezet,
36 खेत में दो व्यक्ति काम कर रहे होंगे एक उठा लिया जाएगा, दूसरा छोड़ दिया जाएगा.]”
[eus daou den a vo er parkeier, unan a vo kemeret hag egile lezet].
37 उन्होंने प्रभु येशु से प्रश्न किया, “कब प्रभु?” प्रभु येशु ने उत्तर दिया, “गिद्ध वहीं इकट्ठा होंगे, जहां शव होता है.”
O respont, e lavarjont dezhañ: Pelec'h e vo, Aotrou? Eñ a lavaras dezho: E-lec'h ma vo ar c'horf, en em zastumo an erered.