< Luke 23 >

1 And the whole multitude of them arose, and led him to Pilate.
Neuze an holl dud-se, o vezañ savet, a zegasas anezhañ da Bilat.
2 And they began to accuse him, saying, We found this fellow perverting the nation, and forbidding to give tribute to Caesar, saying that he himself is Christ a King.
Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar bobl hag o tifenn paeañ ar gwir da Gezar, o lavarout eo ar C'hrist, ar roue.
3 And Pilate asked him, saying, Art thou the King of the Jews? And he answered him and said, Thou sayest it.
Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
4 Then said Pilate to the chief priests and to the people, I find no fault in this man.
Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ.
5 And they were the more fierce, saying, He stirreth up the people, teaching throughout all Judaea, beginning from Galilee to this place.
Met int a zalc'he, o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ en graet adalek Galilea, betek amañ.
6 When Pilate heard of Galilee, he asked whether the man was a Galilaean.
Pa glevas Pilat komz eus Galilea, e c'houlennas hag e oa Galileat an den-se.
7 And as soon as he knew that he belonged to Herod’s jurisdiction, he sent him to Herod, who himself was also at Jerusalem at that time.
Hag o vezañ gouezet e oa eus dalc'h Herodez, e kasas anezhañ da Herodez, hag a oa e Jeruzalem en deizioù-se.
8 And when Herod saw Jesus, he was exceeding glad: for he had been for a long time, desirous to see him, because he had heard many things of him; and he hoped to see some miracle done by him.
Herodez, pa welas Jezuz, a voe laouen, rak pell e oa en devoa c'hoant d'e welout, abalamour m'en devoa klevet lavarout kalz a draoù diwar e benn, hag e c'hortoze e welout oc'h ober ur mirakl bennak.
9 Then he questioned with him in many words; but he answered him nothing.
Ober a reas eta meur a c'houlenn outañ; met Jezuz ne respontas netra dezhañ.
10 And the chief priests and scribes stood and vehemently accused him.
Ar veleien vras hag ar skribed a oa eno, hag a damalle anezhañ gwashañ ma c'hellent.
11 And Herod with his soldiers treated him with contempt, and mocked him, and arrayed him in a gorgeous robe, and sent him again to Pilate.
Met Herodez, gant tud e ward, a zisprizas anezhañ; hag evit ober goap anezhañ, e lakaas gwiskañ dezhañ ur sae splann, hag e tistroas anezhañ da Bilat.
12 And the same day Pilate and Herod were made friends together: for before they were at enmity between themselves.
En deiz-se, Herodez ha Pilat a zeuas da vezañ mignoned; rak a-raok e oant enebourien.
13 And Pilate, when he had called together the chief priests and the rulers and the people,
Neuze Pilat, o vezañ dastumet ar veleien vras, mistri ar vro, hag ar bobl, a lavaras dezho:
14 Said to them, Ye have brought this man to me, as one that perverteth the people: and, behold, I, having examined him before you, have found no fault in this man concerning those things of which ye accuse him:
Degaset hoc'h eus din an den-se evel m'en dije savet ar bobl, ha goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc'h, ne'm eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ,
15 No, nor yet Herod: for I sent you to him; and, lo, nothing worthy of death is done to him.
nag Herodez kennebeut, rak ho kaset em eus d'e gavout; ha setu n'en deus graet netra a vefe din a varv.
16 I will therefore chastise him, and release him.
O vezañ eta graet e gastizañ, e laoskin anezhañ.
17 ( For of necessity he must release one to them at the feast.)
[Ret e oa dezhañ leuskel unan dezho e deiz ar gouel.]
18 And they cried out all at once, saying, Away with this man, and release to us Barabbas:
Neuze e krijont holl a-unan: Laka hemañ d'ar marv, ha laosk deomp Barabbaz.
19 ( Who for a certain sedition made in the city, and for murder, was cast into prison.)
Hemañ a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h c'hoarvezet e kêr, hag ur muntr.
20 Pilate therefore, willing to release Jesus, spoke again to them.
Pilat, o kaout c'hoant da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez.
21 But they cried, saying, Crucify him, crucify him.
Met int a grias: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz!
22 And he said to them the third time, Why, what evil hath he done? I have found no cause of death in him: I will therefore chastise him, and let him go.
Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. E gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ.
23 And they were insistent with loud voices, requiring that he might be crucified. And the voices of them and of the chief priests prevailed.
Met int a gendalc'he, o c'houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz; hag o c'hriadennoù ha re ar veleien vras a greske.
24 And Pilate gave sentence that it should be as they required.
Neuze Pilat a varnas ober evel ma felle dezho.
25 And he released to them him that for sedition and murder had been cast into prison, whom they had desired; but he delivered Jesus to their will.
Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c'houlennent; hag e lezas Jezuz d'o bolontez.
26 And as they led him away, they laid hold upon one Simon, a Cyrenian, coming out of the country, and on him they laid the cross, that he might bear it after Jesus.
Hag evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war lerc'h Jezuz.
27 And there followed him a great company of people, and of women, who also bewailed and lamented him.
Ur vandenn vras a bobl hag a wragez en heulie, hag en em c'hlac'hare hag a hirvoude diwar e benn.
28 But Jesus turning to them said, Daughters of Jerusalem, weep not for me, but weep for yourselves, and for your children.
Jezuz, o tistreiñ etrezek enno, a lavaras dezho: Merc'hed Jeruzalem, na ouelit ket diwar va fenn, met gouelit warnoc'h hoc'h-unan ha war ho pugale,
29 For, behold, the days are coming, in which they shall say, Blessed are the barren, and the wombs that never bore, and the breasts which never nursed.
rak deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc'hed difrouezh, ar c'hofoù n'o deus ket ganet, hag an divronn n'o deus ket maget!
30 Then shall they begin to say to the mountains, Fall on us; and to the hills, Cover us.
Neuze en em lakaint da lavarout d'ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d'ar grec'hiennoù: Goloit ac'hanomp!
31 For if they do these things in a green tree, what shall be done in the dry?
Rak ma reer an traoù-mañ d'ar c'hoad glas, petra a vo graet d'ar c'hoad sec'h?
32 And two others, who were malefactors, were led with him to be put to death.
Hag e kased ivez daou dorfedour, evit o lakaat da vervel gantañ.
33 And when they had come to the place, which is called Calvary, there they crucified him, and the malefactors, one on the right hand, and the other on the left.
Pa voent deuet el lec'h anvet Klopenn, e stagjont anezhañ ouzh ar groaz eno, hag an dorfedourien ivez, unan a-zehou hag egile a-gleiz.
34 Then said Jesus, Father, forgive them; for they know not what they do. And they parted his raiment, and cast lots.
Jezuz a lavare: Tad, pardon dezho, rak n'ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad, ouzh o zeurel d'ar sord.
35 And the people stood beholding. And the rulers also with them mocked him, saying, He saved others; let him save himself, if he is Christ, the chosen of God.
Ar bobl en em zalc'he eno, hag a selle. Mistri ar vro hag ar bobl a rae goap anezhañ, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan, mar deo ar C'hrist, an hini dibabet gant Doue!
36 And the soldiers also mocked him, coming to him, and offering him vinegar,
Ar soudarded ivez, o tostaat evit kinnig gwinegr dezhañ, a rae goap outañ,
37 And saying, If thou art the king of the Jews, save thyself.
o lavarout: Mar dout roue ar Yuzevien, en em savete da-unan.
38 And a superscription also was written over him in letters of Greek, and Latin, and Hebrew, THIS IS THE KING OF THE JEWS.
Ha bez' e oa a-us d'e benn ar skrid-mañ, [e gresianeg, e latin hag en hebraeg]: HEMAÑ EO ROUE AR YUZEVIEN.
39 And one of the malefactors who were hanged railed on him, saying, If thou art Christ, save thyself and us.
Unan eus an dorfedourien a oa kroazstaget a zismegañse ivez anezhañ, o lavarout: Mar dout ar C'hrist, en em savete da-unan, ha ni ivez.
40 But the other answering rebuked him, saying, Dost not thou fear God, seeing thou art in the same condemnation?
Met egile, o krozal dezhañ, a lavaras: Ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d'an hevelep poan?
41 And we indeed justly; for we receive the due reward of our deeds: but this man hath done nothing amiss.
Evidomp-ni, ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon torfedoù, met hemañ n'en deus graet droug ebet.
42 And he said to Jesus, Lord, remember me when thou comest into thy kingdom.
Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac'hanon, pa zeui ez rouantelezh.
43 And Jesus said to him, Verily I say to thee, This day shalt thou be with me in paradise.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me en lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz.
44 And it was about the sixth hour, and there was a darkness over all the land until the ninth hour.
Bez' e oa war-dro ar c'hwec'hvet eur, hag e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur.
45 And the sun was darkened, and the veil of the temple was torn in the midst.
An heol a deñvalaas, ha gouel an templ a rogas dre e greiz.
46 And when Jesus had cried with a loud voice, he said, Father, into thy hands I commend my spirit: and having said thus, he gave up the ghost.
Ha Jezuz en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Va Zad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas.
47 Now when the centurion saw what was done, he glorified God, saying, Certainly this was a righteous man.
Ar c'hantener, o welout ar pezh a oa c'hoarvezet, a roas gloar da Zoue, o lavarout: A dra sur, an den-mañ a oa reizh.
48 And all the people that came together to that sight, beholding the things which were done, smote their breasts, and returned.
An holl bobl hag a oa en em zastumet eno, o welout kement-se, a yeas kuit en ur skeiñ war boull o c'halon.
49 And all his acquaintance, and the women that followed him from Galilee, stood afar off, beholding these things.
An holl re a anaveze anezhañ, hag ar gwragez o devoa e heuliet adalek Galilea, en em zalc'he a-bell, hag a selle ouzh an traoù-se.
50 And, behold, there was a man named Joseph, a counsellor; and he was a good man, and a just:
Un den anvet Jozef, ur c'huzulier-meur, un den mat ha reizh,
51 (The same had not consented to the counsel and deed of them; ) he was of Arimathaea, a city of the Jews: who also himself waited for the kingdom of God.
un den n'en devoa ket roet e ali d'o diviz na d'o oberoù, o tont eus Arimatea, kêr eus ar Yuzevien, a c'hortoze ivez rouantelezh Doue;
52 This man went to Pilate, and begged the body of Jesus.
o vezañ deuet da gavout Pilat, e c'houlennas outañ korf Jezuz.
53 And he took it down, and wrapped it in linen, and laid it in a sepulchre that was hewn in stone, where man was never before laid.
O vezañ e ziskennet eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn, hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den.
54 And that day was the preparation, and the sabbath drew on.
Bez' e oa deiz ar c'hempennadur, hag ar sabad a zeue.
55 And the women also, who came with him from Galilee, followed after, and beheld the sepulchre, and how his body was laid.
Ar gwragez deuet eus Galilea gant Jezuz, o vezañ heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet korf Jezuz e-barzh.
56 And they returned, and prepared spices and ointments; and rested on the sabbath according to the commandment.
Hag o vezañ distroet, ec'h aozjont louzoù a c'hwez-vat ha frondoù, hag e tiskuizhjont deiz ar sabad, hervez al lezenn.

< Luke 23 >