< ⳘⲀⲦⲐⲈⲞⲚ 20 >

1 ⲁ̅ ⲤⲞⲚⲒ ⲚϪⲈϮⲘⲈⲦⲞⲨⲢⲞ ⲚⲦⲈⲚⲒⲪⲎⲞⲨⲒ ⲚⲞⲨⲢⲰⲘⲒ ⲚⲚⲈⲂⲒⲞϨⲒ ⲈⲀϤⲒ ⲈⲂⲞⲖ ⲚϨⲀⲚⲀⲦⲞⲞⲨⲒ ⲈⲦⲀϨⲞ ⲚϨⲀⲚⲈⲢⲄⲀⲦⲎⲤ ⲈⲠⲈϤⲒⲀϨⲀⲖⲞⲖⲒ.
Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den penn-tiegezh a yeas er-maez beure mat, da c'hoprañ labourerien evit e winieg.
2 ⲃ̅ ⲀϤⲤⲈⲘⲚⲎⲦⲤ ⲆⲈ ⲚⲈⲘ ⲚⲒⲈⲢⲄⲀⲦⲎⲤ ⲈϮ ⲚⲰⲞⲨ ⲘⲠⲒⲈϨⲞⲞⲨ ⲚⲞⲨⲤⲀⲐⲈⲢⲒ ⲈⲪⲞⲨⲀⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤⲞⲨⲞⲢⲠⲞⲨ ⲈⲠⲈϤⲒⲀϨⲀⲖⲞⲖⲒ.
Ober a reas marc'had ganto eus un diner dre zevezh, hag o c'hasas d'e winieg.
3 ⲅ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤⲒ ⲈⲂⲞⲖ ⲘⲪⲚⲀⲨ ⲚⲀϪⲠⲄ ⲀϤⲚⲀⲨ ⲈϨⲀⲚⲔⲈⲬⲰⲞⲨⲚⲒ ⲈⲨⲞϨⲒ ⲈⲢⲀⲦⲞⲨ ϨⲒ ϮⲀⲄⲞⲢⲀ ⲈⲨⲔⲞⲢϤ.
Mont a reas er-maez war-dro an deirvet eur, hag e welas re all a oa war ar blasenn, hep ober netra.
4 ⲇ̅ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲚⲒⲔⲈⲬⲰⲞⲨⲚⲒ ϪⲈ ⲘⲀϢⲈ ⲚⲰⲦⲈⲚ ϨⲰⲦⲈⲚ ⲈⲠⲒⲀϨⲀⲖⲞⲖⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲪⲎ ⲈⲦⲤⲈⲘⲠϢⲀ ϮⲚⲀⲦⲎⲒϤ ⲚⲰⲦⲈⲚ.
Lavarout a reas dezho: It ivez da'm gwinieg, hag e roin deoc'h ar pezh a zo reizh. Hag ez ejont.
5 ⲉ̅ ⲚⲐⲰⲞⲨ ⲆⲈ ⲀⲨϢⲈ ⲚⲰⲞⲨ ⲠⲀⲖⲒⲚ ⲞⲚ ⲀϤⲒ ⲈⲂⲞⲖ ⲘⲪⲚⲀⲨ ⲚⲀϪⲠ ⲚⲈⲘ ⲪⲚⲀⲨ ⲚⲀϪⲠ ⲐⲀϤⲒⲢⲒ ⲞⲚ ⲘⲠⲀⲒⲢⲎϮ.
Mont a reas adarre er-maez war-dro ar c'hwec'hvet ha war-dro an navet eur, hag e reas ar memes tra.
6 ⲋ̅ ⲈⲦⲀϤⲒ ⲆⲈ ⲈⲂⲞⲖ ⲘⲪⲚⲀⲨ ⲚⲀϪⲠ ⲒⲀ ⲀϤϪⲒⲘⲒ ⲚϨⲀⲚⲔⲈⲬⲰⲞⲨⲚⲒ ⲈⲨⲞϨⲒ ⲈⲢⲀⲦⲞⲨ ⲞⲨⲞϨ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲀϦⲰⲦⲈⲚ ⲦⲈⲦⲈⲚⲞϨⲒ ⲈⲢⲀⲦⲈⲚ ⲐⲎⲚⲞⲨ ⲘⲠⲀⲒⲘⲀ ⲘⲠⲒⲈϨⲞⲞⲨ ⲦⲎⲢϤ ⲈⲢⲈⲦⲈⲚⲔⲞⲢϤ.
O vezañ aet er-maez war-dro an unnekvet eur, e kavas re all a oa dilabour war ar blasenn, hag e lavaras dezho: Perak en em zalc'hit amañ a-hed an deiz hep ober netra?
7 ⲍ̅ ⲠⲈϪⲰⲞⲨ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲘⲠⲈ ϨⲖⲒ ⲦⲀϨⲞⲚ ⲈⲪⲂⲈⲬⲈ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲘⲀϢⲈ ⲚⲰⲦⲈⲚ ϨⲰⲦⲈⲚ ⲈⲠⲒⲀϨⲀⲖⲞⲖⲒ.
Respont a rejont dezhañ: Dre n'en deus den ebet gopret ac'hanomp. It ivez da'm gwinieg, emezañ, hag e roin deoc'h ar pezh a zo reizh.
8 ⲏ̅ ⲈⲦⲀ ⲢⲞⲨϨⲒ ⲆⲈ ϢⲰⲠⲒ ⲠⲈϪⲈ ⲠϬⲞⲒⲤ ⲘⲠⲒⲀϨⲀⲖⲞⲖⲒ ⲘⲠⲈϤⲈⲠⲒⲦⲢⲞⲠⲞⲤ ϪⲈ ⲘⲞⲨϮ ⲈⲚⲒⲈⲢⲄⲀⲦⲎⲤ ⲘⲀ ⲠⲞⲨⲂⲈⲬⲈ ⲚⲰⲞⲨ ⲈⲀⲔⲈⲢϨⲎ ⲦⲤ ⲒⲤϪⲈⲚ ⲚⲒϦⲀⲈⲨ ϢⲀ ⲚⲒϨⲞⲨⲀϮ.
Pa voe deuet an abardaez, mestr ar winieg a lavaras d'e verour: Galv al labourerien ha ro dezho o gopr, en ur vont eus ar re ziwezhañ d'ar re gentañ.
9 ⲑ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀⲨⲒ ⲚϪⲈⲚⲀ ϮⲀϪⲠ ⲒⲀ ⲀⲨϬⲒ ⲚⲞⲨⲤⲀⲐⲈⲢⲒ ⲈⲪⲞⲨⲀⲒ.
Re an unnekvet eur, o vezañ deuet, o devoe pep a ziner.
10 ⲓ̅ ⲈⲦⲀⲨⲒ ⲆⲈ ⲚϪⲈⲚⲒϨⲞⲨⲀϮ ⲚⲀⲨⲘⲈⲨⲒ ϪⲈ ⲤⲈⲚⲀϬⲒ ⲚϨⲞⲨⲞ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲐⲰⲞⲨ ϨⲰⲞⲨ ⲀⲨϬⲒ ⲚⲞⲨⲤⲀⲐⲈⲢⲒ ⲈⲪⲞⲨⲀⲒ.
Ar re gentañ a soñje dezho o divije ouzhpenn; met pep a ziner a resevas ivez ar re-mañ.
11 ⲓ̅ⲁ̅ ⲈⲦⲀⲨϬⲒ ⲆⲈ ⲀⲨⲬⲢⲈⲘⲢⲈⲘ ⲚⲤⲀⲠⲒⲚⲈⲂⲒⲞϨⲒ.
Ouzh e gemer, e c'hrozmolent a-enep ar penn-tiegezh,
12 ⲓ̅ⲃ̅ ⲈⲨϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲚⲀⲒϦⲀⲈⲨ ⲞⲨⲞⲨⲚⲞⲨ ⲚⲈⲢϨⲰⲂ ⲠⲈⲦⲀⲨⲀⲒⲤ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲔⲀⲒⲦⲞⲨ ⲚϨⲨⲤⲞⲤ ⲚⲈⲘⲀⲚ ϦⲀ ⲚⲎ ⲈⲦⲀⲨϤⲒ ⲘⲪⲂⲀⲢⲞⲤ ⲘⲠⲒⲈϨⲞⲞⲨ ⲚⲈⲘ ⲠⲒⲔⲀⲨⲤⲰⲚ.
o lavarout: Ar re ziwezhañ-se n'o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec'h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder.
13 ⲓ̅ⲅ̅ ⲚⲐⲞϤ ⲆⲈ ⲀϤⲈⲢⲞⲨⲰ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲞⲨⲀⲒ ⲘⲘⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲠⲀϢⲪⲎⲢ ϮϬⲒ ⲘⲘⲞⲔ ⲚϪⲞⲚⲤ ⲀⲚ ⲘⲎ ⲞⲨⲤⲀⲐⲈⲢⲒ ⲀⲚ ⲠⲈⲦⲀⲒⲤⲈⲘⲚⲎⲦⲤ ⲚⲈⲘⲀⲔ.
Eñ a respontas da unan anezho: Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit; ne'c'h eus ket graet marc'had ganin evit un diner?
14 ⲓ̅ⲇ̅ ϬⲒ ⲘⲪⲎ ⲈⲦⲈ ⲪⲰⲔ ⲘⲀϢⲈ ⲚⲀⲔ ϮⲞⲨⲰϢ ⲆⲈ ⲈϮ ⲘⲠⲀⲒϦⲀⲈ ⲘⲠⲈⲔⲢⲎϮ.
Kemer eta ar pezh a zo dit, ha kae kuit; c'hoantaat a ran reiñ d'an hini diwezhañ-mañ kement ha dit.
15 ⲓ̅ⲉ̅ ϢⲀⲚ ⲤϢⲈ ⲚⲎⲒ ⲈⲈⲢ ⲠⲈⲦⲈϨⲚⲎⲒ ϦⲈⲚⲚⲎ ⲈⲦⲈⲚⲞⲨⲒ ϢⲀⲚ ⲠⲈⲔⲂⲀⲖ ⲚⲐⲞⲔ ϤϨⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲀⲚⲞⲔ ⲞⲨⲀⲄⲀⲐⲞⲤ ⲀⲚⲞⲔ.
Ha ne c'hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma'z on mat?
16 ⲓ̅ⲋ̅ ⲠⲀⲒⲢⲎϮ ⲚⲒϦⲀⲈⲨ ⲈⲨⲈⲈⲢϢⲞⲢⲠ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲒϢⲞⲢⲠ ⲈⲨⲈⲈⲢϦⲀⲈ.
Evel-se, ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. [Rak kalz a zo galvet, met nebeud a zo dibabet.]
17 ⲓ̅ⲍ̅ ⲈϤⲚⲀϢⲈ ⲚⲀϤ ⲚϪⲈⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲈϨⲢⲎⲒ ⲈⲒⲈⲢⲞⲤⲀⲖⲎⲘ ⲀϤϬⲒ ⲘⲠⲒⲒⲂ ⲞⲨⲦⲰϤ ⲚⲈⲘⲰⲞⲨ ⲞⲨⲞϨ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ϨⲒ ⲠⲒⲘⲰⲒⲦ.
E-pad ma pigne Jezuz da Jeruzalem, e kemeras a-du an daouzek diskibl, hag e lavaras dezho en hent:
18 ⲓ̅ⲏ̅ ϪⲈ ϨⲎⲠⲠⲈ ⲦⲈⲚⲚⲀϢⲈ ⲚⲀⲚ ⲈϨⲢⲎⲒ ⲈⲒⲈⲢⲞⲤⲀⲖⲎⲘ ⲞⲨⲞϨ ⲠϢⲎⲢⲒ ⲘⲪⲢⲰⲘⲒ ⲤⲈⲚⲀⲦⲎⲒϤ ⲈϦⲢⲎⲒ ⲚⲚⲈⲚϪⲒϪ ⲚⲚⲒⲀⲢⲬⲒⲈⲢⲈⲨⲤ ⲚⲈⲘ ⲚⲒⲤⲀϦ ⲞⲨⲞϨ ⲤⲈⲚⲀϮϨⲀⲠ ⲈⲢⲞϤ ⲈⲪⲘⲞⲨ.
Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed, hag e kondaonint anezhañ d'ar marv,
19 ⲓ̅ⲑ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲤⲈⲚⲀⲦⲎⲒϤ ⲈⲦⲞⲦⲞⲨ ⲚⲚⲒⲈⲐⲚⲞⲤ ⲈⲠⲤⲰⲂⲒ ⲘⲘⲞϤ ⲞⲨⲞϨ ⲤⲈⲚⲀⲈⲢⲘⲀⲤⲦⲒⲄⲄⲞⲒⲚ ⲘⲘⲞϤ ⲚⲤⲈⲀϢϤ ⲞⲨⲞϨ ⲘⲈⲚⲈⲚⲤⲀ ⲄⲚⲈϨⲞⲞⲨ ⲈϤⲈⲦⲰⲚϤ.
hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed, evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ, hag e groazstagañ, met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
20 ⲕ̅ ⲦⲞⲦⲈ ⲀⲤⲒ ϨⲀⲢⲞϤ ⲚϪⲈⲐⲘⲀⲨ ⲚⲚⲈⲚϢⲎⲢⲒ ⲚⲌⲈⲂⲈⲆⲈⲞⲤ ⲚⲈⲘ ⲚⲈⲤϢⲎⲢⲒ ⲈⲤⲞⲨⲰϢⲦ ⲘⲘⲞϤ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲤⲈⲢⲈⲦⲒⲚ ⲘⲘⲞϤ ⲚⲞⲨϨⲰⲂ.
Neuze mamm mibien Zebedea a dostaas ouzh Jezuz [gant he mibien], hag en em stouas evit ober ur goulenn digantañ.
21 ⲕ̅ⲁ̅ ⲚⲐⲞϤ ⲆⲈ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲀⲤ ϪⲈ ⲞⲨ ⲠⲈⲦⲈⲞⲨⲀϢϤ ⲠⲈϪⲀⲤ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲀϪⲞⲤ ϨⲒⲚⲀ ⲚⲦⲈⲠⲀϢⲎⲢⲒ ⲂⲚⲦⲈ ⲞⲨⲀⲒ ⲘⲘⲰⲞⲨ ϨⲈⲘⲤⲒ ⲤⲀⲦⲈⲔⲞⲨⲒⲚⲀⲘ ⲞⲨⲀⲒ ⲤⲀⲦⲈⲔϪⲀϬⲎ ⲚϨⲢⲎⲒ ϦⲈⲚⲦⲈⲔⲘⲈⲦⲞⲨⲢⲞ.
Eñ a lavaras dezhi: Petra a fell dit? Gra, emezi, ma vo va daou vab a zo amañ, azezet ez rouantelezh unan a-zehou hag egile a-gleiz dit.
22 ⲕ̅ⲃ̅ ⲀϤⲈⲢⲞⲨⲰ ⲚϪⲈⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲠⲈϪⲀϤ ϪⲈ ⲦⲈⲦⲈⲚⲈⲘⲒ ⲀⲚ ϪⲈ ⲀⲢⲈⲦⲈⲚⲈⲢⲈⲦⲒⲚ ⲈⲐⲂⲈⲞⲨ ⲞⲨⲞⲚ ϢϪⲞⲘ ⲘⲘⲰⲦⲈⲚ ⲈⲤⲈ ⲠⲒⲀⲪⲞⲦ ⲈϮⲚⲀⲤⲞϤ ⲠⲈϪⲰⲞⲨ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲞⲨⲞⲚ ϢϪⲞⲘ ⲘⲘⲞⲚ.
Jezuz a respontas: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ [ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti]? Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell.
23 ⲕ̅ⲅ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ⲚϪⲈⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ϪⲈ ⲠⲒⲀⲪⲞⲦ ⲘⲈⲚ ⲈⲢⲈⲦⲈⲚⲈⲤⲞϤ ⲈϨⲈⲘⲤⲒ ⲆⲈ ⲤⲀⲦⲀⲞⲨⲒⲚⲀⲘ ⲒⲈ ⲦⲀϪⲀϬⲎ ⲪⲰⲒ ⲀⲚ ⲠⲈ ⲈⲦⲎⲒϤ ⲀⲖⲖⲀ ⲪⲀ ⲚⲎ ⲠⲈ ⲈⲦⲀ ⲠⲀⲒⲰⲦ ⲈⲦϦⲈⲚ ⲚⲒⲪⲎⲞⲨⲒ ⲤⲈⲂⲦⲰⲦⲤ ⲚⲰⲞⲨ.
Lavarout a reas dezho: Gwir eo ec'h evot va hanaf [hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti]; met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiñ; roet e vo d'ar re ma'z eo bet kempennet evito gant va Zad.
24 ⲕ̅ⲇ̅ ⲈⲦⲀⲨⲤⲰⲦⲈⲘ ⲆⲈ ⲚϪⲈⲠⲒⲔⲈⲒ ⲘⲘⲀⲐⲎ ⲦⲎⲤ ⲀⲨⲬⲢⲈⲘⲢⲈⲘ ⲈⲐⲂⲈ ⲠⲒⲤⲞⲚ Ⲃ-.
An dek all o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep an daou vreur.
25 ⲕ̅ⲉ̅ ⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲆⲈ ⲀϤⲘⲞⲨϮ ⲈⲢⲰⲞⲨ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲦⲈⲦⲈⲚⲈⲘⲒ ϪⲈ ⲚⲒⲀⲢⲬⲰⲚ ⲚⲦⲈⲚⲒⲈⲐⲚⲞⲤ ⲠⲈⲦⲞⲒ ⲚϬⲞⲒⲤ ⲈⲢⲰⲞⲨ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲞⲨⲔⲈⲚⲒϢϮ ⲈⲦⲞⲒ ⲚⲈⲢϢⲒϢⲒ ⲈϪⲰⲞⲨ.
Jezuz o galvas hag a lavaras: Gouzout a rit penaos pennoù ar pobloù a vestroni anezho, ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.
26 ⲕ̅ⲋ̅ ⲠⲀⲒⲢⲎϮ ⲆⲈ ⲀⲚ ⲠⲈⲐⲚⲀϢⲰⲠⲒ ϦⲈⲚⲐⲎⲚⲞⲨ ⲀⲖⲖⲀ ⲪⲎ ⲈⲐⲞⲨⲰϢ ⲈⲈⲢⲚⲒϢϮ ϦⲈⲚⲐⲎⲚⲞⲨ ⲈϤⲈⲈⲢⲆⲒⲀⲔⲰⲚ ⲚⲰⲦⲈⲚ.
Ne vo ket evel-se en ho touez; met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer.
27 ⲕ̅ⲍ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲪⲎ ⲈⲐⲞⲨⲰϢ ⲈⲈⲢϨⲞⲨⲒⲦ ϦⲈⲚⲐⲎⲚⲞⲨ ⲈϤⲈⲈⲢⲂⲰⲔ ⲚⲰⲦⲈⲚ.
Ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo ho mevel.
28 ⲕ̅ⲏ̅ ⲘⲪⲢⲎϮ ϨⲰϤ ⲘⲠϢⲎⲢⲒ ⲘⲪⲢⲰⲘⲒ ⲚⲈⲦⲀϤⲒ ⲀⲚ ⲈⲐⲢⲞⲨϢⲈⲘϢⲎⲦϤ ⲀⲖⲖⲀ ⲈϢⲈⲘϢⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲈϮ ⲚⲦⲈϤⲮⲨⲬⲎ ⲚⲤⲰϮ ⲈϪⲈⲚ ⲞⲨⲘⲎ Ϣ.
Evel-se eo deuet Mab an den, neket evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.
29 ⲕ̅ⲑ̅ ⲈϤⲚⲎⲞⲨ ⲆⲈ ⲈⲂⲞⲖ ϦⲈⲚⲒⲈⲢⲒⲬⲰ ⲀⲨⲘⲞϢⲒ ⲚⲤⲰϤ ⲚϪⲈⲞⲨⲚⲒϢϮ ⲘⲘⲎϢ.
Pa'z ejont kuit eus Jeriko, ez eas kalz a dud war e lerc'h.
30 ⲗ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲒⲤ ⲂⲈⲖⲖⲈ ⲂⲚⲀⲨϨⲈⲘⲤⲒ ⲈⲤⲔⲈⲚ ⲠⲒⲘⲰⲒⲦ ⲈⲦⲀⲨⲤⲰⲦⲈⲘ ϪⲈ ⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲚⲀⲤⲒⲚⲒ ⲀⲨⲰϢ ⲈⲂⲞⲖ ⲈⲨϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲠⲈⲚϬⲞⲒⲤ ⲚⲀⲒ ϦⲀⲢⲞⲚ ⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲠϢⲎⲢⲒ ⲚⲆⲀⲨⲒⲆ.
Ha setu, daou zen dall, azezet war gostez an hent, a glevas e oa Jezuz o tremen, hag e krijont: Aotrou, Mab David, az pez truez ouzhimp!
31 ⲗ̅ⲁ̅ ⲠⲒⲘⲎϢ ⲆⲈ ⲚⲀϤⲈⲢⲈⲠⲒⲦⲒⲘⲀⲚ ⲚⲰⲞⲨ ϨⲒⲚⲀ ⲚⲤⲈⲬⲀⲢⲰⲞⲨ ⲚⲐⲰⲞⲨ ⲆⲈ ⲀⲨⲰϢ ⲈⲂⲞⲖ ⲚϨⲞⲨⲞ ⲈⲨϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲠⲈⲚϬⲞⲒⲤ ⲚⲀⲒ ϦⲀⲢⲞⲚ ⲠϢⲎⲢⲒ ⲚⲆⲀⲨⲒⲆ.
Ar bobl o gourdrouze, evit ober dezho tevel; met int a grie kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhimp!
32 ⲗ̅ⲃ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤⲞϨⲒ ⲈⲢⲀⲦϤ ⲚϪⲈⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲀϤⲘⲞⲨϮ ⲈⲢⲰⲞⲨ ⲞⲨⲞϨ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲞⲨ ⲠⲈⲦⲈⲦⲈⲚⲚⲀⲞⲨⲀϢϤ ⲚⲦⲀⲀⲒϤ ⲚⲰⲦⲈⲚ.
Jezuz, o chom a sav, o galvas, hag a lavaras: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h?
33 ⲗ̅ⲅ̅ ⲠⲈϪⲰⲞⲨ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲠⲈⲚϬⲞⲒⲤ ϨⲒⲚⲀ ⲚⲦⲞⲨⲞⲨⲰⲚ ⲚϪⲈⲚⲈⲚⲂⲀⲖ.
Hag e lavarjont dezhañ: Aotrou, ma tigoro hon daoulagad.
34 ⲗ̅ⲇ̅ ⲈⲦⲀϤϢⲈⲚϨⲎⲦ ⲆⲈ ⲚϪⲈⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲀϤϬⲒ ⲚⲈⲘ ⲚⲞⲨⲂⲀⲖ ⲤⲀⲦⲞⲦⲞⲨ ⲀⲨⲚⲀⲨ ⲘⲂⲞⲖ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲞⲨⲀϨⲞⲨ ⲚⲤⲰϤ.
O kaout truez outo, Jezuz a stokas ouzh o daoulagad, ha raktal e kavjont ar gweled, hag e heuilhjont anezhañ.

< ⳘⲀⲦⲐⲈⲞⲚ 20 >