< ⳘⲀⲢⲔⲞⲚ 8 >

1 ⲁ̅ ϦⲈⲚ ⲚⲒⲈϨⲞⲞⲨ ⲈⲦⲈⲘⲘⲀⲨ ⲞⲚ ⲈϤϢⲞⲠ ⲚϪⲈⲞⲨⲘⲎϢ ⲈϤⲞϢ ϨⲀⲢⲞϤ ⲞⲨⲞϨ ⲘⲘⲞⲚ ⲠⲈⲦⲞⲨⲚⲀⲞⲨⲞⲘϤ ⲀϤⲘⲞⲨϮ ⲈⲚⲒⲘⲀⲐⲎⲦⲎⲤ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ
En deizioù-se, e oa gant Jezuz un niver bras a dud, hag evel n'o devoa netra da zebriñ, e c'halvas e ziskibien hag e lavaras dezho:
2 ⲃ̅ ϪⲈ ϮϢⲈⲚϨⲎⲦ ϦⲀ ⲠⲀⲒⲘⲎϢ ϪⲈ ⲒⲤ Ⲅ- ⲚⲈϨⲞⲞⲨ ⲤⲈⲞϨⲒ ϨⲀⲢⲞⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲘⲘⲞⲚ ⲠⲈⲦⲞⲨⲚⲀⲞⲨⲞⲘϤ
Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo bremañ ne'm c'huitaont ket, ha n'o deus netra da zebriñ.
3 ⲅ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈϢⲰⲠ ⲀⲒϢⲀⲚⲬⲀⲨ ⲈⲂⲞⲖ ⲈⲠⲞⲨⲎⲒ ⲚⲀⲦⲞⲨⲰⲘ ⲤⲈⲚⲀⲂⲰⲖ ⲈⲂⲞⲖ ϨⲒ ⲠⲒⲘⲰⲒⲦ ⲞⲨⲞϨ ϨⲀⲚⲔⲈⲞⲨⲞⲚ ⲚϦⲎⲦⲞⲨ ⲚⲀⲨϨⲒⲪⲞⲨⲈⲒ ⲠⲈ.
Ha mar kasan anezho war yun d'o ziez, o nerzh o dilezo en hent, rak darn anezho a zo deuet a-bell.
4 ⲇ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲈⲢⲞⲨⲰ ⲚⲀϤ ⲚϪⲈⲚⲒⲘⲀⲐⲎⲦⲎⲤ ϪⲈ ⲚⲒⲘ ⲈⲂⲞⲖ ⲐⲰⲚ ϨⲀ ⲘⲚⲀⲒ ⲈⲦⲈ ⲞⲨⲞⲚ ϢϪⲞⲘ ⲘⲘⲞϤ ⲈⲐⲢⲈ ⲚⲀⲒ ⲤⲒ ⲚⲰⲒⲔ ϨⲒ ⲠϢⲀϤⲈ.
E ziskibien a respontas dezhañ: A belec'h e vefe kavet bara a-walc'h da bredañ anezho el lec'h distro-mañ.
5 ⲉ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲀϤϢⲒⲚⲒ ⲘⲘⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲞⲨⲞⲚ ⲞⲨⲎⲢ ⲚⲰⲒⲔ ⲚⲦⲈⲚ ⲐⲎⲚⲞⲨ ⲚⲐⲰⲞⲨ ⲆⲈ ⲠⲈϪⲰⲞⲨ ϪⲈ Ⲍ-.
Eñ a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh.
6 ⲋ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤϨⲞⲚϨⲈⲚ ⲚⲦⲞⲦϤ ⲘⲠⲒⲘⲎϢ ϨⲒⲚⲀ ⲚⲤⲈⲢⲰⲦⲈⲂ ϨⲒϪⲈⲚ ⲠⲒⲔⲀϨⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤϬ ⲒⲘⲠⲒⲌ ⲚⲰⲒⲔ ⲀϤϢⲈⲠϨⲘⲞⲦ ⲀϤⲪⲀϢⲞⲨ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤϮ ⲚⲚⲈϤⲘⲀⲐⲎⲦⲎⲤ ϨⲒⲚⲀ ⲚⲦⲞⲨⲬⲰ ϦⲀⲢⲰⲞⲨ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲬⲰ ⲚⲀϨⲢⲈⲚ ⲠⲒⲘⲎϢ
Neuze e reas d'ar bobl azezañ war an douar; hag o vezañ kemeret ar seizh bara, ha trugarekaet, e torras anezho hag o roas d'e ziskibien; an diskibien o lodennas d'ar bobl.
7 ⲍ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲈⲞⲨⲞⲚ ϨⲀⲚⲔⲈⲔⲞⲨϪⲒ ⲚⲦⲈⲂⲦ ⲚⲦⲞⲦⲞⲨ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤⲤⲘⲞⲨ ⲈⲢⲰⲞⲨ ⲀϤϪⲞⲤ ⲈⲐⲢⲞⲨⲬ ⲰⲚⲚⲀⲒⲔⲈⲬⲰⲞⲨⲚⲒ ⲚⲀϨⲢⲀⲨ.
Bez' e oa ivez peskedigoù; ha Jezuz, o vezañ trugarekaet, a c'hourc'hemennas o reiñ ivez dezho.
8 ⲏ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲞⲨⲰⲘ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲤⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲰⲖⲒ ⲚⲚⲒϨⲞⲨⲞ ⲚⲦⲈⲚⲒⲖⲀⲔϨ ⲌⲘⲂⲒⲢ
Hag e tebrjont, hag o devoe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet.
9 ⲑ̅ ⲚⲀⲨⲒⲢⲒ ⲚⲆ ⲚϢⲞ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤⲬⲀⲨ ⲈⲂⲞⲖ.
Ar re o devoa debret a oa war-dro pevar mil; goude-se o c'hasas kuit.
10 ⲓ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲤⲀⲦⲞⲦϤ ⲀϤⲀⲖⲎⲒ ⲈⲠⲒϪⲞⲒ ⲀϤⲒ ⲈⲚⲒⲤⲀ ⲚⲦⲈⲆⲀⲖⲘⲀⲚⲞⲨⲐⲀ.
Hag, o vont kerkent en ur vag gant e ziskibien, ez eas e kostezioù Dalmanuta.
11 ⲓ̅ⲁ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲒ ⲈⲂⲞⲖ ⲚϪⲈⲚⲒⲪⲀⲢⲒⲤⲈⲞⲤ ⲀⲨⲈⲢϨⲎⲦⲤ ⲚⲔⲰϮ ⲚⲈⲘⲀϤ ⲈⲨⲔⲰϮ ⲚⲤⲀⲞⲨⲘⲎⲒⲚⲒ ⲚⲦⲞⲦϤ ⲈⲂⲞⲖ ϦⲈⲚⲦⲪⲈ ⲈⲨⲈⲢⲠⲒⲢⲀⲌⲒⲚ ⲘⲘⲞϤ.
Eno e teuas ar farizianed, hag en em lakajont da riotal anezhañ, o c'houlenn outañ, evit e demptañ, ur mirakl eus an neñv.
12 ⲓ̅ⲃ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤϤⲒⲀϨⲞⲘ ϦⲈⲚⲠⲈϤⲠⲚⲈⲨⲘⲀⲠⲈϪⲀϤ ϪⲈ ⲀϦⲞ ⲠⲀⲒϪⲰⲞⲨ ϤⲔⲰϮ ⲚⲤⲀⲞⲨⲘⲎ ⲒⲚⲒ ⲀⲘⲎⲚ ϮϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲰⲦⲈⲚ ϪⲈ ⲀⲚ ⲤⲈⲚⲀϮ ⲚⲞⲨⲘⲎⲒⲚⲒ ⲘⲠⲀⲒϪⲰⲞⲨ.
Jezuz, o huanadiñ en e spered, a lavaras: Perak e c'houlenn ar rummad-mañ ur mirakl? Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne vo roet hini ebet dezhañ.
13 ⲓ̅ⲅ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤⲬⲀⲨ ⲈⲂⲞⲖ ⲀϤⲀⲖⲎⲒ ⲀϤϢⲈ ⲈⲘⲎⲢ
Hag o vezañ o c'huitaet, ez eas er vag, hag e tremenas en tu all.
14 ⲓ̅ⲇ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲈⲢⲠⲰⲂϢ ⲈϬⲒ ⲰⲒⲔ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲈⲘⲘⲞⲚ ϨⲖⲒ ⲚⲦⲞⲦⲞⲨ ϨⲒ ⲠⲒϪⲞⲒ ⲈⲂⲎⲖ ⲈⲞⲨⲰⲒⲔ ⲘⲘⲀⲨⲀⲦϤ
Met ankounac'haet o devoa kemer bara ganto, ha n'o devoa nemet ur bara er vag.
15 ⲓ̅ⲉ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲀϤϨⲞⲚϨⲈⲚ ⲚⲰⲞⲨ ⲈϤϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲀⲚⲀⲨ ⲞⲨⲞϨ ϪⲞⲨϢⲦ ⲈⲂⲞⲖ ϨⲀ ⲠϢⲈⲘⲎⲢ ⲚⲦⲈⲚⲒⲪⲀⲢⲒⲤⲈⲞⲤ ⲚⲈⲘ ⲠϢⲈⲘⲎⲢ ⲚⲎⲢⲰⲆⲎⲤ
Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed, hag eus goell Herodez.
16 ⲓ̅ⲋ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲀⲨⲘⲞⲔⲘⲈⲔ ⲚⲈⲘ ⲚⲞⲨⲈⲢⲎⲞⲨ ⲈⲨϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲘⲘⲞⲚ ⲰⲒⲔ ⲚⲦⲞⲦⲞⲨ.
Int a soñje etrezo, o lavarout: Abalamour n'hon eus ket a vara eo.
17 ⲓ̅ⲍ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤⲈⲘⲒ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲀϦⲰⲦⲈⲚ ⲦⲈⲦⲈⲚⲘⲞⲔⲘⲈⲔ ϪⲈ ⲘⲘⲞⲚ ⲰⲒⲔ ⲚⲦⲈⲚ ⲐⲎⲚⲞⲨ ⲘⲠⲀⲦⲈⲦⲈⲚⲈⲘⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲦⲈⲦⲈⲚⲔⲀϮ ⲀⲚ ϤⲐⲎⲘ ⲚϪⲈⲠⲈⲦⲈⲚϨⲎⲦ
Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit ez eo abalamour n'hoc'h eus ket kemeret a vara? Bez' oc'h c'hoazh hep skiant? Ha ne gomprenit ket c'hoazh? Bepred eo dall ho kalon?
18 ⲓ̅ⲏ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲞⲨⲞⲚ ϨⲀⲚⲂⲀⲖ ⲘⲘⲰⲦⲈⲚ ⲚⲦⲈⲦⲈⲚⲚⲀⲨ ⲘⲂⲞⲖ ⲀⲚ ⲞⲨⲞϨ ⲞⲨⲞⲚ ϨⲀⲚⲘⲀϢϪ ⲈⲢⲰⲦⲈⲚ ⲚⲦⲈⲦⲈⲚⲤⲰⲦⲈⲘ ⲀⲚ ⲞⲨⲞϨ ⲦⲈⲦⲈⲚⲒⲢⲒ ⲘⲪⲘⲈⲨⲒ ⲀⲚ
O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n'hoc'h eus ket a soñj?
19 ⲓ̅ⲑ̅ ⲘⲠⲒⲈ ⲚⲰⲒⲔ ⲈⲦⲀⲒⲪⲀϢⲞⲨ ⲈϨⲢⲈⲚ ⲠⲒⲈ ⲚϢⲞ ϪⲈ ⲀⲦⲈⲦⲈⲚⲈⲖ ⲞⲨⲎⲢ ⲚⲔⲞⲦ ⲚⲖⲀⲔϨ ⲈⲨⲘⲈϨ ⲠⲈϪⲰⲞⲨ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲒⲂ.
Pa dorris pemp bara evit pemp mil den, pet panerad leun a dammoù chomet a zilerc'h ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Daouzek.
20 ⲕ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲠⲒⲌ ⲈϨⲢⲈⲚ ⲠⲒⲆ ⲚϢⲞ ϪⲈ ⲀⲦⲈⲦⲈⲚⲈⲖ ⲞⲨⲎⲢ ⲘⲂⲒⲢ ⲈⲨⲘⲈϨ ⲚⲖⲀⲔϨ ⲞⲨⲞϨ ⲠⲈϪⲰⲞⲨ ⲚⲀϤ ϪⲈ Ⲍ-.
Ha pa dorris ar seizh bara evit ar pevar mil den, pet panerad leun a dammoù ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Seizh.
21 ⲕ̅ⲁ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲀϤϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲠⲰⲤ ⲦⲈⲦⲈⲚⲔⲀϮ ⲀⲚ.
Hag e lavaras dezho: Penaos eta ne gomprenit ket?
22 ⲕ̅ⲃ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲒ ⲈⲂⲎⲐⲤⲀⲒⲆⲀ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲒⲚⲒ ⲚⲀϤ ⲚⲞⲨⲂⲈⲖⲖⲈ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲀⲨϮϨⲞ ⲈⲢⲞϤ ϨⲒⲚⲀ ⲚⲦⲈϤϬⲒ ⲚⲈⲘⲀϤ
Jezuz o vezañ deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhañ un den dall, hag en pedjont da stekiñ outañ.
23 ⲕ̅ⲅ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤⲀⲘⲞⲚⲒ ⲚⲦϪⲒϪ ⲘⲠⲒⲂⲈⲖⲖⲈ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤⲈⲚϤ ⲤⲀⲂⲞⲖ ⲘⲠⲒϮⲘⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤϨⲒⲐⲀϤ ϦⲈⲚⲚⲈϤⲂⲀⲖ ⲀϤⲬⲀ ⲚⲈϤϪⲒϪ ϨⲒϪⲰϤ ⲚⲀϤϢⲒⲚⲒ ϪⲈ ⲞⲨ ⲠⲈⲦⲈⲔⲚⲀⲨ ⲈⲢⲞϤ.
Neuze e kemeras dorn an dall, hag o vezañ e gaset er-maez eus ar bourc'h, e lakaas krañch war e zaoulagad, hag o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c'houlennas outañ hag eñ a wele un dra bennak.
24 ⲕ̅ⲇ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤⲚⲀⲨ ⲘⲂⲞⲖ ⲚⲀϤϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ϮⲚⲀⲨ ⲈⲚⲒⲢⲰⲘⲒ ⲘⲪⲢⲎϮ ⲚϨⲀⲚϢϢⲎ ⲚⲈⲨⲘⲞϢⲒ.
Eñ, o vezañ sellet, a lavaras: Gwelout a ran tud o vale hag a zo evel gwez.
25 ⲕ̅ⲉ̅ ⲒⲦⲀ ⲞⲚ ⲀϤⲬⲀ ⲚⲈϤϪⲒϪ ⲈϪⲈⲚ ⲚⲈϤⲂⲀⲖ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤⲚⲀⲨ ⲘⲂⲞⲖ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤⲞⲨϪⲀⲒ ⲀϤⲚⲀⲨ ⲈⲠⲦⲎⲢϤ ϦⲈⲚⲞⲨⲰⲚϨ ⲈⲂⲞⲖ.
Jezuz a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad, hag a lavaras dezhañ sellout: hag e oa yac'haet, hag o gwele holl fraezh mat.
26 ⲕ̅ⲋ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤⲞⲨⲞⲢⲠϤ ⲈⲠⲈϤⲎⲒ ⲈϤϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲘⲠⲈⲢϢⲈ ⲚⲀⲔ ⲈϦⲞⲨⲚ ⲈⲠⲒϮⲘⲒ.
Hag e kasas anezhañ d'e di, o lavarout dezhañ: N'a ket er bourc'h, [ha na lavar ket an dra-mañ da zen eus ar bourc'h].
27 ⲕ̅ⲍ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤⲒ ⲈⲂⲞⲖ ⲚϪⲈⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲚⲈⲘ ⲚⲈϤⲘⲀⲐⲎ ⲦⲎⲤ ⲈⲚⲒϮⲘⲒ ⲚⲦⲈⲔⲈⲤⲀⲢⲒⲀ ⲚⲦⲈⲪⲒⲖⲒⲠⲠⲈ ⲞⲨⲞϨ ϦⲈⲚⲠⲒⲘⲰⲒⲦ ⲚⲀϤϢⲒⲚⲒ ⲚⲚⲈϤⲘⲀⲐⲎ ⲦⲎⲤ ⲈϤϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲰⲞⲨ. ϪⲈ ⲀⲢⲈ ⲚⲒⲢⲰⲘⲒ ϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲀⲚⲞⲔ ⲚⲒⲘ.
Jezuz a yeas, gant e ziskibien, e bourc'hioù Kezarea-Filip; ha, war an hent, e c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on-me?
28 ⲕ̅ⲏ̅ ⲚⲐⲰⲞⲨ ⲀⲨϪⲞⲤ ⲚⲀϤ ⲈⲨϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲒⲰⲀⲚⲚⲎⲤ ⲠⲒⲢⲈϤϮⲰⲘⲤ ⲞⲨⲞϨ ϨⲀⲚⲔⲈⲬⲰⲞⲨⲚⲒ ϪⲈ ⲎⲖⲒⲀⲤ ϨⲀⲚⲔⲈⲬⲰⲞⲨⲚⲒ ϪⲈ ⲞⲨⲀⲒ ⲚⲦⲈⲚⲒⲠⲢⲞⲪⲎ ⲦⲎⲤ.
Respont a rejont: Darn a lavar out Yann-Vadezour; darn all, Elia; ha darn all, unan ar brofeded.
29 ⲕ̅ⲑ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲐⲞϤ ⲚⲀϤϢⲒⲚⲒ ⲘⲘⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲚⲐⲰⲦⲈⲚ ⲆⲈ ⲦⲈⲦⲈⲚϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲀⲚⲞⲔ ⲚⲒⲘ ⲀϤⲈⲢⲞⲨⲰ ⲚϪⲈⲠⲈⲦⲢⲞⲤ ⲞⲨⲞϨ ⲠⲈϪⲀϤ ϪⲈ ⲚⲐⲞⲔ ⲠⲈ ⲠⲬⲤ
Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar C'hrist.
30 ⲗ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤⲈⲢⲈⲠⲒⲦⲒⲘⲀⲚ ⲚⲰⲞⲨ ϨⲒⲚⲀ ⲚⲤⲈϢⲦⲈⲘϪⲞⲤ ⲚϨⲖⲒ ⲈⲐⲂⲎⲦϤ.
Hag e tifennas gwall start outo lavarout kement-se anezhañ da zen.
31 ⲗ̅ⲁ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤⲈⲢϨⲎⲦⲤ ⲚϮⲤⲂⲰ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ϨⲰϮ ⲚⲦⲈⲠϢⲎⲢⲒ ⲘⲪⲢⲰⲘⲒ ϬⲒ ⲞⲨⲘⲎϢ ⲚϦⲒⲤⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲦⲞⲨϢⲞϢϤ ⲈⲂⲞⲖ ϨⲒⲦⲞⲦⲞⲨ ⲚⲚⲒⲠⲢⲈⲤⲂⲨⲦⲈⲢⲞⲤ ⲚⲈⲘ ⲚⲒⲀⲢⲬⲒⲈⲢⲈⲨⲤ ⲚⲈⲘ ⲚⲒⲤⲀϦ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲦⲞⲨϦⲞⲐⲂⲈϤ ⲞⲨⲞϨ ⲘⲈⲚⲈⲚⲤⲀ Ⲅ- ⲚⲈϨⲞⲞⲨ ⲚⲦⲈϤⲦⲰⲚϤ.
Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras, ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv tri deiz goude.
32 ⲗ̅ⲃ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲀϤⲤⲀϪⲒ ⲘⲠⲒⲤⲀϪⲒ ϦⲈⲚⲞⲨⲠⲀⲢⲢⲎ ⲤⲒⲀ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤⲀⲘⲞⲚⲒ ⲘⲘⲞϤ ⲚϪⲈⲠⲈⲦⲢⲞⲤ ⲀϤⲈⲢϨⲎⲦⲤ ⲚⲈⲢⲈⲠⲒⲦⲒⲘⲀⲚ ⲚⲀϤ.
Hag e lavare ar c'homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren.
33 ⲗ̅ⲅ̅ ⲚⲐⲞϤ ⲆⲈ ⲈⲦⲀϤⲪⲞⲚϨϤ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤⲚⲀⲨ ⲈⲚⲈϤⲘⲀⲐⲎⲦⲎⲤ ⲀϤⲈⲢⲈⲠⲒⲦⲒⲘⲀⲚ ⲘⲠⲈⲦⲞⲤ ⲞⲨⲞϨ ⲠⲈϪⲀϤ ϪⲈ ⲘⲀϢⲈ ⲚⲀⲔ ⲤⲀⲪⲀϨⲞⲨ ⲘⲘⲞⲒ ⲠⲤⲀⲦⲀⲚⲀⲤ ϪⲈ ⲬⲘⲈⲨⲒ ⲀⲚ ⲈⲚⲀ ⲪⲚⲞⲨϮ ⲀⲖⲖⲀ ⲈⲚⲀ ⲚⲒⲢⲰⲘⲒ.
Met Jezuz, o tistreiñ hag o sellout ouzh e ziskibien, a c'hourdrouzas Pêr hag a lavaras dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak da soñjoù n'emaint ket en traoù a sell ouzh Doue, met er re a sell ouzh an dud.
34 ⲗ̅ⲇ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤⲘⲞⲨϮ ⲈⲠⲒⲘⲎϢ ⲚⲈⲘ ⲚⲈϤⲘⲀⲐⲎⲦⲎⲤ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲪⲎ ⲈⲐⲞⲨⲰϢ ⲈⲒ ⲤⲀⲘⲈⲚϨⲎⲒ ⲘⲀⲢⲈϤϪⲞⲖϤ ⲈⲂⲞⲖ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲦⲈϤⲰⲖⲒ ⲘⲠⲈϤⲤⲦⲀⲨⲢⲞⲤ ⲚⲦⲈϤⲞⲨⲀϨϤ ⲚⲤⲰⲒ
Hag o c'hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon.
35 ⲗ̅ⲉ̅ ⲪⲎ ⲄⲀⲢ ⲈⲐⲚⲀⲞⲨⲰϢ ⲈⲚⲞϨⲈⲘ ⲚⲦⲈϤⲮⲨⲬⲎ ⲈϤⲈⲦⲀⲔⲞⲤ ⲪⲎ ⲆⲈ ⲈⲐⲚⲀⲦⲀⲔⲞ ⲚⲦⲈϤⲮⲨⲬⲎ ⲈⲐⲂⲎⲦ ⲚⲈⲘ ⲈⲐⲂⲈ ⲠⲒⲈⲨⲀⲄⲄⲈⲖⲒⲞⲚ ⲈϤⲈⲚⲀϨⲘⲈⲤ.
Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din ha d'an Aviel, he saveteo.
36 ⲗ̅ⲋ̅ ⲞⲨ ⲄⲀⲢ ⲈⲦⲈ ⲠⲒⲢⲰⲘⲒ ⲚⲀϪⲈⲘϨⲎⲞⲨ ⲘⲘⲞϤ ⲀϤϢⲀⲚϪⲈⲘϨⲎⲞⲨ ⲘⲠⲒⲔⲞⲤⲘⲞⲤ ⲦⲎⲢϤ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲦⲈϤϮⲞⲤⲒ ⲚⲦⲈϤⲮⲨⲬⲎ.
Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene?
37 ⲗ̅ⲍ̅ ⲪⲎ ⲄⲀⲢ ⲈⲦⲈ ⲠⲒⲢⲰⲘⲒ ⲚⲀⲦⲎⲒϤ ⲚⲦϢⲈⲂⲒⲰ ⲚⲦⲈϤⲮⲨⲬⲎ.
Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?
38 ⲗ̅ⲏ̅ ⲪⲎ ⲄⲀⲢ ⲈⲐⲚⲀϢⲒⲠⲒ ⲈⲞⲨⲞⲚϨⲦ ⲈⲂⲞⲖ ⲚⲈⲘ ⲚⲀⲤⲀϪⲒ ϦⲈⲚⲠⲀⲒϪⲰⲞⲨ ⲚⲚⲰⲒⲔ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲢⲈϤⲈⲢⲚⲞⲂⲒ ⲠϢⲎⲢⲒ ϨⲰϤ ⲘⲪⲢⲰⲘⲒ ⲚⲀϮϢⲒⲠⲒ ⲚⲀϤ ϨⲞⲦⲀⲚ ⲀϤϢⲀⲚⲒ ϦⲈⲚⲠⲰⲞⲨ ⲚⲦⲈⲠⲈϤⲒⲰⲦ ⲚⲈⲘ ⲚⲈϤⲀⲄⲄⲈⲖⲞⲤ ⲈⲐⲞⲨⲀⲂ
Rak piv bennak en devo bet mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, e-touez ar rummad avoultr ha pec'her-mañ, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ, pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.

< ⳘⲀⲢⲔⲞⲚ 8 >