< ⳘⲀⲢⲔⲞⲚ 15 >
1 ⲁ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲤⲀⲦⲞⲦⲞⲨ ⲀⲨⲤⲞϬⲚⲒ ⲚⲞⲨⲤⲞϬⲚⲒ ⲚϢⲰⲢⲠ ⲚϪⲈⲚⲒⲀⲢⲬⲒⲈⲢⲈⲨⲤ ⲚⲈⲘ ⲚⲒⲠⲢⲈⲤⲂⲨⲦⲈⲢⲞⲤ ⲚⲈⲘ ⲚⲒⲤⲀϦ ⲚⲈⲘ ⲠⲒⲘⲀⲚϮϨⲀⲠ ⲦⲎⲢϤ ⲀⲨⲤⲰⲚϨ ⲚⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲀⲨϬⲒⲦϤ ⲀⲨⲦⲎⲒϤ ⲘⲠⲒⲖⲀⲦⲞⲤ.
Kerkent ha ma voe deiz, ar veleien vras, gant an henaourien hag ar skribed, hag ar sanedrin o vezañ en em guzuliet, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat.
2 ⲃ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤϢⲈⲚϤ ⲚϪⲈⲠⲒⲖⲀⲦⲞⲤ ϪⲈ ⲚⲐⲞⲔ ⲠⲈ ⲠⲞⲨⲢⲞ ⲚⲦⲈⲚⲒⲒⲞⲨⲆⲀⲒ ⲚⲐⲞϤ ⲆⲈ ⲈⲦⲀϤⲈⲢⲞⲨⲰ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲚⲐⲞⲔ ⲠⲈⲦϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ.
Pilat a c'houlennas outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
3 ⲅ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲀⲨⲈⲢⲔⲀⲦⲎⲄⲞⲢⲒⲚ ⲚϨⲀⲚⲘⲎϢ ϦⲀⲢⲞϤ ⲚϪⲈⲚⲒⲀⲢⲬⲒⲈⲢⲈⲨⲤ.
Ar veleien vras a damalle anezhañ eus meur a dra.
4 ⲇ̅ ⲠⲒⲖⲀⲦⲞⲤ ⲆⲈ ⲞⲚ ⲚⲀϤϢⲈⲚϤ ⲈϤϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲆⲈ ⲚⲔⲈⲢⲞⲨⲰ ⲚϨⲖⲒ ⲀⲚ ⲀⲚⲀⲨ ϪⲈ ⲤⲈⲈⲢⲔⲀⲦⲎⲄⲞⲢⲒⲚ ⲈⲢⲞⲔ ⲚⲞⲨⲎⲢ.
Met Pilat a reas c'hoazh ar goulenn-mañ outañ, o lavarout: Ne respontez netra dezho? Gwel pegement a draoù a damallont dit.
5 ⲉ̅ ⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲆⲈ ⲘⲠⲈϤϪⲈ ⲈⲢⲞⲨⲰ ⲚϨⲖⲒ ϨⲰⲤⲦⲈ ⲚⲦⲈϤⲈⲢϢⲪⲎⲢⲒ ⲚϪⲈⲠⲒⲖⲀⲦⲞⲤ.
Met Jezuz ne respontas ken netra, en hevelep doare ma oa Pilat souezhet.
6 ⲋ̅ ⲔⲀⲦⲀ ⲠϢⲀⲒ ⲆⲈ ⲚⲀϤⲬⲰ ⲚⲞⲨⲀⲒ ⲈϤⲤⲞⲚϨ ⲚⲰⲞⲨ ⲈⲂⲞⲖ ⲪⲎ ⲈϢⲀⲨⲈⲢⲈⲦⲒⲚ ⲘⲘⲞϤ.
Bez' e oa ar c'hiz da leuskel dezho, da bep gouel, an hini eus ar brizonidi a c'houlenne ar bobl.
7 ⲍ̅ ⲪⲎ ⲆⲈ ⲈⲦⲞⲨⲘⲞⲨϮ ⲈⲢⲞϤ ϪⲈ ⲂⲀⲢⲀⲂⲂⲀⲤ ⲚⲀϤⲤⲞⲚϨ ⲠⲈ ⲚⲈⲘ ⲚⲎ ⲈⲦⲀⲨⲒⲢⲒ ⲚⲞⲨϢⲐⲞⲢⲦⲈⲢ ⲚⲎ ⲈⲚⲀⲨⲒⲢⲒ ⲚⲞⲨϦⲰⲦⲈⲂ ϦⲈⲚⲠϢⲐⲞⲢⲦⲈⲢ.
Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o devoa ur muntr e-pad un dispac'h.
8 ⲏ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤⲒ ⲈⲠϢⲰⲒ ⲚϪⲈⲠⲒⲘⲎϢ ⲀϤⲈⲢϨⲎⲦⲤ ⲚⲈⲢⲈⲦⲒⲚ ⲔⲀⲦⲀ ⲪⲢⲎϮ ⲈⲚⲀϤⲒⲢⲒ ⲚⲰⲞⲨ.
Ar bobl en em lakaas da c'houlenn [gant kriadennoù bras, ] ma vije graet dezho evel m'en devoa atav graet.
9 ⲑ̅ ⲠⲒⲖⲀⲦⲞⲤ ⲆⲈ ⲀϤⲈⲢⲞⲨⲰ ⲚⲰⲞⲨ ⲈϤϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲦⲈⲦⲈⲚⲞⲨⲰϢ ⲚⲦⲀⲬⲰ ⲚⲰⲦⲈⲚ ⲈⲂⲞⲖ ⲘⲠⲞⲨⲢⲞ ⲚⲦⲈⲚⲒⲒⲞⲨⲆⲀⲒ
Pilat a respontas dezho: Fellout a ra deoc'h e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien?
10 ⲓ̅ ⲚⲀϤⲈⲘⲒ ⲄⲀⲢ ⲠⲈ ϪⲈ ⲈⲦⲀⲨⲦⲎⲒϤ ⲈⲐⲂⲈ ⲞⲨⲪⲐⲞⲚⲞⲤ
Rak anavezout a rae e oa dre avi o devoa ar veleien vras e lakaet etre e zaouarn.
11 ⲓ̅ⲁ̅ ⲚⲒⲀⲢⲬⲒⲈⲢⲈⲨⲤ ⲆⲈ ⲀⲨⲔⲒⲘ ⲘⲠⲒⲘⲎϢ ϨⲒⲚⲀ ⲘⲀⲖⲖⲞⲚ ⲚⲦⲈϤⲬⲀ ⲂⲀⲢⲂⲂⲀⲤ ⲚⲰⲞⲨ ⲈⲂⲞⲖ.
Met ar veleien vras a vroude ar bobl da c'houlenn ma vije laosket kentoc'h dezho Barabbaz.
12 ⲓ̅ⲃ̅ ⲠⲒⲖⲀⲦⲞⲤ ⲆⲈ ⲈⲦⲀϤⲈⲢⲞⲨⲰ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲞⲨ ⲞⲨⲚ ⲠⲈϮⲚⲀⲀⲒϤ ⲘⲪⲎ ⲈⲦⲈⲦⲈⲚϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲈⲢⲞϤ ϪⲈ ⲠⲞⲨⲢⲞ ⲚⲦⲈⲚⲒⲒⲞⲨⲆⲀⲒ
Pilat, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen eta eus an hini e c'halvit roue ar Yuzevien?
13 ⲓ̅ⲅ̅ ⲚⲐⲰⲞⲨ ⲆⲈ ⲞⲚ ⲀⲨⲰϢ ⲈⲂⲞⲖ ϪⲈ ⲀϢϤ.
Int a grias a-nevez: Ouzh ar groaz!
14 ⲓ̅ⲇ̅ ⲠⲒⲖⲀⲦⲞⲤ ⲄⲀⲢ ⲚⲀϤϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲞⲨ ⲄⲀⲢ ⲘⲠⲈⲦϨⲰⲞⲨ ⲠⲈⲦⲀϤⲀⲒϤ ⲚⲐⲰⲞⲨ ⲆⲈ ⲚϨⲞⲨⲞ ⲚⲀⲨⲰϢ ⲈⲂⲞⲖ ϪⲈ ⲀϢϤ.
Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c'hoazh kreñvoc'h: Ouzh ar groaz!
15 ⲓ̅ⲉ̅ ⲠⲒⲖⲀⲦⲞⲤ ⲆⲈ ⲈϤⲞⲨⲰϢ ⲈⲈⲢ ⲠⲈⲦⲈϨⲚⲈ ⲠⲒⲘⲎϢ ⲀϤⲬⲀ ⲂⲀⲢⲀⲂⲂⲀⲤ ⲚⲰⲞⲨ ⲈⲂⲞⲖ ⲀϤϮ ⲆⲈ ⲚⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲈⲈⲢⲪⲢⲄⲈⲖⲖⲒⲚ ⲘⲘⲞϤ ϨⲒⲚⲀ ⲚⲦⲞⲨⲀϢϤ.
Pilat eta, o c'hoantaat plijout d'ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz; ha goude bezañ lakaet skourjezañ Jezuz, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.
16 ⲓ̅ⲋ̅ ⲚⲒⲘⲀⲦⲞⲒ ⲆⲈ ⲀⲨϬⲒⲦϤ ⲈϦⲞⲨⲚ ⲈϮⲀⲨⲖⲎ ⲚⲦⲈⲠⲒⲠⲢⲈⲦⲰⲢⲒⲞⲚ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲘⲞⲨϮ ⲈϮⲤⲠⲒⲢⲀ ⲦⲎⲢⲤ ⲈϨⲢⲎⲒ ⲈϪⲰϤ
Ar soudarded a zegasas anezhañ e diabarzh ar palez, da lavarout eo er pretordi, hag e tastumjont eno an holl strollad.
17 ⲓ̅ⲍ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨϮ ϨⲒⲰⲦϤ ⲚⲞⲨϨⲂⲞⲤ ⲚϬⲎϪⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨϢⲰⲚⲦ ⲚⲞⲨⲬⲖⲞⲘ ⲈⲂⲞⲖ ϦⲈⲚϨⲀⲚⲤⲞⲨⲢⲒ ⲀⲨⲬⲀϤ ϨⲒϪⲰϤ
Hag e wiskjont anezhañ gant ur vantell vouk, hag e lakajont war e benn ur gurunenn spern o devoa gweet.
18 ⲓ̅ⲏ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲈⲢϨⲎⲦⲤ ⲚⲈⲢⲀⲤⲠⲀⲌⲈⲤⲐⲈ ⲘⲘⲞϤ ϪⲈ ⲬⲈⲢⲈ ⲠⲞⲨⲢⲞ ⲚⲦⲈⲚⲒⲒⲞⲨⲆⲀⲒ.
Neuze en em lakajont d'e saludiñ, o lavarout: Salud, roue ar Yuzevien!
19 ⲓ̅ⲑ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨϨⲒⲞⲨⲒ ϦⲈⲚⲦⲈϤⲀⲪⲈ ⲚⲞⲨⲔⲀϢ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲀⲨϨⲒⲐⲀϤ ϦⲈⲚⲠⲈϤϨⲞ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲨϨⲒⲞⲨⲒ ⲘⲘⲰⲞⲨ ⲈϪⲈⲚ ⲚⲞⲨⲔⲈⲖⲒ ⲈⲞⲨⲰϢⲦ ⲘⲘⲞϤ.
Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, hag e krañchjont outañ, hag, o plegañ o glin, e stoujont dirazañ.
20 ⲕ̅ ⲞⲨⲞϨ ϨⲞⲦⲈ ⲈⲦⲀⲨⲤⲰⲂⲒ ⲘⲘⲞϤ ⲀⲨⲂⲀϢϤ ⲘⲠⲒϨⲂⲞⲤ ⲚϬⲎϪⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨϮ ⲚⲚⲈϤϨⲂⲰⲤ ϨⲒⲰⲦϤ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲈⲚϤ ⲈⲂⲞⲖ ϨⲒⲚⲀ ⲚⲤⲈⲀϢϤ.
Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont ar vantell vouk diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro, hag e kasjont anezhañ evit e lakaat ouzh ar groaz.
21 ⲕ̅ⲁ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨϬⲒ ⲚⲞⲨⲀⲒ ⲚⲬⲂⲀ ⲈϤⲤⲒⲚⲒⲰⲞⲨ ⲤⲒⲘⲰⲚ ⲠⲒⲔⲨⲢⲒⲚⲚⲈⲞⲤ ⲈϤⲚⲎⲞⲨ ⲈⲂⲞⲖ ϦⲈⲚⲦⲔⲞⲒ ⲪⲒⲰⲦ ⲚⲀⲖⲈⲜⲀⲚⲆⲢⲞⲤ ⲚⲈⲘ ⲢⲞⲨⲪⲞⲤ ϨⲒⲚⲀ ⲚⲦⲈϤⲰⲖⲒ ⲘⲠⲈϤⲤⲦⲀⲨⲢⲞⲤ
Un den eus Siren, anvet Simon, tad da Aleksandr ha da Rufuz, a dremene dre eno, o tont eus ar parkeier; ober a rejont dezhañ dougen kroaz Jezuz.
22 ⲕ̅ⲃ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲈⲚϤ ⲈⲠⲒⲘⲀ ⲚⲦⲈⲄⲞⲖⲄⲞⲐⲀ ⲪⲀⲒ ⲈϢⲀⲨⲞⲨⲀϨⲘⲈϤ ϪⲈ ⲠⲒⲘⲀ ⲚⲦⲈⲠⲒⲔⲢⲀⲚⲒⲞⲚ
Hag e kasjont Jezuz d'ul lec'h anvet Golgota, da lavarout eo lec'h ar c'hlopenn.
23 ⲕ̅ⲅ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨϮ ⲚⲀϤ ⲚⲞⲨⲎⲢⲠ ⲈϤⲘⲞϪⲦ ⲚⲈⲘ ⲞⲨϢⲀϢⲒ ⲚⲐⲞϤ ⲆⲈ ⲘⲠⲈϤϬⲒⲦϤ
Hag e kinnigjont dezhañ da evañ gwin mesket gant mir; met ne evas ket anezhañ.
24 ⲕ̅ⲇ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲀϢϤ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲪⲰϢ ⲚⲚⲈϤϨⲂⲰⲤ ⲈϨⲢⲀⲨ ⲈⲀⲨϨⲒⲰⲠ ⲈⲢⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲚⲒⲘ ⲈⲐⲚⲀⲞⲖⲞⲨ
Goude m'o devoe e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad, o teurel d'ar sord, evit anavezout lod pep hini.
25 ⲕ̅ⲉ̅ ⲚⲈ ⲪⲚⲀⲨ ⲆⲈ ⲚⲀϪⲠⲄ ⲠⲈ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲀϢϤ
Bez' e oa an trede eur, pa en stagjont ouzh ar groaz.
26 ⲕ̅ⲋ̅ ⲞⲨⲞϨ ϮⲈⲠⲒⲄⲢⲀⲪⲎ ⲚⲦⲈⲦⲈϤⲈⲦⲒⲀ ⲚⲀⲤⲤϦⲎⲞⲨⲦ ⲠⲈ ϪⲈ ⲠⲞⲨⲢⲞ ⲚⲦⲈⲚⲒⲒⲞⲨⲆⲀⲒ
Abeg e gondaonidigezh a oa lakaet dre ar skrid-mañ: ROUE AR YUZEVIEN.
27 ⲕ̅ⲍ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲈϢ ⲔⲈⲤⲞⲚⲒ ⲂⲚⲈⲘⲀϤ ⲞⲨⲀⲒ ⲤⲀⲞⲨⲒⲚⲀⲘ ⲞⲨⲀⲒ ⲤⲀϪⲀϬⲎ ⲘⲘⲞϤ.
Stagañ a rejont ivez ouzh ar groaz gantañ daou laer, unan a-zehou, hag egile a-gleiz dezhañ.
28 ⲕ̅ⲏ̅ ⲞⲨⲞϨ ϮⲄⲢⲀⲪⲎ ϪⲰⲔ ⲈⲂⲞⲖ ϪⲈ ⲀⲨⲞⲠϤ ⲚⲈⲘ ⲚⲒⲀⲚⲞⲘⲞⲤ
[Evel-se ar gomz-mañ eus ar Skritur a voe peurc'hraet: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien.]
29 ⲕ̅ⲑ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲎ ⲈⲚⲀⲨⲤⲒⲚⲒ ⲚⲀⲨϪⲈⲞⲨⲀ ⲈⲢⲞϤ ⲈⲨⲔⲒⲘ ⲚⲚⲞⲨⲀⲪⲎⲞⲨⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲨϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲪⲎ ⲈⲐⲚⲀⲂⲈⲖ ⲠⲒⲈⲢⲪⲈⲒ ⲈⲂⲞⲖ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲐⲚⲀⲔⲞⲦϤ ⲚⲄ ⲚⲈϨⲞⲞⲨ
Ar re a dremene dre eno a lavare dismegañsoù dezhañ, o hejañ o fenn, hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri deiz,
30 ⲗ̅ ⲚⲀϨⲘⲈⲔ ⲈⲀⲔⲒ ⲈϦⲢⲎⲒ ⲈⲂⲞⲖ ϨⲒ ⲠⲒⲤⲦⲀⲨⲢⲞⲤ
en em savete da-unan, ha diskenn eus ar groaz!
31 ⲗ̅ⲁ̅ ⲠⲀⲒⲢⲎϮ ⲚⲒⲔⲈⲀⲢⲬⲒⲈⲢⲈⲨⲤ ⲈⲨⲤⲰⲂⲒ ⲚⲈⲘ ⲚⲞⲨⲈⲢⲎⲞⲨ ⲈⲨϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ϤⲚⲞϨⲈⲘ ⲚϨⲀⲚⲔⲈⲬⲰⲞⲨⲚⲒ ⲘⲘⲞⲚ ϢϪⲞⲘ ⲘⲘⲞϤ ⲈⲚⲀϨⲘⲈϤ.
Evel-se ivez, ar veleien vras, gant ar skribed, a lavare etrezo, en ur c'hoapaat: Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan!
32 ⲗ̅ⲃ̅ ⲠⲬⲢⲒⲤⲦⲞⲤ ⲠⲞⲨⲢⲞ ⲘⲠⲒⲤⲖ ⲘⲀⲢⲈϤⲒ ⲈϦⲢⲎⲒ ϮⲚⲞⲨ ⲈⲂⲞⲖ ϨⲒ ⲠⲒⲤⲦⲀⲨⲢⲞⲤ ϨⲒⲚⲀ ⲚⲦⲈⲚⲚⲀⲨ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲦⲈⲚⲚⲀϨϮ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲎ ⲈⲦⲀⲨⲀϢⲞⲨ ⲚⲈⲘⲀϤ ⲚⲀⲨϮϢⲰϢ ⲚⲀϤ.
Ra ziskenno ar C'hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d'e welout, ha ma kredimp! Hag ar re a oa staget ouzh ar groaz gantañ, a lavare ivez dismegañsoù dezhañ.
33 ⲗ̅ⲅ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀ ⲪⲚⲀⲨ ⲚⲀϪⲠ ϢⲰⲠⲒ Ⲁ- ⲞⲨⲬⲀⲔⲒ ϢⲰⲠⲒ ϨⲒϪⲈⲚ ⲠⲒⲔⲀϨⲒ ⲦⲎⲢϤ ϢⲀ ⲪⲚⲀⲨ ⲚⲀϪⲠⲐ.
Pa zeuas ar c'hwec'hvet eur, e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur.
34 ⲗ̅ⲇ̅ ⲞⲨⲞϨ ϦⲈⲚⲪⲚⲀⲨ ⲚⲀϪⲠⲐ ⲀϤⲰϢ ⲈⲂⲞⲖ ⲚϪⲈⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ϦⲈⲚⲞⲨⲚⲒϢϮ ⲚⲤⲘⲎ ϪⲈ ⲈⲖⲰⲒ ⲈⲖⲰⲒ ⲖⲈⲘⲀ ⲤⲀⲂⲀⲬⲐⲀⲚⲒ ⲈⲦⲈ ⲘⲠⲈϤⲞⲨⲰϨⲈⲘ ⲠⲈ ϪⲈ ⲠⲀⲚⲞⲨϮ ⲠⲀⲚⲞⲨϮ ⲈⲐⲂⲈⲞⲨ ⲀⲔⲬⲀⲦ ⲚⲤⲰⲔ.
Ha d'an navet eur, Jezuz a grias gant ur vouezh kreñv: Eloi, Eloi, lama sabaktani? Da lavarout eo: Va Doue, va Doue, perak ec'h eus va dilezet?
35 ⲗ̅ⲉ̅ ⲞⲨⲞϨ ϨⲀⲚⲞⲨⲞⲚ ⲚⲦⲈⲚⲎ ⲈⲦⲞϨⲒ ⲈⲢⲀⲦⲞⲨ ⲈⲦⲀⲨⲤⲰⲦⲈⲘ ⲚⲀⲨϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲀⲚⲀⲨ ϤⲘⲞⲨϮ ⲈⲎⲖⲒⲀⲤ.
Hiniennoù eus ar re a oa eno, o vezañ e glevet, a lavare: Setu e c'halv Elia.
36 ⲗ̅ⲋ̅ ⲈⲦⲀϤϬⲞϪⲒ ⲚϪⲈⲞⲨⲀⲒ ⲀϤⲘⲀϨ ⲞⲨⲤⲪⲞⲄⲄⲞⲤ ⲚϨⲈⲘϪ ⲀϤⲦⲀⲖⲞϤ ⲈϪⲈⲚ ⲞⲨⲔⲀϢ ⲀϤⲦⲤⲞϤ ⲈϤϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲬⲀϤ ⲚⲦⲈⲚⲚⲀⲨ ϪⲈ ⲎⲖⲒⲀⲤ ⲚⲎⲞⲨ ⲚⲦⲈϤⲈⲚϤ ⲈϦⲢⲎⲒ.
Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn, hag he roas dezhañ da evañ, en ur lavarout: Lezit; gwelomp hag-eñ e teuio Elia d'e ziskenn.
37 ⲗ̅ⲍ̅ ⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲆⲈ ⲈⲦⲀϤⲘⲞⲨϮ ϦⲈⲚⲞⲨⲚⲒϢϮ ⲚⲤⲘⲎ ⲀϤϮ ⲘⲠⲒⲠⲚⲀ
Neuze Jezuz, o vezañ taolet ur griadenn vras, a varvas.
38 ⲗ̅ⲏ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲠⲒⲔⲀⲦⲀⲠⲈⲦⲀⲤⲘⲀ ⲚⲦⲈⲠⲒⲈⲢⲪⲈⲒ ⲀϤⲪⲰϦ ϦⲈⲚⲂⲒⲤϪⲈⲚ ⲠϢⲰⲒ ⲈϦⲢⲎⲒ
Gouel an templ a rogas e div, adalek krec'h betek traoñ.
39 ⲗ̅ⲑ̅ ⲈⲦⲀϤⲚⲀⲨ ⲆⲈ ⲚϪⲈⲠⲒⲈⲔⲀⲦⲞⲚⲦⲀⲢⲬⲞⲤ ⲪⲎ ⲈⲦⲞϨⲒ ⲈⲢⲀⲦϤ ⲘⲠⲈϤⲘⲐⲞ ϪⲈ ⲀϤϮ ⲘⲠⲒⲠⲚⲈⲨⲘⲀⲠⲈϪⲀϤ ϪⲈ ⲀⲖⲎⲐⲰⲤ ⲠⲀⲒⲢⲰⲘⲒ ⲚⲈⲠϢⲎⲢⲒ ⲘⲪⲚⲞⲨϮ ⲠⲈ
Ar c'hantener a oa dirazañ, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue.
40 ⲙ̅ ⲚⲈ ⲞⲨⲞⲚ ϨⲀⲚⲔⲈϨⲒⲞⲘⲒ ⲆⲈ ⲠⲈ ⲈⲨⲚⲀⲨ ϨⲒⲪⲞⲨⲈⲒ ⲚⲈⲈⲚⲀⲢⲈ ⲘⲀⲢⲒⲀ ⲚϦⲎⲦⲞⲨ ⲠⲈ ϮⲘⲀⲄⲆⲀⲖⲒⲚⲎ ⲚⲈⲘ ⲘⲀⲢⲒⲀ ⲚⲦⲈⲒⲀⲔⲰⲂⲞⲤ ⲠⲒⲔⲞⲨϪⲒ ⲚⲈⲘ ⲐⲘⲀⲨ ⲚⲒⲰⲤⲎⲦⲞⲤ ⲚⲈⲘ ⲤⲀⲖⲰⲘⲎ.
Bez' e oa ivez gwragez a selle a-bell. En o-zouez e oa Mari a Vagdala, ha Mari mamm da Jakez ar Yaouankañ ha da Jozef, ha Salome,
41 ⲙ̅ⲁ̅ ⲚⲀⲒ ⲈⲚⲀⲨⲞⲨⲈϨ ⲚⲤⲰϤ ϨⲞⲦⲈ ⲈϤⲬⲎ ϦⲈⲚϮⲄⲀⲖⲒⲖⲈⲀ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲀⲨϢⲈⲘϢⲒ ⲘⲘⲞϤ ⲚⲈⲘ ⲔⲈⲘⲎϢ ⲈⲀⲨⲒ ⲚⲈⲘⲀϤ ⲈϨⲢⲎⲒ ⲈⲒⲈⲢⲞⲤⲀⲖⲎⲘ.
ar re en heulie hag en servije pa oa e Galilea, ha meur a hini all a oa pignet gantañ da Jeruzalem.
42 ⲙ̅ⲃ̅ ⲞⲨⲞϨ ϨⲎⲆⲎ ⲈⲦⲀ ⲢⲞⲨϨⲒ ϢⲰⲠⲒ ⲈⲠⲒⲆⲎ ⲚⲈϮⲠⲀⲢⲀⲤⲔⲈⲨⲎ ⲦⲈ ⲈⲦϦⲀϪⲰϤ ⲘⲠⲤⲀⲂⲂⲀⲦⲞⲚ
Diouzh an abardaez, evel ma oa deiz ar c'hempennadur, da lavarout eo deiz kent ar sabad,
43 ⲙ̅ⲅ̅ ⲈⲦⲀϤⲒ ⲚϪⲈⲒⲰⲤⲎⲪ ⲠⲒⲈⲂⲞⲖ ϦⲈⲚⲀⲢⲒⲘⲀⲐⲈⲀⲤ ⲈⲞⲨⲈⲨⲤⲬⲎⲘⲰⲚ ⲠⲈ ⲘⲂⲞⲨⲖⲈⲨⲦⲎ ⲤⲪⲀⲒ ⲈⲦⲈ ⲚⲐⲞϤ ϨⲰϤ ⲚⲀϤϪⲞⲨϢⲦ ⲈⲂⲞⲖ ϦⲀⲦϨⲎ ⲚϮⲘⲈⲦⲞⲨⲢⲞ ⲚⲦⲈⲪⲚⲞⲨϮ ⲀϤⲈⲢⲦⲞⲖⲘⲀⲚ ⲀϤϢⲈ ⲈϦⲞⲨⲚ ϨⲀ ⲠⲒⲖⲀⲦⲞⲤ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤⲈⲢⲈⲦⲒⲚ ⲘⲠⲤⲰⲘⲀ ⲚⲒⲎⲤ
Jozef a Arimatea, ur c'huzulier enoret a c'hortoze ivez rouantelezh Doue, a zeuas gant hardizhegezh da gavout Pilat, hag a c'houlennas digantañ korf Jezuz.
44 ⲙ̅ⲇ̅ ⲠⲒⲖⲀⲦⲞⲤ ⲆⲈ ⲀϤⲈⲢϢⲪⲎⲢⲒ ϪⲈ ϨⲎⲆⲎ ⲀϤⲘⲞⲨ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤⲘⲞⲨϮ ⲈⲠⲒⲈⲔⲀⲦⲞⲚⲦⲀⲢⲬ ⲞⲤ ⲀϤϢⲈⲚϤ ϪⲈ ⲀⲚ ⲀϤⲞⲨⲰ ⲀϤⲘⲞⲨ.
Pilat a voe souezhet bras ma oa marv ken buan; hag o vezañ galvet ar c'hantener, e c'houlennas digantañ hag-eñ e oa marv pell a oa.
45 ⲙ̅ⲉ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤⲈⲘⲒ ⲚⲦⲞⲦϤ ⲘⲠⲒⲈⲔⲀⲦⲞⲚⲦⲀⲢⲬ ⲞⲤ ⲀϤϮ ⲘⲠⲒⲤⲰⲘⲀ ⲚⲦⲈⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲚⲒⲰⲤⲎⲪ
O vezañ anavezet kement-se, gant ar c'hantener, e roas ar c'horf da Jozef.
46 ⲙ̅ⲋ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤϢⲈⲠ ⲞⲨϢⲈⲚⲦⲰ ⲀϤⲈⲚϤ ⲈϦⲢⲎⲒ ⲀϤⲔⲞⲨⲖⲰⲖϤ ϦⲈⲚⲞⲨϢⲈⲚⲦⲰ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤⲬⲀϤ ϦⲈⲚⲞⲨⲘϨⲀⲨ ⲪⲎ ⲈⲦϢⲎⲔ ⲈⲂⲞⲖ ϦⲈⲚⲞⲨⲠⲈⲦⲢⲀ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤⲤⲔⲈⲢⲔⲈⲢ ⲘⲠⲒⲰⲚⲒ ⲈⲢⲰϤ ⲘⲠⲒⲘϨⲀⲨ.
Jozef, o vezañ prenet ul lienenn, en diskennas eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn, a lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h, hag a ruilhas ur maen ouzh dor ar bez.
47 ⲙ̅ⲍ̅ ⲘⲀⲢⲒⲀ ⲆⲈ ϮⲘⲀⲄⲆⲀⲖⲒⲚⲎ ⲚⲈⲘ ⲘⲀⲢⲒⲀ ⲚⲦⲈⲒⲰⲤⲎⲦⲞⲤ ⲚⲀⲨⲚⲀⲨ ⲠⲈ ϪⲈ ⲈⲦⲀⲨⲬⲀϤ ⲐⲰⲚ.
Mari a Vagdala ha Mari mamm Jozef, a selle pelec'h e oa lakaet.