< ⳘⲀⲢⲔⲞⲚ 10 >

1 ⲁ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤⲦⲰⲚϤ ⲈⲂⲞⲖ ⲘⲘⲀⲨ ⲀϤⲒ ⲈⲚⲒⲐⲞϢ ⲚⲦⲈϮⲒⲞⲨⲆⲈⲀ ⲚⲈⲘ ϨⲒⲘⲎⲢ ⲘⲠⲒⲒⲞⲢⲆⲀⲚⲎ ⲤⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲒ ⲞⲚ ϨⲀⲢⲞϤ ⲚϪⲈϨⲀⲚⲘⲎϢ ⲞⲨⲞϨ ⲘⲪⲢⲎϮ ⲈⲦⲈ ⲦⲈϤⲤⲨⲚⲎⲐⲒⲀ ⲦⲈ ⲚⲀϤϮⲤⲂⲰ ⲚⲰⲞⲨ ⲠⲈ
Jezuz, o vont ac'hano, a zeuas e kostezioù Judea, en tu all d'ar Jordan; ar bobl en em zastumas adarre war e dro, hag eñ, evel ma oa e c'hiz, en em lakaas d'o c'helenn.
2 ⲃ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲒ ϨⲀⲢⲞϤ ⲚϪⲈϨⲀⲚⲪⲀⲢⲒⲤⲈⲞⲤ ⲚⲀⲨϢⲒⲚⲒ ⲘⲘⲞϤ ϪⲈ ⲀⲚ ⲤϢⲈ ⲚⲢⲰⲘⲒ ⲈϨⲒ ⲦⲈϤⲤϨⲒⲘⲒ ⲈⲂⲞⲖ ⲈⲨⲈⲢⲠⲒⲢⲀⲌⲒⲚ ⲘⲘⲞϤ.
Neuze ar farizianed a zeuas hag a c'houlennas outañ evit e demptañ: Hag e c'hell un den kas e wreg kuit?
3 ⲅ̅ ⲚⲐⲞϤ ⲆⲈ ⲀϤⲈⲢⲞⲨⲰ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲞⲨ ⲠⲈⲦⲀϤϨⲞⲚϨⲈⲚ ⲘⲘⲞϤ ϨⲒⲦⲈⲚ ⲐⲎⲚⲞⲨ ⲚϪⲈⲘⲰⲨⲤⲎⲤ.
Eñ a respontas hag a lavaras dezho: Petra en deus Moizez gourc'hemennet deoc'h?
4 ⲇ̅ ⲚⲐⲰⲞⲨ ⲆⲈ ⲠⲈϪⲰⲞⲨ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲀϤⲞⲨⲀϨⲤⲀϨⲚⲒ ⲚϪⲈⲘⲰⲨⲤⲎⲤ ⲈⲤϦⲈ ⲞⲨϪⲰⲘ ⲚⲤϦⲒ ⲚⲞⲨⲈⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲬⲰ ⲈⲂⲞⲖ.
Int a lavaras: Moizez a lez reiñ ur skrid a dorr-dimeziñ hag he c'has kuit.
5 ⲉ̅ ⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲆⲈ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲈⲐⲂⲈ ⲦⲈⲦⲈⲚⲘⲈⲦⲚⲀϢⲦϨⲎ ⲦⲀϤⲤϦⲈ ⲦⲀⲒⲈⲚⲦⲞⲖⲎ ⲚⲰⲦⲈⲚ.
Neuze Jezuz a respontas, hag a lavaras dezho: Skrivet en deus deoc'h al lezenn-se abalamour da galeter ho kalon.
6 ⲋ̅ ⲒⲤϪⲈⲚ ⲦⲀⲢⲬⲎ ⲆⲈ ⲘⲠⲒⲤⲰⲚⲦ ⲞⲨϨⲰⲞⲨⲦ ⲚⲈⲘ ⲤϨⲒⲘⲒ ⲠⲈⲦⲀϤⲤⲞⲚⲦⲞⲨ
Met er penn-kentañ eus ar grouidigezh, Doue ne reas nemet ur gwaz hag ur plac'h.
7 ⲍ̅ ⲈⲐⲂⲈⲪⲀⲒ ⲈⲢⲈ ⲠⲒⲢⲰⲘⲒ ⲬⲀ ⲠⲈϤⲒⲰⲦ ⲚⲈⲘ ⲦⲈϤⲘⲀⲨ ⲚⲤⲰϤ ⲞⲨⲞϨ ⲈϤⲈⲦⲞⲘϤ ⲈⲦⲈϤⲤϨⲒⲘⲒ
Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm, hag en em unano d'e wreg,
8 ⲏ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲨⲈϢⲰⲠⲒ ⲘⲠⲂ ⲈⲨⲤⲀⲢⲜ ⲚⲞⲨⲰⲦ ϨⲰⲤⲦⲈ ⲤⲈⲞⲒ ⲚⲀⲚ ⲀⲖⲖⲀ ⲞⲨⲤⲀⲢⲜ ⲚⲞⲨⲰⲦ ⲦⲈ
hag e vint ur c'hig hepken; evel-se n'int mui daou, met ur c'hig hepken.
9 ⲑ̅ ⲪⲎ ⲞⲨⲚ ⲈⲦⲀ ⲪⲚⲞⲨϮ ⲦⲞⲘϤ ⲘⲠⲈⲚⲐⲢⲈ ⲪⲢⲰⲘⲒ ⲪⲞⲢϪϤ.
Ra ne zisranno ket eta an den, ar pezh en deus Doue unanet.
10 ⲓ̅ ⲞⲨⲞϨ ϦⲈⲚⲠⲒⲎⲒ ⲞⲚ ⲀⲚⲒⲘⲀⲐⲎⲦⲎⲤ ϢⲈⲚϤ ⲈⲐⲂⲈⲪⲀⲒ.
Hag an diskibien a c'houlennas c'hoazh digantañ diwar-benn-se e-barzh an ti;
11 ⲓ̅ⲁ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲪⲎ ⲈⲐⲚⲀⲬ ⲀⲦⲈϤⲤϨⲒⲘⲒ ⲈⲂⲞⲖ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲦⲈϤϬⲒ ⲚⲔⲈⲞⲨⲒ ϤⲞⲒ ⲚⲚⲰⲒⲔ ⲈϪⲰⲤ.
eñ a lavaras dezho: Piv bennak a gas kuit e wreg hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh en he c'heñver;
12 ⲓ̅ⲃ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈϢⲰⲠ ϨⲰⲤ ⲚⲦⲈⲤⲬⲀ ⲠⲈⲤϨⲀⲒ ⲈⲂⲞⲖ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲦⲈⲤϬⲒ ⲚⲔⲈⲞⲨⲀⲒ ⲤⲞⲒ ⲚⲚⲰⲒⲔ.
hag ar wreg a guita he gwaz hag a zimez da unan all, a ra avoultriezh.
13 ⲓ̅ⲅ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲒⲚⲒ ⲚⲀϤ ⲚϨⲀⲚⲀⲖⲰⲞⲨⲒ ϨⲒⲚⲀ ⲚⲦⲈϤϬⲒ ⲚⲈⲘⲰⲞⲨ ⲚⲒⲘⲀⲐⲎⲦⲎⲤ ⲆⲈ ⲀⲨⲈⲢⲈⲠⲒⲦⲒⲘⲀⲚ ⲚⲰⲞⲨ.
Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo; met an diskibien a c'hrozmole d'ar re o degase.
14 ⲓ̅ⲇ̅ ⲈⲦⲀϤⲚⲀⲨ ⲆⲈ ⲚϪⲈⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲀⲠⲈϤϨⲎⲦ ⲘⲔⲀϨ ⲞⲨⲞϨ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲬⲀ ⲚⲒⲀⲖⲰⲞⲨⲒ ⲚⲦⲞⲨⲒ ϨⲀⲢⲞⲒ ⲘⲠⲈⲢⲦⲀϨⲚⲞ ⲘⲘⲰⲞⲨ ⲈⲒ ϨⲀⲢⲞⲒ ⲐⲀ ⲚⲀⲒ ⲞⲨⲞⲚ ⲄⲀⲢ ⲘⲠⲀⲒⲢⲎϮ ⲦⲈ ϮⲘⲈⲦⲞⲨⲢⲞ ⲚⲦⲈⲪϮ
Ha Jezuz o welout-se, a yeas droug ennañ, hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'an neb a zo heñvel outo.
15 ⲓ̅ⲉ̅ ⲀⲘⲎⲚ ϮϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲰⲦⲈⲚ ϪⲈ ⲪⲎ ⲈⲐⲚⲀϢⲈⲠ ϮⲘⲈⲦⲞⲨⲢⲞ ⲚⲦⲈⲪⲦ ⲈⲢⲞϤ ⲀⲚ ⲘⲪⲢⲎϮ ⲚⲞⲨⲀⲖⲞⲨ ⲚⲚⲈϤⲒ ⲈϦⲞⲨⲚ ⲈⲢⲞⲤ
Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ne yelo ket e-barzh.
16 ⲓ̅ⲋ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤϨⲒⲦⲞⲦϤ ⲚⲤⲰⲞⲨ ⲀϤⲤⲘⲞⲨ ⲈⲢⲰⲞⲨ ⲀϤⲬⲀ ϪⲒϪ ⲈϪⲰⲞⲨ.
Hag o vezañ o c'hemeret etre e zivrec'h, e lakaas e zaouarn warno hag o bennigas.
17 ⲓ̅ⲍ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈϤⲚⲎⲞⲨ ⲈⲂⲞⲖ ⲈⲞⲨⲘⲰⲒⲦ ⲀϤϬⲞϪⲒ ⲚϪⲈⲞⲨⲀⲒ ⲀϤϨⲒⲦϤ ⲈϪⲈⲚ ⲚⲈϤⲔⲈⲖⲒ ⲚⲀϤϢⲒⲚⲒ ⲘⲘⲞϤ ϪⲈ ⲪⲢⲈϤϮⲤⲂⲰ ⲚⲀⲄⲀⲐⲞⲤ ⲞⲨ ⲠⲈϮⲚⲀⲀⲒϤ ⲚⲦⲀⲈⲢⲔⲖⲎⲢⲞⲚⲞⲘⲞⲤ ⲚⲞⲨⲰⲚϦ ⲚⲈⲚⲈϨ. (aiōnios g166)
Evel ma oa evit en em lakaat en hent, un den a zeredas, hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? (aiōnios g166)
18 ⲓ̅ⲏ̅ ⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲆⲈ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲈⲐⲂⲈⲞⲨ ⲔϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲈⲢⲞⲒ ϪⲈ ⲠⲒⲀⲄⲀⲐⲞⲤ ⲘⲘⲞⲚ ϨⲖⲒ ⲚⲀⲄⲀⲐⲞⲤ ⲈⲂⲎⲖ ⲈⲪⲚⲞⲨϮ ⲘⲘⲀⲨⲀⲦϤ.
Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? N'eus hini mat nemet Doue hepken.
19 ⲓ̅ⲑ̅ ⲚⲒⲈⲚⲦⲞⲖⲎ ⲔⲤⲰⲞⲨⲚ ⲘⲘⲰⲞⲨ ⲘⲠⲈⲢϦⲰⲦⲈⲂ ⲘⲠⲈⲢⲈⲢⲚⲰⲒⲔ ⲘⲠⲈⲢϬⲒⲞⲨⲒ ⲘⲠⲈⲢⲈⲢⲘⲈⲐⲢⲈ ⲚⲚⲞⲨϪ ⲘⲠⲈⲢϤⲰϪⲒ ⲀⲢⲒⲦⲒⲘⲀⲚ ⲘⲠⲈⲔⲒⲰⲦ ⲚⲈⲘ ⲦⲈⲔⲘⲀⲨ.
Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na lazh ket; Na ra ket avoultriezh; Na laer ket; Na lavar ket a desteni faos; Na ra ket a faosoni; Enor da dad ha da vamm.
20 ⲕ̅ ⲚⲐⲞϤ ⲆⲈ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲪⲢⲈϤϮⲤⲂⲰ ⲚⲀⲒ ⲦⲎⲢⲞⲨ ⲀⲒⲀⲢⲈϨ ⲈⲢⲰⲞⲨ ⲒⲤϪⲈⲚ ⲦⲀⲘⲈⲦⲀⲖⲞⲨ.
Eñ a respontas: Mestr, miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz.
21 ⲕ̅ⲁ̅ ⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲆⲈ ⲈⲦⲀϤϪⲞⲨϢⲦ ⲈⲢⲞϤ ⲀϤⲘⲈⲚⲢⲒⲦϤ ⲞⲨⲞϨ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲔⲈⲞⲨⲀⲒ ⲠⲈⲦⲈⲔⲈⲢϦⲀⲈ ⲘⲘⲞϤ ⲘⲀϢⲈ ⲚⲀⲔ ⲘⲀ ⲠⲈⲦⲈⲚⲦⲀⲔ ⲈⲂⲞⲖ ⲘⲎⲒⲦⲞⲨ ⲚⲚⲒϨⲎⲔⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲔⲈϪⲪⲞ ⲚⲀⲔ ⲚⲞⲨⲀϨⲞ ϦⲈⲚⲦⲪⲈ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲘⲞⲨ ⲞⲨⲀϨⲔ ⲚⲤⲰⲒ.
Ha Jezuz, o teurel e zaoulagad warnañ, e garas hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra: Kae, gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv; goude-se deus hag heul ac'hanon, [o vezañ en em vec'hiet eus ar groaz].
22 ⲕ̅ⲃ̅ ⲚⲐⲞϤ ⲆⲈ ⲈⲦⲀϤⲰⲔⲈⲘ ⲈϪⲈⲚ ⲠⲒⲤⲀϪⲒ ⲀϤϢⲈ ⲚⲀϤ ⲈⲢⲈ ⲚⲈϤϨⲎⲦ ⲘⲞⲔϨ ⲚⲀⲢⲈ ⲞⲨⲘⲎ ϢⲄⲀⲢ ⲚϪⲪⲞ ⲚⲦⲀϤ ⲠⲈ.
Glac'haret o klevout-se, ez eas kuit gwall drist, rak madoù bras en devoa.
23 ⲕ̅ⲅ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤϪⲞⲨϢⲦ ⲚϪⲈⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲚⲈϤⲘⲀⲐⲎⲦⲎⲤ ϪⲈ ⲠⲰⲤ ⲤⲘⲞⲔϨ ⲚⲚⲎ ⲈⲦⲈ ⲚⲒⲬⲢⲎⲘⲀ ⲚⲦⲰⲞⲨ ⲈⲒ ⲈϦⲞⲨⲚ ⲈϮⲘⲈⲦⲞⲨⲢⲞ ⲚⲦⲈⲪⲚⲞⲨϮ.
Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezhañ, a lavaras d'e ziskibien: Pegen diaes eo d'ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!
24 ⲕ̅ⲇ̅ ⲚⲒⲘⲀⲐⲎⲦⲎⲤ ⲆⲈ ⲚⲀⲨⲈⲢϨⲞϮ ⲠⲈ ⲈϪⲈⲚ ⲠⲒⲤⲀϪⲒ ⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲆⲈ ⲞⲚ ⲈⲦⲀϤⲈⲢⲞⲨⲰ ⲚⲰⲞⲨ ⲠⲈϪⲀϤ ϪⲈ ⲚⲀϢⲎⲢⲒ ⲠⲰⲤ ⲤⲘⲞⲔϨ ⲚⲦⲈⲚⲎ ⲈⲦⲈ ϨⲐⲎⲞⲨ ⲬⲎ ⲈϨⲀⲚⲬⲢⲎⲘⲀ ⲈⲒ ⲈϦⲞⲨⲚ ⲈϮⲘⲈⲦⲞⲨⲢⲞ ⲚⲦⲈⲪⲚⲞⲨϮ.
An diskibien a voe souezhet eus ar c'homzoù-se. Met Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Va bugale, pegen diaes eo d'ar re a laka o fiziañs er madoù mont e rouantelezh Doue!
25 ⲕ̅ⲉ̅ ⲤⲘⲞⲦⲈⲚ ⲚⲞⲨϬⲀⲘⲞⲨⲖ ⲈⲤⲒⲚⲒ ⲈⲂⲞⲖ ϨⲒⲦⲈⲚ ⲪⲞⲨⲰⲦⲈⲚ ⲚⲞⲨⲘⲀⲚⲐⲰⲢⲠ ⲒⲈ ⲞⲨⲢⲀⲘⲀⲞ ⲚⲦⲈϤⲒ ⲈϦⲞⲨⲚ ⲈϮⲘⲈⲦⲞⲨⲢⲞ ⲚⲦⲈⲪⲚⲞⲨϮ.
Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
26 ⲕ̅ⲋ̅ ⲚⲐⲰⲞⲨ ⲆⲈ ⲚϨⲞⲨⲞ ⲚⲀⲨⲈⲢϢⲪⲎⲢⲒ ⲈⲨϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲚⲒⲘ ⲈⲐⲚⲀϢⲚⲞϨⲈⲘ.
Hag e voent c'hoazh muioc'h souezhet, hag e lavarent an eil d'egile: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet?
27 ⲕ̅ⲍ̅ ⲈⲦⲀϤϪⲞⲨϢⲦ ⲈⲢⲰⲞⲨ ⲚϪⲈⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲠⲈϪⲀϤ ϪⲈ ϦⲀⲦⲈⲚ ⲚⲒⲢⲰⲘⲒ ⲞⲨⲘⲈⲦⲀⲦϪⲞⲘ ⲀⲖⲖⲀ ⲚⲦⲈⲚ ⲪⲚⲞⲨϮ ⲀⲚ ⲞⲨⲞⲚ ϢϪⲞⲘ ⲄⲀⲢ ⲘⲠⲦⲎ ⲢϤ ⲚⲦⲈⲚ ⲪⲚⲞⲨϮ.
Met Jezuz o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo-se d'an dud, met n'eo ket da Zoue; rak Doue a c'hell pep tra.
28 ⲕ̅ⲏ̅ ⲀϤⲈⲢϨⲎⲦⲤ ⲚϪⲞⲤ ⲚⲀϤ ⲚϪⲈⲠⲈⲦⲢⲞⲤ ϪⲈ ϨⲎⲠⲠⲈ ⲀⲚⲞⲚ ⲀⲚⲬⲀ ⲠⲦⲎⲢϤ ⲚⲤⲰⲚ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲚⲞⲨⲀϨⲦⲈⲚ ⲚⲤⲰⲔ.
Neuze Pêr en em lakaas da lavarout dezhañ: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet.
29 ⲕ̅ⲑ̅ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚϪⲈⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ϪⲈ ⲀⲘⲎⲚ ϮϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲘⲘⲞⲚ ϨⲖⲒ ⲈⲀϤⲬⲀ ⲎⲒ ⲚⲤⲰϤ ⲒⲈ ϨⲀⲚⲤⲚⲎⲞⲨ ⲒⲈ ϨⲀⲚⲤⲰⲚⲒ ⲒⲈ ⲘⲀⲨ ⲒⲈ ⲒⲰⲦ ⲒⲈ ϢⲎⲢⲒ ⲒⲈ ⲒⲞϨⲒ ⲈⲐⲂⲎⲦ ⲚⲈⲘ ⲈⲐⲂⲈ ⲠⲒⲈⲨⲀⲄⲄⲈⲖⲒⲞⲚ.
Ha Jezuz a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez: N'eus den en defe kuitaet, ti, pe vreudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe vugale, pe zouaroù, abalamour din ha d'an Aviel,
30 ⲗ̅ ⲀϤϢⲦⲈⲘϬⲒⲦⲞⲨ ⲚⲢ ⲚⲔⲰⲂ ⲚⲤⲞⲠ ϮⲚⲞⲨ ϦⲈⲚⲠⲀⲒⲤⲎⲞⲨ ϨⲀⲚⲎⲒ ⲚⲈⲘ ϨⲀⲚⲤⲚⲎⲞⲨ ⲚⲈⲘ ϨⲀⲚⲤⲰⲚⲒ ⲚⲈⲘ ϨⲀⲚⲘⲀⲨ ⲚⲈⲘ ϨⲀⲚⲒⲰⲦ ⲚⲈⲘ ϨⲀⲚϢⲎⲢⲒ ⲚⲈⲘ ϨⲀⲚⲒⲞϨⲒ ϦⲈⲚⲚⲒⲆⲒⲰⲄⲘⲞⲤ ⲞⲨⲞϨ ϦⲈⲚⲠⲒⲈⲰⲚ ⲈⲐⲚⲎⲞⲨ ⲞⲨⲰⲚϦ ⲚⲈⲚⲈϨ. (aiōn g165, aiōnios g166)
ha ne resevo adalek ar c'hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c'hoarezed, a vammoù, a vugale, hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag, er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus. (aiōn g165, aiōnios g166)
31 ⲗ̅ⲁ̅ ϨⲀⲚⲘⲎϢ ⲆⲈ ⲚϢⲞⲢⲠ ⲈⲨⲈⲈⲢϦⲀⲈ ⲞⲨⲞϨ ϨⲀⲚϦⲀⲈⲨ ⲈⲨⲚⲀⲈⲢϢⲞⲢⲠ.
Met kalz a zo ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz a zo ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.
32 ⲗ̅ⲃ̅ ⲚⲀⲨϨⲒ ⲪⲘⲰⲒⲦ ⲆⲈ ⲠⲈ ⲈⲨⲚⲎⲞⲨ ⲈϨⲢⲎ ⲒⲈⲒⲈⲢⲞⲤⲀⲖⲎⲘ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲀϤⲘⲞϢⲒ ϦⲀϪⲰⲞⲨ ⲚϪⲈⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲀⲨⲈⲢϨⲞϮ ⲚⲎ ⲆⲈ ⲈⲚⲀⲨⲈⲢⲀⲔⲞⲖⲞⲨⲐⲒⲚ ⲚⲀⲨⲈⲢϨⲞϮ ⲞⲨⲞϨ ⲠⲀⲖⲒⲚ ⲀϤⲒⲚⲒ ⲘⲠⲒⲒⲂ ⲈⲦⲞⲦϤ ⲀϤⲈⲢϨⲎⲦⲤ ⲚϪⲈⲚⲎ ⲈⲐⲚⲀϢⲰⲠⲒ ⲘⲘⲞϤ ⲚⲰⲞⲨ
Bez' e oant en hent, o pignat da Jeruzalem, Jezuz a valee a-raok dezho; spouronet e oant hag o devoa aon o heuliañ anezhañ. Jezuz, o kemer adarre a-du an daouzek diskibl, en em lakaas da zisklêriañ dezho ar pezh a dlee c'hoarvezout gantañ:
33 ⲗ̅ⲅ̅ ϪⲈ ϨⲎⲠⲠⲈ ⲦⲈⲚⲚⲀϢⲈ ⲚⲀⲚ ⲈϨⲢⲎⲒ ⲈⲒⲖⲎ ⲘⲞⲨⲞϨ ⲠϢⲎⲢⲒ ⲘⲪⲢⲰⲘⲒ ⲤⲈⲚⲀⲦⲎⲒϤ ⲚⲚⲒⲀⲢⲬⲒⲈⲢⲈⲨⲤ ⲚⲈⲘ ⲚⲒⲤⲀϦ ⲞⲨⲞϨ ⲤⲈⲚⲀϮϨⲀⲚ ⲘⲘⲞⲨ ⲈⲢⲞϤ ⲞⲨⲞϨ ⲤⲈⲚⲀⲦⲎⲒϤ ⲚⲚⲒⲈⲐⲚⲞⲤ
Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed, hag e kondaonint anezhañ d'ar marv, hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed.
34 ⲗ̅ⲇ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲤⲈⲚⲀⲤⲰⲂⲒ ⲘⲘⲞϤ ⲞⲨⲞϨ ⲤⲈⲚⲀϨⲒⲐⲀϤ ⲈϦⲞⲨⲚ ⲈϨⲢⲀϤ ⲞⲨⲞϨ ⲤⲈⲚⲀⲈⲢⲘⲀⲤⲦⲒⲄⲄⲞⲒⲚ ⲘⲘⲞϤ ⲞⲨⲞϨ ⲤⲈⲚⲀϦⲞⲐⲂⲈϤ ⲞⲨⲞϨ ⲘⲈⲚⲈⲚⲤⲀ ⲄⲚⲈϨⲞⲞⲨ ϤⲚⲀⲦⲰⲚϤ
Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, hag e krañchint en e vizaj, hag e lakaint anezhañ d'ar marv; met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
35 ⲗ̅ⲉ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲒ ϨⲀⲢⲞϤ ⲚϪⲈⲒⲀⲔⲰⲂⲞⲤ ⲚⲈⲘ ⲒⲰⲀⲚⲚⲎⲤ ⲠϢⲎⲢⲒ ⲚⲌⲈⲂⲈⲆⲈⲞⲤ ⲈⲨϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲪⲢⲈϤϮⲤⲂⲰ ⲦⲈⲚⲞⲨⲰϢ ϨⲒⲚⲀ ⲪⲎ ⲈⲦⲈⲚⲚⲀⲈⲢⲈⲦⲒⲚ ⲘⲘⲞϤ ⲚⲦⲈⲔⲀⲒϤ ⲚⲀⲚ.
Neuze Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c'houlennimp ouzhit.
36 ⲗ̅ⲋ̅ ⲚⲐⲞϤ ⲆⲈ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲞⲨ ⲦⲈⲦⲈⲚⲞⲨⲀϢϤ ⲚⲦⲀⲀⲒϤ ⲚⲰⲦⲈⲚ.
Eñ a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen evidoc'h?
37 ⲗ̅ⲍ̅ ⲚⲐⲰⲞⲨ ⲠⲈϪⲰⲞⲨ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲘⲎⲒⲤ ⲚⲀⲚ ϨⲒⲚⲀ ⲚⲦⲈⲞⲨⲀⲒ ϨⲈⲘⲤⲒ ⲤⲀⲦⲈⲔⲞⲨⲒⲚⲀⲘ ⲞⲨⲞϨ ⲞⲨⲀⲒ ⲘⲘⲞⲚ ⲤⲀⲦⲈⲔϪⲀϬⲎ ϦⲈⲚⲠⲈⲔⲰⲞⲨ
Int a lavaras dezhañ: Ro deomp da vezañ azezet e-barzh da c'hloar, unan a-zehou dit hag egile a-gleiz.
38 ⲗ̅ⲏ̅ ⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲆⲈ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲚⲦⲈⲦⲈⲚⲈⲘⲒ ⲀⲚ ϪⲈ ⲞⲨ ⲠⲈⲦⲈⲦⲈⲚⲚⲀⲈⲢⲈⲦⲒⲚ ⲘⲘⲞϤ ⲞⲨⲞⲚ ϢϪⲞⲘ ⲘⲘⲰⲦⲈⲚ ⲈⲤⲈ ⲠⲒⲀⲪⲞⲦ ⲈϮⲤⲰ ⲘⲘⲞϤ ⲒⲈ ⲠⲒⲰⲘⲤ ⲈϮⲰⲘⲤ ⲘⲘⲞⲒ ⲘⲘⲞϤ.
Jezuz a lavaras dezho: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ, ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti?
39 ⲗ̅ⲑ̅ ⲚⲐⲰⲞⲨ ⲆⲈ ⲠⲈϪⲰⲞⲨ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲞⲨⲞⲚ ϢϪⲞⲘ ⲘⲘⲞⲚ ⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲆⲈ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲠⲒⲀⲪⲞⲦ ⲈϮⲤⲰ ⲘⲘⲞϤ ⲈⲢⲈⲦⲈⲚⲈⲤⲞϤ ⲞⲨⲞϨ ⲠⲒⲰⲘⲤ ⲈϮⲰⲘⲤ ⲘⲘⲞⲒ ⲘⲘⲞϤ ⲈⲢⲈⲦⲈⲚⲈⲈⲘⲤ ⲐⲎⲚⲞⲨ ⲘⲘⲞϤ.
Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec'h evot an hanaf am eus da evañ, hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti;
40 ⲙ̅ ⲠⲒϨⲈⲘⲤⲒ ⲆⲈ ⲚⲤⲀⲞⲨⲒⲚⲀⲘ ⲘⲘⲞⲒ ⲒⲈ ϪⲀϬⲎ ⲘⲪⲰⲒ ⲀⲚ ⲠⲈ ⲈⲦⲎⲒϤ ⲀⲖⲖⲀ ⲪⲀ ⲚⲎ ⲠⲈ ⲈⲦⲀϤⲤⲈⲂⲦⲰⲦϤ ⲚⲰⲞⲨ.
met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n'eo ket din da reiñ; roet e vo d'ar re ma'z eo bet-se kempennet evito.
41 ⲙ̅ⲁ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀⲨⲤⲰⲦⲈⲘ ⲚϪⲈⲠⲒⲔⲈⲒ ⲀⲨⲈⲢϨⲎ ⲦⲤ ⲚⲬⲢⲈⲘⲢⲈⲘ ⲈⲐⲂⲈ ⲒⲀⲔⲰⲂⲞⲤ ⲚⲈⲘ ⲒⲰⲀⲚⲚⲎⲤ
An dek all o vezañ klevet kement-se, a yeas droug enno a-enep Jakez ha Yann.
42 ⲙ̅ⲃ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤⲘⲞⲨϮ ⲈⲢⲰⲞⲨ ⲚϪⲈⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲦⲈⲦⲈⲚⲈⲘⲒ ϪⲈ ⲚⲎ ⲈⲐⲘⲈⲨⲒ ϪⲈ ⲤⲈⲞⲒ ⲚⲀⲢⲬⲰⲚ ⲈⲚⲒⲈⲐⲚⲞⲤ ⲤⲈⲞⲒ ⲚϬⲞⲒⲤ ⲈⲢⲰⲞⲨ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲞⲨⲚⲒϢϮ ⲤⲈⲞⲒ ⲚⲈⲢϢⲒϢⲒ ⲈϪⲰⲞⲨ.
Met Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho: Gouzout a rit penaos ar re a seller evel pennoù ar pobloù a vestroni anezho, ha penaos ar re vras a ziskouez o galloud warno.
43 ⲙ̅ⲅ̅ ⲠⲀⲒⲢⲎϮ ⲆⲈ ⲀⲚ ⲠⲈⲦϢⲞⲠ ϦⲈⲚⲐⲎⲚⲞⲨ ⲀⲖⲖⲀ ⲪⲎ ⲈⲐⲚⲀⲞⲨⲰϢ ⲈⲈⲢⲚⲒϢϮ ϦⲈⲚⲐⲎⲚⲞⲨ ⲈϤⲈⲈⲢⲆⲒⲀⲔⲰⲚ ⲚⲰⲦⲈⲚ.
Na vo ket evel-se en ho touez; met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer.
44 ⲙ̅ⲇ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲪⲎ ⲈⲐⲚⲀⲞⲨⲰϢ ⲈⲈⲢϨⲞⲨⲒⲦ ϦⲈⲚⲐⲎⲚⲞⲨ ⲈϤⲈⲈⲢⲂⲰⲔ ⲚⲞⲨⲞⲚ ⲚⲒⲂⲈⲚ
Ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo mevel an holl.
45 ⲙ̅ⲉ̅ ⲞⲨ ⲄⲀⲢ ⲠⲰⲎⲢⲒ ⲘⲪⲢⲰⲘⲒ ⲚⲈⲦⲀϤⲒ ⲀⲚ ⲈⲐⲢⲞⲨϢⲈⲘϢⲎⲦϤ ⲀⲖⲖⲀ ⲈϢⲈⲘϢⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲈϮ ⲚⲦⲈϤⲮⲨⲬⲎ ⲚⲤⲰϮ ⲚϢⲈⲂⲒⲰ ⲚⲞⲨⲘⲎϢ.
Rak Mab an den n'eo ket deuet evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.
46 ⲙ̅ⲋ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲒ ⲈⲒⲈⲢⲒⲬⲰ ⲞⲨⲞϨ ⲈϤⲚⲎⲞⲨ ⲈⲂⲞⲖ ϦⲈⲚⲒⲈⲢⲒⲬⲰ ⲚⲈⲘ ⲚⲈϤⲘⲀⲐⲎⲦⲎⲤ ⲚⲈⲘ ⲞⲨⲘⲎϢ ⲈϤⲞϢ ⲂⲀⲢⲦⲒⲘⲈⲞⲤ ⲠϢⲎⲢⲒ ⲚⲦⲒⲘⲈⲞⲤ ⲈⲞⲨⲂⲈⲖⲖⲈ ⲠⲈ ⲚⲢⲈϤⲦⲰⲂϨ ⲚⲀϤϨⲈⲘⲤⲒ ⲈⲤⲔⲈⲚ ⲠⲒⲘⲰⲒⲦ.
Goude e teujont da Jeriko; hag evel ma'z eas kuit ac'hano gant e ziskibien ha kalz a dud, mab Time, Bartime, an dall, a oa azezet war gostez an hent, o c'houlenn an aluzen.
47 ⲙ̅ⲍ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤⲤⲰⲦⲈⲘ ϪⲈ ⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲠⲒⲢⲈⲘⲚⲀⲌⲀⲢⲈⲐ ⲠⲈ ⲀϤⲈⲢϨⲎⲦⲤ ⲚϪⲞⲤ ⲈϤⲰϢ ⲈⲂⲞⲖ ⲈϤϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲠϢⲎⲢⲒ ⲚⲆⲀⲨⲒⲆ ⲚⲀⲒ ⲚⲎⲒ.
O vezañ klevet e oa Jezuz a Nazared a dremene, en em lakaas da grial ha da lavarout: Jezuz, mab David, az pez truez ouzhin!
48 ⲙ̅ⲏ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲀⲨⲈⲢⲈⲠⲒⲦⲒⲘⲀⲚ ⲚⲀϤ ⲚϪⲈϨⲀⲚⲘⲎϢ ϨⲒⲚⲀ ⲚⲦⲈϤⲬⲀⲢⲰϤ ⲚⲐⲞϤ ⲆⲈ ⲚϨⲞⲨⲞ ⲘⲀⲖⲖⲞⲚ ⲚⲀϤⲰϢ ⲈⲂⲞⲖ ϪⲈ ⲠϢⲎⲢⲒ ⲚⲆⲀⲨⲒⲆ ⲚⲀⲒ ⲚⲎⲒ
Kalz a c'hourdrouze anezhañ, evit ober dezhañ tevel; met eñ a grie c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!
49 ⲙ̅ⲑ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤⲞϨⲒ ⲈⲢⲀⲦϤ ⲚϪⲈⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲠⲈϪⲀϤ ϪⲈ ⲘⲞⲨϮ ⲈⲢⲞϤ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲨⲘⲞⲨϮ ⲘⲠⲒⲂⲈⲖⲖⲈ ⲈⲨϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲀϤ ϪⲈ ϪⲈⲘⲚⲞⲘϮ ⲦⲰⲚⲔ ⲀⲘⲞⲨ ϤⲘⲞⲨϮ ⲈⲢⲞⲔ.
Jezuz o chom en e sav, a lavaras e c'hervel. Gervel a rejont eta an dall, hag e lavarjont dezhañ: Sav, bez kalonek, da c'hervel a ra.
50 ⲛ̅ ⲚⲐⲞϤ ⲆⲈ ⲈⲦⲀϤⲤⲈⲦ ⲠⲈϤϨⲂⲞⲤ ⲈⲂⲞⲖ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲀϤϤⲞϪϤ ⲈⲠϢⲰⲒ ⲀϤⲒ ϨⲀ ⲒⲎⲤⲞⲨⲤ.
O teurel e vantell, e savas hag e teuas da gavout Jezuz.
51 ⲛ̅ⲁ̅ ⲞⲨⲞϨ ⲀϤⲈⲢⲞⲨⲰ ⲚⲀϤ ⲚϪⲈⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲠⲈϪⲀϤ ϪⲈ ⲞⲨ ⲠⲈⲦⲈⲔⲞⲨⲀϢϤ ⲚⲦⲀⲀⲒϤ ⲚⲀⲔ ⲠⲒⲂⲈⲖⲖⲈ ⲠⲈϪⲀϤ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲢⲀⲂⲂⲞⲨⲚⲒ ϨⲒⲚⲀ ⲚⲦⲀⲚⲀⲨ ⲘⲂⲞⲖ.
Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Petra a fell dit e rafen evidout? An dall a respontas: Mestr, ma kavin ar gweled.
52 ⲛ̅ⲃ̅ ⲠⲈϪⲈ ⲒⲎⲤⲞⲨⲤ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲘⲀϢⲈ ⲚⲀⲔ ⲠⲈⲔⲚⲀϨϮ ⲠⲈⲦⲀϤⲚⲀϨⲘⲈⲔ ⲞⲨⲞϨ ⲤⲀⲦⲞⲦϤ ⲀϤⲚⲀⲨ ⲘⲂⲞⲖ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲀϤⲘⲞϢⲒ ⲚⲤⲰϤ ϦⲈⲚⲠⲒⲘⲰⲒⲦ.
Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da feiz he deus da yac'haet. Ha kerkent e kavas ar gweled, hag e heulias Jezuz en hent.

< ⳘⲀⲢⲔⲞⲚ 10 >