< ᎣᏍᏛ ᎧᏃᎮᏛ ᎹᎦ ᎤᏬᏪᎳᏅᎯ 7 >

1 ᏕᎬᏩᎳᏫᏦᎴᏃ ᎠᏂᏆᎵᏏ, ᎠᎴ ᎩᎶ ᎢᏳᎾᏍᎩ ᏗᏃᏪᎵᏍᎩ, ᏥᎷᏏᎵᎻ ᏅᏓᏳᏂᎶᏒᎯ.
Neuze ar farizianed ha lod eus ar skribed, deuet eus Jeruzalem, a yeas da gavout Jezuz;
2 ᏚᏂᎪᎲᏃ ᎢᎦᏛ ᎬᏩᏍᏓᏩᏗᏙᎯ ᎦᏚ ᎠᏂᎩᏍᎬ ᏗᎦᏓᎭ ᏧᏃᏰᏂ ᎬᏗ, ( ᎾᏍᎩ ᏂᏚᎾᏑᎴᎲᎾ ᎦᏛᎦ, ) ᎤᏂᏐᏅᏤᎴᎢ.
gwelout a rejont ur re bennak eus e ziskibien o kemer o fred gant daouarn lous, da lavarout eo, hep bezañ bet gwalc'het, [hag e kavjont da damall].
3 ᎠᏂᏆᎵᏏᏰᏃ, ᎠᎴ ᎾᏂᎥᏉ ᎠᏂᏧᏏ, ᎢᏳᏃ ᎣᏍᏛ ᏂᏚᎾᏑᎴᎲᎾ ᏱᎩ, ᎥᏝ ᏱᎾᎵᏍᏓᏴᎲᏍᎪᎢ, ᏓᏂᎧᎿᎭᏩᏕᎪ ᏄᏂᏪᏒ ᎡᏘ ᎤᎾᏕᏅᎯ.
(Rak ar farizianed hag an holl Yuzevien ne zebront ket hep gwalc'hiñ o daouarn betek an ilin, o terc'hel hengoun ar re gozh;
4 ᎠᎴ ᎦᏃᏙᏗᏱ ᏛᏂᎶᎯ, ᎢᏳᏃ ᏂᏚᎾᏑᎴᎲᎾ ᏱᎩ, ᎥᏝ ᏴᎬᎾᎵᏍᏓᏴᎲᎦ. ᎠᎴ ᎤᏣᏔ ᏄᏓᎴ ᎪᎱᏍᏗ ᏧᏂᎧᎿᎭᏩᏛᏍᏗ ᏄᏅᏁᎸ, ᎾᏍᎩ ᏧᎵᏍᏈᏗ ᏗᎫᎯᎶᎥᎢ ᎠᎴ ᏗᏖᎵᏙ, ᎠᎴ ᎥᏣᏱᏗᎪᏢᏔᏅᎯ ᏗᏖᎵᏙ, ᎠᎴ ᏗᏂᏢᏗᏱ.
ha pa zeuont eus ar marc'had, ne zebront ket kennebeut hep bezañ en em walc'het. Ha kalz a draoù all a zo ivez, o deus resevet evit o mirout, evel gwalc'hiñ an hanafoù, ar podoù, al listri-arem hag ar gweleoù.)
5 ᎿᎭᏉᏃ ᎠᏂᏆᎵᏏ ᎠᎴ ᏗᏃᏪᎵᏍᎩ ᎢᎬᏩᏛᏛᏁ ᎯᎠ ᏂᎬᏩᏪᏎᎴᎢ; ᎦᏙᏃ ᎨᏣᏍᏓᏩᏗᏙᎯ ᎥᏝ ᏱᏓᏂᎧᎿᎭᏩᏕᎦ ᎡᏘ ᎤᎾᏕᏅᎯ ᎤᏂᏁᏨᎢ, ᎾᏍᎩ ᏂᏚᎾᏑᎴᎲᎾᏉ ᏣᎾᎵᏍᏓᏴᎲᏍᎦ?
War gement-se ar farizianed hag ar skribed a c'houlennas outañ: A-belec'h e teu, ma ne heul ket da ziskibien-te hengoun ar re gozh, ha ma kemeront o fred hep bezañ gwalc'het o daouarn?
6 ᏚᏁᏤᎸᏃ ᎯᎠ ᏂᏚᏪᏎᎴᎢ, ᎢᏌᏯ ᏰᎵᏉ ᏄᏪᏒ ᎤᏙᎴᎰᏒ ᏂᎯ ᎢᏣᏠᎾᏍᏗ ᎢᏥᏁᎢᏍᏗᏍᎬᎢ, ᎯᎠ ᏥᏂᎬᏅ ᏥᎪᏪᎳ, ᎯᎠ ᎾᏍᎩ ᏴᏫ ᎬᎩᎸᏉᏗᎭ ᏚᏂᎭᏁᎦᎸ ᏓᏅᏗᎭ, ᏧᏂᎾᏫᏍᎩᏂ ᎢᏅᎯᏳ ᏂᏚᏅᎿᎭᏕᎦ ᎠᏴ ᎾᏆᏛᏅᎢ.
Eñ a respontas dezho: Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret: Ar bobl-mañ a enor ac'hanon a vuzelloù, met o c'halonoù a zo gwall bell diouzhin.
7 ᎠᏎᏃ, ᎠᏎᏉᏉ ᎬᎩᎸᏉᏗᎭ ᏥᏓᎾᏕᏲᎲᏍᎦ ᏓᎾᏕᏲᎲᏍᎬ ᏴᏫᏉ ᎤᏂᏁᏨᎯ.
Met e ven eo ec'h enoront ac'hanon, o teskiñ kredennoù a zo gourc'hemennoù tud.
8 ᎢᏴᏛᏰᏃ ᏂᏨᏁ ᎤᏁᎳᏅᎯ ᎤᏁᏨᎯ, ᏴᏫ ᎤᏂᏁᏨ ᏗᎧᎿᎭᏩᏛᏍᏗ ᏂᏨᏁᎭ, ᎾᏍᎩ ᏗᏖᎵᏙ ᎠᎴ ᏧᎵᏍᏈᏗ ᏗᎫᎯᎶᎥᎢ; ᎠᎴ ᎤᏣᏔ ᏄᏓᎴᎭ ᎾᏍᎩᏯ ᎤᏠᏱ ᏕᏥᎸᏫᏍᏓᏁᎰᎢ.
Rak, o lezel gourc'hemenn Doue, e virit hengoun an dud, o walc'hiñ ar podoù hag an hanafoù, hag oc'h ober kalz a draoù all heñvel outo.
9 ᎠᎴ ᎯᎠ ᏂᏚᏪᏎᎴᎢ, ᎣᏏᏉ ᏂᏣᏛᏁᎭ ᏥᏥᏲᎢᏎᎭ ᎤᏁᎳᏅᎯ ᎤᏁᏨ, ᎾᏍᎩ ᎢᏣᏤᎵ ᏗᎧᎿᎭᏩᏛᏍᏗ ᎢᏥᏍᏆᏂᎪᏙᏗᏱ.
Lavarout a reas dezho c'hoazh: Gwall-vat e torrit gourc'hemenn Doue evit mirout an hengoun;
10 ᎼᏏᏰᏃ ᎯᎠ ᏄᏪᏎᎢ, ᎯᎸᏉᏕᏍᏗ ᏣᏙᏓ ᎠᎴ ᏣᏥ; ᎠᎴ, ᎩᎶ ᎠᏍᎩ ᏅᏗᏍᎨᏍᏗ ᎤᏙᏓ ᎠᎴ ᎤᏥ, ᎠᏎ ᎤᏲᎱᎯᏍᏗ ᎨᏎᏍᏗ.
rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv;
11 ᏂᎯᏍᎩᏂ ᎯᎠ ᏂᏥᏪᎭ, ᎢᏳᏃ ᎩᎶ ᎯᎠ ᏂᎦᏪᏎᎮᏍᏗ ᎤᏙᏓ ᎠᎴ ᎤᏥ, ᎪᏆᏂ, ( ᎾᏍᎩ ᎦᏛᎬ, ᎠᏆᎵᏍᎪᎸᏔᏅᎯ, ) ᏂᎦᎥ ᎨᏣᎵᏍᏕᎸᏙᏗ ᎨᏒ ᎠᏴ ᎬᏍᏕᎵᏍᎬᎢ; [ ᎾᏍᎩ ᎤᏚᏓᎴᏛ ᎨᏎᏍᏗ.]
met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo Korban, da lavarout eo ur prof da Zoue,
12 ᎠᎴ ᎥᏝ ᎿᎭᏉ ᎤᏁᎳᎩ ᎪᎱᏍᏗ ᏫᏓᏛᏂᏏ ᎤᏙᏓ ᎠᎴ ᎤᏥ ᏰᏤᎵᏎᎰᎢ;
ne lezit ket anezhañ d'ober netra ken evit e dad pe e vamm,
13 ᎾᏍᎩ ᎤᏁᎳᏅᎯ ᎤᏤᎵ ᎧᏃᎮᏛ ᎠᏎᏉ ᏂᏨᏁᎰ ᎢᏨᏗᏍᎪ ᏂᎯ ᎢᏥᏁᏨᎢ; ᎠᎴ ᎤᏣᏘ ᎢᏳᏓᎴᎩ ᎾᏍᎩ ᎢᏳᏍᏗᏓᏂ ᏂᏣᏛᏁᎰᎢ.
o kas da netra ger Doue gant ho hengoun hoc'h eus graet; ha kalz a draoù all a rit evel-se.
14 ᏂᎦᏛᏃ ᏴᏫ ᏫᏚᏯᏅᎲ, ᎯᎠ ᏂᏚᏪᏎᎴᎢ, ᏍᎩᏯᏛᏓᏍᏓᏏ ᏂᏥᎥᎢ, ᎠᎴ ᎢᏦᎵᎩ;
Neuze, o vezañ galvet an holl bobl, e lavaras dezho: Selaouit holl ac'hanon, ha komprenit kement-mañ:
15 ᎥᏝᏃ ᎪᎱᏍᏗ ᏴᏫᎯ ᏙᏱᏗᏢ ᎡᎯ, ᎤᏴᎭ, ᎾᏍᎩ ᎦᏓᎭ ᏱᏄᏩᏁᎰᎢ; ᎾᏍᎩᏂ ᏅᏓᏳᏄᎪᏨᎯ, ᎾᏍᎩ ᎦᏓᎭ ᏄᏩᏁᎰ ᏴᏫ.
Netra eus ar pezh a zo er-maez eus an den hag a ya ennañ, ne c'hell e huduraat; met ar pezh a zeu eus an den, ar re-se eo a hudura anezhañ.
16 ᎩᎶ ᏕᎦᎵᎷᎨᏍᏗ ᎤᏛᎪᏗᏱ, ᎾᏍᎩ ᏩᏛᎬᎦ.
Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
17 ᎦᎵᏦᏕᏃ ᏭᏴᎸ ᏚᏓᏅᎡᎸ ᏴᏫ, ᎬᏩᏍᏓᏩᏗᏙᎯ ᎬᏩᏛᏛᏁ ᏓᏟᎶᏍᏛ ᎤᎬᏩᎵ.
Pa voe aet en ti, goude bezañ kuitaet ar bobl, e ziskibien a c'houlennas outañ petra oa ar barabolenn-se.
18 ᎯᎠᏃ ᏂᏚᏪᏎᎴᎢ, ᎾᏍᏉᏍᎪ ᏂᎯ ᎾᏍᎩ ᎢᎦᎢ ᏂᏦᎵᎬᎾ ᎢᎩ? ᏝᏍᎪ ᏱᏥᎪᏩᏘᎭ, ᎾᏍᎩ ᎪᎱᏍᏗ ᏙᏱᏗᏢ ᎡᎯ ᎾᏍᎩ ᏳᏴᎯᎭ ᏴᏫ ᎦᏓᎭ ᎢᎬᏩᏁᏗ ᏂᎨᏒᎾ ᎨᏒᎢ;
Eñ a lavaras dezho: Bez' oc'h ivez hep skiant? Ne gomprenit ket penaos netra eus ar pezh a ya eus er-maez an den, ne c'hell e lousaat?
19 ᎾᏍᎩ ᎤᎾᏫᏱ ᏫᎾᏴᎯᎲᎾ ᎨᏒ ᎢᏳᏍᏗ, ᎤᏍᏉᎵᏱᏉᏍᎩᏂ, ᎠᎴ ᏫᎦᎶᎯᏍᏗᏍᎬᏉ, ᎾᏍᎩᏃ ᎦᏅᎦᎵᏍᎬ ᏂᎦᎥ ᎠᎵᏍᏓᏴᏗ?
Rak an dra-se ne ya ket er galon, met er c'hof, a belec'h e kouezh el lec'h distro, ar pezh a c'hlana ar boued holl.
20 ᎯᎠᏃ ᏄᏪᏎᎢ, ᎾᏍᎩ Ꮎ ᏴᏫᎯ ᎤᏄᎪᏨᎯ ᎾᏍᎩ ᎦᏓᎭ ᏄᏩᏁᎰ ᏴᏫ.
Lavarout a rae eta: Ar pezh a zeu eus an den, eo ar pezh a hudara anezhañ.
21 ᎭᏫᏂᏰᏃ ᏅᏓᏳᏓᎴᏅᎯ, ᏴᏫ ᎤᎾᏫᏱ, ᏗᏓᎴᎲᏍᎦ ᎤᏲ ᎠᏓᏅᏖᏗ ᎨᏒᎢ, ᎠᏓᏲᏁᏗ ᎨᏒᎢ, ᎤᏕᎵᏛ ᏗᏂᏏᏗ ᎨᏒᎢ, ᎠᏓᎯᏍᏗ ᎨᏒᎢ,
Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar soñjoù fall, an avoultriezhioù, ar gastaouerezhioù, al lazherezhioù, al laeroñsioù,
22 ᎦᏃᏍᎩᏛ ᎨᏒᎢ, ᏧᎬᏩᎶᏗ ᎠᎬᎥᎯᏍᏗ ᎨᏒᎢ, ᎤᏲ ᎢᏯᏛᏁᏗ ᎨᏒᎢ, ᎦᎶᏄᎮᏛ ᎨᏒᎢ, ᎠᎵᏐᏢᎢᏍᏙᏗ ᎨᏒᎢ, ᎠᏛᏳᎨᏗ ᎨᏒᎢ, ᎠᏓᏐᏢᎢᏍᏙᏗᏱ, ᎠᏢᏉᏙᏗᏱ, ᎠᎵᏍᎦᎿᎭᏫᏍᏗ ᎨᏒᎢ.
an avaristed, ar fallentezoù, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez.
23 ᎯᎠ ᎾᏍᎩ ᏂᎦᏛ ᎤᏲᎢ ᎭᏫᏂ ᏗᏓᎴᎲᏍᎪᎢ, ᎠᎴ ᎦᏓᎭ ᏄᏩᏁᎰ ᏴᏫ.
An holl fallentezoù-se a zeu eus an diabarzh hag a hudara an den.
24 ᎾᎿᎭᏃ ᏚᎴᏅ, ᏔᏯ ᎠᎴ ᏌᏙᏂ ᎠᏍᏛ ᏭᎷᏤᎢ, ᎠᎴ ᎠᏓᏁᎸ ᏭᏴᎸ, ᎥᏝ ᏳᏚᎵᏍᎨ ᎩᎶ ᎤᏙᎴᎰᎯᏍᏗᏱ; ᎠᏎᏃ ᎥᏝ ᎬᏩᏗᏍᎦᎶᏗ ᏱᎨᏎᎢ.
Hag, o vont ac'hano, ez eas da gostezioù Tir ha Sidon; o vezañ aet en un ti, e felle dezhañ na ouije den kement-se, met ne c'hellas ket chom kuzhet.
25 ᎩᎶᏰᏃ ᎢᏳᏍᏗ ᎠᎨᏴ ᎾᏍᎩ ᎤᏪᏥ ᎠᏛᏄᏣ ᎦᏓᎭ ᎠᏓᏅᏙ ᎤᏯᎢ, ᎤᏛᎦᏅ ᎠᏥᏃᎮᏍᎬᎢ, ᎤᎷᏤ ᎠᎴ ᏚᎳᏍᎬ ᎤᏓᏅᏁᎢ:
Rak ur wreg, a oa trec'het he merc'h gant un spered hudur, o vezañ klevet komz dioutañ, a zeuas hag en em daolas d'e dreid.
26 ( ᎾᏍᎩ Ꮎ ᎠᎨᏴ ᎠᎪᎢ ᎨᏎᎢ, ᎠᏌᎶᏈᏂᏏ ᎨᏎᎢ; ) ᎠᎴ ᎾᏍᎩ ᎤᏍᏗᏰᏔᏁ ᎾᏍᎩ ᎤᏪᏥ ᎠᏛᏄᏣ ᎠᏍᎩᎾ ᎤᏄᎪᏫᏎᏗᏱ.
Ar wreg-mañ a oa gresian, ha sirofenikian a bobl; hag e pedas anezhañ da gas an diaoul kuit eus he merc'h.
27 ᎠᏎᏃ ᏥᏌ ᎯᎠ ᏂᎤᏪᏎᎴᎢ, ᎢᎬᏱ ᏗᏂᏲᎵ ᏫᏓᏃᎸᎯ; ᎥᏝᏰᏃ ᎣᏏᏳ ᏱᎩ, ᏗᏂᏲᎵ ᏧᎾᏤᎵ ᎦᏚ ᏗᎩᎡᏗᏱ, ᎠᎴ ᎩᎵ ᏫᏓᏗᏁᏗᏱ.
Jezuz a lavaras dezhi: Lez da gentañ ar vugale da gaout o gwalc'h; rak n'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan.
28 ᎾᏍᎩᏃ ᎤᏁᏤ ᎯᎠ ᏄᏪᏎᎴᎢ, ᎤᏙᎯᏳᎯ, ᏣᎬᏫᏳᎯ; ᎠᏎᏃ ᎩᎵ ᎦᏍᎩᎸ ᎭᏫᏂᏗᏢ ᏗᏂᏲᎵ ᎤᏂᏅᎪᎠᎯᏎᎸᎯ ᎦᏚ ᎠᎾᎵᏍᏓᏴᏗᏍᎪᎢ.
Met hi a respontas hag a lavaras dezhañ: Gwir eo, Aotrou; koulskoude ar chas bihan a zebr, dindan an daol, bruzun ar vugale.
29 ᎯᎠᏃ ᏄᏪᏎᎴᎢ, ᎾᏍᎩ ᎯᎠ ᏥᏂᏫ ᏫᏂᎦᎵᏍᏙᏓ, ᏥᎮᎾ; ᎠᏍᎩᎾ ᏤᏥᏱ ᎠᏯᎥ ᎤᏄᎪᎩ.
Neuze eñ a lavaras dezhi: Abalamour d'ar gomz-se, kae, an diaoul a zo aet eus da verc'h.
30 ᎾᏍᎩᏃ ᏧᏪᏅᏒ ᏫᎤᎷᏨ, ᎤᏙᎴᎰᏎ ᎠᏍᎩᎾ ᎤᏄᎪᏨᎢ, ᎤᏪᏥᏃ ᎠᏤᏍᏙᎩᎯ ᎦᏅᎬᎢ.
Hag, o vezañ distroet d'he zi, e kavas an diaoul aet kuit, hag he merc'h gourvezet war ar gwele.
31 ᎠᎴ ᏔᎵᏁ ᏔᏯ ᎠᎴ ᏌᏙᏂ ᎠᏍᏛ ᎤᏂᎩᏒ ᎨᎵᎵ ᎥᏓᎸ ᏭᎷᏤᎢ, ᎠᏰᎵ ᎤᎶᏎ ᎠᏍᎪᎯ-ᏗᎦᏚᎩᏱ ᏍᎦᏚᎩ ᎨᏒᎢ.
Jezuz, o vezañ kuitaet kostezioù Tir ha Sidon, a zeuas tost da vor Galilea, o treuziñ bro Dekapoliz.
32 ᎢᎬᏩᏘᏃᎮᎴᏃ ᎩᎶ ᏧᎵᎡᎾ, ᎠᎴ ᎦᏂᎳ ᎦᏬᏂᏍᎩ; ᎠᎴ ᎢᎬᏩᏍᏗᏰᏔᏁ ᎾᏍᎩ ᎤᏏᏔᏗᏍᏗᏱ.
Hag e voe degaset dezhañ un den bouzar ha mut, hag e voe pedet da lakaat e zaouarn warnañ.
33 ᎢᏴᏛᏃ ᏭᏘᏅᏍᏔᏅ ᎤᏓᏰᎵᎸ ᎤᏂᏣᏘ ᎠᏁᏙᎲᎢ, ᏕᎦᏰᏌᏛ ᏗᎦᎴᏂ ᏚᏐᎾᏕᎢ, ᎠᎴ ᏚᎵᏥᏍᏇᎢ, ᎠᎴ ᎦᏃᎪ ᎤᏒᏂᎴᎢ;
O vezañ e dennet eus ar bobl a-du, e lakaas e vizied en e zivskouarn; hag o vezañ kemeret eus e grañch, e stokas e deod,
34 ᎦᎸᎳᏗᏃ ᏫᏚᎧᎿᎭᏅ ᎤᎵᏰᏔᏁᎢ, ᎠᎴ ᎯᎠ ᏄᏪᏎᎴᎢ, ᎡᏇᏓ, ᎾᏍᎩ ᎦᏛᎬ ᎭᎵᏍᏚᎢ.
hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e huanadas hag e lavaras: Effata, da lavarout eo, digor-te.
35 ᎩᎳᏉᏃ ᎢᏴᏛ ᏗᎦᎴᏂ ᏚᎵᏍᏚᎢᏎᎢ, ᎠᎴ ᎦᏃᎪ ᎤᎸᏍᏓᏁᎸᎯ ᏚᎵᎧᏁᏴᎮ, ᎠᎴ ᎣᏍᏛ ᎤᏬᏂᏎᎢ.
Kerkent e zivskouarn a voe digoret, e deod a voe dizereet, hag e komze hep poan.
36 ᏚᏅᏍᏓᏕᎴᏃ ᎩᎶ ᎤᏂᏃᏁᏗᏱ; ᎠᏎᏃ ᏕᎦᏅᏍᏓᏗᏏ ᎤᏟᏉ ᎢᎦᎢ ᏓᏂᏰᎵᎯᏍᏗᏍᎨᎢ;
Jezuz a zifennas outo na lavarjent kement-se da zen; met mui e tifenne outo, seul vui e vrudent anezhañ.
37 ᎠᎴ ᎤᎶᏒᏍᏔᏅᎯ ᎤᏂᏍᏆᏂᎪᏎᎢ, ᎯᎠ ᎾᏂᏪᏍᎨᎢ, ᏂᎦᏛ ᎣᏏᏳ ᏕᎤᎸᏫᏍᏓᏏ; ᎤᎾᏛᎪᏗᏱ ᏂᏕᎬᏁ ᏧᏂᎵᎡᎾ, ᏧᏅᎨᏫᏃ ᎤᏂᏬᏂᎯᏍᏗᏱ.
Souezhet meurbet e lavarent: Kement a ra a zo burzhudus; d'ar re vouzar e ra klevout, ha d'ar re vut komz.

< ᎣᏍᏛ ᎧᏃᎮᏛ ᎹᎦ ᎤᏬᏪᎳᏅᎯ 7 >