< Yohana 16 >

1 Mi hla wayi ni yiwu ni ndu yi na kubu za na.
Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ, evit na gemerot ket a skouer fall.
2 Ba ju yi rju ni majanmiyan u iton ni ye, niwa indji ni ta hola yi vu ni to'o (wuya), ani ya ndi wawu si tie ndu Rji.
Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus o sinagogennoù; an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv servijañ Doue.
3 Ba ti naki niwa ba na toh Ti'a ko Me na.
Ober a raint kement-se deoc'h, abalamour n'o deus ket anavezet na va Zad na me.
4 Mi si hla biyi ni yiwu, inde iton nita ye, waba ti'a, bika ri mren Mi na hla ni yiwu,” Mi na hla kpe biyi ni yiwu ri na rji ni mumla, niwa Mi he niyi.
Met me am eus lavaret deoc'h an traoù-se, evit m'ho po soñj, pa vo deuet an eur, em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret anezho deoc'h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc'h.
5 Zizan yi Mi si hi ni Indji wa a ton me'a, naki me ni mi mbi, ba wa a minye Me, u hi ntsen?
Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn ouzhin: Pelec'h ez ez?
6 Ni wa Mi hla ikpi biyi ni yiwu, damuwa shu ni yiwu ni sron.
Met, abalamour ma em eus lavaret deoc'h an traoù-mañ, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon.
7 Ime mi si hla njanji mu ni yiwu, abi ni yiwu ni ndu Mi hi kpamu, u Mi ta na hi kpamu na, wawu indji u sisron ana ye ni yi na, u Mi ta hi, u Mi ton ye niyi.
Koulskoude, me a lavar deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit; rak ma ne dan ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout; met mar dan kuit, me a gaso anezhañ deoc'h.
8 Ani ta ye, wawu Indji u nji si sron ye ani tsro gbungblu'a meme ti lahtre'a, nitu njanji ni tron me -
Ha pa vo deuet, e kendrec'ho ar bed a bec'hed, a reizhder, hag a varnedigezh:
9 nitu lahtre, nitu wa bana kpa nyeme ni Me na;
a bec'hed, abalamour na gredont ket ennon;
10 nitu tsatsra, Mi hi ni Ti'a, u bina la tie bre to mena;
a reizhder, abalamour ma'z an da gavout va Zad ha ne'm gwelot mui;
11 nitu hukunci me niwa ba han hukunci ni ndji u nji gbungblu'a hukunci.
a varnedigezh, abalamour priñs ar bed-mañ a zo dija barnet.
12 Ikpi gbugbuwu ba he wa Mi hla ni yiwu'a, u bina ya to zizan na.
Kalz a draoù all am eus c'hoazh da lavarout deoc'h, met n'oc'h ket c'hoazh evit o dougen.
13 Nitu ki, u Ibrji tsatsra u njanji aye'a, ani nji ni mi njanji wawu, niwa ana tre u tuma kankrji ma na, se ikpe wa awo, ani hla ki, ani hla ni yiwu ikpe wa ani tie.
Met pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac'hanoc'h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met lavarout a raio kement en devo klevet, hag e tisklêrio deoc'h an traoù da zont.
14 Ani gbre Me san, nitu wa ani ban ikpi wa a u mu na hla ni yiwu.
Eñ eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din, ha ma en disklêrio deoc'h.
15 Ikpe iwa Iti'a ahe ni wu ahi u mu. Nitu ki, Mi hla da ani ban kpi wa a hu mu na hla ni yiwu.
Kement en deus an Tad a zo din; setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din, hag en disklêrio deoc'h.
16 Ni kogon vi ton, bina tie bre la to Me na, ni kogon vi nton fime ngari, bi la toh me.
C'hoazh un nebeut amzer ha ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot, abalamour ma'z an da gavout va Zad.
17 U bari ni mi almajere Ma, ba tre ndi, “Ahi ngyeyi mba Igu yi ni son hla nitawu, 'Ni vi nkpurju nton bina la toh Me na, u ni vi nkpurju nton ngari bi la toh me,' u, 'Nitu wa Mi hi ni Ti'a?'”
Hag hiniennoù eus an diskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot; hag: Abalamour ma'z an da gavout va Zad?
18 Nitu ki ba tre ndi, “Ahi ngyeri wa asi tre'a, 'Ni vi nkpurju nton'a?' Kina to kpw wa asi tre nitu ma na.”
Lavarout a raent eta: Petra eo pa lavar: A-benn nebeut amzer? N'ouzomp ket ar pezh a lavar.
19 Yesu to ba si son Mye wu, na hla ni bawu ndi, “U bi kma ni mye kpa mbi Mu ikpe wa Mi si son hla andi, “Ni kogon vi nton fime u bina to me na, u ngari ni kogon vi nton fime bi la to Me?'
Jezuz eta, oc'h anavezout e c'hoantaent ober goulennoù outañ, a lavaras dezho: C'hwi a ra goulennoù an eil ouzh egile diwar-benn ar pezh am eus lavaret: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot.
20 Njanji, njanji, Mi hla ni yiwu, bi yi ni mren, u gbungblu ni ngyiri, imre mbi ni shu ni yi nyu ni sron, u imre u yi mbi ani ka tie u ngyiri.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio; c'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez.
21 Iwa ni to lo ngrji, ni nton wa a si yi nne nitu wa inton u ngrji ye. Inde a ngri vren yo ye, ana la bre rimren ilon Ma ngana, nitu wa a si ngyiri wa ba ngrji indji ni gbungblu'a.
Pa wilioud ur wreg, he devez poan, abalamour ma vez deuet he amzer; met adalek ma'z eo gwilioudet eus ur bugel, n'he devez ken soñj eus he foan, gant ar joa he deus da vezañ ganet un den er bed.
22 Zizan mba bi ri mre, Mi la to yi, u sron mbi ni ngyiri, u indrjori na ya ban ngyiri mbi'a rji ni yi na.
Evel-se, c'hwi a zo bremañ en dristidigezh; met me ho kwelo a-nevez, hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez.
23 Chachu ki, bina mye Me kperi na. Njanji, njanji, Mi si hla ni yiwu, ko ngyeri bi bre ni mi Nde Ti'a ni mi Nde Mu ani no yi.
Hag en deiz-se, c'hwi ne c'houlennot ken mann ouzhin war netra. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, penaos kement a c'houlennot digant an Tad em anv, e roio anezhañ deoc'h.
24 Ye zizan me bi na bre kperi nimi nde Mu na. Bika bre, u bi kpa, niwa ingyiri mbi a shu.
Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv; goulennit, hag ho po, evit ma vo ho levenez peurleuniet.
25 Mi hla kpi biyi ni yiwu ni mi karin magana, inton ni ye wa Mina la hla kperi ni yiwu na ni mi karin magana na, Mi sran hla ni yiwu ni rira, nitu Ti'a wa ani karin magana.
Me am eus lavaret deoc'h an traoù-mañ e parabolennoù; met an amzer a zeu na gomzin ken deoc'h e parabolennoù; met me a gomzo deoc'h freals eus an Tad.
26 Ni chahu ki, bu tre ni mi nde Mu u Mina hla yiwu ndi Mi tre ni Ti; a nitu mbi na.
En deiz-se, c'hwi a c'houlenno em anv, ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h,
27 Niwa Iti ni son yi kima, niwa bu'a bi son Me, u bi kpa nyeme ndi Mi rji ni Ti'a.
rak an Tad e-unan ho kar, abalamour m'hoc'h eus va c'haret, ha m'hoc'h eus kredet on deuet eus Doue.
28 Mi rji ni Ti'a, ni ri ni gbungblu'a, ye zizan, ngari, Mi bri ni gbungblu'a ni kma ni hi ni Ti.”
Me a zo deuet eus an Tad, hag on deuet er bed; lezel a ran a-nevez ar bed, hag ez an da gavout va Zad.
29 Almajere Ma ba tre ndi, “To mba, zizan u si tre kpe wheme mba, una ka yiyi na.
E ziskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez freals, ha ne lavarez parabolenn ebet.
30 Zizan ki to u to ko ngyeri, ana wa ndrjori ni la mye na. Ni nakima, ki kpanyeme ndi u rju rji ni Irji.
Bremañ, ni a oar ec'h anavezez an holl draoù, ha ne'c'h eus ket ezhomm e c'houlennfe den netra ouzhit; abalamour da-se eo e kredomp out deuet eus Doue.
31 Yesu a ka sa ni bawu ndi, “Bi kpa nyeme zizan?
Jezuz a respontas dezho: C'hwi a gred bremañ?
32 Bika to, inton ni ye, ee, inton ye wa ba vra yi ti nkankan, ko nha ni kma hi ni ko ma, bi ka me don ni grji Mu. Ko nakime Mi na he ni nkrji Mu na, Iti Mu ahe ni Me.
Setu, an eur a zeu, hag deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez, ha penaos e lezot ac'hanon va-unan; met me n'on ket va-unan, abalamour va Zad a zo ganin.
33 Mi hla wayi ni yiwu ndi bi he ni me Mu ni fe si sron. Ni gbungblu'a ba ki ti yi je, bika kri gbangban, Mi kpaka ni gbungblu'a.
Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit m'ho po ar peoc'h ennon; c'hwi ho po trubuilhoù er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed.

< Yohana 16 >