+ Matthieu 1 >
1 Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham.
2 Abraham a voe tad da Izaak. Izaak a voe tad da Jakob. Jakob a voe tad da Juda ha d'e vreudeur.
3 Juda, eus Tamar, a voe tad da Farez ha Zara. Farez a voe tad da Ezrom. Ezrom a voe tad da Aram.
4 Aram a voe tad da Aminadab. Aminadab a voe tad da Naason. Naason a voe tad da Salmon.
5 Salmon, eus Rahab, a voe tad da Vooz. Booz, eus Rut, a voe tad da Obed. Obed a voe tad da Jese.
6 Jese a voe tad d'ar roue David. Ar roue David a voe tad da Salomon, eus an hini a oa bet gwreg da Uri.
7 Salomon a voe tad da Roboam. Roboam a voe tad da Abia. Abia a voe tad da Asa.
8 Asa a voe tad da Jozafat. Jozafat a voe tad da Joram. Joram a voe tad da Ozia.
9 Ozia a voe tad da Joatam. Joatam a voe tad da Achaz. Achaz a voe tad da Ezekia.
10 Ezekia a voe tad da Vanase. Manase a voe tad da Amon. Amon a voe tad da Jozia.
11 Jozia a voe tad da Jekonia ha d'e vreudeur, da vare an ermaeziadeg e Babilon.
12 Ha goude ma voent bet kaset da Vabilon, Jekonia a voe tad da Salatiel. Salatiel a voe tad da Zorobabel.
13 Zorobabel a voe tad da Abiud. Abiud a voe tad da Eliakim. Eliakim a voe tad da Azor.
14 Azor a voe tad da Sadok. Sadok a voe tad da Achim. Achim a voe tad da Eliud.
15 Eliud a voe tad da Eleazar. Eleazar a voe tad da Vatan. Vatan a voe tad da Jakob.
16 Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, ma'z eo bet ganet anezhi Jezuz, galvet Krist.
17 Bez' ez eus eta en holl: eus Abraham betek David, pevarzek rummad; eus David betek an ermaeziadeg e Babilon, pevarzek rummad; hag eus an ermaeziadeg e Babilon betek ar C'hrist, pevarzek rummad.
18 Setu, ganedigezh Jezuz-Krist a c'hoarvezas evel-henn. Goude ma oa prometet Mari, e vamm, da Jozef, a-raok ma oant asambles, hi en em gavas brazez dre ar Spered-Santel.
19 Jozef, he fried, a oa un den reizh ha ne felle ket dezhañ he mezhekaat; c'hoantaat a reas he c'has kuit e-kuzh.
20 Evel ma soñje kement-se, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ, dre e gousk, o lavarout: Jozef, mab David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari, da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,
21 hag e c'hano ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a saveteo e bobl eus e bec'hedoù.
22 Kement-se holl a c'hoarvezas, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre gomz ar profed:
23 Setu, ar werc'hez a vo brazez, hag a c'hano ur mab a vo galvet Emmanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.
24 Jozef, o vezañ dihunet eus e gousk, a reas ar pezh en devoa ael an Aotrou gourc'hemennet dezhañ, hag e kemeras e wreg gantañ.
25 Hogen n'anavezas ket anezhi betek ma voe gwilioudet eus he mab [kentañ-ganet], hag e roas dezhañ Jezuz da anv.