< Matthieu 26 >
1 Goude m'en devoe Jezuz peurlavaret an holl gomzoù-se, e lavaras d'e ziskibien:
मंग येशुनी ह्या सर्वा गोष्टी शिकाडानं संपाडानंतर आपला शिष्यसले सांगं,
2 Gouzout a rit emañ ar Pask a-benn daou zevezh, ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz.
तुमले माहित शे की, दोन दिन नंतर वल्हांडण सण शे अनी मनुष्यना पोऱ्याले क्रुसखांबवर खियाकरता धरी देतीन.
3 Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e porzh ar beleg-meur, anvet Kaifaz,
तवय कैफा नावना प्रमुख याजकना वाडामा मुख्य याजक अनं वडील लोके गोया व्हयनात,
4 hag en em guzuilhjont evit gouzout penaos kregiñ e Jezuz dre droidell hag e lakaat d'ar marv.
अनी येशुले गुपचुप धरीन मारी टाकानी योजना त्यासनी बनाडी.
5 Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.
“लोकसमा दंगल व्हवाले नको म्हणीन हाई सणना दिनमा नही करानं, अस त्यासनी सांगं.”
6 Jezuz, o vezañ e Betania e ti Simon al lovr,
जवय येशु बेथानी गावले जो पहिले कोडरोगी व्हता त्या शिमोनना घर व्हता.
7 ur wreg a zeuas d'e gavout gant ul lestr alabastr leun a c'hwezh-vat eus ur priz bras, hag e-pad ma oa ouzh taol, e skuilhas anezhi war e benn.
मंग तो जेवाले बठेल व्हता तवय एक बाई महागडं सुगंधी तेल संगमरवरना भांडामा लई वनी अनी तिनी ते भांडं फोडीन तेल त्याना डोकावर वती दिधं.
8 An diskibien, o welout-se, a oa droug enno, hag e lavarjont: Perak ar c'holl-se?
हाई दखीन त्याना शिष्य संतापिन बोलनात, हाई का बर नासाडं?
9 Rak gallet e vije bet gwerzhañ ar c'hwezh-vat ker, ha reiñ an arc'hant d'ar beorien.
हाई “ईकीन बराच पैसा भेटतात अनी त्या गरीबसले देता येतात!”
10 Met Jezuz, o c'houzout kement-se, a lavaras dezho: Perak e rit poan d'ar wreg-se? Un dra vat he deus graet em c'heñver.
येशुने हाई दखीन त्यासले सांगं, हाई बाईले का बर त्रास देतस? तिनी तर मनाकरता चांगल कार्य करेल शे.
11 Rak c'hwi ho po bepred peorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon.
गरीब कायमना तुमना जोडे शेतस, पण मी कायमना तुमना जोडे शे अस नही.
12 Rak, pa he deus skuilhet ar c'hwezh-vat-se war va c'horf, he deus graet kement-se evit va beziadur.
तिनी मना शरिरवर सुगंधी तेल वतीन मना उत्तरकार्यनी तयारी पहिलेच करी दिधी.
13 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos el lec'hioù ma vo an aviel-mañ prezeget dre ar bed holl, ar pezh he deus graet a vo ivez lavaret en eñvor anezhi.
मी तुमले सत्य सांगस की, सर्व जगमा जठे जठे सुवार्ता सांगतीन, तठे तठे तिनी जे सत्कर्म करेल शे त्यानी आठवण करतीन.
14 Neuze unan eus an daouzek, anvet Judaz Iskariod, a yeas da gavout ar veleien vras,
मंग बारा शिष्यसमधला एक यहूदा इस्कर्योत मुख्य याजकसकडे गया.
15 hag a lavaras: Petra a roit din, ha me en lakaio etre ho taouarn? Int a reas marc'had gantañ eus tregont pezh arc'hant.
अनी त्यानी सांगं, मी येशुले धरीन तुमले सोपी दिसु तर माले काय दिशात? मंग त्यासनी त्याले तिस रूपया दिधात.
16 Diwar neuze e klaskas an tu dereat d'e lakaat etre o daouarn.
तवयपाईन यहूदा त्याले कसं धरी देवाणी यानी संधी दखु लागना.
17 Ar c'hentañ deiz eus ar bara hep goell, an diskibien a zeuas da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez e kempennfemp dit evit debriñ ar Pask?
नंतर बेखमीर भाकरीना सणना पहिला दिन शिष्य येशुकडे ईसन बोलणात, आपलाकरता वल्हांडण सणना जेवणनी तयारी आम्हीन कोठे करानी अशी तुमनी ईच्छा शे?
18 Eñ a lavaras: It e kêr da gavout an den-mañ-'n den, ha lavarit dezhañ: Ar Mestr a lavar: Va amzer a zo tost; ober a rin ar Pask ez ti gant va diskibien.
त्यानी सांगं, नगरमा एक माणुसकडे जाईन त्याले सांगा की, गुरू म्हणस, मनी येळ जोडे येल शे; माले मना शिष्यसनासंगे तुना आठे वल्हांडण सण कराना शे.
19 An diskibien a reas evel m'en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho, hag e fichjont ar Pask.
मंग येशुनी सांगेल प्रमाणे शिष्यसनी जाईन वल्हांडणना जेवणनी तयारी करी.
20 Pa voe deuet an abardaez, en em lakaas ouzh taol gant an daouzek.
संध्याकाय व्हयनी तवय तो बारा शिष्यससंगे जेवणले बठना.
21 E-pad ma tebrent, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h am gwerzho.
जवय त्या जेवण करी राहींतात तवय येशुनी सांगं, मी तुमले सत्य सांगस, तुमनामधला एकजण माले धरी दि.
22 Gwall-c'hlac'haret e oant, ha pep hini anezho en em lakaas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha me eo?
तवय त्या भलताच नाराज व्हयनात अनी त्या एक एक करीसन त्याले ईचारू लागनात, “प्रभुजी, मी शे, का तो?”
23 Eñ a respontas dezho: An hini en deus lakaet e zorn ganin er plad, hennezh eo am gwerzho.
येशुनी उत्तर दिधं, ज्यानी मनासंगे ताटमा हात टाकेल शे, तोच माले धरी दि.
24 Mab an den, evit gwir, a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ; met gwalleur d'an den ma vo gwerzhet gantañ; gwell e vije d'an den-se, ne vije biken bet ganet.
मनुष्यना पोऱ्याबद्दल जस लिखेल शे तसा तो जाई खरा, पण जो मनुष्यना पोऱ्याले धरी दि, त्या माणुसना धिक्कार असो, तो माणुस जन्मले नही येता तर ते त्याले चांगलं व्हतं!
25 Judaz, an hini en gwerzhe, o komz, a lavaras: Ha me eo, Mestr? Eñ a lavaras dezhañ: Lavaret ec'h eus.
तवय त्याले धरी देणारा यहुदानी त्याले ईचारं, “गुरजी” मी शे का तो? येशुनी त्याले उत्तर दिधं, तु म्हणस तसच.
26 Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ, hag en roas d'an diskibien, o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c'horf.
मंग त्या जेवण करी राहींतात तवय येशुनी भाकर लिधी अनं उपकार मानीन तोडी अनी शिष्यसले दिसन सांगं, “हाई ल्या अनी खा, हाई मनं शरीर शे,”
27 Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho, o lavarout: Evit holl dioutañ,
अनी त्यानी प्याला लिधा अनी उपकार मानीन त्यासले दिसन सांगं, “तुम्हीन सर्वा यानामातीन प्या,”
28 rak hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev [nevez], skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec'hedoù.
हाई मना “करारनं रक्त, शे. पापसनी क्षमा व्हवाकरता सर्वासना करता वताई जाई राहिना शे.
29 Me a lavar deoc'h, n'evin mui eus ar frouezh-se eus ar gwini, betek an deiz ma'c'h evin anezhañ nevez ganeoc'h e rouantelezh va Zad.
मी तुमले सत्य सांगस की, मी तोपावत द्राक्षवेलना रस पेवाव नही जोपावत मना पित्याना राज्यमा नवा द्राक्षरस पितस नही.”
30 Goude m'o devoe kanet ar c'hantikoù, ez ejont da Venez an Olived.
मंग देवनं गानं म्हणीसन त्या जैतुनना डोंगरकडे निंघी गया.
31 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: skeiñ a rin ar pastor, ha deñved ar bagad a vo stlabezet.
मंग येशु त्यासले बोलना, “तुम्हीन रातले सर्वा माले सोडीन पळी जाशात, कारण शास्त्र अस सांगस की, ‘देव मेंढपायले मारी टाकी अनी कळपमाधला मेंढरसनी दाणादाण व्हई जाई.’
32 Met goude ma vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea.
पण मी जिवत व्हवानंतर तुमना पहिले गालीलमा जासु.”
33 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl, evidon-me ne vi biken.
पेत्र येशुले बोलना, “सर्वा तुले सोडीन पळतीन पण मी तुले सोडीन पळाव नही!”
34 Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos en noz-mañ memes, a-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech.
येशु बोलना, “मी तुले सत्य सांगस की, आज रातले कोंबडा कोकावाना पहिले तु माले तिनदाव नाकारशी.”
35 Pêr a respontas dezhañ: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac'hin ket ac'hanout. Hag an holl ziskibien a lavare ar memes tra.
पेत्र त्याले बोलना, “तुनासंगे माले मरणं पडनं तरी मी तुमले नाकारावुच नही!” अनी बाकीना शिष्यसनी पण तसच सांगं.
36 Neuze Jezuz a zeuas ganto en ul lec'h galvet Getsemane, hag e lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma'z in da bediñ ahont.
नंतर येशु त्याना शिष्यससंगे गेथशेमाने नावना बगीच्यामा वना, “मी पुढे जाईन प्रार्थना करस तोपावत तुम्हीन आठे बठा.”
37 Kemer a reas gantañ Pêr ha daou vab Zebedea, hag e voe leuniet a dristidigezh hag a anken.
मंग त्यानी पेत्र अनं जब्दीना दोन्ही पोऱ्या यासले संगे लिधं अनं तो खुपच खिन्न अनं कष्टी व्हवाले लागना.
38 Neuze e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv; chomit amañ ha beilhit ganin.
तवय तो त्यासले बोलना, “मना जीव” मरणप्राय, खुपच खिन्न व्हई जायेल शे, तुम्हीन आठेच थांबा अनी मनासंगे जागा ऱ्हा.
39 O vont un tamm a-raokoc'h, en em daolas war e c'henou d'an douar, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin, mar gell-se bezañ! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
मंग तो थोडा पुढे जावानंतर पालथा पडिन अशी प्रार्थना कराले लागना की, “हे मना पिता व्हई तर हाऊ दुःखनां प्याला मनावरतीन टळी जावो! तरी मना ईच्छाप्रमाणे नको तर तुनी ईच्छाप्रमाणे व्हऊ दे.”
40 Hag e tistroas da gavout e ziskibien, o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Ha n'hoc'h eus ket gallet beilhañ un eur ganin?
मंग तो शिष्यसना जोडे वना अनी त्या झोपेल शेतस हाई दखीन पेत्रले बोलना, काय! एक तास बी तुमनाघाई जागं ऱ्हावायनं नही का?
41 Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur; ar spered a zo buan, met ar c'hig a zo dinerzh.
तुम्हीन परिक्षामा पडाले नको म्हणीन जागा ऱ्हा अनी प्रार्थना करा; आत्मा तयार शे खरं पण शरीर अशक्त शे.
42 Mont a reas adarre un eil gwech, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c'hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma'c'h evin anezhañ, ra vo graet da volontez!
परत दुसरी दाव जाईसन येशुनी हाई प्रार्थना करी की, “हे मना पिता, जर हाऊ प्याला मी पेवाशिवाय टळाव नही तर तुनी ईच्छाप्रमाणे व्हऊ दे.”
43 O vezañ distroet, o c'havas adarre kousket, rak o daoulagad a oa pounneraet.
मंग त्यानी परत ईसन त्यासले झोपेल दखं; कारण झोपमुये त्यासना डोया जड व्हयेल व्हतात.
44 O c'huitaat a reas adarre, hag e pedas evit an trede gwech, o lavarout ar memes komzoù.
परत तो त्यासले सोडीन गया अनी परत त्यानी तिसरांदाव त्याच शब्दसमा प्रार्थना करी.
45 Neuze e tistroas da gavout e ziskibien hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! Setu, an eur a zo tost ha Mab an den a zo lakaet etre daouarn ar bec'herien.
परत तो शिष्यसकडे ईसन बोलना, काय तुम्हीन अजुन आरामशीर झोपी राहिनात? दखा! येळ जवळ येल शे, मनुष्यना पोऱ्या पापी लोकसना हातमा देवाई जाई राहिना.
46 Savit, ha deomp, setu, an hini am gwerzh a dosta.
ऊठा, चला. दखा, माले धरी देणारा जोडे येल शे.
47 Evel ma komze c'hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas, ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl.
येशु बोली राहींता इतलामा बारा शिष्यसपैकी एक म्हणजे यहूदा तठे वना, त्यानाबरोबर मुख्य याजक, शास्त्री अनी वडील लोकसना माणसे तलवारी अनी टिपरा लई वनात.
48 An hini en gwerzhe en devoa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo, krogit ennañ.
त्याले धरी देणारानी एक इशारा देयल व्हता तो असा की; “मी ज्यानं चुंबन लिसु तोच तो शे. त्याले धरा!”
49 Raktal e tostaas ouzh Jezuz, hag e lavaras dezhañ: Salud, Mestr! Hag e pokas dezhañ.
मंग त्यानी लगेच येशुजोडे ईसन, गुरजी, नमस्कार बोलीन त्याना चुंबन लिधात.
50 Jezuz a lavaras dezhañ: Va mignon, evit petra out amañ? Neuze e tostajont, e lakajont o daouarn war Jezuz, hag e krogjont ennañ.
येशु त्याले बोलना, “दोस्त! ज्या कामकरता तु येल शे ते कर” तवय त्यासनी जोडे ईसन येशुले धरं अनी अटक करी.
51 Ha setu, unan eus ar re a oa gant Jezuz a astennas e zorn, a dennas e gleze, a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dezhañ.
मंग दखा, येशुनासंगे ज्या व्हतात त्यासनामातीन एकनी तलवार काढी अनी महायाजकना दासवर चालाडी अनं त्याना कान कापी टाका.
52 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Laka da gleze en e lec'h; rak an holl re a gemero ar c'hleze, a varvo dre ar c'hleze.
तवय येशु त्याले बोलना “तुनी तलवार परत जागावर ठेव,” कारण “तलवार चालाडणारा सर्वजण तलवारघाईच नाश पावतीन.”
53 Ha soñjal a rez na c'hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?
तुले अस वाटस का की, माले मना पिताजोडे मांगता येस नही, आत्तेना आत्तेच तो मनाकरता देवदूतसना बारा सैन्यपेक्षा जास्त धाडु नही शकस?
54 Penaos eta e vefe peurc'hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c'hoarvezout evel-se?
मंग शास्त्रना शास्त्रलेख कशा पुर्ण व्हई की, हाई व्हणं आवश्यकच शे?
55 D'an ampoent-se, Jezuz a lavaras d'ar vandenn-se: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret.
तवय येशु लोकसनी गर्दीले बोलना, “जस एखादा नियम तोडणाराले धराकरता तलवार अनी टिपरा लई जातस तसा तुम्हीन माले धराले येल शेतस का? मी रोज मंदिरमा बशीन शिकाडी राहिंतु तरी तुम्हीन माले धरं नही.
56 Met kement-se a zo c'hoarvezet evit ma vo peurc'hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien, o vezañ e zilezet, a dec'has kuit.
पण संदेष्टासना लेख पुर्ण व्हवाले पाहिजे म्हणीन हाई व्हयनं.” इतलामा सर्व शिष्य त्याले सोडीन पळी गयात.
57 Ar re o devoa kemeret Jezuz, a gasas anezhañ da di Kaifaz, ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet ar skribed hag an henaourien.
मंग येशुले धरणारासनी त्याले कैफा नावना मुख्य याजक याना घर लई गयात, तठे शास्त्री अनं वडील लोक जमेल व्हतात.
58 Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag, o vezañ aet e-barzh, ec'h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec'h echufe kement-se.
पेत्र दुरतीन त्याना मांगेमांगे मुख्य याजकना वाडापावत गया अनं मझार जाईन त्याना शेवट काय व्हस हाई दखासाठे पहारेकरीसमा बसना.
59 Neuze, ar veleien vras, [an henaourien, ] hag an holl sanedrin a glaske ur falstesteni bennak a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv.
मुख्य याजक अनं सर्व न्यायसभा यासनी येशुले मारी टाकना उद्देशतीन त्यानविरूध्द खोटा आरोप शोधी राहींतात;
60 Hogen ne gavent ket, petra bennak ma teuas meur a fals-test. En diwezh, e teuas daou fals-test, hag a lavaras:
अनी बराच खोटा आरोप करनारा वनात पण त्यामा त्यासले काहीच भेटनं नही, तरी शेवट दोनजण ईसन बोलणात की,
61 Hemañ en deus lavaret: Me a c'hell diskar templ Doue, hag en adsevel e tri devezh.
“देवनं मंदिर तोडीन ते तिन दिनमा बांधाले मी समर्थ शे अस हाऊ बोलना.”
62 Ar beleg-meur a savas hag a lavaras dezhañ: Ha ne respontez netra? Petra a dest an dud-se en da enep?
तवय मुख्य याजक ऊठीसन येशुले बोलना, “तु काहीच उत्तर देत नही का?” या तुनाविरूध्द कितला आरोप करी राहिनात,
63 Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran, en anv an Doue bev, da lavarout deomp mar dout ar C'hrist, Mab Doue.
पण येशु गप्पच राहिना. यावरतीन मुख्य याजकनी त्याले सांगं, “मी तुले जिवत देवनी शप्पथ घालिन विचारस की; जर तु देवना पोऱ्या ख्रिस्त शे तर तसं आमले सांगं.”
64 Jezuz a lavaras dezhañ: E lavaret ec'h eus; ouzhpenn, e lavaran deoc'h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv.
येशु त्याले बोलना, “तु सांगस तसच आखो. मी तुमले सांगस; यापुढे तुम्हीन फक्त मनुष्यना पोऱ्याले सर्व समर्थना उजवीकडे बठेल अनं स्वर्गना ढगसवर येतांना दखशात!”
65 Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? Klevet hoc'h eus e ledoued;
तवय मुख्य याजकनी आपला कपडा फाडिसन सांगं, हाऊ देवनी निंदा करी राहिना, आते आमले आखो साक्षीदारसनी काय गरज! तुम्हीन हाई निंदा ऐकेल शे!
66 petra a soñjit a-se? Respont a rejont: Din eo da vervel.
तुमले काय वाटस? त्यासनी उत्तर दिधं, “हाऊ मृत्यूदंडना योग्य शे.”
67 Neuze e krañchjont ouzh e zremm hag e rojont dezhañ karvanadoù ha jodadoù,
तवय त्या त्याना तोंडवर थुंकनात; अनं त्यासनी त्याले बुक्क्या माऱ्यात अनी बाकिनासनी त्याले थापड्या मारीन सांगं
68 o lavarout: Diougan deomp, Krist, piv eo an hini en deus skoet ganit?
अरे ख्रिस्त! “भविष्यवाणी करीसन सांगं तुले कोणी मारं!”
69 Koulskoude, Pêr a oa azezet en diavaez, er porzh; ur vatezh a dostaas outañ en ur lavarout: Te ivez, te a oa gant Jezuz ar Galilead.
इकडे पेत्र वाडामा बाहेर बठेल व्हता; तवय मुख्य याजकनी एक दासी त्यानाकडे ईसन बोलनी, “तु पण गालीलकर येशुसंगे व्हता.”
70 Met eñ a nac'has dirak an holl, o lavarout: N'ouzon ket petra a lavarez;
तो सर्वासना समोर नकारीन बोलना. “तु काय सांगी राहीनी, माले माहीत नही”
71 Evel ma'z ae etrezek an nor, ur vatezh all a welas anezhañ, hag a lavaras d'ar re a oa eno: Hemañ a oa ivez gant Jezuz a Nazared.
मंग तो बाहेर वट्टावर गया तवय आखो एक दासी त्याले दखीन तठे ज्या उभा व्हतात त्यासले बोलनी, “हाऊ पण नासरी येशु बरोबर व्हता.”
72 Eñ a nac'has adarre gant ul ledoued: N'anavezan ket an den-se.
परत “तो शपथ लिसन बोलना मी त्या माणुसले वळखत नही!”
73 Ur pennad goude, ar re a oa eno a dostaas hag a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak da anavezout a reer diouzh da yezh.
नंतर थोडा येळतीन तठे उभा राहणारासनी जोडे ईसन पेत्रले सांगं, खरच तु पण त्यानामाधलाच शे, कारण तुना बोलावरतीन तु कोण शे हाई समजी राहिनं.
74 Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ, o lavarout: N'anavezan ket an den-se. Raktal ar c'hilhog a ganas;
मंग पेत्र बोलणा, “जर मी खोटं बोली ऱ्हायनु तर, देव माले मारी टाको! अशा शपथा वाहीन बोलु लागणा, हाऊ ज्या माणुसबद्दल तुम्हीन बोली राहिनात त्याले मी वळखत नही!” इतलामा कोंबडा कोकायना,
75 ha Pêr en devoe soñj eus ar gomz en devoa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c'hilhog, ez po va dinac'het teir gwech. Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder.
तवय “कोंबडा कोकावाना पहीले तु माले तीनदाव नाकारशी” असा ज्या शब्द येशुनी पेत्रले सांगेल व्हतात त्या त्याले आठवणात अनी तो बाहेर जाईसन हंबरडा फोडीन रडाले लागना.