< Matthieu 15 >
1 Neuze skribed ha farizianed a zeuas eus Jeruzalem da gavout Jezuz, hag a lavaras dezhañ:
2 Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc'hont ket o daouarn pa zebront o fredoù.
3 Eñ a respontas dezho: Ha c'hwi, perak e torrit gourc'hemenn Doue gant ho hengoun?
4 Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv;
5 met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo ur prof da Zoue,
6 n'eo ket dalc'het da enoriñ e dad pe e vamm. C'hwi a gas da netra ger Doue gant ho hengoun.
7 Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret:
8 Ar bobl-mañ a enor ac'hanon gant he muzelloù, met o c'halonoù a zo gwall bell diouzhin.
9 Met e ven eo ec'h enoront ac'hanon, pa zeskont kredennoù a zo gourc'hemennoù tud.
10 Neuze, o vezañ galvet ar bobl, e lavaras dezho: Selaouit, ha komprenit.
11 N'eo ket ar pezh a ya er genou a hudura an den, met ar pezh a zeu er-maez eus ar genou eo, a hudura an den.
12 Neuze e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Gouzout a rez penaos ar farizianed, o klevout ar pezh ac'h eus lavaret, o deus kavet tamall ennañ?
13 Eñ a respontas: Pep plantenn n'eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet.
14 Lezit int; tud dall int, o ren tud dall; mar ren un dall un dall all, e kouezhint o-daou er poull.
15 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Displeg deomp ar barabolenn-se.
16 Ha Jezuz a lavaras: C'hwi ivez, bez' oc'h c'hoazh hep skiant?
17 Ne gomprenit ket penaos kement a ya er genou, a ziskenn er c'hof, hag a vez taolet el lec'h distro?
18 Met ar pezh a zeu er-maez eus ar genou, a zeu eus ar galon; ha se eo ar pezh a hudura an den.
19 Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, al lazherezhioù, an avoultriezhioù, ar gastaouerezhioù, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.
20 Setu aze an traoù a hudura an den; met debriñ hep bezañ gwalc'het an daouarn, an dra-se ne hudura ket an den.
21 Jezuz, o vezañ aet ac'hano, en em dennas da gostezioù Tir ha Sidon.
22 Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias, o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc'h a zo gwall-boaniet gant an diaoul.
23 Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc'h.
24 Respont a reas hag e lavaras: N'on bet kaset nemet etrezek an deñved kollet eus ti Israel.
25 Met hi a zeuas, hag en em stouas dirazañ, o lavarout: Aotrou, sikour ac'hanon!
26 Respont a reas: N'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan.
27 Gwir eo Aotrou, emezi, met ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouezh eus taol o mestroù.
28 Neuze Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c'hoantaez. Hag en eur-se memes, he merc'h a voe yac'haet.
29 Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas tost da vor Galilea. O vezañ pignet war ur menez, ec'h azezas eno.
30 Neuze ul lod bras a dud a dostaas outañ, ha ganto re gamm, re dall, re vut, re vac'hagnet, ha kalz a re glañv, hag e lakajont anezho ouzh e dreid; eñ o yac'haas,
31 en hevelep doare ma voe souezhet an dud pa weljont ar re vut o komz, ar re gamm o kerzhout, ar re dall o welout, ar re vac'hagnet yac'haet; hag e roent gloar da Zoue Israel.
32 Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo emaint em c'hichen, ha n'o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c'has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent.
33 An diskibien a lavaras: Penaos e c'hellfemp kavout, el lec'h distro-mañ, bara a-walc'h da bredañ kement a dud.
34 Jezuz a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh, hag un nebeut peskedigoù.
35 Neuze e reas d'ar bobl azezañ war an douar;
36 hag o vezañ kemeret ar seizh bara hag ar pesked, ha trugarekaet, e torras anezho hag o roas d'e ziskibien, hag e ziskibien o roas d'ar bobl.
37 Hag e tebrjont holl, hag o devoe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet.
38 Ar re o devoa debret a oa war-dro pevar mil den, hep ar gwragez hag ar vugale.
39 Goude bezañ kaset kuit ar bobl, e pignas er vag, hag e teuas da vro Magadan.