< Matthieu 14 >
1 En amzer-se, Herodez an tetrark, o vezañ klevet komz eus Jezuz, a lavaras d'e servijerien:
2 Yann-Vadezour eo! Adsavet eo a-douez ar re varv, ha dre-se eo en em ra mirakloù drezañ.
3 Rak Herodez en devoa kaset da gemer Yann, hag en devoa e ereet ha lakaet er prizon, abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur,
4 rak Yann a lavare dezhañ: N'eo ket aotreet dit he c'haout evit gwreg.
5 C'hoant en devoa d'e lakaat da vervel, met aon en devoa rak ar bobl, dre ma oa kemeret Yann ganto evit ur profed.
6 Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc'h Herodiaz a zañsas dirak an dud, hag a blijas da Herodez,
7 en hevelep doare ma roas e c'her dezhi gant le, penaos e roje dezhi ar pezh a c'houlennje.
8 Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amañ, war ur plad, penn Yann-Vadezour.
9 Ar roue a voe glac'haret; koulskoude, abalamour d'e le ha d'ar re a oa azezet gantañ, e c'hourc'hemennas e reiñ dezhi,
10 hag e kasas da zibennañ Yann er prizon.
11 E benn a voe degaset war ur plad, ha roet d'ar plac'h yaouank, hag ar plac'h yaouank e roas d'he mamm.
12 Diskibien Yann a zeuas hag a gemeras e gorf, hag e sebeilhjont anezhañ.; hag ez ejont d'e lavarout da Jezuz.
13 Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac'hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec'h distro. Ar bobl o vezañ klevet-se en heulias war droad adalek ar gêrioù.
14 Neuze Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud; truez en devoe outo, hag e yac'haas o c'hlañvourien.
15 An abardaez o vezañ deuet, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec'h-mañ a zo distro, ha diwezhat eo; kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù, da brenañ boued.
16 Jezuz a lavaras dezho: N'o deus ket ezhomm da vont kuit, roit hoc'h-unan da zebriñ dezho.
17 Lavarout a rejont dezhañ: N'hon eus amañ nemet pemp bara ha daou besk.
18 Eñ a lavaras: Degasit int din.
19 Ober a reas d'ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e rentas grasoù. Neuze e torras ar baraoù, hag e roas anezho d'e ziskibien, evit m'o rojent d'ar bobl.
20 Debriñ a rejont holl hag o devoa a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an nemorantoù.
21 Ar re o devoa debret a oa war-dro pemp mil den, hep ar gwragez hag ar vugale.
22 Kerkent goude, e reas d'e ziskibien mont er vag, hag e ziaraogiñ en tu all, e-pad ma kasje kuit ar bobl.
23 P'en devoe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ, a-du; an abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan.
24 Ar vag a oa dija e-kreiz ar mor, gwallgaset gant ar gwagennoù, rak an avel a oa en o enep.
25 D'ar bedervet beilhadenn eus an noz e teuas d'o c'havout, o vale war ar mor.
26 Pa welas an diskibien anezhañ, o vale war ar mor, o devoa spont hag e lavarjont: Un teuz eo! Hag e krijont gant ar spont.
27 Kerkent Jezuz a lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon.
28 Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, mar deo te, gourc'hemenn ac'hanon da vont da'z kavout war an doureier.
29 Eñ a lavaras dezhañ: Deus! Pêr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier, evit mont da gavout Jezuz.
30 Met, pa welas e oa kreñv an avel, en devoa aon; hag evel ma tonae en dour, e krias, o lavarout: Aotrou, va savete!
31 Raktal Jezuz, oc'h astenn e zorn, a grogas ennañ, hag a lavaras dezhañ: Den a nebeut a feiz, perak ac'h eus diskredet?
32 Hag e pignjont er vag, hag an avel a baouezas.
33 Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.
34 P'o devoe treuzet ar mor, e teujont da vro C'henezared.
35 Tud al lec'h-mañ, o vezañ anavezet Jezuz, a gasas kannaded en holl vro tro-war-dro, hag e voe degaset dezhañ an holl dud klañv.
36 Pediñ a rejont anezhañ d'o lezel da stekiñ hepken ouzh bevenn e zilhad. Ha kement hini a stokas, a voe yac'haet.