< Marc 3 >
1 Jezuz a yeas ur wech all er sinagogenn, hag e oa eno un den en devoa un dorn disec'het.
2 Hag ec'h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac'hafe anezhañ, deiz ar sabad, evit e damall.
3 Neuze e lavaras d'an den en devoa an dorn disec'het: En em zalc'h aze er c'hreiz.
4 Hag e lavaras dezho: Hag aotreet eo ober vad pe droug, e deizioù ar sabad, saveteiñ un den pe e lezel da goll? Hag int a davas.
5 Neuze, o sellout outo gant fae, hag o vezañ glac'haret eus kaleter o c'halon, e lavaras d'an den-se: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ, hag e teuas yac'h [evel egile].
6 Ar farizianed, o vezañ aet er-maez, a zalc'has raktal kuzul gant an herodianed a-enep dezhañ, evit e lakaat da vervel.
7 Neuze Jezuz en em dennas gant e ziskibien war-zu ar mor, hag ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Judea,
8 eus Jeruzalem, eus Idumea, hag eus an tu all d'ar Jordan. Hag ar re a oa diwar-dro Tir ha Sidon, o vezañ klevet komz eus an traoù bras a reas, a zeuas e niver bras war-zu ennañ.
9 Eñ a lavaras d'e ziskibien derc'hel prest ur vag dezhañ, abalamour d'ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto.
10 Rak kalz anezho en devoa yac'haet, en hevelep doare ma en em daole warnañ, evit stekiñ outañ, kement en devoa ur c'hleñved.
11 Ha pa wele an speredoù hudur anezhañ, e taoulinent dirazañ hag e krient: Te eo Mab Doue!
12 Met eñ a c'hourc'hemenne start dezho na zisklêrjent ket anezhañ.
13 Pignat a reas neuze war ur menez, hag e c'halvas ar re a felle dezhañ, hag e teujont d'e gavout.
14 Hag e lakaas daouzek anezho, da vezañ gantañ, evit o c'has da brezeg,
15 hag evit kaout ar galloud [da yac'haat ar re glañv ha] da gas kuit an diaoulien.
16 Bez' e oant: Simon, ma roas an anv a Bêr dezhañ;
17 Jakez mab Zebedea, ha Yann breur Jakez, ma roas an anv a Voanergez dezho, da lavarout eo, mibien ar c'hurun;
18 Andrev, Filip, Bartolome, Mazhev, Tomaz, Jakez mab Alfe, Tadde, Simon ar C'hananeat,
19 ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas. Neuze e tistrojont d'an ti;
20 ar bobl en em zastumas a-nevez eno, en hevelep doare ma ne c'hellent ket memes kemer o fred.
21 E gerent, o vezañ klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak lavarout a raent: Diskiantet eo.
22 Hag ar skribed, a oa diskennet eus Jeruzalem, a lavare: Trec'het eo gant Beelzebul; kas a ra kuit an diaoulien dre briñs an diaoulien.
23 Met Jezuz, o vezañ o galvet, a lavaras dezho dre barabolennoù: Penaos e c'hell Satan kas Satan kuit?
24 Mar bez ur rouantelezh a-enep dezhi hec'h-unan, ne c'hell ket ar rouantelezh-se padout;
25 ha mar bez un ti a-enep dezhañ e-unan, ne c'hell ket an ti-se padout;
26 evel-se, mar sav Satan a-enep dezhañ e-unan ha mar deo dizunvan, ne c'hell ket padout, met e ziwezh eo.
27 Den ne c'hell mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se; neuze e preizho e di.
28 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos pep pec'hed a vo pardonet da vugale an dud, kenkoulz hag ar gwallgomzoù m'o devo touet drezo;
29 met piv bennak en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel, n'en devo biken a bardon; met dalc'het e vo dindan ar varn peurbadus. (aiōn , aiōnios )
30 Jezuz a gomze evel-se, abalamour ma lavarent: Dalc'het eo gant ur spered hudur.
31 E vreudeur hag e vamm a erruas eta, hag oc'h en em zerc'hel er-maez, e kasjont d'e c'hervel;
32 ar bobl a oa azezet en-dro dezhañ, hag e voe lavaret dezhañ: Setu, da vamm ha da vreudeur a zo er-maez aze o c'houlenn ac'hanout.
33 Met eñ a respontas: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur?
34 Hag o teurel e zaoulagad war ar re a oa en-dro dezhañ, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur.
35 Rak piv bennak a ra bolontez Doue, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.