< Marc 16 >

1 Goude ma oa ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez, ha Salome, a brenas louzoù a c'hwez-vat evit dont da valzamañ ar c'horf.
پس چون سبت گذشته بود، مریم مجدلیه و مریم مادر یعقوب و سالومه حنوط خریده، آمدند تا او را تدهین کنند.۱
2 Deiz kentañ ar sizhun, da sav-heol, e teujont mintin mat d'ar bez.
وصبح روز یکشنبه را بسیار زود وقت طلوع آفتاب بر سر قبر‌آمدند.۲
3 Hag e lavarent etrezo: Piv a lamo deomp ar maen a zo ouzh dor ar bez?
و با یکدیگر می‌گفتند: «کیست که سنگ را برای ما از سر قبر بغلطاند؟»۳
4 O vezañ sellet, e weljont ar maen a oa bet lamet; ha gwall vras e oa.
چون نگریستند، دیدند که سنگ غلطانیده شده است زیرا بسیار بزرگ بود.۴
5 Neuze, o vezañ aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn; spontet e oant.
و چون به قبر درآمدند، جوانی را که جامه‌ای سفید دربرداشت بر جانب راست نشسته دیدند. پس متحیر شدند.۵
6 Met eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet; c'hwi a glask Jezuz a Nazared, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz; adsavet eo a varv, n'emañ ken amañ; setu al lec'h m'o devoa lakaet anezhañ.
اوبدیشان گفت: «ترسان مباشید! عیسی ناصری مصلوب را می‌طلبید؟ او برخاسته است! در اینجانیست. آن موضعی را که او را نهاده بودند، ملاحظه کنید.۶
7 Met it, ha lavarit d'e ziskibien ha da Bêr ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot, evel m'en deus lavaret deoc'h.
لیکن رفته، شاگردان او و پطرس را اطلاع دهید که پیش از شما به جلیل می‌رود. اورا در آنجا خواهید دید، چنانکه به شما فرموده بود.»۷
8 Int a yeas kuit hag a dec'has diouzh ar bez, rak souezhet e oant ha leuniet a aon. Ne lavarjont netra da zen, rak spontet e oant.
پس بزودی بیرون شده از قبر گریختندزیرا لرزه و حیرت ایشان را فرو گرفته بود و به کسی هیچ نگفتند زیرا می‌ترسیدند.۸
9 (note: The most reliable and earliest manuscripts do not include Mark 16:9-20.) Jezuz, o vezañ adsavet a varv diouzh ar beure, deiz kentañ ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m'en devoa kaset kuit seizh diaoul anezhi.
(note: The most reliable and earliest manuscripts do not include Mark 16:9-20.) و صبحگاهان، روز اول هفته چون برخاسته بود، نخستین به مریم مجدلیه که از او هفت دیوبیرون کرده بود ظاهر شد.۹
10 Hi a yeas, hag a roas d'e anavezout d'ar re a oa bet gantañ, hag a oa e kañv hag en daeroù.
و او رفته اصحاب اورا که گریه و ماتم می‌کردند خبر داد.۱۰
11 Met int, o klevout e oa bev, hag he devoa-hi e welet, ne gredjont ket anezhi.
و ایشان چون شنیدند که زنده گشته و بدو ظاهر شده بود، باور نکردند.۱۱
12 Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent, o vont war ar maez.
و بعد از آن به صورت دیگر به دو نفر ازایشان در هنگامی که به دهات می‌رفتند، هویداگردید.۱۲
13 Ar re-mañ a yeas da lavarout d'ar re all ha n'o c'hredjont ket kennebeut.
ایشان رفته، دیگران را خبر دادند، لیکن ایشان را نیز تصدیق ننمودند.۱۳
14 Da ziwezhañ, en em ziskouezas d'an unnek abostol, evel ma oant ouzh taol, hag e rebechas dezho o diskredoni ha kaleter o c'halon, abalamour n'o devoa ket kredet ar re o devoa e welet adsavet a varv.
و بعد از آن بدان یازده هنگامی که به غذانشسته بودند ظاهر شد و ایشان را به‌سبب بی‌ایمانی و سخت دلی ایشان توبیخ نمود زیرا به آنانی که او را برخاسته دیده بودند، تصدیق ننمودند.۱۴
15 Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl, ha prezegit an Aviel da bep krouadur.
پس بدیشان گفت: «در تمام عالم بروید وجمیع خلایق را به انجیل موعظه کنید.۱۵
16 An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet; met an hini na gredo ket a vo kondaonet.
هر‌که ایمان آورده، تعمید یابد نجات یابد و اما هر‌که ایمان نیاورد بر او حکم خواهد شد.۱۶
17 Ha setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaoulien em anv; komz a raint yezhoù nevez;
و این آیات همراه ایمانداران خواهد بود که به نام من دیوها را بیرون کنند و به زبانهای تازه حرف زنند۱۷
18 kemer a raint an naered; mar evont un dra marvus bennak, ne raio ket a boan dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv, hag e vint yac'haet.
و مارها را بردارند و اگر زهر قاتلی بخورندضرری بدیشان نرساند و هرگاه دستها بر مریضان گذارند شفا خواهند یافت.»۱۸
19 An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv, hag ec'h azezas a-zehou da Zoue.
و خداوند بعد از آنکه به ایشان سخن گفته بود، به سوی آسمان مرتفع شده، به‌دست راست خدا بنشست.۱۹
20 Hag int, o vezañ aet, a brezegas dre holl, an Aotrou o kenober ganto, hag o reiñ kred da C'her Doue dre ar mirakloù o heulie.
و ایشان بیرون رفته، در هر جاموعظه می‌کردند و خداوند با ایشان کار می‌کرد وبه آیاتی که همراه ایشان می‌بود، کلام را ثابت می‌گردانید.۲۰

< Marc 16 >