< Luc 12 >

1 War gement-se, ar bobl o vezañ en em zastumet dre vilieroù, ken ma kerzhent an eil war egile, Jezuz en em lakaas da lavarout d'e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh.
ⲁ̅ⲈⲚ ⲞⲒⲤ ⲈⲦⲀⲨⲐⲰⲞⲨϮ ⲚϪⲈϨⲀⲚⲐⲂⲀ ⲘⲘⲎϢ ϨⲰⲤⲦⲈ ⲚⲦⲞⲨϨⲰⲘⲒ ⲈϪⲈⲚ ⲚⲞⲨⲈⲢⲎⲞⲨ ⲀϤⲈⲢϨⲎⲦⲤ ⲚϪⲞⲤ ⲚⲚⲈϤⲘⲀⲐⲎⲦⲎⲤ ⲚϢⲞⲢⲠ ⲘⲀϨⲐⲎⲦⲈⲚ ⲈⲢⲰⲦⲈⲚ ⲈⲂⲞⲖ ϨⲀ ⲠϢⲈⲘⲎⲢ ⲚⲦⲈⲚⲒⲪⲀⲢⲒⲤⲈⲞⲤ ⲈⲦⲈ ⲦⲞⲨⲘⲈⲦϢⲞⲂⲒ ⲦⲈ.
2 N'eus netra goloet na vo dizoloet, ha netra kuzhet na zle bezañ anavezet.
ⲃ̅ⲘⲘⲞⲚ ϨⲖⲒ ⲈϤϨⲞⲂⲤ ϪⲈ ϤⲚⲀϬⲰⲢⲠ ⲈⲂⲞⲖ ⲀⲚ ⲞⲨⲞϨ ⲘⲘⲞⲚ ⲠⲈⲦϨⲎⲠ ϪⲈ ⲤⲈⲚⲀⲈⲘⲒ ⲈⲢⲞϤ ⲀⲚ.
3 Dre-se, an traoù ho po lavaret en deñvalijenn a vo klevet er sklêrijenn, hag ar pezh ho po lavaret er skouarn er c'hambroù, a vo prezeget war lein an tiez.
ⲅ̅ⲚⲎ ⲄⲀⲢ ⲈⲦⲈⲦⲈⲚⲚⲀϪⲞⲦⲞⲨ ϦⲈⲚⲠⲬⲀⲔⲒ ⲤⲈⲚⲀⲤⲞⲐⲘⲞⲨ ϦⲈⲚⲪⲞⲨⲰⲒⲚⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲪⲎ ⲈⲦⲀⲢⲈⲦⲈⲚⲤⲀϪⲒ ⲘⲘⲞϤ ϦⲈⲚⲪⲘⲀϢϪ ϦⲈⲚⲚⲒⲦⲀⲘⲒⲞⲚ ⲈⲨⲈϨⲒⲰⲒϢ ⲘⲘⲞϤ ϨⲒϪⲈⲚ ⲚⲒϪⲈⲚⲈⲪⲰⲢ.
4 Hag e lavaran deoc'h, deoc'h-hu va mignoned: N'ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c'horf ha, goude-se, ne c'hellont ober netra ouzhpenn.
ⲇ̅ϮϪⲰ ⲆⲈ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲰⲦⲈⲚ ⲚⲀϢⲪⲎⲢ ϪⲈ ⲘⲠⲈⲢⲈⲢϨⲞϮ ϦⲀⲦϨⲎ ⲚⲚⲎ ⲈⲐⲚⲀϦⲰⲦⲈⲂ ⲘⲠⲈⲦⲈⲚⲤⲰⲘⲀ ⲞⲨⲞϨ ⲘⲈⲚⲈⲚⲤⲀ ⲚⲀⲒ ⲘⲘⲞⲚ ⲚⲦⲰⲞⲨ ⲘⲘⲀⲨ ⲚϨⲖⲒ ⲚϨⲞⲨⲞ ⲈⲀⲒϤ.
5 Met me a ziskouezo deoc'h piv a zleit doujañ. Doujit an hini en deus, goude bezañ lamet ar vuhez, ar galloud da gas d'ar gehenn; ya, me a lavar deoc'h, hennezh eo an hini a zleit doujañ. (Geenna g1067)
ⲉ̅ϮⲚⲀⲦⲀⲘⲰⲦⲈⲚ ⲆⲈ ϪⲈ ⲀⲢⲒϨⲞϮ ϦⲀⲦϨⲎ ⲚⲚⲒⲘ ⲀⲢⲒϨⲞϮ ϦⲀⲦϨⲎ ⲘⲪⲎ ⲈⲦⲈ ⲘⲈⲚⲈⲚⲤⲀ ⲈⲐⲢⲈϤϦⲰⲦⲈⲂ ⲞⲨⲞⲚⲦⲈϤ ⲈⲢϢⲒϢⲒ ⲈϨⲒⲞⲨⲒ ⲈϮⲄⲈⲈⲚⲚⲀ ⲀϨⲀ ϮϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲰⲦⲈⲚ ϪⲈ ⲀⲢⲒϨⲞϮ ϦⲀⲦϨⲎ ⲘⲪⲀⲒ. (Geenna g1067)
6 Ha ne werzher ket pemp golvan evit daou wenneg? Koulskoude, Doue n'ankounac'ha ket unan hepken anezho.
ⲋ̅ⲘⲎ ⲈⲚϬⲀϪ ⲀⲚ ⲈⲦⲞⲨϮ ⲘⲘⲰⲞⲨ ⲈⲂⲞⲖ ϦⲀ ⲦⲈⲂⲒ ⲤⲚⲞⲨϮ ⲞⲨⲞϨ ⲞⲨⲀⲒ ⲈⲂⲞⲖ ⲚϦⲎⲦⲞⲨ ⲤⲈⲞⲂϢ ⲈⲢⲞϤ ⲀⲚ ⲘⲠⲈⲘⲐⲞ ⲘⲪϮ
7 Ha zoken holl vlev ho penn a zo kontet. N'ho pet ket aon eta, c'hwi a dalvez muioc'h eget kalz a c'holvaned.
ⲍ̅ⲀⲖⲖⲀ ⲚⲒⲔⲈϤⲰⲒ ⲚⲦⲈⲦⲈⲚⲀⲪⲈ ⲤⲈⲎⲠ ⲦⲎⲢⲞⲨ ⲘⲠⲈⲢⲈⲢϨⲞϮ ⲦⲈⲦⲈⲚⲞⲨⲞⲦ ⲈⲞⲨⲘⲎϢ ⲚϬⲀϪ
8 Lavarout a ran deoc'h: Piv bennak a anzavo ac'hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue;
ⲏ̅ϮϪⲰ ⲆⲈ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲰⲦⲈⲚ ϪⲈ ⲞⲨⲞⲚ ⲚⲒⲂⲈⲚ ⲈⲐⲚⲀⲞⲨⲰⲚϨ ⲈⲂⲞⲖ ⲚϦⲎⲦ ⲘⲠⲈⲘⲐⲞ ⲚⲚⲒⲢⲰⲘⲒ ⲠϢⲎⲢⲒ ϨⲰϤ ⲘⲪⲢⲰⲘⲒ ⲚⲀⲞⲨⲰⲚϨ ⲈⲂⲞⲖ ⲚϦⲎⲦϤ ⲘⲠⲈⲘⲐⲞ ⲚⲚⲒⲀⲄⲄⲈⲖⲞⲤ ⲚⲦⲈⲪⲚⲞⲨϮ.
9 met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, a vo dinac'het dirak aeled Doue.
ⲑ̅ⲪⲎ ⲆⲈ ⲈⲐⲚⲀϪⲞⲖⲦ ⲈⲂⲞⲖ ⲘⲠⲈⲘⲐⲞ ⲚⲚⲒⲢⲰⲘⲒ ⲤⲈⲚⲀϪⲞⲖⲦ ⲈⲂⲞⲖ ϨⲰϤ ⲘⲠⲈⲘⲐⲞ ⲚⲚⲒⲀⲄⲄⲈⲖⲞⲤ ⲚⲦⲈⲪⲚⲞⲨϮ.
10 Ha piv bennak en devo komzet a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ; met d'an hini en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet.
ⲓ̅ⲞⲨⲞϨ ⲞⲨⲞⲚ ⲚⲒⲂⲈⲚ ⲈⲐⲚⲀϪⲈ ⲞⲨⲤⲀϪⲒ ⲚⲤⲀⲠϢⲎⲢⲒ ⲘⲪⲢⲰⲘⲒ ⲤⲈⲚⲀⲬⲀϤ ⲚⲀϤ ⲈⲂⲞⲖ ⲪⲎ ⲆⲈ ⲈⲐⲚⲀϪⲈⲞⲨⲀ ⲈⲠⲒⲠⲚⲈⲨⲘⲀⲈⲐⲞⲨⲀⲂ ⲚⲚⲞⲨⲬⲰ ⲚⲀϤ ⲈⲂⲞⲖ.
11 Pa viot kaset er sinagogennoù, dirak mestroù ar vro hag ar re c'halloudek, n'en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn, nag eus ar pezh ho po da lavarout,
ⲓ̅ⲁ̅ϨⲞⲦⲀⲚ ⲀⲨϢⲀⲚⲈⲚ ⲐⲎⲚⲞⲨ ⲈϦⲞⲨⲚ ⲈⲚⲒⲤⲨⲚⲀⲄⲰⲄⲎ ⲚⲈⲘ ⲚⲒⲀⲢⲬⲎ ⲚⲈⲘ ⲚⲒⲈⲜⲞⲨⲤⲒⲀ ⲘⲠⲈⲢϤⲒⲢⲰⲞⲨϢ ϪⲈ ⲠⲰⲤ ⲒⲈ ⲞⲨ ⲠⲈⲦⲈⲦⲈⲚⲚⲀⲈⲢⲞⲨⲰ ⲘⲘⲞϤ ⲒⲈ ⲞⲨ ⲠⲈⲦⲈⲦⲈⲚⲚⲀϪⲞϤ.
12 rak ar Spered-Santel a zesko deoc'h d'an eur-se ar pezh ho po da lavarout.
ⲓ̅ⲃ̅ⲠⲒⲠⲚⲈⲨⲘⲀⲄⲀⲢ ⲈⲐⲞⲨⲀⲂ ⲚⲀⲦⲤⲀⲂⲰⲦⲈⲚ ϦⲈⲚϮⲞⲨⲚⲞⲨ ⲈⲦⲈⲘⲘⲀⲨ ⲈⲚⲎ ⲈⲐⲚⲀⲤⲈⲘⲠϢⲀ ⲚϪⲞⲦⲞⲨ.
13 Neuze unan eus ar bobl a lavaras dezhañ: Mestr, lavar d'am breur lodennañ ganin hon hêrezh.
ⲓ̅ⲅ̅ⲠⲈϪⲈ ⲞⲨⲀⲒ ⲆⲈ ⲚⲀϤ ⲈⲂⲞⲖ ϦⲈⲚⲠⲒⲘⲎϢ ϪⲈ ⲠⲒⲢⲈϤϮⲤⲂⲰ ⲀϪⲞⲤ ⲘⲠⲀⲤⲞⲚ ⲈⲐⲢⲈϤⲪⲰϢ ⲈϨⲢⲀϤ ⲚⲈⲘⲎⲒ ⲚϮⲔⲖⲎⲢⲞⲚⲞⲘⲒⲀ.
14 Eñ a lavaras dezhañ: O den, piv en deus va lakaet ho parner, pe evit ober ho lodennoù?
ⲓ̅ⲇ̅ⲚⲐⲞϤ ⲆⲈ ⲠⲈϪⲀϤ ϪⲈ ⲪⲢⲰⲘⲒ ⲚⲒⲘ ⲠⲈⲦⲀϤⲬⲀⲦ ⲚⲢⲈϤϮϨⲀⲠ ⲒⲈ ⲚⲢⲈϤⲪⲰϢ ⲈϪⲈⲚ ⲐⲎⲚⲞⲨ.
15 Neuze e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni; rak un den n'en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù.
ⲓ̅ⲉ̅ⲠⲈϪⲀϤ ⲆⲈ ⲚⲰⲞⲨ ϪⲈ ⲀⲚⲀⲨ ⲞⲨⲞϨ ⲀⲢⲈϨ ⲈⲢⲰⲦⲈⲚ ⲈⲂⲞⲖ ϨⲀ ϬⲒⲚϪⲞⲚⲤ ⲚⲒⲂⲈⲚ ϪⲈ ⲚⲀⲢⲈ ⲠⲰⲚϦ ϢⲞⲠ ⲘⲠⲒⲢⲰⲘⲒ ⲀⲚ ⲈⲂⲞⲖ ϦⲈⲚⲠϨⲞⲨⲞ ⲘⲠⲈⲦⲈⲚⲦⲀϤ.
16 Hag e lavaras dezho ar barabolenn-mañ: Douaroù un den pinvidik o devoa roet kalz a frouezh,
ⲓ̅ⲋ̅ⲀϤϪⲈ ⲞⲨⲠⲀⲢⲀⲂⲞⲖⲎ ⲆⲈ ⲚⲰⲞⲨ ⲈϤϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲚⲈⲞⲨⲞⲚ ⲞⲨⲢⲰⲘⲒ ⲚⲢⲀⲘⲀⲞ ⲈⲀⲤⲈⲢϢⲀⲨ ⲚϪⲈⲦⲈϤⲬⲰⲢⲀ
17 hag e soñje ennañ e-unan, o lavarout: Petra a rin? Rak ne'm eus ket lec'h a-walc'h evit dastum va eost.
ⲓ̅ⲍ̅ⲞⲨⲞϨ ⲚⲀϤⲘⲞⲔⲘⲈⲔ ⲠⲈ ⲚϦⲢⲎⲒ ⲚϦⲎ ⲦϤ ⲈϤϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ϪⲈ ⲞⲨ ⲠⲈϮⲚⲀⲀⲒϤ ϪⲈ ⲘⲘⲞⲚϮ ⲘⲀ ⲘⲘⲀⲨ ⲈⲐⲢⲒⲐⲰⲞⲨϮ ⲚⲚⲀⲞⲨⲦⲀϨ ⲈⲢⲞϤ.
18 Setu ar pezh a rin, emezañ, diskar a rin va solieroù hag e savin reoù vrasoc'h, hag e tastumin enno va holl eost ha va madoù;
ⲓ̅ⲏ̅ⲞⲨⲞϨ ⲠⲈϪⲀϤ ϪⲈ ⲪⲀⲒ ϮⲚⲀⲀⲒϤ ϮⲚⲀϢⲞⲢϢⲈⲢ ⲚⲚⲀⲀⲠⲞⲐⲎⲔⲎ ⲞⲨⲞϨ ϮⲚⲀⲔⲞⲦⲞⲨ ⲚⲚⲒϢϮ ⲚϨⲞⲨⲞ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲦⲀⲐⲰⲞⲨϮ ⲈⲘⲀⲨ ⲘⲠⲀⲤⲞⲨⲞ ⲦⲎⲢϤ ⲚⲈⲘ ⲚⲀⲀⲄⲀⲐⲞⲚ
19 neuze e lavarin da'm ene: Va ene, kalz a vadoù ac'h eus a-du evit meur a vloavezh; en em ziskuizh, debr, ev, ha bez laouen.
ⲓ̅ⲑ̅ⲞⲨⲞϨ ϮⲚⲀϪⲞⲤ ⲚⲦⲀⲮⲨⲬⲎ ϪⲈ ⲦⲀⲮⲨⲬⲎ ⲞⲨⲞⲚ ⲞⲨⲘⲎϢ ⲚⲀⲄⲀⲐⲞⲚ ⲬⲎ ⲚⲈⲚⲞⲨⲘⲎϢ ⲚⲢⲞⲘⲠⲒ ⲘⲦⲞⲚ ⲘⲘⲞ ⲞⲨⲰⲘ ⲤⲰ ⲞⲨⲚⲞϤ ⲘⲘⲞ.
20 Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant, en noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit; hag ar pezh ac'h eus dastumet, da biv e viot?
ⲕ̅ⲠⲈϪⲈ ⲪⲚⲞⲨϮ ⲆⲈ ⲚⲀϤ ϪⲈ ⲠⲒⲀⲦϨⲎⲦ ⲚϦⲢⲎⲒ ϦⲈⲚⲠⲀⲒⲈϪⲰⲢϨ ⲤⲈⲚⲀⲰⲖⲒ ⲚⲦⲈⲔⲮⲨⲬⲎ ⲈⲂⲞⲖ ⲚϦⲎⲦⲔ ⲚⲎ ⲈⲦⲀⲔⲐⲞⲨⲰⲦⲞⲨ ⲈⲨⲚⲀϢⲰⲠⲒ ⲚⲚⲒⲘ.
21 Evel-se emañ gant an hini a zastum madoù evitañ e-unan, ha n'eo ket pinvidik e Doue.
ⲕ̅ⲁ̅ⲪⲀⲒ ⲠⲈ ⲘⲪⲢⲎϮ ⲘⲪⲎ ⲈⲦϨⲒⲞⲨⲒ ⲚⲀϤ ⲈϦⲞⲨⲚ ⲞⲨⲞϨ ⲈϤⲞⲒ ⲚⲢⲀⲘⲀⲞ ⲀⲚ ϦⲈⲚⲪⲚⲞⲨϮ.
22 Neuze e lavaras d'e ziskibien: Dre-se, e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, eus ar pezh a zebrot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket.
ⲕ̅ⲃ̅ⲠⲈϪⲀϤ ⲆⲈ ⲚⲚⲈϤⲘⲀⲐⲎⲦⲎⲤ ϪⲈ ⲈⲐⲂⲈⲪⲀⲒ ϮϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲰⲦⲈⲚ ϪⲈ ⲘⲠⲈⲢϤⲒⲢⲰⲞⲨϢ ϦⲀ ⲦⲈⲦⲈⲚⲮⲨⲬⲎ ϪⲈ ⲞⲨ ⲠⲈⲦⲈⲦⲈⲚⲚⲀⲞⲨⲞⲘϤ ⲞⲨⲆⲈ ϦⲀ ⲠⲈⲦⲈⲚⲤⲰⲘⲀ ϪⲈ ⲞⲨ ⲠⲈⲦⲈⲦⲈⲚⲚⲀⲦⲎⲒϤ ϨⲒ ⲐⲎⲚⲞⲨ.
23 Ar vuhez a zo muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf muioc'h eget an dilhad.
ⲕ̅ⲅ̅ϮⲮⲨⲬⲎ ⲄⲀⲢ ⲞⲨⲞⲦ ⲈϮϦⲢⲈ ⲞⲨⲞϨ ⲠⲒⲤⲰⲘⲀ ⲈϮϨⲈⲂⲤⲰ.
24 Sellit ouzh ar brini: ne hadont ha ne vedont ket, n'o deus na kav na solier, ha Doue o mag; pegement ne dalvezit ket muioc'h eget laboused?
ⲕ̅ⲇ̅ⲘⲀⲒⲀⲦⲈⲚ ⲐⲎⲚⲞⲨ ⲚⲚⲒⲀⲂⲰⲔ ϪⲈ ⲤⲈⲤⲒϮ ⲀⲚ ⲞⲨⲞϨ ⲤⲈⲰⲤϦ ⲀⲚ ⲚⲎ ⲈⲦⲈⲘⲘⲞⲚ ⲦⲀⲘⲒⲞⲚ ⲚⲦⲰⲞⲨ ⲞⲨⲆⲈ ⲀⲠⲞⲐⲎⲔⲎ ⲞⲨⲞϨ ⲪⲚⲞⲨϮ ϢⲀⲚϢ ⲘⲘⲰⲞⲨ ⲀⲨⲎⲢ ⲘⲀⲖⲖⲞⲚ ⲚⲐⲰⲦⲈⲚ ⲦⲈⲦⲈⲚⲞⲨⲞⲦ ⲈⲚⲒϨⲀⲖⲀϮ.
25 Piv ac'hanoc'h a c'hell, gant e holl enkrez, astenn e vuhez eus un ilinad?
ⲕ̅ⲉ̅ⲚⲒⲘ ⲈⲂⲞⲖ ϦⲈⲚⲐⲎⲚⲞⲨ ⲈϤϤⲒⲢⲰⲞⲨϢ ⲈⲦⲈⲞⲨⲞⲚ ϢϪⲞⲘ ⲘⲘⲞϤ ⲈⲦⲀⲖⲈ ⲞⲨⲘⲀϨⲒ ⲚϢⲒⲎ ⲈϪⲈⲚ ⲦⲈϤⲘⲀⲒⲎ.
26 Ma ne c'hellit ket eta ober memes an traoù bihanañ, perak oc'h nec'het gant ar peurrest?
ⲕ̅ⲋ̅ⲒⲤϪⲈ ⲞⲨⲚ ⲘⲘⲞⲚ ϢϪⲞⲘ ⲘⲘⲰⲦⲈⲚ ⲈⲞⲨⲔⲞⲨϪⲒ ⲒⲈ ⲈⲐⲂⲈⲞⲨ ⲦⲈⲦⲈⲚϤⲒⲢⲰⲞⲨϢ ϦⲀ ⲠⲤⲈⲠⲒ.
27 Sellit penaos e kresk al lili: ne labouront ket, ne nezont ket; koulskoude, e lavaran deoc'h penaos Salomon memes en e holl c'hloar, n'eo ket bet gwisket evel unan anezho.
ⲕ̅ⲍ̅ⲘⲀⲒⲀⲦⲈⲚ ⲐⲎⲚⲞⲨ ⲚⲚⲒϨⲢⲎⲢⲒ ϪⲈ ⲠⲰⲤ ⲤⲈⲀⲒⲀⲒ ⲚⲤⲈϦⲞⲤⲒ ⲀⲚ ⲞⲨⲆⲈ ⲚⲤⲈⲈⲢⲒⲞⲠⲎ ⲀⲚ ϮϪⲰ ⲆⲈ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲰⲦⲈⲚ ϪⲈ ⲞⲨⲆⲈ ⲤⲞⲖⲞⲘⲰⲚ ϦⲈⲚⲠⲈϤⲰⲞⲨ ⲦⲎⲢϤ ⲘⲠⲈϤϮ ϨⲒⲰⲦϤ ⲘⲪⲢⲎϮ ⲚⲞⲨⲀⲒ ⲚⲚⲀⲒ.
28 Mar gwisk eta Doue evel-se ar geot a zo hiziv er parkeier, hag a vo warc'hoazh taolet er forn, pegement muioc'h e wisko ac'hanoc'h-hu, tud a nebeud a feiz?
ⲕ̅ⲏ̅ⲒⲤϪⲈ ⲆⲈ ⲠⲒⲤⲒⲘ ϤϢⲞⲠ ⲘⲪⲞⲞⲨ ϦⲈⲚⲦⲔⲞⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲢⲀⲤϮ ϢⲀⲨϨⲒⲦϤ ⲈϮⲐⲢⲒⲢ ⲠⲀⲒⲢⲎϮ ⲪⲚⲞⲨϮ ϮϨⲈⲂⲤⲰ ϨⲒⲰⲦϤ ⲠⲞⲤⲰ ⲘⲀⲖⲖⲞⲚ ⲚⲀ ⲠⲒⲔⲞⲨϪⲒ ⲚⲚⲀϨϮ
29 Ha n'en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot, pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec'het.
ⲕ̅ⲑ̅ⲞⲨⲞϨ ⲚⲐⲰⲦⲈⲚ ϨⲰⲦⲈⲚ ⲘⲠⲈⲢⲔⲰϮ ϪⲈ ⲞⲨ ⲠⲈⲦⲈⲦⲈⲚⲚⲀⲞⲨⲞⲘϤ ⲞⲨⲞϨ ⲞⲨ ⲠⲈⲦⲈⲦⲈⲚⲚⲀⲤⲞϤ ⲞⲨⲞϨ ⲘⲠⲈⲢϤⲒⲢⲰⲞⲨϢ
30 Rak tud ar bed eo, a glask an holl draoù-se. Ho Tad a oar hoc'h eus ezhomm anezho.
ⲗ̅ⲚⲀⲒ ⲄⲀⲢ ⲦⲎⲢⲞⲨ ⲚⲒⲈⲐⲚⲒⲔⲞⲤ ⲚⲦⲈⲠⲒⲔⲞⲤⲘⲞⲤ ⲤⲈⲔⲰϮ ⲚⲤⲰⲞⲨ ⲚⲐⲰⲦⲈⲚ ⲠⲈⲦⲈⲚⲒⲰⲦ ⲤⲰⲞⲨⲚ ϪⲈ ⲦⲈⲦⲈⲚⲈⲢⲬⲢⲒⲀ ⲚⲚⲀⲒ
31 Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn.
ⲗ̅ⲁ̅ⲠⲖⲎⲚ ⲔⲰϮ ⲚⲤⲀⲦⲈϤⲘⲈⲦⲞⲨⲢⲞ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲀⲒ ⲦⲎⲢⲞⲨ ⲤⲈⲚⲀⲞⲨⲀϨⲞⲨ ⲈⲢⲰⲦⲈⲚ.
32 Na'z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc'h ar rouantelezh.
ⲗ̅ⲃ̅ⲘⲠⲈⲢⲈⲢϨⲞϮ ⲠⲒⲔⲞⲨϪⲒ ⲚⲞϨⲒ ϪⲈ ⲀϤϮⲘⲀϮ ⲚϪⲈⲠⲈⲦⲈⲚⲒⲰⲦ ⲈϮ ⲚⲰⲦⲈⲚ ⲚϮⲘⲈⲦⲞⲨⲢⲞ.
33 Gwerzhit ar pezh hoc'h eus, hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc'hier deoc'h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec'h al laeron ne dostaont ket, hag e-pelec'h ar preñved ne zistrujont ket.
ⲗ̅ⲅ̅ⲘⲀ ⲚⲈⲦⲈⲚϨⲨⲠⲀⲢⲬⲞⲚⲦⲀ ⲈⲂⲞⲖ ⲘⲎⲒⲦⲞⲨ ⲈⲐⲘⲈⲦⲚⲀⲎⲦ ⲘⲀⲐⲀⲘⲒⲞ ⲚⲰⲦⲈⲚ ⲚϨⲀⲚⲀⲤⲞⲨⲒ ⲘⲠⲀⲨⲈⲢⲀⲠⲀⲤ ⲚⲞⲨⲀϨⲞ ⲚⲀⲐⲘⲞⲨⲚⲔ ϦⲈⲚⲚⲒⲪⲎⲞⲨⲒ ⲠⲒⲘⲀ ⲈⲦⲈⲘⲠⲀⲢⲈ ⲢⲈϤϬⲒⲞⲨⲒ ϦⲰⲚⲦ ⲈⲢⲞϤ ⲞⲨⲆⲈ ⲘⲠⲀⲢⲈ ϨⲞⲖⲒ ⲦⲀⲔⲞϤ.
34 Rak el lec'h ma'z emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon.
ⲗ̅ⲇ̅ⲠⲒⲘⲀ ⲄⲀⲢ ⲈⲦⲈ ⲠⲈⲦⲈⲚⲀϨⲞ ⲘⲘⲞϤ ⲈϤⲈϢⲰⲠⲒ ⲘⲘⲀⲨ ⲚϪⲈⲠⲈⲦⲈⲚϨⲎⲦ.
35 Ra vo ho tivgroazell gourizet, hag ho lampoù war enaou,
ⲗ̅ⲉ̅ⲘⲀⲢⲞⲨϢⲰⲠⲒ ⲈⲨϦⲎⲔ ⲚϪⲈⲚⲈⲦⲈⲚϮⲠⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲈⲦⲈⲚϦⲎⲂⲤ ⲈⲨⲘⲞϨ.
36 ha bezit evel tud a c'hortoz ma tistroio o mestr eus an eured, abalamour pa zeuio ha pa skoio war an nor, e tigorint dezhañ kerkent.
ⲗ̅ⲋ̅ⲞⲨⲞϨ ⲚⲐⲰⲦⲈⲚ ϨⲰⲦⲈⲚ ⲈⲢⲈⲦⲈⲚⲞⲚⲒ ⲚϨⲀⲚⲢⲰⲘⲒ ⲈⲨϪⲞⲨϢⲦ ⲈⲂⲞⲖ ϦⲀⲦϨⲎ ⲘⲠⲞⲨϬ ⲤϪⲈ ϤⲚⲀϮⲞⲨⲰ ⲚⲐⲚⲀⲨ ⲈⲂⲞⲖ ϦⲈⲚⲠⲒϨⲞⲠ ϨⲒⲚⲀ ⲀϤϢⲀⲚⲒ ⲚⲦⲈϤⲔⲰⲖϨ ⲤⲀⲦⲞⲦⲞⲨ ⲚⲤⲈⲀⲞⲨⲰⲚ ⲚⲀϤ.
37 Eürus ar servijerien a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en em c'hourizo, e lakaio anezho ouzh taol, hag e servijo anezho.
ⲗ̅ⲍ̅ⲰⲞⲨⲚⲒⲀⲦⲞⲨ ⲚⲚⲒⲈⲂⲒⲀⲒⲔ ⲈⲦⲈⲘⲘⲀⲨ ⲚⲎ ⲈⲦⲀϤϢⲀⲚⲒ ⲚϪⲈⲠⲞⲨϬⲞⲒⲤ ⲚⲦⲈϤϪⲈⲘⲞⲨ ⲈⲨⲢⲎ ⲤⲀⲘⲎⲚ ϮϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲰⲦⲈⲚ ϪⲈ ϤⲚⲀϦⲞⲔϤ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲦⲈϤⲐⲢⲞⲨⲢⲰⲦⲈⲂ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲦⲈϤⲞϨⲒ ⲈⲢⲀⲦϤ ⲚⲦⲈϤϢⲈⲘϢⲒ ⲘⲘⲰⲞⲨ
38 Mar deu d'an eil pe d'an drede veilhadenn, ha mar o c'hav er stad-se, eürus ar servijerien-se!
ⲗ̅ⲏ̅ⲔⲀⲚ ⲀϤϢⲀⲚⲒ ϦⲈⲚϮⲘⲀϨⲤⲚⲞⲨϮ ⲔⲀⲚ ⲀϤϢⲀⲚⲒ ϦⲈⲚϮⲘⲀϨⲄϮ ⲚⲞⲨⲈⲢϢⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲦⲈϤϪⲈⲘⲞⲨ ⲈⲨⲒⲢⲒ ⲘⲠⲀⲒⲢⲎϮ ⲰⲞⲨⲚⲒⲀⲦⲞⲨ ⲚⲚⲎ ⲈⲦⲈⲘⲘⲀⲨ.
39 Anavezout a rit penaos mar goufe mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.
ⲗ̅ⲑ̅ⲪⲀⲒ ⲆⲈ ⲀⲢⲒⲈⲘⲒ ⲈⲢⲞϤ ϪⲈ ⲈⲚⲀⲢⲈ ⲠⲒⲚⲈⲂⲎⲒ ⲈⲘⲒ ϪⲈ ϦⲈⲚⲀϢ ⲚⲞⲨⲚⲞⲨ ϤⲚⲎⲞⲨ ⲚϪⲈⲠⲒⲢⲈϤϬⲒⲞⲨⲒ ⲚⲀϤⲚⲀⲢⲰⲒⲤ ⲠⲈ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲀϤⲚⲀⲬⲀⲨ ⲀⲚ ⲠⲈ ⲈⲈⲢϢⲀⲦⲤ ⲈⲠⲈϤⲎⲒ.
40 C'hwi eta ivez, bezit prest, rak Mab an den a zeuio d'an eur na soñjit ket.
ⲙ̅ⲞⲨⲞϨ ⲚⲐⲰⲦⲈⲚ ϨⲰⲦⲈⲚ ϢⲰⲠⲒ ⲈⲢⲈⲦⲈⲚⲤⲈⲂⲦⲰⲦ ϪⲈ ϦⲈⲚϮⲞⲨⲚⲞⲨ ⲈⲦⲈⲦⲈⲚⲤⲰⲞⲨⲚ ⲘⲘⲞⲤ ⲀⲚ ϤⲚⲎⲞⲨ ⲚϪⲈⲠϢⲎⲢⲒ ⲘⲪⲢⲰⲘⲒ.
41 Neuze Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pe deomp-ni, pe d'an holl, e lavarez ar barabolenn-se?
ⲙ̅ⲁ̅ⲠⲈϪⲈ ⲠⲈⲦⲢⲞⲤ ϪⲈ ⲠϬⲞⲒⲤ ⲀⲔϪⲰ ⲚⲦⲀⲒⲠⲀⲢⲀⲂⲞⲖⲎ ⲈⲢⲞⲚ ϢⲀⲚ ⲀⲔϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲞⲨⲞⲚ ⲚⲒⲂⲈⲚ.
42 Hag an Aotrou a lavaras dezhañ: Piv eo ar merour feal ha fur, en deus ar mestr lakaet war e vevelien, evit reiñ dezho en amzer dereat o muzuliad ed?
ⲙ̅ⲃ̅ⲞⲨⲞϨ ⲠⲈϪⲈ ⲠϬⲞⲒⲤ ϪⲈ ⲚⲒⲘ ϨⲀⲢⲀ ⲠⲈ ⲠⲒⲠⲒⲤⲦⲞⲤ ⲚⲞⲒⲔⲞⲚⲞⲘⲞⲤ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲤⲀⲂⲈ ⲪⲎ ⲈⲦⲈ ⲠⲈϤϬⲞⲒⲤ ⲚⲀⲬⲀϤ ⲈϪⲈⲚ ⲚⲈϤⲈⲂⲒⲀⲒⲔ ϪⲈ ⲚⲦⲈϤϮ ⲚⲦⲞⲨϦⲢⲈ ⲚⲰⲞⲨ ϦⲈⲚⲠⲤⲎⲞⲨ ⲚⲦⲎⲒⲤ
43 Eürus ar servijer a vo kavet gant e vestr oc'h ober kement-se pa erruo!
ⲙ̅ⲅ̅ⲰⲞⲨⲚⲒⲀⲦϤ ⲘⲠⲒⲂⲰⲔ ⲈⲦⲈⲘⲘⲀⲨ ⲪⲎ ⲈⲦⲀϤϢⲀⲚⲒ ⲚϪⲈⲠⲈϤϬⲞⲒⲤ ⲚⲦⲈϤϪⲈⲘϤ ⲈϤⲒⲢⲒ ⲘⲠⲀⲒⲢⲎϮ.
44 Me a lavar deoc'h e gwirionez, e lakaio anezhañ war gement en deus.
ⲙ̅ⲇ̅ⲦⲀⲪⲘⲎⲒ ϮϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲰⲦⲈⲚ ϪⲈ ϤⲚⲀⲬⲀϤ ⲈϪⲈⲚ ⲚⲈϤϨⲨⲠⲀⲢⲬⲞⲚⲦⲀ ⲦⲎⲢⲞⲨ.
45 Met mar lavar ar merour-se en e galon: Va mestr a zale da zont; ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ, ha d'en em vezviñ,
ⲙ̅ⲉ̅ⲈϢⲰⲠ ⲆⲈ ⲀϤϢⲀⲚϪⲞⲤ ⲚϪⲈⲠⲒⲂⲰⲔ ⲈⲦⲈⲘⲘⲀⲨ ϦⲈⲚⲠⲈϤϨⲎⲦ ϪⲈ ⲠⲀϬⲞⲒⲤ ⲚⲀⲰⲤⲔ ⲘⲠⲀⲦⲈϤⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲦⲈϤⲈⲢϨⲎⲦⲤ ⲚϨⲒⲞⲨⲒ ⲚⲚⲒⲂⲰⲔ ⲚⲈⲘ ⲚⲒⲂⲰⲔⲒ ⲚⲦⲈϤⲞⲨⲰⲘ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲦⲈϤⲤⲰ ⲚⲦⲈϤⲐⲒϦⲒ
46 mestr a merer-se a zeuio en deiz na c'hortoz ket, hag en eur na oar ket, e tilamo anezhañ, hag e roio dezhañ e lod gant ar re disleal.
ⲙ̅ⲋ̅ϤⲚⲀⲒ ⲚϪⲈⲠϬⲞⲒⲤ ⲘⲠⲒⲂⲰⲔ ⲈⲦⲈⲘⲘⲀⲨ ϦⲈⲚⲠⲒⲈϨⲞⲞⲨ ⲈⲦⲈϤⲤⲞⲘⲤ ϦⲀϪⲰϤ ⲀⲚ ⲚⲈⲘ ϦⲈⲚϮⲞⲨⲚⲞⲨ ⲈⲦⲈϤⲤⲰⲞⲨⲚ ⲘⲘⲞⲤ ⲀⲚ ⲞⲨⲞϨ ϤⲚⲀⲪⲞⲢϪϤ ϦⲈⲚⲦⲈϤⲘⲎϮ ⲞⲨⲞϨ ⲦⲈϤⲦⲞⲒ ⲚⲀⲬⲀⲤ ⲚⲈⲘ ⲚⲒⲀⲐⲚⲀϨϮ.
47 Ar merer hag a anavez bolontez e vestr, ha n'eo ket en em zalc'het prest, ha n'en deus ket graet ar volontez-se, a vo skoet warnañ kalz a daolioù.
ⲙ̅ⲍ̅ⲠⲒⲂⲰⲔ ⲆⲈ ⲈⲦⲈⲘⲘⲀⲨ ⲈⲦⲀϤⲈⲘⲒ ⲈⲪⲞⲨⲰϢ ⲘⲠⲈϤϬⲞⲒⲤ ⲞⲨⲞϨ ⲈⲦⲈⲘⲠⲈϤⲤⲞⲂϮ ⲞⲨⲞϨ ⲘⲠⲈϤⲒⲢⲒ ⲔⲀⲦⲀ ⲚⲈϤⲞⲨⲰϢ ⲤⲈⲚⲀϮ ⲚϨⲀⲚⲘⲎϢ ⲚϢⲀϢ ⲚⲀϤ.
48 Met an hini n'en deus ket hec'h anavezet, hag en deus graet traoù din a gastiz, a vo skoet warnañ nebeutoc'h a daolioù. Goulennet e vo kalz digant an hini en deus bet kalz, hag e vo goulennet muioc'h c'hoazh digant an hini a zo bet fiziet kalz ennañ.
ⲙ̅ⲏ̅ⲪⲎ ⲆⲈ ⲈⲦⲈⲘⲠⲈϤⲈⲘⲒ ⲚⲦⲈϤⲒⲢⲒ ⲆⲈ ⲚⲚⲎ ⲈⲦⲤⲈⲘⲠϢⲀ ⲚϨⲀⲚϢⲎϢⲒ ⲤⲈⲚⲀϮ ⲚϨⲀⲚⲔⲞⲨϪⲒ ⲚϢⲀϢ ⲚⲀϤ ⲞⲨⲞⲚ ⲚⲒⲂⲈⲚ ⲈⲦⲀⲨϮ ⲞⲨⲘⲎϢ ⲚⲀϤ ⲤⲈⲚⲀⲔⲰϮ ⲚⲤⲀⲞⲨⲘⲎϢ ⲚⲦⲞⲦϤ ⲞⲨⲞϨ ⲪⲎ ⲈⲦⲀⲨϪⲀⲖⲈ ⲞⲨⲘⲎϢ ⲈⲢⲞϤ ⲤⲈⲚⲀⲈⲢⲈⲦⲒⲚ ⲘⲘⲞϤ ⲚϨⲞⲨⲞ.
49 Deuet on da lakaat an tan war an douar; ha petra am eus da c'hoantaat, mar deo dija enaouet?
ⲙ̅ⲑ̅ⲞⲨⲬⲢⲰⲘ ⲠⲈ ⲈⲦⲀⲒⲒ ⲈϨⲒⲦϤ ⲈϪⲈⲚ ⲠⲒⲔⲀϨⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲞⲨ ⲠⲈ ⲈϮⲚⲀⲞⲨⲀϢϤ ⲒⲈ ϨⲎⲆⲎ ⲀϤⲘⲞϨ.
50 Met dleout a ran bezañ badezet eus ur vadeziant, ha pegement em eus mall e vefe graet kement-se!
ⲛ̅ⲞⲨⲞⲚ ⲚⲦⲎⲒ ⲆⲈ ⲚⲞⲨⲰⲘⲤ ⲈϬⲒⲦϤ ⲞⲨⲞϨ ⲠⲰⲤ ϮⲈⲢⲤⲨⲚⲈⲬⲈⲤⲐⲈ ϢⲀⲦⲈϤϪⲰⲔ ⲈⲂⲞⲖ
51 Krediñ a rit on deuet da zegas ar peoc'h war an douar? Nann a lavaran deoc'h, met kentoc'h an dizunvaniezh.
ⲛ̅ⲁ̅ⲀⲢⲈⲦⲈⲚⲘⲈⲨⲒ ϪⲈ ⲈⲦⲀⲒⲒ ⲈϨⲒⲞⲨⲒ ⲚⲞⲨϨⲒⲢⲎⲚⲎ ⲈϪⲈⲚ ⲠⲒⲔⲀϨⲒ ⲘⲘⲞⲚ ϮϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲰⲦⲈⲚ ⲀⲖⲖⲀ ⲞⲨⲪⲰⲢϪ
52 Rak en amzer da zont, en un ti, e vo pemp dizunvanet, tri a-enep daou, ha daou a-enep tri.
ⲛ̅ⲃ̅ⲈⲨⲈϢⲰⲠⲒ ⲄⲀⲢ ⲒⲤϪⲈⲚ ϮⲚⲞⲨ ⲚϪⲈⲈ- ϦⲈⲚⲞⲨⲎⲒ ⲚⲞⲨⲰⲦ ⲈⲨⲪⲞⲢϪ ⲄⲈϪⲈⲚ Ⲃ- ⲞⲨⲞϨ ⲂⲈϪⲈⲚ Ⲅ-
53 An tad a vo a-enep ar mab hag ar mab a-enep an tad, ar vamm a-enep ar verc'h hag ar verc'h a-enep ar vamm, ar vamm-gaer a-enep ar verc'h-kaer hag ar verc'h-kaer a-enep ar vamm-gaer.
ⲛ̅ⲅ̅ⲈⲨⲈⲪⲰⲢϪ ⲚϪⲈⲞⲨⲒⲰⲦ ⲈϪⲈⲚ ⲞⲨϢⲎ ⲢⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲞⲨϢⲎⲢⲒ ⲈϪⲈⲚ ⲞⲨⲒⲰⲦ ⲞⲨⲘⲀⲨ ⲈϪⲈⲚ ⲞⲨϢⲈⲢⲒ ⲞⲨⲞϨ ⲞⲨϢⲈⲢⲒ ⲈϪⲈⲚ ⲞⲨⲘⲀⲨ ⲞⲨϢⲰⲘⲒ ⲈϪⲈⲚ ⲞⲨϢⲈⲖⲈⲦ ⲞⲨⲞϨ ⲞⲨϢⲈⲖⲈⲦ ⲈϪⲈⲚ ⲞⲨϢⲰⲘⲒ.
54 Lavarout a reas c'hoazh d'ar bobl: Pa welit ur goumoulenn o sevel diouzh tu ar c'huzh-heol, e lavarit raktal: Dont a raio glav, hag e teu.
ⲛ̅ⲇ̅ⲚⲀϤϪⲰ ⲆⲈ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲚⲒⲔⲈⲘⲎϢ ϪⲈ ϨⲞⲦⲀⲚ ⲀⲢⲈⲦⲈⲚϢⲀⲚⲚⲀⲨ ⲈⲞⲨϬⲎⲠⲒ ⲈⲀⲤⲒ ⲈⲂⲞⲖ ⲤⲀⲠⲈⲘⲈⲚⲦ ϢⲀⲢⲈⲦⲈⲚϪⲞⲤ ⲤⲀⲦⲈⲚ ⲐⲎⲚⲞⲨ ϪⲈ ⲞⲨⲘⲞⲨⲚϨⲰⲞⲨ ⲈⲐⲚⲎⲞⲨ ⲞⲨⲞϨ ϢⲀⲤϢⲰⲠⲒ ⲘⲠⲀⲒⲢⲎϮ.
55 Ha pa c'hwezh avel ar c'hreisteiz, e lavarit: Tomm e vo, hag e teu da vezañ tomm.
ⲛ̅ⲉ̅ⲞⲨⲞϨ ϨⲞⲦⲀⲚ ⲞⲨⲐⲞⲨⲢⲎⲤ ⲈϤⲚⲒϤⲒ ϢⲀⲢⲈⲦⲈⲚϪⲞⲤ ϪⲈ ⲔⲀⲨⲤⲰⲚ ⲠⲈⲐⲚⲀϢⲰⲠⲒ.
56 Pilpouzed! Anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n'anavezit ket an amzer-mañ?
ⲛ̅ⲋ̅ⲚⲒϢⲞⲂⲒ ⲠϨⲞ ⲚⲦⲪⲈ ⲚⲈⲘ ⲠⲒⲔⲀϨⲒ ⲦⲈⲦⲈⲚⲤⲰⲞⲨⲚ ⲚⲈⲢⲆⲞⲔⲒⲘⲀⲌⲒⲚ ⲘⲘⲞϤ ⲠⲀⲒⲤⲎ ⲞⲨ ⲆⲈ ⲚⲐⲞϤ ⲠⲰⲤ ⲦⲈⲦⲈⲚⲤⲰⲞⲨⲚ ⲀⲚ ⲚⲈⲢⲆⲞⲔⲒⲘⲀⲌⲒⲚ ⲘⲘⲞϤ.
57 Ha penaos n'anavezit ket ac'hanoc'h hoc'h-unan ar pezh a zo reizh?
ⲛ̅ⲍ̅ⲈⲐⲂⲈ ⲞⲨ ⲦⲈⲦⲈⲚϮϨⲀⲠ ⲀⲚ ⲚϮⲘⲈⲐⲘⲎ ⲒⲈⲂⲞⲖ ϨⲒⲦⲈⲚ ⲐⲎⲚⲞⲨ ⲘⲘⲀⲨⲀⲦⲈⲚ ⲐⲎⲚⲞⲨ.
58 Pa'z ez gant da enebour dirak ar gouarner, evezhi en hent da ziskargañ digantañ, gant aon na lakafe ac'hanout dirak ar barner, hag ar barner da'z lakaat etre daouarn ar serjant, hag ar serjant da'z lakaat er prizon.
ⲛ̅ⲏ̅ϨⲰⲤ ⲄⲀⲢ ⲬⲚⲀϢⲈ ⲚⲈⲘ ⲠⲈⲔⲀⲚⲦⲒⲆⲒⲔⲞⲤ ϢⲀ ⲞⲨⲀⲢⲬⲰⲚ ⲘⲞⲒ ⲚⲞⲨϨⲰⲂ ⲚⲚⲞⲨϤⲦ ϨⲒ ⲠⲒⲘⲰⲒⲦ ⲈⲂⲞⲖ ϨⲀⲢⲞϤ ⲘⲎⲠⲞⲦⲈ ⲚⲦⲈϤⲤⲞⲔⲔ ϨⲀ ⲠⲒⲢⲈϤϮϨⲀⲠ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲦⲈⲠⲒⲢⲈϤϮ ϨⲀⲠ ⲦⲎⲒⲔ ⲈⲦⲞⲦϤ ⲘⲠⲒⲠⲢⲀⲔⲦⲰⲢ ⲞⲨⲞϨ ⲚⲦⲈⲠⲒⲠⲢⲀⲔⲦⲰⲢ ϨⲒⲦⲔ ⲈⲠⲒϢⲦⲈⲔⲞ.
59 Me a lavar penaos ne zeui ket kuit ac'hane, ken na'z po paeet an diwezhañ gwenneg.
ⲛ̅ⲑ̅ϮϪⲰ ⲘⲘⲞⲤ ⲚⲀⲔ ϪⲈ ⲚⲚⲈⲔⲒ ⲈⲂⲞⲖ ⲘⲘⲀⲨ ϢⲀⲦⲈⲔϮ ⲘⲠⲒϦⲀⲈ ⲚⲖⲈⲠⲦⲞⲚ.

< Luc 12 >