< Luc 11 >

1 Un deiz ma oa Jezuz o pediñ en ul lec'h bennak, goude m'en devoe echuet, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, desk deomp pediñ, evel m'en deus Yann desket ivez d'e ziskibien.
ⲁ̅ⲁⲥϣⲱⲡⲉ ⲇⲉ ⲉϥϩⲛ̅ⲟⲩⲙⲁ ⲉϥϣⲗⲏⲗ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉϥⲟⲩⲱ ⲡⲉϫⲉⲟⲩⲁ ⲛⲁϥ ⲛ̅ⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ ϫⲉ ⲡϫⲟⲉⲓⲥ ⲙⲁⲧⲥⲁⲃⲟⲛ ⲉϣⲗⲏⲗ ⲕⲁⲧⲁⲑⲉ ⲉⲛⲧⲁⲓ̈ⲱϩⲁⲛⲛⲏⲥ ⲧⲥⲁⲃⲉⲛⲉϥⲙⲁⲑⲏⲧⲏⲥ.
2 Hag e lavaras dezho: Pa bedot, lavarit: [Hon] Tad [hag a zo en neñv], ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, [ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv, ]
ⲃ̅ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ ϫⲉ ⲉⲧⲉⲧⲛⲁϣⲗⲏⲗ ⲁϫⲓⲥ ϫⲉ ⲡⲉⲛⲓ̈ⲱⲧʾ ⲉⲧϩⲛ̅ ⲙ̅ⲡⲏⲩⲉ ⲙⲁⲣⲉⲡⲉⲕⲣⲁⲛ ⲟⲩⲟⲡ ⲙⲁⲣⲉⲧⲉⲕⲙⲛ̅ⲧⲉⲣ͡ⲟ ⲉ͡ⲓ. ⲙⲁⲣⲉⲡⲉⲕⲟⲩⲱϣ ϣⲱⲡⲉ.
3 ro deomp bemdez hor bara pemdeziek,
ⲅ̅ⲡⲉⲛⲟⲓ̈ⲕ ⲉⲧⲛⲏⲟⲩ ⲧⲁⲁϥ ⲛⲁⲛ ⲙ̅ⲙⲏⲛⲉ.
4 pardon deomp hor pec'hedoù, rak ni a bardon ivez d'an holl re o deus manket ouzhimp, ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, [met hon diwall diouzh an droug].
ⲇ̅ⲕⲁⲛⲉⲛⲛⲟⲃⲉ ⲛⲁⲛ ⲕⲁⲓⲅⲁⲣ ⲁⲛⲟⲛ ⲧⲛ̅ⲕⲱ ⲉⲃⲟⲗ ⲟⲩⲟⲛ ⲛⲓⲙ ⲉⲧⲉⲟⲩⲛⲧⲁⲛ ⲉⲣⲟϥ. ⲁⲩⲱ ⲙ̅ⲡⲣϫⲓⲧⲛ̅ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲉⲡⲓⲣⲁⲥⲙⲟⲥ.
5 Neuze e lavaras dezho: Mar en defe unan ac'hanoc'h ur mignon hag a zeufe d'e gavout da hanternoz da lavarout dezhañ: Va mignon, prest din tri bara,
ⲉ̅ⲡⲉϫⲁϥ ⲇⲉ ⲛⲁⲩ ϫⲉ. ⲛⲓⲙ ⲛ̅ϩⲏⲧʾⲧⲏⲩⲧⲛ̅ ⲡⲉⲧⲛⲁⲕⲁⲟⲩϣⲃⲏⲣ ⲛⲁϥ ⲛϥ̅ⲃⲱⲕ ϣⲁⲣⲟϥ ⲛ̅ⲧⲡⲁϣⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲩϣⲏ ⲛϥ̅ϫⲟⲟⲥ ⲛⲁϥ ϫⲉ. ⲡⲉϣⲃⲏⲣ. ⲙⲁ ⲛⲁⲓ̈ ⲛϣⲟⲙⲛ̅ⲧ ⲛⲛⲟⲓ̈ⲕ ⲉⲡⲉⲩϣⲁⲡ
6 rak ur mignon din, o veajiñ, a zo deuet da'm zi, ha ne'm eus netra da ginnig dezhañ;
ⲋ̅ⲉⲡⲓⲇⲏ ⲁⲩϣⲃⲏⲣ ⲉ͡ⲓ ϣⲁⲣⲟⲓ̈ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛ̅ⲧⲉϩⲓⲏ ⲁⲩⲱ ⲙ̅ⲙⲛ̅ϯⲡⲉϯⲛⲁⲕⲁⲁϥ ϩⲁⲣⲱϥ.
7 ha mar respontfe dezhañ an den a zo en e di: Na dregas ket ac'hanon, va dor a zo prennet ha va bugale a zo ganin em gwele, ne c'hellan ket sevel evit o reiñ dit!
ⲍ̅ⲡⲉⲧⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲇⲉ ⲛϥ̅ⲟⲩⲱϣⲃ̅ ⲙ̅ⲡⲥⲁ ⲛϩⲟⲩⲛ ⲛϥ̅ϫⲟⲟⲥ ϫⲉ ⲙ̅ⲡⲣ̅ⲟⲩⲉϩϩⲓⲥⲉ ⲉⲣⲟⲓ̈ ⲁⲓ̈ⲟⲩⲱ ⲅⲁⲣ ⲉⲓ̈ϣⲧⲁⲙ ⲙ̅ⲡⲁⲣⲟ ⲁⲩⲱ ⲛⲁϣⲏⲣⲉ ϩⲓⲡⲉϭⲗⲟϭ ⲛⲙ̅ⲙⲁⲓ̈ ⲙ̅ⲙⲛ̅ϭⲟⲙ ⲙ̅ⲙⲟⲓ̈ ⲉⲧⲱⲟⲩⲛ ⲉϯ ⲛⲁⲕ
8 Me a lavar deoc'h, pa ne savfe ket da reiñ dezhañ abalamour ma'z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d'e dregaserezh, hag e rofe dezhañ kement hag en defe ezhomm.
ⲏ̅ϯϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲏⲧⲛ̅ ϫⲉ ⲉϣϫⲉⲛϥ̅ⲛⲁⲧⲱⲟⲩⲛ ⲁⲛ ⲉϯ ⲛⲁϥ ϫⲉ ⲡⲉ(ϥ)ϣⲃⲏⲣ ⲡⲉ. ⲁⲗⲗⲁ ⲉⲧⲃⲉⲧⲉϥⲙⲛ̅ⲧʾⲗⲁϭ ϥⲛⲁⲧⲱⲟⲩⲛ ⲛϥ̅ϯ ⲛⲁϥ ⲙⲡⲉⲧϥ̅ⲁϩⲉ ⲛⲁϥ.
9 Me ivez a lavar deoc'h: Goulennit, hag e vo roet deoc'h; klaskit, hag e kavot; skoit, hag e vo digoret deoc'h.
ⲑ̅ⲁⲛⲟⲕ ϩⲱ ϯϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲏⲧⲛ̅ ϫⲉ ⲁⲓⲧⲓ ⲧⲁⲣⲟⲩϯ ⲛⲏⲧⲛ̅. ϣⲓⲛⲉ ⲧⲁⲣⲉⲧⲉⲧⲛ̅ϭⲓⲛⲉ. ⲧⲱϩⲙ̅ ⲧⲁⲣⲟⲩⲱⲛ ⲛⲏⲧⲛ̅.
10 Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; hag an neb a sko, e vez digoret dezhañ.
ⲓ̅ⲟⲩⲟⲛ ⲅⲁⲣ ⲛⲓⲙ ⲉⲧⲁⲓⲧⲓ ϥⲛⲁϫⲓ. ⲁⲩⲱ ⲡⲉⲧϣⲓⲛⲉ ϥⲛⲁϭⲓⲛⲉ. ⲁⲩⲱ ⲡⲉⲧʾⲧⲱϩⲙ̅ ⲥⲉⲛⲁⲟⲩⲱⲛ ⲛⲁϥ.
11 Piv eo an tad en ho touez, a roio ur maen d'e vab, pa c'houlenn digantañ bara? Pe, mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer e-lec'h pesk?
ⲓ̅ⲁ̅ⲛⲓⲙ ⲇⲉ ⲛ̅ϩⲏⲧʾⲧⲏⲟⲩⲧⲛ̅ ⲡⲉⲧⲉⲣⲉⲡⲉϥϣⲏⲣⲉ ⲛⲁⲁⲓⲧⲓ ⲙ̅ⲙⲟϥ ⲛ̅ⲟⲩⲧⲃ̅ⲧ. ⲙⲏ ⲉⲡⲙⲁ ⲛ̅ⲟⲩⲧⲃ̅ⲧ ⲉϥⲛⲁϯ ⲛⲁϥ ⲛ̅ⲟⲩϩⲟϥ.
12 Pe c'hoazh, mar goulenn digantañ ur vi, a roio dezhañ ur grug?
ⲓ̅ⲃ̅ⲏ ⲛϥ̅ⲁⲓⲧⲓ ⲙ̅ⲙⲟϥ ⲛ̅ⲟⲩⲥⲟⲟⲩϩⲉ ⲙⲏ ⲉϥⲛⲁϯ ⲛⲁϥ ⲛ̅ⲟⲩⲟⲟϩⲉ.
13 Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d'ar re en goulenn digantañ!
ⲓ̅ⲅ̅ⲉϣϫⲉⲛ̅ⲧⲱⲧⲛ̅ ϭⲉ ⲉⲛⲧⲉⲧⲛ̅ϩⲉⲛⲡⲟⲛⲏⲣⲟⲥ ⲧⲉⲧⲛ̅ⲥⲟⲟⲩⲛ ⲛ̅ϯⲡⲉⲧⲛⲁⲛⲟⲩϥ ⲛ̅ⲛⲉⲧⲛ̅ϣⲏⲣⲉ. ⲡⲟⲥⲱ ⲙⲁⲗⲗⲟⲛ ⲡⲉⲧⲛ̅ⲓ̈ⲱⲧʾ ϥⲛⲁϯ ⲛ̅ⲟⲩⲡⲛ̅ⲁ ⲉϥⲟⲩⲁⲁⲃ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛ̅ⲧⲡⲉ ⲛ̅ⲉⲧⲁⲓⲧⲓ ⲙ̅ⲙⲟϥ·
14 Jezuz a gasas kuit un diaoul mut; pa voe aet an diaoul kuit, an den mut a gomzas, hag ar bobl a oa souezhet.
ⲓ̅ⲇ̅ⲛⲉϥⲛⲟⲩϫⲉ ⲇⲉ ⲉⲃⲟⲗ ⲛ̅ⲟⲩⲇⲁⲓⲙⲟⲛⲓⲟⲛ ⲉⲙⲉϥϣⲁϫⲉ. ⲁⲥϣⲱⲡⲉ ⲇⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉⲡⲇⲁⲓⲙⲟⲛⲓⲟⲛ ⲉ͡ⲓ ⲉⲃⲟⲗ. ⲁϥϣⲁϫⲉ ⲛ̅ϭⲓⲡⲉⲙⲡⲟ ⲁⲩⲱ ⲁⲩⲣ̅ϣⲡⲏⲣⲉ ⲛ̅ϭⲓⲙ̅ⲙⲏⲏϣⲉ.
15 Lod anezho a lavaras: Dre Veelzebul, priñs an diaoulien eo e kas an diaoulien kuit.
ⲓ̅ⲉ̅ⲡⲉϫⲉϩⲟⲓ̈ⲛⲉ ⲇⲉ ⲛ̅ϩⲏⲧⲟⲩ ϫⲉ ⲉϥⲛⲉϫⲇⲁⲓⲙⲟⲛⲓⲟⲛ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛ̅ⲃⲉⲉⲗⲍⲉⲃⲟⲩⲗ ⲡⲁⲣⲭⲱⲛ ⲛⲛ̅ⲇⲁⲓⲙⲟⲛⲓⲟⲛ.
16 Reoù all, evit e amprouiñ, a c'houlenne digantañ ur mirakl eus an neñv.
ⲓ̅ⲋ̅ϩⲉⲛⲕⲟⲟⲩⲉ ⲇⲉ ⲉⲩⲡⲓⲣⲁⲍⲉ ⲙ̅ⲙⲟϥ ⲛⲉⲩϣⲓⲛⲉ ⲛ̅ⲥⲁⲟⲩⲙⲁⲉⲓⲛ ⲛ̅ⲧⲟⲟⲧϥ̅ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛ̅ⲧⲡⲉ.
17 Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, hag un ti a vo diskaret.
ⲓ̅ⲍ̅ⲛ̅ⲧⲟϥ ⲇⲉ ⲉϥⲥⲟⲟⲩⲛ ⲛ̅ⲛⲉⲩⲙⲉⲩⲉ ⲛ̅ϩⲏⲧʾ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ ϫⲉ. ⲙⲛ̅ⲧⲉⲣⲟ ⲛⲓⲙ ⲉⲥϣⲁⲛⲡⲱϣ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ⲉϫⲱⲥ ϣⲁⲥⲣ̅ϫⲁⲓ̈ⲉ. ⲁⲩⲱ ⲟⲩⲏⲓ̈ ⲉϫⲛ̅ⲟⲩⲏⲓ̈ ϣⲁϥϩⲉ.
18 Mar emañ eta Satan dizunanet gantañ e-unan, penaos e pado e rouantelezh, pa lavarit ez eo dre Veelzebul e kasan kuit an diaoulien?
ⲓ̅ⲏ̅ⲉϣϫⲉⲁⲡⲥⲁⲧⲁⲛⲁⲥ ϩⲱⲱϥ ⲡⲱϣ ⲉϩⲣⲁⲓ̈ ⲉϫⲱϥ. ⲛ̅ⲁϣ ⲛ̅ϩⲉ ⲧⲉϥⲙⲛ̅ⲧⲉⲣⲟ ⲛⲁⲁϩⲉⲣⲁⲧⲥ̅. ϫⲉ ⲧⲉⲧⲛ̅ϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ϫⲉ ⲉⲓ̈ⲛⲉϫⲇⲁⲓⲙⲟⲛⲓⲟⲛ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛ̅ⲃⲉⲉⲗⲍⲉⲃⲟⲩⲗ.
19 Mar kasan kuit an diaoulien dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.
ⲓ̅ⲑ̅ⲉϣϫⲉⲁⲛⲟⲕ ⲉⲓ̈ⲛⲟⲩϫⲉ ⲉⲃⲟⲗ ⲛⲛ̅ⲇⲁⲓⲙⲟⲛⲓⲟⲛ ϩⲛ̅ⲃⲉⲉⲗⲍⲉⲃⲟⲩⲗ. ⲉⲓ̈ⲉ ⲉⲣⲉⲛⲉⲧⲛϣⲏⲣⲉ ⲛⲟⲩϫⲉ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛ̅ⲛⲓⲙ. ⲉⲧⲃⲉⲡⲁⲓ̈ ⲥⲉⲛⲁϣⲱⲡⲉ ⲛⲏⲧⲛ̅ ⲣ̅ⲣⲉϥϯϩⲁⲡ.
20 Met mar kasan kuit an diaoulien dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo deuet rouantelezh Doue betek ennoc'h.
ⲕ̅ⲉϣϫⲉⲁⲛⲟⲕ ⲇⲉ ⲉⲓ̈ⲛⲉϫⲇⲁⲓⲙⲟⲛⲓⲟⲛ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛ̅ⲟⲩⲧⲏⲏⲃⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲡⲛⲟⲩⲧⲉ ⲉⲓ̈ⲉ ⲁⲧⲙⲛ̅ⲧⲉⲣⲟ ⲙ̅ⲡⲛⲟⲩⲧⲉ ⲡⲱϩ ⲉϫⲱⲧⲛ̅.
21 Pa ziwall un den kreñv hag armet mat e di, kement en deus a zo e peoc'h.
ⲕ̅ⲁ̅ⲉⲣϣⲁⲛⲡⲉⲧϫⲟⲟⲣ ⲇⲉ ϩⲁⲣⲉϩ ⲉⲧⲉϥⲁⲩⲗⲏ ⲉϥϩⲏⲕ. ⲛⲉϥϩⲩⲡⲁⲣⲭⲟⲛⲧⲁ ⲧⲏⲣⲟⲩ ⲛⲁϣⲱⲡⲉ ϩⲛ̅ⲟⲩⲓ̈ⲣⲏⲛⲏ.
22 Met pa zeu unan all kreñvoc'h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno, hag e lodenn e ziwisk.
ⲕ̅ⲃ̅ⲉⲣϣⲁⲛⲡⲉⲧϫⲟⲟⲣ ⲇⲉ ⲉⲣⲟϥ ⲉ͡ⲓ ⲛϥ̅ϫⲣⲟ ⲉⲣⲟϥ. ϥⲛⲁϥⲓ ⲛⲧⲉϥⲡⲁⲛϩⲟⲡⲗⲓⲁ ⲉⲧϥ̅ⲕⲱ ⲛ̅ϩⲧⲏϥ ⲉⲣⲟⲥ ⲁⲩⲱ ϥⲛⲁⲥⲱⲣ ⲛⲛⲉϥϣⲱⲗ.
23 An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.
ⲕ̅ⲅ̅ⲡⲉⲧⲉⲛϥ̅ⲛⲙ̅ⲙⲁⲓ̈ ⲁⲛ ⲉϥϯ ⲟⲩⲃⲏⲓ̈. ⲁⲩⲱ ⲡⲉⲧⲉⲛϥ̅ⲥⲩⲛⲁⲅⲉ ⲛⲙ̅ⲙⲁⲓ̈ ⲁⲛ ⲉϥϫⲱⲱⲣⲉ ⲉⲃⲟⲗ.
24 Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h, da glask diskuizh, ha ne gav ket; neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet;
ⲕ̅ⲇ̅ϩⲟⲧⲁⲛ ⲇⲉ ⲡⲁⲕⲁⲑⲁⲣⲧⲟⲛ ⲙ̅ⲡⲛ̅ⲁ ⲉϥϣⲁⲛⲉ͡ⲓ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲙ̅ ⲡⲣⲱⲙⲉ. ϣⲁϥⲉ͡ⲓ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲓⲧⲛ̅ϩⲉⲛⲙⲁ ⲉⲙⲙⲛ̅ⲙⲟⲟⲩ ⲛ̅ϩⲏⲧⲟⲩ ⲉϥϣⲓⲛⲉ ⲛ̅ⲥⲁⲟⲩⲙⲁ ⲛⲙ̅ⲧⲟⲛ ⲁⲩⲱ ⲉϥⲧⲙ̅ϭⲓⲛⲉ ⲧⲟⲧⲉ ϣⲁϥϫⲟⲟⲥ ϫⲉ ϯⲛⲁⲕⲧⲟⲓ̈ ⲉⲡⲁⲏⲓ̈ ⲉⲡⲙⲁ ⲉⲛⲧⲁⲓ̈ⲉ͡ⲓ ⲉⲃⲟⲗ ⲛϩⲏⲧϥ̅.
25 pa zeu, e kav anezhañ skubet ha kempennet.
ⲕ̅ⲉ̅ⲉϥϣⲁⲛⲉ͡ⲓ ⲇⲉ ϣⲁϥϩⲉ ⲉⲣⲟϥ ⲉϥⲥⲁϩⲣ̅ ⲉϥⲧⲥⲁⲙⲓⲏⲟⲩ
26 Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, hag ez eont hag e chomont ennañ; ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ.
ⲕ̅ⲋ̅ⲧⲟⲧⲉ ϣⲁϥⲃⲱⲕ ⲛϥ̅ϫⲓ ⲛ̅ⲕⲉⲥⲁϣϥ̅ ⲙ̅ⲡⲛ̅ⲁ ⲉⲩϩⲟⲟⲩ ⲉⲣⲟϥ ⲛ̅ⲥⲉⲃⲱⲕ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲛⲥⲉⲟⲩⲱϩ ⲛ̅ϩⲏⲧϥ̅ ⲛ̅ⲧⲉⲛ̅ϩⲁⲉⲟⲩ ⲙ̅ⲡⲣⲱⲙⲉ ⲉⲧⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲑⲟ ⲉⲛⲉϥϣⲟⲣⲡ̅·
27 Evel ma lavare an traoù-se, ur weg eus ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezhañ: Eürus ar c'hof en deus da zouget, hag an divronn ac'h eus sunet!
ⲕ̅ⲍ̅ⲁⲥϣⲱⲡⲉ ⲇⲉ ϩⲙ̅ⲡⲧⲣⲉϥϫⲉⲛⲁⲓ̈ ⲁⲩⲥϩⲓⲙⲉ ϥⲓϩⲣⲁⲥ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲙ̅ⲡⲙⲏⲏϣⲉ ⲡⲉϫⲁⲥ ⲛⲁϥ ϫⲉ. ⲛⲁⲓ̈ⲁⲧⲥ̅ ⲛ̅ⲑⲏ ⲉⲛⲧⲁⲥϥⲓ ϩⲁⲣⲟⲕ ⲛⲙ̅ⲛⲉⲕⲓⲃⲉ ⲛⲁⲉⲓ ⲉⲛⲧⲁⲕϫⲓ ⲙⲙⲟⲟⲩ.
28 Met Jezuz a lavaras: Eürusoc'h eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ!
ⲕ̅ⲏ̅ⲛ̅ⲧⲟϥ ⲇⲉ ⲡⲉϫⲁϥ ϫⲉ. ⲛⲁⲓ̈ⲁⲧⲟⲩ ⲛ̅ϩⲟⲩⲟ ⲛ̅ⲛⲉⲧⲥⲱⲧⲙ̅ ⲉⲡϣⲁϫⲉ ⲙ̅ⲡⲛⲟⲩⲧⲉ ⲉⲧⲁⲣⲉϩ ⲉⲣⲟϥ·
29 Evel m'en em zastume ar bobl a vandenn war e dro, Jezuz en em lakaas da lavarout: Ar rummad-mañ a zo fall; goulenn a ra ur mirakl, ha ne vo roet hini ebet dezhañ, nemet hini [ar profed] Jona.
ⲕ̅ⲑ̅ⲉⲣⲉⲟⲩⲙⲏⲏϣⲉ ⲇⲉ ⲥⲱⲟⲩϩ ⲉⲣⲟϥ ⲁϥⲁⲣⲭⲓ ⲛ̅ϫⲟⲟⲥ ϫⲉ ⲧⲉⲓ̈ⲅⲉⲛⲉⲁ ⲟⲩⲅⲉⲛⲉⲁ ⲙ̅ⲡⲟⲛⲏⲣⲟⲛ ⲧⲉ. ϣ̑ϣⲓⲛⲉ ⲛⲥⲁⲟⲩⲙⲁⲉⲓⲛ. ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲛⲉⲩⲧⲁ ⲛⲁⲥ ⲙⲁⲉⲓⲛ ⲛⲥⲁⲡⲙⲁⲉⲓⲛ ⲛ̅ⲓ̈ⲱⲛⲁⲥ.
30 Rak, evel ma voe Jona ur mirakl evit tud Niniv, Mab an den a vo ivez unan evit ar rummad-mañ.
ⲗ̅ⲕⲁⲧⲁⲑⲉ ⲅⲁⲣ ⲉⲛⲧⲁⲓ̈ⲱⲛⲁⲥ ϣⲱⲡⲉ ⲙ̅ⲙⲁⲉⲓⲛ ⲛⲣ̅ⲣⲱⲙⲉ ⲛ̅ⲛⲓⲛⲉⲩⲏ ⲧⲁⲓ̈ ⲧⲉ ⲑⲉ ⲉⲧⲉⲣⲉⲡϣⲏⲣⲉ ⲙ̅ⲡⲣⲱⲙⲉ ⲛⲁⲓ̈ⲣⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲓ̈ⲅⲉⲛⲉⲁ.
31 Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour ma teuas eus pellder an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Salomon.
ⲗ̅ⲁ̅ⲧⲣ̅ⲣⲱ ⲙ̅ⲡⲣⲏⲥ ⲛⲁⲧⲱⲟⲩⲛ ϩⲙ̅ⲡⲉϩⲟⲟⲩ ⲛ̅ⲧⲉⲕⲣⲓⲥⲓⲥ ⲛⲙ̅ⲛ̅ⲣⲱⲙⲉ ⲛ̅ⲧⲉⲓ̈ⲅⲉⲛⲉⲁ ⲛⲥ̅ⲧϭⲁⲓ̈ⲟⲟⲩ ϫⲉ ⲁⲥⲓ ϫⲓⲛⲁⲣⲏϫϥ̅ ⲙ̅ⲡⲕⲁϩ ⲉⲥⲱⲧⲙ̅ ⲉⲧⲥⲟⲫⲓⲁ ⲛ̅ⲥⲟⲗⲟⲙⲱⲛ ⲁⲩⲱ ⲉⲓⲥⲡⲉϩⲟⲩⲟ ⲉⲥⲟⲗⲟⲙⲱⲛ ⲙ̅ⲡⲉⲓ̈ⲙⲁ.
32 Tud Niniv a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour m'o deus bet keuz dre brezegenn Jona, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Jona.
ⲗ̅ⲃ̅ⲣ̅ⲣⲱⲙⲉ ⲛ̅ⲛⲓⲛⲉⲩⲏ ⲛⲁⲧⲱⲟⲩⲛ ϩⲛ̅ⲧⲉⲕⲣⲓⲥⲓⲥ ⲛⲙ̅ⲧⲉⲓ̈ⲅⲉⲛⲉⲁ ⲛ̅ⲥⲉⲧϭⲁⲓ̈ⲟⲥ ϫⲉ ⲁⲩⲙⲉⲧⲁⲛⲟⲓ̈ ⲉⲡⲧⲁϣⲉⲟⲉⲓϣ ⲛ̅ⲓ̈ⲱⲛⲁ ⲉⲓⲥⲡⲉϩⲟⲩⲟ ⲉⲓ̈ⲱⲛⲁ ⲙ̅ⲡⲉⲓ̈ⲙⲁ.
33 Den n'enaou ul lamp evit he lakaat en ul lec'h kuzhet, pe dindan ar boezell; met he lakaat a ra war ar c'hantolor, abalamour d'ar re a zeu en ti da welout ar sklêrijenn.
ⲗ̅ⲅ̅ⲙⲉⲣⲉⲗⲁⲁⲩ ϫⲉⲣⲉϩⲏⲃⲥ̅ ⲛϥ̅ⲕⲁⲁϥ ϩⲛ̅ⲟⲩⲓ̈ ⲛ̅ϩⲱⲡ. ⲁⲗⲗⲁ ⲉϣⲁϥⲕⲁⲁϥ ⲉϫⲛ̅ⲧⲗⲩⲭⲛⲓⲁ ϫⲉ ⲉⲣⲉⲛⲉⲧʾⲃⲏⲕ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲛⲁⲩ ⲉⲡⲟⲩⲟⲓ̈ⲛ.
34 Al lagad eo lamp ar c'horf; mar deo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet; met mar deo fall, da gorf a vo en deñvalijenn.
ⲗ̅ⲇ̅ⲡϩⲏⲃⲥ̅ ⲙ̅ⲡⲥⲱⲙⲁ ⲡⲉ ⲡⲃⲁⲗ. ⲉϣⲱⲡⲉ ⲟⲩϩⲁⲡⲗⲟⲩⲥ ⲡⲉ ⲡⲉⲕⲃⲁⲗ ⲉⲓ̈ⲉ ⲟⲩⲟⲓ̈ⲛ ⲡⲉ ⲡⲉⲕⲥⲱⲙⲁ ⲧⲏⲣϥ̅. ⲉϣⲱⲡⲉ ⲇⲉ ⲟⲩⲡⲟⲛⲏⲣⲟⲥ ⲡⲉ ⲡⲉⲕⲃⲁⲗ. ⲡⲉⲕⲥⲱⲙⲁ ⲧⲏⲣϥ̅ ⲛⲁϣⲱⲡⲉ ⲉϥⲟ ⲛ̅ⲕⲁⲕⲉ.
35 Diwall eta na vefe ket teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout.
ⲗ̅ⲉ̅ϭⲱϣⲧ̅ ϭⲉ ϫⲉ ⲙⲉϣⲁⲕ ⲡⲟⲩⲟⲓ̈ⲛ ⲉⲧⲛ̅ϩⲏⲧⲕ̅ ⲟⲩⲕⲁⲕⲉ ⲡⲉ.
36 Mar deo eta da holl gorf sklêrijennet, ha mar n'en deus lod ebet anezhañ en deñvalijenn, e vo sklêrijennet en e bezh, evel pa sklaer ul lamp ac'hanout gant he sklêrijenn.
ⲗ̅ⲋ̅ⲉϣϫⲉ ⲟⲩⲟⲓ̈ⲛ ϭⲉ ⲡⲉ ⲡⲉⲕⲥⲱⲙⲁ ⲧⲏⲣϥ̅ ⲉⲙⲙⲛ̅ⲗⲁⲁⲩ ⲙ̅ⲙⲉⲣⲟⲥ ⲛ̅ⲕⲁⲕⲉ ⲛ̅ϩⲏⲧϥ̅ ϥⲛⲁϣⲱⲡⲉ ⲟⲩⲟⲓ̈ⲛ ⲧⲏⲣϥ̅ ⲛ̅ⲑⲉ ⲉϣⲁⲣⲉⲫⲏⲃⲥ̅ ⲣ̅ⲟⲩⲟⲓ̈ⲛ ⲉⲣⲟⲕ ϩⲙ̅ⲡⲉϥϣⲁϩ·
37 Evel ma komze, ur farizian en pedas da leinañ en e di; Jezuz a yeas, hag en em lakaas ouzh taol.
ⲗ̅ⲍ̅ϩⲙⲡⲧⲣⲉϥϣⲁϫⲉ ⲇⲉ ⲁⲩⲫⲁⲣⲓⲥⲥⲁⲓⲟⲥ ⲥⲉⲡⲥⲱⲡϥ̅ ϫⲉ ⲉϥⲉⲟⲩⲱⲙ ⲛⲙ̅ⲙⲁϥ. ⲁϥⲃⲱⲕ ⲇⲉ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲁϥⲛⲟϫϥ̅.
38 Ar farizian a oa souezhet o welout na oa ket en em walc'het a-raok lein.
ⲗ̅ⲏ̅ⲛ̅ⲧⲉⲣⲉⲡⲉⲫⲁⲣⲓⲥⲥⲁⲓⲟⲥ ⲇⲉ ⲛⲁⲩ ⲁϥⲣ̅ϣⲡⲏⲣⲉ ϫⲉ ⲙ̅ⲡϥϩⲟⲣⲡϥ̅ ⲛ̅ϣⲟⲣⲡ̅ ⲉⲙⲡⲁⲧϥ̅ⲟⲩⲱⲙ.
39 An Aotrou a lavaras dezhañ: C'hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a fallentez.
ⲗ̅ⲑ̅ⲡⲉϫⲉⲡϫⲟⲉⲓⲥ ⲇⲉ ⲛⲁϥ ϫⲉ. ⲧⲉⲛⲟⲩ ⲛ̅ⲧⲱⲧⲛ̅ ⲛⲉⲫⲁⲣⲓⲥⲥⲁⲓⲟⲥ ⲧⲉⲧⲛ̅ⲧⲃ̅ⲃⲟ ⲙ̅ⲡⲥⲁⲃⲃⲟⲗ ⲙ̅ⲡⲁⲡⲟⲧʾ ⲛⲙ̅ⲡ̅ⲡⲓⲛⲁⲝ. ⲡⲉⲧⲛ̅ⲥⲁⲛϩⲟⲩⲛ ⲇⲉ ⲙⲉϩ ⲛ̅ⲧⲱⲣⲡ̅ ϩⲓⲁⲕⲁⲑⲁⲣⲥⲓⲁ.
40 Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n'en deus ket graet ivez an diabarzh?
ⲙ̅ⲛⲁⲑⲏⲧʾ. ⲙⲏ ⲡⲉⲛⲧⲁϥⲧⲁⲙⲓⲉⲡⲥⲁⲃⲃⲟⲗ. ⲛ̅ⲧⲟϥ ⲁⲛ ⲡⲉⲛⲧⲁϥⲧⲁⲙⲓⲉⲡⲥⲁⲛϩⲟⲩⲛ.
41 Roit, kentoc'h, an aluzen eus ar pezh hoc'h eus, ha pep tra a vo glan evidoc'h.
ⲙ̅ⲁ̅ⲡⲗⲏⲛ ⲛ̅ⲑⲉ ⲉⲛⲧⲁⲥϣⲱⲡⲉ ϯⲙⲛ̅ⲧⲛ͡ⲁ ⲁⲩⲱ ⲓ̈ⲥϩⲏⲏⲧⲉ ⲥⲉⲟⲩⲁⲁⲃ ⲛⲏⲧⲛ̅ ⲧⲏⲣⲟⲩ.
42 Met gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru, ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
ⲙ̅ⲃ̅ⲁⲗⲗⲁ ⲟⲩⲟⲓ̈ ⲛⲏⲧⲛ̅ ⲛⲉⲫⲁⲣⲓⲥⲥⲁⲓⲟⲥ ϫⲉ ⲧⲉⲧⲛ̅ϯ ⲙ̅ⲡⲣⲉⲙⲏⲧʾ ⲙ̅ⲫⲁϭⲓⲛⲛ̅ⲥⲧⲟⲓ̈ ⲛⲙ̅ⲡⲃⲁϣⲟⲩϣ ⲛⲙ̅ⲟⲩⲟⲟⲧⲉ ⲛⲓⲙ ⲧⲉⲧⲛ̅ⲕⲱ ⲛ̅ⲥⲱⲧⲛ̅ ⲙ̅ⲡϩⲁⲡ ⲛⲙ̅ⲧⲁⲅⲁⲡⲏ ⲙ̅ⲡⲛⲟⲩⲧⲉ ⲛⲁⲓ̈ ⲇⲉ ⲉϣϣⲉ ⲉⲁⲁⲩ ⲉⲧⲙ̅ⲕⲁⲛⲉⲓ̈ⲕⲟⲟⲩⲉ ⲛ̅ⲥⲁⲧⲏⲟⲩⲧⲛ̅.
43 Gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma karit ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, ha bezañ saludet war al leurgêrioù.
ⲙ̅ⲅ̅ⲟⲩⲟⲓ̈ ⲛⲏⲧⲛ̅ ⲛⲉⲫⲁⲣⲓⲥⲥⲁⲓⲟⲥ ϫⲉ ⲧⲉⲧⲛ̅ⲙⲉ ⲛⲙ̅ⲙⲁ ⲛⲉϩⲙⲟⲟⲥ ⲛϣⲟⲣⲡ̅ ϩⲛⲛ̅ⲥⲩⲛⲁⲅⲱⲅⲏ ⲁⲩⲱ ⲛⲁⲥⲡⲁⲥⲙⲟⲥ ϩⲛ̅ⲛ̅ⲁⲅⲟⲣⲁ.
44 Gwalleur deoc'h, [skribed ha farizianed, pilpouzed]! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù na weler ket, ha ma vale an dud warno hep gouzout emaint eno.
ⲙ̅ⲇ̅ⲟⲩⲟⲓ̈ ⲛⲏⲧⲛ̅ ϫⲉ ⲧⲉⲧⲛ̅ⲟ̅ ⲛ̅ⲑⲉ ⲛ̅ⲛⲓⲙϩⲁⲟⲩ ⲉⲧⲉⲛⲥⲉⲟⲩⲟⲛϩ̅ ⲉⲃⲟⲗ ⲁⲛ ⲉⲣⲉⲣⲣⲱⲙⲉ ⲙⲟⲟϣⲉ ϩⲓϫⲱⲟⲩ ⲉⲛⲥⲉⲥⲟⲟⲩⲛ ⲁⲛ.
45 Neuze, unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz, hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac'hanomp-ni ivez.
ⲙ̅ⲉ̅ⲁⲟⲩⲁ ⲇⲉ ⲛⲛ̅ⲛⲟⲙⲓⲕⲟⲥ ⲟⲩⲱϣⲃ̅ ⲉϥϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲁϥ ϫⲉ. ⲡⲥⲁϩ ⲛⲁⲓ̈ ⲉⲕϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲟⲩ. ⲕⲥⲱϣ ϩⲱⲱⲛ ⲙ̅ⲙⲟⲛ.
46 Ha Jezuz a lavaras: Gwalleur deoc'h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec'hioù na c'hellont ket dougen, ha c'hwi hoc'h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied.
ⲙ̅ⲋ̅ⲛ̅ⲧⲟϥ ⲇⲉ ⲡⲉϫⲁϥ ⲛⲁⲩ ϫⲉ. ⲛ̅ⲧⲱⲧⲛ̅ ϩⲱⲧʾⲧⲏⲩⲧⲛ̅ ⲛ̅ⲛⲟⲙⲓⲕⲟⲥ ⲟⲩⲟⲓ̈ ⲛⲏⲧⲛ̅ ϫⲉ ⲧⲉⲧⲛ̅ⲧⲁⲗⲟ ⲛϩⲉⲛⲉⲧⲡⲱ ⲉⲩϩⲟⲣϣ̅ ⲉϫⲛ̅ⲣ̅ⲣⲱⲙⲉ ⲉⲛⲧⲉⲧⲛ̅ϫⲱϩ ⲁⲛ ⲉⲛⲉⲧⲡⲱ ⲟⲩⲁ ⲛⲛⲉⲧⲛ̅ⲧⲏⲏⲃⲉ.
47 Gwalleur deoc'h! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded en deus ho tadoù lakaet d'ar marv.
ⲙ̅ⲍ̅ⲟⲩⲟⲓ̈ ⲛⲏⲧⲛ̅ ϫⲉ ⲧⲉⲧⲛⲕⲱⲧʾ ⲛ̅ⲛⲉⲙϩⲁⲟⲩ ⲛ̅ⲛⲉⲡⲣⲟⲫⲏⲧⲏⲥ ⲛⲉⲧⲛ̅ⲉ͡ⲓⲟⲧⲉ ⲇⲉ ⲛⲉⲛⲧⲁⲩⲙⲟⲟⲩⲧⲟⲩ.
48 C'hwi a zo eta an testoù hag ar c'henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoù, rak int o deus lazhet ar brofeded, ha c'hwi a sav o bezioù.
ⲙ̅ⲏ̅ⲉⲓ̈ⲉ ⲧⲉⲧⲛ̅ⲣ̅ⲙⲛ̅ⲧⲣⲉ ⲁⲩⲱ ⲧⲉⲧⲛ̅ⲥⲩⲛⲉⲩⲇⲟϭⲓ ⲉⲛⲉϩⲃⲏⲩⲉ ⲛ̅ⲛⲉⲧⲛ̅ⲓ̈ⲟⲧⲉ ϫⲉ ⲛ̅ⲧⲟⲟⲩ ⲙⲉⲛ ⲁⲩⲙⲟⲟⲩⲧⲟⲩ ⲛ̅ⲧⲱⲧⲛ̅ ⲇⲉ ⲧⲉⲧⲛ̅ⲕⲱⲧʾ.
49 Abalamour da-se, furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel; hag e lazhint lod anezho, ha lod all a wallgasint,
ⲙ̅ⲑ̅ⲉⲧⲃⲉⲡⲁⲓ̈ ⲁⲧⲕⲉⲥⲟⲫⲓⲁ ⲙ̅ⲡⲛⲟⲩⲧⲉ ϫⲟⲟⲥ ϫⲉ ϯⲛⲁϫⲟⲟⲩ ⲛⲁⲩ ⲛ̅ϩⲉⲛⲡⲣⲟⲫⲏⲧⲏⲥ ⲛⲙ̅ϩⲉⲛⲁⲡⲟⲥⲧⲟⲗⲟⲥ ⲛ̅ⲥⲉⲙⲟⲩⲟⲩⲧʾ ⲉⲃⲟⲗ ⲛ̅ϩⲏⲧⲟⲩ ⲁⲩⲱ ⲛ̅ⲥⲉⲇⲓⲱⲕⲉ.
50 evit ma vo goulennet digant ar rummad-mañ gwad an holl brofeded hag a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed,
ⲛ̅ϫⲉ ⲉⲩⲉϣⲓⲛⲉ ⲛ̅ⲥⲁⲡⲉⲥⲛⲟϥ ⲛⲛⲉⲡⲣⲟⲫⲏⲧⲏⲥ ⲧⲏⲣⲟⲩ ⲉⲛⲧⲁⲩⲡⲁϩⲧϥ̅ ⲉⲃⲟⲗ ϫⲓⲛⲧⲕⲁⲧⲁⲃⲟⲗⲏ ⲙⲡⲕⲟⲥⲙⲟⲥ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲓⲧⲟⲟⲧⲥ̅ ⲛ̅ⲧⲉⲓ̈ⲅⲉⲛⲉⲁ.
51 adal gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ; ya, a lavaran deoc'h, goulennet e vo digant ar rummad-mañ.
ⲛ̅ⲁ̅ϫⲓⲛⲡⲉⲥⲛⲟϥ ⲛⲁⲃⲉⲗ ϣⲁⲡⲉⲥⲛⲟϥ ⲛ̅ⲍⲁⲭⲁⲣⲓⲁⲥ ⲡϣⲏⲣⲉ ⲃ̅ⲃⲁⲣⲁⲭⲓⲁⲥ. ⲡⲉⲛⲧⲁⲩⲧⲁⲕⲟϥ ⲛ̅ⲧⲙⲏⲧⲉ ⲙⲡⲉⲑⲩⲥⲓⲁⲥⲧⲏⲣⲓⲟⲛ ⲛⲙ̅ⲡⲏⲓ̈. ⲥⲉ ϯϫⲱ ⲙ̅ⲙⲟⲥ ⲛⲏⲧⲛ̅ ϫⲉ ⲥⲉⲛⲁϣⲓⲛⲉ ⲛ̅ⲥⲱϥ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲓⲧⲟⲟⲧⲥ̅ ⲛ̅ⲧⲉⲓ̈ⲅⲉⲛⲉⲁ.
52 Gwalleur deoc'h, doktored al lezenn! Rak, o vezañ kemeret alc'houez an anaoudegezh, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
ⲛ̅ⲃ̅ⲟⲩⲟⲓ̈ ⲛⲏⲧⲛ̅ ⲛ̅ⲛⲟⲙⲓⲕⲟⲥ ϫⲉ ⲁⲧⲉⲧⲛ̅ϥⲓ ⲙⲡϣⲟϣⲧ̅ʾ ⲙ̅ⲡⲥⲟⲟⲩⲛ ⲙ̅ⲡⲉⲧⲛ̅ⲃⲱⲕ ⲉϩⲟⲩⲛ ⲁⲩⲱ ⲙⲡⲉⲧⲛ̅ⲕⲁⲛⲉⲧⲃⲏⲕ·
53 Hag evel ma lavare an traoù-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d'e waskañ start, ha d'ober dezhañ komz war galz a draoù,
ⲛ̅ⲅ̅ⲁϥⲉ͡ⲓ ⲇⲉ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲙ̅ⲡⲙⲁ ⲉⲧⲙ̅ⲙⲁⲩ ⲁⲛⲉⲅⲣⲁⲙⲙⲁⲧⲉⲩⲥ ⲛⲙ̅ⲛⲉⲫⲁⲣⲓⲥⲥⲁⲓⲟⲥ ⲁⲣⲭⲓ ⲛ̅ⲛⲟⲩϭⲥ̅ ⲉⲣⲟϥ. ⲉⲧⲣⲉϥⲕⲁⲣⲱϥ ⲉⲧⲃⲉϩⲁϩ
54 o stignañ pechoù dezhañ, hag o klask pakañ un dra bennak eus e c'henoù [evit e damall].
ⲛ̅ⲇ̅ⲉⲩϭⲱⲣϭ̅ ⲉⲣⲟϥ ⲉϭⲟⲡϥ̅ ⲛ̅ⲟⲩϣⲁϫⲉ ⲉⲃⲟⲗ ϩⲛ̅ⲣⲱϥ.

< Luc 11 >