< Jean 7 >
1 Goude an traoù-se, Jezuz a valee dre C'halilea, rak ne felle ket dezhañ chom e Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ.
2 Met, gouel ar Yuzevien, galvet an Teltennoù, a dostae.
3 E vreudeur a lavaras dezhañ: Kae ac'han, ha kae e Judea, evit ma welo ivez da ziskibien an oberoù a rez.
4 Rak den ne ra netra e-kuzh, pa glask bezañ anavezet. Mar rez an traoù-se, en em ziskouez da-unan d'ar bed.
5 Rak e vreudeur memes ne gredent ket ennañ.
6 Jezuz a lavaras dezho: Va amzer n'eo ket c'hoazh deuet; met hoc'h amzer-hu a zo atav deuet.
7 Ar bed ne c'hell ket ho kasaat; met kasaat a ra ac'hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ, penaos eo fall e oberoù.
8 Evidoc'h-c'hwi, pignit d'ar gouel-mañ; evidon-me, ne bignin ket c'hoazh dezhañ, rak va amzer n'eo ket c'hoazh deuet.
9 Hag o vezañ lavaret kement-se dezho, e chomas e Galilea.
10 Met, pa voe aet e vreudeur, e pignas ivez d'ar gouel, neket a-wel d'an holl, met evel e-kuzh.
11 Ar Yuzevien eta a glaske anezhañ e-pad ar gouel, hag a lavare: Pelec'h emañ?
12 Hag e voe ur brud diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo; ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl.
13 Koulskoude, den ne gomze frank anezhañ, gant aon rak ar Yuzevien.
14 War-dro hanter ar gouel, Jezuz a bignas en templ, hag a gelenne.
15 Ar Yuzevien a oa souezhet hag a lavare: Penaos ec'h anavez an den-mañ ar skriturioù, o vezañ n'en deus ket o desket?
16 Jezuz a respontas dezho: Va c'helennadurezh n'eo ket ac'hanon, met eus an hini en deus va c'haset.
17 Mar fell da unan bennak ober bolontez Doue, ec'h anavezo hag-eñ eo va c'helennadurezh eus Doue, pe ha me a gomz ac'hanon va-unan.
18 An hini a gomz anezhañ e-unan, a glask e c'hloar e-unan; met an hini a glask gloar an hini en deus e gaset, a dle bezañ kredet, ha n'eus ket a zireizhder ennañ.
19 N'en deus ket Moizez roet al lezenn deoc'h? Hag hini ac'hanoc'h ne vir anezhi. Perak e klaskit va lazhañ?
20 Ar bobl a respontas dezhañ: Un diaoul ac'h eus; piv eo an hini a glask da lazhañ?
21 Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Un oberenn am eus graet, hag oc'h holl souezhet a gement-se.
22 Moizez en deus gourc'hemennet deoc'h an amdroc'h (n'eo ket ma teu eus Moizez, met eus an Tadoù), ha c'hwi a amdroc'h un den deiz ar sabad.
23 Mar bez amdroc'het un den deiz ar sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac'hanon abalamour ma em eus yac'haet un den penn-da-benn deiz ar sabad?
24 Na varnit ket hervez an doare, met barnit hervez ar reizhder.
25 Hag ur re bennak eus Jeruzalem a lavare: n'eo ket an hini a glasker da lakaat da vervel?
26 Ha setu aze e komz frank, ha ne lavarer netra dezhañ. Ar mestroù, hag anavezet o defe ez eo e gwirionez ar C'hrist?
27 Koulskoude, ni a oar a-belec'h eo hemañ; e-lec'h pa zeuio ar C'hrist, den n'anavezo a-belec'h eo.
28 Ha Jezuz a grie en templ eta, o kelenn, hag o lavarout: C'hwi a anavez ac'hanon, hag ec'h ouzoc'h a-belec'h on. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met an hini en deus va c'haset a zo gwirion, ha c'hwi n'anavezit ket anezhañ.
29 Me a anavez anezhañ, rak dont a ran eus e berzh, hag eñ eo en deus va c'haset.
30 Klask a raent kregiñ ennañ; met den ne grede lakaat e zorn warnañ, abalamour e eur ne oa ket c'hoazh deuet.
31 Koulskoude, kalz eus ar bobl a gredas ennañ, hag a lavare: Pa zeuio ar C'hrist, hag ober a raio brasoc'h mirakloù eget ma ra hemañ?
32 Ar farizianed, o vezañ klevet ar pezh a lavare ar bobl anezhañ e-kuzh, a gasas, a-unvan gant ar veleien vras, serjanted evit kregiñ ennañ.
33 Setu perak Jezuz a lavaras dezho: Me a zo ganeoc'h c'hoazh evit un nebeut amzer, ha mont a ran da gavout an hini en deus va c'haset;
34 klask a reot ac'hanon, ha ne'm c'havot ket; ha c'hwi, ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on.
35 Ar Yuzevien eta a lavare etrezo: Pelec'h ez aio, na c'hellimp ket kavout anezhañ? Mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C'hresianed, ha kelenn a raio ar C'hresianed?
36 Petra eo ar pezh en deus lavaret: C'hwi am c'hlasko, ha ne'm c'havot ket; ha c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on?
37 An deiz diwezhañ ha brasañ eus ar gouel, Jezuz en em gave eno, hag a grie: Mar en deus unan bennak sec'hed, ra zeuio da'm c'havout, ha ra evo.
38 An hini a gred ennon, stêrioù dour a vuhez a redo eus e askre, evel ma lavar ar Skritur.
39 Met eñ a lavare kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ; rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c'hoazh roet, abalamour na oa ket bet c'hoazh roet da Jezuz e c'hloar.
40 Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavare: Hemañ eo e gwirionez ar profed.
41 Reoù all a lavare: Ar C'hrist eo. Ha reoù all a lavare: Met ar C'hrist, ha dont a ra eus Galilea?
42 Ar Skritur, ha ne lavar ket e teuio ar C'hrist eus lignez David hag eus bourc'h Betlehem, a-belec'h e oa David?
43 Ar bobl eta a oa lodennet diwar e benn.
44 Hag ur re bennak anezho a c'hoantae kregiñ ennañ, met den ne lakaas e zaouarn warnañ.
45 Ar serjanted eta a zistroas etrezek ar veleien vras hag ar farizianed; ar re-mañ a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket e zegaset?
46 Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n'en deus komzet evel an den-se.
47 Ar farizianed a lavaras dezho: Bet oc'h-hu ivez touellet?
48 Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ?
49 Met ar bobl villiget-mañ n'anavez ket al lezenn.
50 Nikodem, an hini a oa deuet en noz da gavout Jezuz hag a oa unan anezho, a lavaras dezho:
51 Ha barn a ra hol lezenn un den hep bezañ e glevet hag hep anavezout ar pezh en deus graet?
52 Int a respontas dezhañ: Bez' out ivez Galileat? Evesha ha gwel: profed ebet a zo deuet eus Galilea.
53 Ha pep hini en em dennas en e di.