< Jean 6 >

1 Goude-se, Jezuz a dremenas en tu all da vor Galilea, pe vor Tiberiaz.
و بعد از آن عیسی به آن طرف دریای جلیل که دریای طبریه باشد، رفت.۱
2 Ur bobl vras a heulie anezhañ, abalamour ma welent ar mirakloù a rae war ar re glañv.
و جمعی کثیر از عقب او آمدند زیرا آن معجزاتی را که به مریضان می‌نمود، می‌دیدند.۲
3 Jezuz a bignas war ar menez, hag eno ec'h azezas gant e ziskibien.
آنگاه عیسی به کوهی برآمده، با شاگردان خود در آنجا بنشست.۳
4 Setu, ar Pask, gouel ar Yuzevien, a oa tost.
و فصح که عید یهود باشد، نزدیک بود.۴
5 Jezuz eta, o vezañ savet e zaoulagad, hag o welout ul lod bras a dud o tont d'e gavout, a lavaras da Filip: Pelec'h e prenimp bara evit m'o devo an dud-mañ da zebriñ?
پس عیسی چشمان خود را بالا انداخته، دیدکه جمعی کثیر به طرف او می‌آیند. به فیلپس گفت: «از کجا نان بخریم تا اینها بخورند؟»۵
6 Met, eñ a lavare kement-se evit amprouiñ anezhañ, rak gouzout a rae ar pezh edo o vont d'ober.
و این را از روی امتحان به او گفت، زیرا خود می‌دانست چه باید کرد.۶
7 Filip a respontas dezhañ: Daou c'hant diner a vara ne vefe ket a-walc'h evit reiñ un tammig da bep hini.
فیلپس او را جواب داد که «دویست دینار نان، اینها را کفایت نکند تا هر یک اندکی بخورند!»۷
8 Unan eus e ziskibien, Andrev, breur Simon-Pêr, a lavaras dezhañ:
یکی از شاگردانش که اندریاس برادر شمعون پطرس باشد، وی را گفت:۸
9 Bez' ez eus amañ ur paotrig en deus pemp bara heiz, ha daou besk; met petra eo kement-se evit kement a dud?
«دراینجا پسری است که پنج نان جو و دو ماهی دارد. و لیکن این از برای این گروه چه می‌شود؟»۹
10 Koulskoude Jezuz a lavaras: Grit d'an dud azezañ. Bez' e oa kalz a c'heot el lec'h-se. Ar wersed eta a azezas, en niver a war-dro pemp mil.
عیسی گفت: «مردم را بنشانید.» و در آن مکان، گیاه بسیار بود، و آن گروه قریب به پنج هزار مردبودند که نشستند.۱۰
11 Jezuz a gemeras ar baraoù, hag o vezañ trugarekaet, o roas [d'an diskibien, hag an diskibien] d'ar re a oa azezet; en hevelep doare e rojont eus ar pesked, kement ha ma fellas dezho.
عیسی نانها را گرفته و شکرنموده، به شاگردان داد و شاگردان به نشستگان دادند؛ و همچنین از دو ماهی نیز به قدری که خواستند.۱۱
12 Goude m'o devoe bet o gwalc'h, e lavaras d'e ziskibien: Dastumit an tammoù a zo manet, evit na vo kollet netra.
و چون سیر گشتند، به شاگردان خود گفت: «پاره های باقی‌مانده را جمع کنید تاچیزی ضایع نشود.»۱۲
13 Dastum a rejont eta anezho hag e leugnjont daouzek paner gant an tammoù eus ar pemp bara heiz, chomet a zilerc'h gant ar re o devoa debret.
پس جمع کردند و ازپاره های پنج نان جو که از خورندگان زیاده آمده بود، دوازده سبد پر کردند.۱۳
14 An dud-se, o welout ar mirakl en devoa Jezuz graet, a lavare: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.
و چون مردمان این معجزه را که از عیسی صادر شده بود دیدند، گفتند که «این البته همان نبی است که باید در جهان بیاید!»۱۴
15 Jezuz, oc'h anavezout ez aent da zont d'e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.
و اما عیسی چون دانست که می‌خواهند بیایند و او را به زور برده پادشاه سازند، باز تنها به کوه برآمد.۱۵
16 Pa voe deuet an abardaez, e ziskibien a ziskennas betek ar mor,
و چون شام شد، شاگردانش به‌جانب دریاپایین رفتند،۱۶
17 hag o vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d'ar mor, da Gafarnaoum; dija e oa teñval, ha Jezuz ne oa ket c'hoazh deuet d'o c'havout.
و به کشتی سوار شده به آن طرف دریا به کفرناحوم روانه شدند. و چون تاریک شدعیسی هنوز نزد ایشان نیامده بود.۱۷
18 Dre ma oa kreñv an avel, koummoù ar mor a save.
و دریابواسطه وزیدن باد شدید به تلاطم آمد.۱۸
19 Ha, p'o devoa roeñvet war-dro pemp war-n-ugent pe tregont stadenn, e weljont Jezuz a valee war ar mor hag a dostae ouzh ar vag; hag o devoe aon.
پس وقتی که قریب به بیست و پنج یا سی تیر پرتاپ رانده بودند، عیسی را دیدند که بر روی دریاخرامان شده، نزدیک کشتی می‌آید. پس ترسیدند.۱۹
20 Met eñ a lavaras dezho: Me eo, n'ho pet ket aon.
او بدیشان گفت: «من هستم، مترسید!»۲۰
21 Degemer a rejont anezhañ eta gant joa er vag, ha kerkent ar vag en em gavas el lec'h ma'z aent.
و چون می‌خواستند او را در کشتی بیاورند، در ساعت کشتی به آن زمینی که عازم آن بودند رسید.۲۱
22 An deiz war-lerc'h, ar bobl, hag a oa chomet en tu all d'ar mor, a welas ne oa bet eno bag ebet, nemet an hini ma oa aet e ziskibien enni, ha penaos Jezuz ne oa ket aet e-barzh ganto, met penaos e ziskibien a oa aet kuit o-unan;
بامدادان گروهی که به آن طرف دریا ایستاده بودند، دیدند که هیچ زورقی نبود غیر از آن که شاگردان او داخل آن شده بودند و عیسی باشاگردان خود داخل آن زورق نشده، بلکه شاگردانش تنها رفته بودند.۲۲
23 koulskoude bagoù all a oa erruet eus Tiberiaz, tost ouzh al lec'h m'o devoa debret ar bara, goude m'en devoe Jezuz trugarekaet.
لیکن زورقهای دیگر از طبریه آمد، نزدیک به آنجایی که نان خورده بودند بعد از آنکه خداوند شکر گفته بود.۲۳
24 Pa welas eta ar bobl ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont er bagoù hag ez ejont da Gafarnaoum da glask Jezuz.
پس چون آن گروه دیدند که عیسی وشاگردانش در آنجا نیستند، ایشان نیز به کشتیهاسوار شده، در طلب عیسی به کفرناحوم آمدند.۲۴
25 Hag o vezañ e gavet en tu all d'ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ?
و چون او را در آن طرف دریا یافتند، بدوگفتند: «ای استاد کی به اینجا آمدی؟»۲۵
26 Jezuz a respontas dezho hag a lavaras: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi am c'hlaske, neket abalamour m'hoc'h eus gwelet mirakloù, met abalamour m'hoc'h eus debret bara ha m'hoc'h eus bet ho kwalc'h.
عیسی در جواب ایشان گفت: «آمین آمین به شمامی گویم که مرا می‌طلبید نه بسبب معجزاتی که دیدید، بلکه بسبب آن نان که خوردید و سیرشدید.۲۶
27 Labourit, neket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus, hag a vo roet deoc'h gant Mab an den; rak Doue, an Tad, en deus e verket gant e siell. (aiōnios g166)
کار بکنید نه برای خوراک فانی بلکه برای خوراکی که تا حیات جاودانی باقی است که پسر انسان آن را به شما عطا خواهد کرد، زیراخدای پدر بر او مهر زده است.» (aiōnios g166)۲۷
28 Lavarout a rejont eta dezhañ: Petra a raimp evit labourat da oberoù Doue?
بدو گفتند: «چه کنیم تا اعمال خدا را به‌جا آورده باشیم؟»۲۸
29 Jezuz a respontas dezho: Hemañ eo ober Doue, ma kredot en hini en deus kaset.
عیسی در جواب ایشان گفت: «عمل خدا این است که به آن کسی‌که او فرستاد، ایمان بیاورید.»۲۹
30 Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta, evit m'en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt labour a rez?
بدو گفتند: «چه معجزه می‌نمایی تا آن را دیده به تو ایمان آوریم؟ چکار می‌کنی؟۳۰
31 Hon tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro, hervez ma'z eo skrivet: Roet en deus dezho da zebriñ bara an neñv.
پدران ما دربیابان من را خوردند، چنانکه مکتوب است که ازآسمان بدیشان نان عطا کرد تا بخورند.»۳۱
32 Ha Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, Moizez n'en deus ket roet deoc'h bara an neñv, met va Zad a ro deoc'h gwir vara an neñv.
عیسی بدیشان گفت: «آمین آمین به شما می‌گویم که موسی نان را از آسمان به شما نداد، بلکه پدر من نان حقیقی را از آسمان به شما می‌دهد.۳۲
33 Rak bara Doue eo an hini en deus diskennet eus an neñv, hag a ro ar vuhez d'ar bed.
زیرا که نان خدا آن است که از آسمان نازل شده، به جهان حیات می‌بخشد.»۳۳
34 Int a lavaras dezhañ: Aotrou, ro deomp atav eus ar bara-se.
آنگاه بدو گفتند: «ای خداوند این نان را پیوسته به ما بده.»۳۴
35 Ha Jezuz a respontas dezho: Me eo ar bara a vuhez; an hini a zeuio da'm c'havout n'en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n'en devo biken sec'hed.
عیسی بدیشان گفت: «من نان حیات هستم. کسی‌که نزد من آید، هرگز گرسنه نشود و هر‌که به من ایمان آرد هرگز تشنه نگردد.۳۵
36 Met e lavaret em eus deoc'h, gwelet hoc'h eus ac'hanon, ha ne gredit ket.
لیکن به شماگفتم که مرا هم دیدید و ایمان نیاوردید.۳۶
37 Kement a roio an Tad din a zeuio da'm c'havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio davedon.
هرآنچه پدر به من عطا کند، به‌جانب من آید و هر‌که به‌جانب من آید، او را بیرون نخواهم نمود.۳۷
38 Rak diskennet on eus an neñv, neket evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c'haset.
زیرا از آسمان نزول کردم نه تا به اراده خودعمل کنم، بلکه به اراده فرستنده خود.۳۸
39 Ha setu amañ bolontez an Tad en deus va c'haset, na gollin hini eus ar re a zo bet roet din, met ma'c'h adsavin anezho a varv en deiz diwezhañ.
و اراده پدری که مرا فرستاد این است که از آنچه به من عطا کرد چیزی تلف نکنم بلکه در روز بازپسین آن را برخیزانم.۳۹
40 Houmañ eo bolontez an hini en deus va c'haset, penaos piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ, en devo ar vuhez peurbadus; ha me en adsavo a varv en deiz diwezhañ. (aiōnios g166)
و اراده فرستنده من این است که هر‌که پسر را دید و بدو ایمان آورد، حیات جاودانی داشته باشد و من در روز بازپسین او راخواهم برخیزانید.» (aiōnios g166)۴۰
41 Ar Yuzevien a c'hrozmole eta a-enep dezhañ, abalamour ma lavare: Me eo ar bara diskennet eus an neñv.
پس یهودیان درباره او همهمه کردند زیراگفته بود: «من هستم آن نانی که از آسمان نازل شد.»۴۱
42 Hag e lavarent: N'eo ket hemañ Jezuz, mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv?
و گفتند: «آیا این عیسی پسر یوسف نیست که ما پدر و مادر او را می‌شناسیم؟ پس چگونه می‌گوید که از آسمان نازل شدم؟»۴۲
43 Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Na c'hrozmolit ket etrezoc'h.
عیسی در جواب ایشان گفت: «با یکدیگرهمهمه مکنید.۴۳
44 Den ne c'hell dont da'm c'havout ma ne vefe sachet gant an Tad en deus va c'haset; ha me en adsavo a varv en deiz diwezhañ.
کسی نمی تواند نزد من آید، مگر آنکه پدری که مرا فرستاد او را جذب کند ومن در روز بازپسین او را خواهم برخیزانید.۴۴
45 Skrivet eo er brofeded: Kelennet e vint holl gant Doue. Piv bennak en deus selaouet an Tad hag en deus desket digantañ, a zeu da'm c'havout.
درانبیا مکتوب است که همه از خدا تعلیم خواهندیافت. پس هر‌که از پدر شنید و تعلیم یافت نزد من می‌آید.۴۵
46 N'eo ket en defe un den gwelet an Tad; nemet an hini a zeu eus Doue, hennezh nemetken en deus gwelet an Tad.
نه اینکه کسی پدر را دیده باشد، جزآن کسی‌که از جانب خداست، او پدر را دیده است.۴۶
47 E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc'h: An hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus. (aiōnios g166)
آمین آمین به شما می‌گویم هر‌که به من ایمان آرد، حیات جاودانی دارد. (aiōnios g166)۴۷
48 Me eo ar bara a vuhez.
من نان حیات هستم.۴۸
49 Ho tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro, hag int a zo marv.
پدران شما در بیابان من را خوردند ومردند.۴۹
50 Amañ eo ar bara a zo diskennet eus an neñv, evit na varvo ket an hini a zebro dioutañ.
این نانی است که از آسمان نازل شد تاهر‌که از آن بخورد نمیرد.۵۰
51 Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv; mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken; hag ar bara a roin eo va c'hig. Reiñ a rin anezhañ evit buhez ar bed. (aiōn g165)
من هستم آن نان زنده که از آسمان نازل شد. اگر کسی از این نان بخورد تا به ابد زنده خواهد ماند و نانی که من عطامی کنم جسم من است که آن را بجهت حیات جهان می‌بخشم.» (aiōn g165)۵۱
52 Ar Yuzevien a dabute eta etrezo, o lavarout: Penaos e c'hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ?
پس یهودیان با یکدیگر مخاصمه کرده، می‌گفتند: «چگونه این شخص می‌تواند جسدخود را به ما دهد تا بخوریم؟»۵۲
53 Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: Ma ne zebrit ket kig Mab an den, ha ma n'evit ket e wad, n'ho po ket ar vuhez ennoc'h hoc'h-unan.
عیسی بدیشان گفت: «آمین آمین به شما می‌گویم اگر جسد پسرانسان را نخورید و خون او را ننوشید، در خودحیات ندارید.۵۳
54 An hini a zebr va c'hig hag a ev va gwad, en deus ar vuhez peurbadus; hag ec'h adsavin anezhañ a varv en deiz diwezhañ. (aiōnios g166)
و هر‌که جسد مرا خورد و خون مرا نوشید، حیات جاودانی دارد و من در روزآخر او را خواهم برخیزانید. (aiōnios g166)۵۴
55 Rak va c'hig a zo e gwirionez ur boued, ha va gwad a zo e gwirionez un evaj.
زیرا که جسد من، خوردنی حقیقی و خون من، آشامیدنی حقیقی است.۵۵
56 An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad a chom ennon, ha me ennañ.
پس هر‌که جسد مرا می‌خورد و خون مرا می‌نوشد، در من می‌ماند و من در او.۵۶
57 Evel m'en deus an Tad, hag a zo bev, kaset ac'hanon, ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac'hanon a vevo drezon.
چنانکه پدر زنده مرا فرستاد و من به پدر زنده هستم، همچنین کسی‌که مرا بخورد او نیز به من زنده می‌شود.۵۷
58 Amañ eo ar bara a zo diskennet eus an neñv. N'eo ket evel ho tadoù; debret o deus ar mann hag int a zo marv; an hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken. (aiōn g165)
این است نانی که از آسمان نازل شد، نه همچنان‌که پدران شما من را خوردند و مردند؛ بلکه هر‌که این نان را بخورد تا به ابد زنده ماند.» (aiōn g165)۵۸
59 Jezuz a lavaras an traoù-mañ, o kelenn e sinagogenn Gafarnaoum.
این سخن را وقتی که در کفرناحوم تعلیم می‌داد، در کنیسه گفت.۵۹
60 Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet; piv a c'hell e selaou?
آنگاه بسیاری از شاگردان او چون این راشنیدند گفتند: «این کلام سخت است! که می‌تواندآن را بشنود؟»۶۰
61 Met Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan e c'hrozmole e ziskibien a gement-se, a lavaras dezho: Skouer fall a gemerit a gement-se?
چون عیسی در خود دانست که شاگردانش در این امر همهمه می‌کنند، بدیشان گفت: «آیا این شما را لغزش می‌دهد؟۶۱
62 Petra eta e vo, mar gwelfec'h Mab an den o pignat el lec'h ma oa kent?
پس اگرپسر انسان را بینید که به‌جایی که اول بود صعودمی کند چه؟۶۲
63 Ar spered eo a vuhezeka; ar c'hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc'h a zo spered ha buhez.
روح است که زنده می‌کند و اما ازجسد فایده‌ای نیست. کلامی را که من به شمامی گویم روح و حیات‌است.۶۳
64 Met, bez' ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re na gredent ket, ha piv e oa an hini en gwerzhje.
ولیکن بعضی از شما هستند که ایمان نمی آورند.» زیرا که عیسی از ابتدا می‌دانست کیانند که ایمان نمی آورند وکیست که او را تسلیم خواهد کرد.۶۴
65 Hag e lavare: Abalamour da gement-se eo, em eus lavaret deoc'h penaos den ne c'hell dont da'm c'havout, ma n'eo ket roet kement-se dezhañ gant va Zad.
پس گفت: «از این سبب به شما گفتم که کسی نزد من نمی تواند آمد مگر آنکه پدر من، آن را بدو عطاکند.»۶۵
66 Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas, ha n'aent ket ken gantañ.
در همان وقت بسیاری از شاگردان اوبرگشته، دیگر با او همراهی نکردند.۶۶
67 Jezuz a lavaras eta d'an daouzek: Ha c'hwi, ne fell ket deoc'h mont kuit ivez?
آنگاه عیسی به آن دوازده گفت: «آیا شمانیز می‌خواهید بروید؟»۶۷
68 Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac'h eus komzoù ar vuhez peurbadus, (aiōnios g166)
شمعون پطرس به اوجواب داد: «خداوندا نزد که برویم؟ کلمات حیات جاودانی نزد تو است. (aiōnios g166)۶۸
69 ha ni hon eus kredet, hag hon eus anavezet out [ar C'hrist, ] Mab an Doue bev.
و ما ایمان آورده و شناخته‌ایم که تو مسیح پسر خدای حی هستی.»۶۹
70 Jezuz a respontas dezho: Ne'm eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac'hanoc'h a zo un diaoul.
عیسی بدیشان جواب داد: «آیا من شما دوازده را برنگزیدم و حال آنکه یکی از شماابلیسی است.»۷۰
71 Komz a rae diwar-benn Judaz-Iskariod, mab Simon, rak hemañ eo a dlee e werzhañ, evitañ da vezañ unan eus an daouzek.
و این را درباره یهودا پسرشمعون اسخریوطی گفت، زیرا او بود که می‌بایست تسلیم‌کننده وی بشود و یکی از آن دوازده بود.۷۱

< Jean 6 >