< ܝܘܚܢܢ 5 >

ܒܬܪ ܗܠܝܢ ܗܘܐ ܥܕܥܕܐ ܕܝܗܘܕܝܐ ܘܤܠܩ ܝܫܘܥ ܠܐܘܪܫܠܡ 1
Goude-se, e teue ur gouel gant ar Yuzevien, ha Jezuz a bignas da Jeruzalem.
ܐܝܬ ܗܘܐ ܕܝܢ ܬܡܢ ܒܐܘܪܫܠܡ ܕܘܟܬܐ ܚܕܐ ܕܡܥܡܘܕܝܬܐ ܕܡܬܩܪܝܐ ܥܒܪܐܝܬ ܒܝܬ ܚܤܕܐ ܘܐܝܬ ܗܘܐ ܒܗ ܚܡܫܐ ܐܤܛܘܝܢ 2
Bez' e oa e Jeruzalem, tost ouzh dor an Deñved, ur stank, galvet en hebraeg Betesda, hag en devoa pemp porched.
ܘܒܗܠܝܢ ܪܡܝܢ ܗܘܘ ܥܡܐ ܤܓܝܐܐ ܕܟܪܝܗܐ ܘܤܡܝܐ ܘܚܓܝܤܐ ܘܝܒܝܫܐ ܘܡܤܟܝܢ ܗܘܘ ܠܙܘܥܐ ܕܡܝܐ 3
Eno e oa gourvezet un niver bras a dud klañv, dall, kamm ha seizet, [a c'hortoze keflusk an dour.
ܡܠܐܟܐ ܓܝܪ ܒܙܒܢ ܙܒܢ ܢܚܬ ܗܘܐ ܠܗ ܠܡܥܡܘܕܝܬܐ ܘܡܙܝܥ ܗܘܐ ܠܗܘܢ ܠܡܝܐ ܘܐܝܢܐ ܕܩܕܡܝܐ ܢܚܬ ܗܘܐ ܡܢ ܒܬܪ ܙܘܥܐ ܕܡܝܐ ܡܬܚܠܡ ܗܘܐ ܟܠ ܟܐܒܐ ܐܝܢܐ ܕܐܝܬ ܗܘܐ ܠܗ 4
Rak un ael a ziskenne er stank, a amzer-da-amzer, hag a gemmeske an dour. An hini kentañ a yae e-barzh, goude ma vije bet kemmesket an dour, a veze yac'haet, n'eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ].
ܐܝܬ ܗܘܐ ܕܝܢ ܬܡܢ ܓܒܪܐ ܚܕ ܕܬܠܬܝܢ ܘܬܡܢܐ ܫܢܝܢ ܐܝܬܘܗܝ ܗܘܐ ܒܟܘܪܗܢܐ 5
Bez' e oa eno un den hag a oa klañv abaoe eizh vloaz ha tregont.
ܠܗܢܐ ܚܙܐ ܝܫܘܥ ܕܪܡܐ ܘܝܕܥ ܕܙܒܢܐ ܤܓܝܐܐ ܐܝܬ ܠܗ ܘܐܡܪ ܠܗ ܨܒܐ ܐܢܬ ܕܬܬܚܠܡ 6
Jezuz, o welout anezhañ gourvezet hag oc'h anavezout e oa dija klañv abaoe pell amzer, a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit bezañ yac'haet?
ܥܢܐ ܗܘ ܟܪܝܗܐ ܘܐܡܪ ܐܝܢ ܡܪܝ ܠܝܬ ܠܝ ܕܝܢ ܐܢܫ ܕܡܐ ܕܐܬܬܙܝܥܘ ܡܝܐ ܢܪܡܝܢܝ ܒܡܥܡܘܕܝܬܐ ܐܠܐ ܥܕ ܐܢܐ ܐܬܐ ܐܢܐ ܐܚܪܝܢ ܡܢ ܩܕܡܝ ܢܚܬ 7
Ar c'hlañvour a respontas dezhañ: Aotrou, ne'm eus den evit va zeurel er stank pa vez kemmesket an dour; hag e-pad m'emaon o vont, unan all a ziskenn a-raok din.
ܐܡܪ ܠܗ ܝܫܘܥ ܩܘܡ ܫܩܘܠ ܥܪܤܟ ܘܗܠܟ 8
Jezuz a lavaras dezhañ: Sav, doug da wele, ha bale.
ܘܒܪ ܫܥܬܗ ܐܬܚܠܡ ܓܒܪܐ ܗܘ ܘܩܡ ܫܩܠ ܥܪܤܗ ܘܗܠܟ ܘܗܘ ܗܘ ܝܘܡܐ ܫܒܬܐ ܗܘܬ 9
Kerkent, an den a oa yac'haet; hag e kemeras e wele, hag e valeas. Met an deiz-mañ a oa un deiz sabad.
ܘܐܡܪܝܢ ܠܗ ܝܗܘܕܝܐ ܠܗܘ ܕܐܬܐܤܝ ܫܒܬܐ ܗܝ ܠܐ ܫܠܝܛ ܠܟ ܕܬܫܩܘܠ ܥܪܤܟ 10
Ar Yuzevien eta a lavaras d'an hini a oa bet yac'haet: Ar sabad eo; n'eo ket aotreet dit dougen da wele.
ܗܘ ܕܝܢ ܥܢܐ ܘܐܡܪ ܠܗܘܢ ܗܘ ܕܥܒܕܢܝ ܚܠܝܡܐ ܗܘ ܐܡܪ ܠܝ ܕܫܩܘܠ ܥܪܤܟ ܘܗܠܟ 11
Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac'haet, en deus lavaret din: Doug da wele ha bale.
ܘܫܐܠܘܗܝ ܡܢܘ ܗܢܐ ܓܒܪܐ ܕܐܡܪ ܠܟ ܕܫܩܘܠ ܥܪܤܟ ܘܗܠܟ 12
Hag int a c'houlennas outañ: Piv eo an den-se en deus lavaret dit: Doug da wele ha bale?
ܗܘ ܕܝܢ ܕܐܬܐܤܝ ܠܐ ܝܕܥ ܗܘܐ ܡܢܘ ܝܫܘܥ ܓܝܪ ܐܬܓܢܝ ܗܘܐ ܠܗ ܒܟܢܫܐ ܤܓܝܐܐ ܕܐܝܬ ܗܘܐ ܒܕܘܟܬܐ ܗܝ 13
Met an hini a oa bet yac'haet ne ouie ket piv e oa; rak Jezuz a oa en em dennet e-kuzh abalamour ma oa kalz a dud eno.
ܒܬܪ ܙܒܢ ܐܫܟܚܗ ܝܫܘܥ ܒܗܝܟܠܐ ܘܐܡܪ ܠܗ ܗܐ ܚܠܝܡ ܐܢܬ ܬܘܒ ܠܐ ܬܚܛܐ ܕܠܡܐ ܢܗܘܐ ܠܟ ܡܕܡ ܕܒܝܫ ܡܢ ܩܕܡܝܐ 14
Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ, hag a lavaras dezhañ: Setu, te a zo bet yac'haet; na bec'h ken, gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc'h.
ܘܐܙܠ ܗܘ ܓܒܪܐ ܘܐܡܪ ܠܝܗܘܕܝܐ ܕܝܫܘܥ ܗܘ ܗܘ ܕܐܚܠܡܗ 15
An den-mañ a yeas hag a lavaras d'ar Yuzevien e oa Jezuz en devoa e yac'haet.
ܘܡܛܠ ܗܕܐ ܪܕܦܝܢ ܗܘܘ ܝܗܘܕܝܐ ܠܝܫܘܥ ܘܒܥܝܢ ܗܘܘ ܠܡܩܛܠܗ ܕܗܠܝܢ ܥܒܕ ܗܘܐ ܒܫܒܬܐ 16
Abalamour da gement-se, ar Yuzevien a heskine Jezuz, [hag a glaske e lakaat d'ar marv, ] dre m'en devoa graet-se deiz ar sabad.
ܗܘ ܕܝܢ ܝܫܘܥ ܐܡܪ ܠܗܘܢ ܐܒܝ ܥܕܡܐ ܠܗܫܐ ܥܒܕ ܐܦ ܐܢܐ ܥܒܕ ܐܢܐ 17
Met Jezuz a lavaras dezho: Va Zad a labour betek vremañ, ha me a labour ivez.
ܘܡܛܠ ܗܕܐ ܝܬܝܪܐܝܬ ܒܥܝܢ ܗܘܘ ܝܗܘܕܝܐ ܠܡܩܛܠܗ ܠܐ ܒܠܚܘܕ ܕܫܪܐ ܗܘܐ ܫܒܬܐ ܐܠܐ ܐܦ ܕܥܠ ܐܠܗܐ ܕܐܒܘܗܝ ܐܝܬܘܗܝ ܐܡܪ ܗܘܐ ܘܡܫܘܐ ܗܘܐ ܢܦܫܗ ܥܡ ܐܠܗܐ 18
Abalamour da-se, ar Yuzevien a glaske c'hoazh muioc'h e lakaat d'ar marv, neket hepken dre ma torre ar sabad, met c'hoazh abalamour ma c'halve Doue e Dad, oc'h en em ober e-unan kevatal da Zoue.
ܥܢܐ ܕܝܢ ܝܫܘܥ ܘܐܡܪ ܠܗܘܢ ܐܡܝܢ ܐܡܝܢ ܐܡܪ ܐܢܐ ܠܟܘܢ ܕܠܐ ܡܫܟܚ ܒܪܐ ܥܒܕ ܡܕܡ ܡܢ ܨܒܘܬ ܢܦܫܗ ܐܠܐ ܡܕܡ ܕܚܙܐ ܠܐܒܐ ܕܥܒܕ ܐܝܠܝܢ ܓܝܪ ܕܐܒܐ ܥܒܕ ܗܠܝܢ ܐܦ ܒܪܐ ܐܟܘܬܗ ܥܒܕ 19
Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: ar Mab ne c'hell netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh e ober; rak kement a ra an Tad, ar Mab ivez en gra eveltañ.
ܐܒܐ ܓܝܪ ܪܚܡ ܠܒܪܗ ܘܟܠܡܕܡ ܕܥܒܕ ܡܚܘܐ ܠܗ ܘܕܝܬܝܪܝܢ ܡܢ ܗܠܝܢ ܥܒܕܐ ܡܚܘܐ ܠܗ ܕܐܢܬܘܢ ܬܬܕܡܪܘܢ 20
Rak an Tad a gar ar Mab, hag a ziskouez dezhañ kement a ra. Ha diskouez a raio dezhañ oberoù brasoc'h eget ar re-mañ, evit ma viot sabatuet.
ܐܝܟܢܐ ܓܝܪ ܕܐܒܐ ܡܩܝܡ ܡܝܬܐ ܘܡܚܐ ܠܗܘܢ ܗܟܢܐ ܐܦ ܒܪܐ ܠܐܝܠܝܢ ܕܨܒܐ ܡܚܐ 21
Rak, evel ma ro an Tad ar vuhez d'ar re varv, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d'ar re a fell dezhañ.
ܠܐ ܗܘܐ ܓܝܪ ܐܒܐ ܕܐܢ ܠܐܢܫ ܐܠܐ ܟܠܗ ܕܝܢܐ ܝܗܒܗ ܠܒܪܐ 22
An Tad ne varn den, met roet en deus pep barn d'ar Mab,
ܕܟܠܢܫ ܢܝܩܪ ܠܒܪܐ ܐܝܟ ܕܡܝܩܪ ܠܐܒܐ ܗܘ ܕܠܐ ܡܝܩܪ ܠܒܪܐ ܠܐ ܡܝܩܪ ܠܐܒܐ ܕܫܕܪܗ 23
evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab, n'enor ket an Tad en deus e gaset.
ܐܡܝܢ ܐܡܝܢ ܐܡܪ ܐܢܐ ܠܟܘܢ ܕܡܢ ܕܫܡܥ ܡܠܬܝ ܘܡܗܝܡܢ ܠܡܢ ܕܫܕܪܢܝ ܐܝܬ ܠܗ ܚܝܐ ܕܠܥܠܡ ܘܠܕܝܢܐ ܠܐ ܐܬܐ ܐܠܐ ܫܢܝ ܠܗ ܡܢ ܡܘܬܐ ܠܚܝܐ (aiōnios g166) 24
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va c'homz, hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus, ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez. (aiōnios g166)
ܐܡܝܢ ܐܡܝܢ ܐܡܪ ܐܢܐ ܠܟܘܢ ܕܐܬܝܐ ܫܥܬܐ ܐܦ ܗܫܐ ܐܝܬܝܗ ܐܡܬܝ ܕܡܝܬܐ ܢܫܡܥܘܢ ܩܠܗ ܕܒܪܗ ܕܐܠܗܐ ܘܗܢܘܢ ܕܫܡܥܝܢ ܢܚܘܢ 25
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an amzer a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue; hag ar re he c'hlevo, a vevo.
ܐܝܟܢܐ ܓܝܪ ܕܠܐܒܐ ܐܝܬ ܚܝܐ ܒܩܢܘܡܗ ܗܟܢܐ ܝܗܒ ܐܦ ܠܒܪܐ ܕܢܗܘܘܢ ܚܝܐ ܒܩܢܘܡܗ 26
Rak, evel m'en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d'ar Mab ar galloud da gaout ar vuhez ennañ e-unan,
ܘܐܫܠܛܗ ܕܢܗܘܐ ܥܒܕ ܐܦ ܕܝܢܐ 27
hag roet en deus dezhañ ar galloud da varn, abalamour ma'z eo Mab an den.
ܕܒܪܗ ܗܘ ܕܝܢ ܕܐܢܫܐ ܠܐ ܬܬܕܡܪܘܢ ܒܗܕܐ ܕܐܬܝܐ ܫܥܬܐ ܐܡܬܝ ܕܟܠܗܘܢ ܐܝܠܝܢ ܕܒܩܒܪܐ ܐܢܘܢ ܢܫܡܥܘܢ ܩܠܗ 28
Na vezit ket eta souezhet a gement-se; rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh an holl re a zo er bezioù, ha ma'z aint er-maez:
ܘܢܦܩܘܢ ܐܝܠܝܢ ܕܥܒܕܘ ܛܒܬܐ ܠܩܝܡܬܐ ܕܚܝܐ ܘܐܝܠܝܢ ܕܥܒܕܘ ܒܝܫܬܐ ܠܩܝܡܬܐ ܕܕܝܢܐ 29
ar re o devo graet mat, en adsavidigezh a vuhez; hag ar re o devo graet fall, en adsavidigezh a varn.
ܠܐ ܡܫܟܚ ܐܢܐ ܡܕܡ ܡܢ ܨܒܘܬ ܢܦܫܝ ܠܡܥܒܕ ܐܠܐ ܐܝܟܢܐ ܕܫܡܥ ܐܢܐ ܕܐܢ ܐܢܐ ܘܕܝܢܝ ܟܐܝܢ ܗܘ ܠܐ ܓܝܪ ܒܥܐ ܐܢܐ ܨܒܝܢܝ ܐܠܐ ܨܒܝܢܗ ܕܡܢ ܕܫܕܪܢܝ 30
Ne c'hellan ober netra ac'hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va c'hoant, met bolontez va Zad en deus va c'haset.
ܐܢ ܐܢܐ ܡܤܗܕ ܐܢܐ ܥܠ ܢܦܫܝ ܤܗܕܘܬܝ ܠܐ ܗܘܬ ܫܪܝܪܐ 31
Mar roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni n'eo ket gwir.
ܐܚܪܝܢ ܗܘ ܗܘ ܕܡܤܗܕ ܥܠܝ ܘܝܕܥ ܐܢܐ ܕܫܪܝܪܐ ܗܝ ܤܗܕܘܬܗ ܕܡܤܗܕ ܥܠܝ 32
Bez' ez eus unan hag a ro testeni ac'hanon, ha gouzout a ran an testeni a ro ac'hanon a zo gwir.
ܐܢܬܘܢ ܫܕܪܬܘܢ ܠܘܬ ܝܘܚܢܢ ܘܐܤܗܕ ܥܠ ܫܪܪܐ 33
Kaset hoc'h eus tud da gavout Yann, hag eñ en deus roet testeni d'ar wirionez.
ܐܢܐ ܕܝܢ ܠܐ ܗܘܐ ܡܢ ܒܪܢܫܐ ܢܤܒ ܐܢܐ ܤܗܕܘܬܐ ܐܠܐ ܗܠܝܢ ܐܡܪ ܐܢܐ ܕܐܢܬܘܢ ܬܚܘܢ 34
Evidon-me, ne glaskan ket testeni an den, met lavarout a ran kement-mañ evit ma viot salvet.
ܗܘ ܫܪܓܐ ܗܘܐ ܕܕܠܩ ܘܡܢܗܪ ܘܐܢܬܘܢ ܨܒܝܬܘܢ ܕܬܫܬܒܗܪܘܢ ܕܫܥܬܐ ܒܢܘܗܪܗ 35
Yann a oa ar c'houlaouenn a zev, hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc'h, evit ur pennad, en em laouenaat ouzh e sklêrijenn.
ܠܝ ܕܝܢ ܐܝܬ ܠܝ ܤܗܕܘܬܐ ܕܪܒܐ ܡܢ ܕܝܘܚܢܢ ܥܒܕܐ ܓܝܪ ܕܝܗܒ ܠܝ ܐܒܝ ܕܐܫܠܡ ܐܢܘܢ ܗܢܘܢ ܥܒܕܐ ܕܥܒܕ ܐܢܐ ܤܗܕܝܢ ܥܠܝ ܕܐܒܐ ܫܠܚܢܝ 36
Met me am eus un testeni brasoc'h eget hini Yann, rak an oberoù en deus va Zad roet din da beurober, an oberoù-mañ memes a ran, a ro ac'hanon an testeni-mañ, penaos en deus an Tad va c'haset.
ܘܐܒܐ ܕܫܠܚܢܝ ܗܘ ܤܗܕ ܥܠܝ ܠܐ ܩܠܗ ܡܡܬܘܡ ܫܡܥܬܘܢ ܘܠܐ ܚܙܘܗ ܚܙܝܬܘܢ 37
Hag an Tad en deus va c'haset, en deus e-unan roet testeni ac'hanon. C'hwi n'hoc'h eus biskoazh klevet e vouezh, na gwelet e zremm.
ܘܡܠܬܗ ܠܐ ܡܩܘܝܐ ܒܟܘܢ ܡܛܠ ܕܒܗܘ ܕܗܘ ܫܕܪ ܐܢܬܘܢ ܠܐ ܡܗܝܡܢܝܢ ܐܢܬܘܢ 38
Hag e c'her ne chom ket ennoc'h, pa'z eo gwir ne gredit ket en hini en deus kaset deoc'h.
ܒܨܘ ܟܬܒܐ ܕܒܗܘܢ ܡܤܒܪܝܢ ܐܢܬܘܢ ܕܚܝܐ ܕܠܥܠܡ ܐܝܬ ܠܟܘܢ ܘܗܢܘܢ ܤܗܕܝܢ ܥܠܝ (aiōnios g166) 39
Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon. (aiōnios g166)
ܘܠܐ ܨܒܝܢ ܐܢܬܘܢ ܕܬܐܬܘܢ ܠܘܬܝ ܕܚܝܐ ܕܠܥܠܡ ܢܗܘܘܢ ܠܟܘܢ 40
Koulskoude c'hwi ne fell ket deoc'h dont da'm c'havout, evit kaout ar vuhez.
ܫܘܒܚܐ ܡܢ ܒܢܝ ܐܢܫܐ ܠܐ ܢܤܒ ܐܢܐ 41
Ne dennan ket a c'hloar a-berzh an dud;
ܐܠܐ ܝܕܥܬܟܘܢ ܕܚܘܒܗ ܕܐܠܗܐ ܠܝܬ ܒܟܘܢ 42
met gouzout a ran n'emañ ket karantez Doue ennoc'h hoc'h-unan.
ܐܢܐ ܐܬܝܬ ܒܫܡܗ ܕܐܒܝ ܘܠܐ ܡܩܒܠܝܢ ܐܢܬܘܢ ܠܝ ܘܐܢ ܐܚܪܝܢ ܢܐܬܐ ܒܫܡ ܢܦܫܗ ܠܗܘ ܬܩܒܠܘܢ 43
Deuet on en anv va Zad, ha ne zegemerit ket ac'hanon; mar deu unan all en e anv e-unan, c'hwi a zegemero anezhañ.
ܐܝܟܢܐ ܡܫܟܚܝܢ ܐܢܬܘܢ ܠܡܗܝܡܢܘ ܕܫܘܒܚܐ ܚܕ ܡܢ ܚܕ ܡܩܒܠܝܢ ܐܢܬܘܢ ܘܫܘܒܚܐ ܕܡܢ ܚܕ ܐܠܗܐ ܠܐ ܒܥܝܢ ܐܢܬܘܢ 44
Penaos e c'hellit krediñ, pa dennit ho kloar an eil digant egile, ha pa ne glaskit ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?
ܠܡܐ ܤܒܪܝܢ ܐܢܬܘܢ ܕܐܢܐ ܐܟܠ ܐܢܐ ܩܪܨܝܟܘܢ ܩܕܡ ܐܒܐ ܐܝܬܘܗܝ ܡܢ ܕܐܟܠ ܩܪܨܝܟܘܢ ܡܘܫܐ ܗܘ ܕܒܗ ܤܒܪܬܘܢ 45
Na soñjit ket eo me ho tamallo dirak an Tad; Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo.
ܐܠܘ ܓܝܪ ܒܡܘܫܐ ܗܝܡܢܬܘܢ ܐܦ ܒܝ ܡܗܝܡܢܝܢ ܗܘܝܬܘܢ ܡܘܫܐ ܓܝܪ ܥܠܝ ܟܬܒ 46
Rak mar kredjec'h Moizez, e kredjec'h ivez ac'hanon, rak eñ en deus skrivet diwar va fenn.
ܘܐܢ ܠܟܬܒܘܗܝ ܕܗܘ ܠܐ ܡܗܝܡܢܝܢ ܐܢܬܘܢ ܐܝܟܢܐ ܠܡܠܝ ܕܝܠܝ ܬܗܝܡܢܘܢ 47
Met ma ne gredit ket e skridoù, penaos e kredot va c'homzoù?

< ܝܘܚܢܢ 5 >