< ܝܘܚܢܢ 21 >

ܒܬܪ ܗܠܝܢ ܚܘܝ ܬܘܒ ܢܦܫܗ ܝܫܘܥ ܠܬܠܡܝܕܘܗܝ ܥܠ ܝܡܐ ܕܛܝܒܪܝܘܤ ܚܘܝ ܕܝܢ ܗܟܢܐ 1
Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d'e ziskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ.
ܐܝܬܝܗܘܢ ܗܘܘ ܐܟܚܕܐ ܫܡܥܘܢ ܟܐܦܐ ܘܬܐܘܡܐ ܕܡܬܐܡܪ ܬܐܡܐ ܘܢܬܢܝܐܝܠ ܗܘ ܕܡܢ ܩܛܢܐ ܕܓܠܝܠܐ ܘܒܢܝ ܙܒܕܝ ܘܬܪܝܢ ܐܚܪܢܝܢ ܡܢ ܬܠܡܝܕܐ 2
Simon-Pêr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea, ha daou all eus e ziskibien, a oa asambles.
ܐܡܪ ܠܗܘܢ ܫܡܥܘܢ ܟܐܦܐ ܐܙܠ ܐܢܐ ܐܨܘܕ ܢܘܢܐ ܐܡܪܝܢ ܠܗ ܐܦ ܚܢܢ ܐܬܝܢܢ ܥܡܟ ܘܢܦܩܘ ܘܤܠܩܘ ܠܤܦܝܢܬܐ ܘܒܗܘ ܠܠܝܐ ܡܕܡ ܠܐ ܨܕܘ 3
Simon-Pêr a lavaras dezho: Mont a ran da besketa. Int a lavaras dezhañ: Ni a ya ivez ganit. Mont a rejont, hag e pignjont er vag; met ne dapjont netra en noz-se.
ܟܕ ܕܝܢ ܗܘܐ ܨܦܪܐ ܩܡ ܝܫܘܥ ܥܠ ܝܕ ܝܡܐ ܘܠܐ ܝܕܥܘ ܬܠܡܝܕܐ ܕܝܫܘܥ ܗܘ 4
Ar mintin o vezañ deuet, Jezuz en em gavas war an aod, met an diskibien ne ouient ket e oa Jezuz.
ܘܐܡܪ ܠܗܘܢ ܝܫܘܥ ܛܠܝܐ ܠܡܐ ܐܝܬ ܠܟܘܢ ܡܕܡ ܠܡܠܥܤ ܐܡܪܝܢ ܠܗ ܠܐ 5
Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n'hoc'h eus netra da zebriñ? Int a respontas dezhañ: Nann.
ܐܡܪ ܠܗܘܢ ܐܪܡܘ ܡܨܝܕܬܟܘܢ ܡܢ ܓܒܐ ܕܝܡܝܢܐ ܕܤܦܝܢܬܐ ܘܡܫܟܚܝܢ ܐܢܬܘܢ ܘܐܪܡܝܘ ܘܠܐ ܐܫܟܚܘ ܠܡܓܕܗ ܠܡܨܝܕܬܐ ܡܢ ܤܘܓܐܐ ܕܢܘܢܐ ܕܐܚܕܬ 6
Eñ a lavaras dezho: Taolit ar roued en tu dehou d'ar vag, hag e kavot. Teurel a rejont eta anezhi, ha ne c'hellent ken he zennañ er-maez, abalamour d'an niver bras a besked.
ܘܐܡܪ ܬܠܡܝܕܐ ܗܘ ܕܪܚܡ ܗܘܐ ܠܗ ܝܫܘܥ ܠܟܐܦܐ ܗܢܐ ܡܪܢ ܗܘ ܫܡܥܘܢ ܕܝܢ ܟܕ ܫܡܥ ܕܡܪܢ ܗܘ ܢܤܒ ܟܘܬܝܢܗ ܡܚܐ ܒܚܨܘܗܝ ܡܛܠ ܕܥܪܛܠܝܐ ܗܘܐ ܘܫܕܐ ܢܦܫܗ ܒܝܡܐ ܕܢܐܬܐ ܠܘܬ ܝܫܘܥ 7
Setu perak, an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Ha Simon-Pêr, oc'h anavezout e oa an Aotrou, a lakaas e sae war-c'horre (rak en noazh e oa) hag en em daolas er mor.
ܐܚܪܢܐ ܕܝܢ ܬܠܡܝܕܐ ܒܤܦܝܢܬܐ ܐܬܘ ܠܐ ܓܝܪ ܪܚܝܩܝܢ ܗܘܘ ܤܓܝ ܡܢ ܐܪܥܐ ܐܠܐ ܐܝܟ ܡܐܬܝܢ ܐܡܝܢ ܘܢܓܕܝܢ ܗܘܘ ܠܗ ܠܡܨܝܕܬܐ ܗܝ ܕܢܘܢܐ 8
Met an diskibien all a zeuas gant ar vag, o ruzañ ar roued leun a besked, rak ne oant ket pell diouzh an douar, nemet war-dro daou-c'hant ilinad.
ܟܕ ܕܝܢ ܤܠܩܘ ܠܐܪܥܐ ܚܙܘ ܓܘܡܪܐ ܟܕ ܤܝܡܢ ܘܢܘܢܐ ܟܕ ܤܝܡ ܥܠܝܗܝܢ ܘܠܚܡܐ 9
Pa voent diskennet d'an douar, e weljont glaou-bev a oa eno, ha pesked warno, ha bara.
ܘܐܡܪ ܠܗܘܢ ܝܫܘܥ ܐܝܬܘ ܡܢ ܗܢܘܢ ܢܘܢܐ ܕܨܕܬܘܢ ܗܫܐ 10
Jezuz a lavaras dezho: Degasit eus ar pesked-se hoc'h eus tapet bremañ.
ܘܤܠܩ ܫܡܥܘܢ ܟܐܦܐ ܘܢܓܕܗ ܠܡܨܝܕܬܐ ܠܐܪܥܐ ܟܕ ܡܠܝܐ ܢܘܢܐ ܪܘܪܒܐ ܡܐܐ ܘܚܡܫܝܢ ܘܬܠܬܐ ܘܒܗܢܐ ܟܠܗ ܝܘܩܪܐ ܠܐ ܐܨܛܪܝܬ ܡܨܝܕܬܐ ܗܝ 11
Simon-Pêr a adpignas hag a dennas ar roued d'an douar, leun gant tri hag hanter-kant pesk bras; ha petra bennak ma oa kement, ne dorre ket ar roued.
ܘܐܡܪ ܠܗܘܢ ܝܫܘܥ ܬܘ ܐܫܬܪܘ ܐܢܫ ܕܝܢ ܡܢ ܬܠܡܝܕܐ ܠܐ ܡܡܪܚ ܗܘܐ ܕܢܫܐܠܝܘܗܝ ܕܡܢܘ ܕܝܕܥܝܢ ܗܘܘ ܕܡܪܢ ܗܘ 12
Jezuz a lavaras dezho: Deuit da leinañ. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outañ: Piv out-te? o c'houzout e oa an Aotrou.
ܩܪܒ ܕܝܢ ܝܫܘܥ ܘܫܩܠ ܠܚܡܐ ܘܢܘܢܐ ܘܝܗܒ ܠܗܘܢ 13
Jezuz eta a dostaas, a gemeras bara, hag a roas anezhañ dezho, kenkoulz hag eus ar pesked.
ܗܕܐ ܕܬܠܬ ܙܒܢܝܢ ܐܬܚܙܝ ܝܫܘܥ ܠܬܠܡܝܕܘܗܝ ܟܕ ܩܡ ܡܢ ܒܝܬ ܡܝܬܐ 14
An deirvet gwech a oa dija ma rae Jezuz en em ziskouez d'e ziskibien, goude bezañ adsavet a-douez ar re varv.
ܟܕ ܕܝܢ ܐܫܬܪܝܘ ܐܡܪ ܝܫܘܥ ܠܫܡܥܘܢ ܟܐܦܐ ܫܡܥܘܢ ܒܪ ܝܘܢܐ ܪܚܡ ܐܢܬ ܠܝ ܝܬܝܪ ܡܢ ܗܠܝܢ ܐܡܪ ܠܗ ܐܝܢ ܡܪܝ ܐܢܬ ܝܕܥ ܐܢܬ ܕܪܚܡ ܐܢܐ ܠܟ ܐܡܪ ܠܗ ܪܥܝ ܠܝ ܐܡܪܝ 15
Goude m'o devoa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon, mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Pêr a respontas: Ya, Aotrou, gouzout a rez penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va oaned.
ܐܡܪ ܠܗ ܬܘܒ ܕܬܪܬܝܢ ܙܒܢܝܢ ܫܡܥܘܢ ܒܪ ܝܘܢܐ ܪܚܡ ܐܢܬ ܠܝ ܐܡܪ ܠܗ ܐܝܢ ܡܪܝ ܐܢܬ ܝܕܥ ܐܢܬ ܕܪܚܡ ܐܢܐ ܠܟ ܐܡܪ ܠܗ ܝܫܘܥ ܪܥܝ ܠܝ ܥܪܒܝ 16
Lavarout a reas dezhañ un eil gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a respontas dezhañ: Ya, Aotrou, te a oar penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.
ܐܡܪ ܠܗ ܕܬܠܬ ܙܒܢܝܢ ܫܡܥܘܢ ܒܪ ܝܘܢܐ ܪܚܡ ܐܢܬ ܠܝ ܘܟܪܝܬ ܠܗ ܠܟܐܦܐ ܕܐܡܪ ܠܗ ܕܬܠܬ ܙܒܢܝܢ ܕܪܚܡ ܐܢܬ ܠܝ ܘܐܡܪ ܠܗ ܡܪܝ ܟܠ ܡܕܡ ܐܢܬ ܚܟܡ ܐܢܬ ܐܢܬ ܝܕܥ ܐܢܬ ܕܪܚܡ ܐܢܐ ܠܟ ܐܡܪ ܠܗ ܝܫܘܥ ܪܥܝ ܠܝ ܢܩܘܬܝ 17
Lavarout a reas dezhañ evit un deirvet gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a voe glac'haret eus m'en devoa goulennet digantañ evit an deirvet gwech: Va c'harout a rez? Met eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.
ܐܡܝܢ ܐܡܝܢ ܐܡܪ ܐܢܐ ܠܟ ܕܟܕ ܛܠܐ ܗܘܝܬ ܐܢܬ ܠܢܦܫܟ ܐܤܪ ܗܘܝܬ ܚܨܝܟ ܘܡܗܠܟ ܗܘܝܬ ܠܐܝܟܐ ܕܨܒܐ ܐܢܬ ܡܐ ܕܝܢ ܕܤܐܒܬ ܬܦܫܘܛ ܐܝܕܝܟ ܘܐܚܪܝܢ ܢܐܤܘܪ ܠܟ ܚܨܝܟ ܘܢܘܒܠܟ ܠܐܝܟܐ ܕܠܐ ܨܒܐ ܐܢܬ 18
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit: pa oas yaouank, te en em c'hourize da-unan hag ez aes e-lec'h ma felle dit; met pa vi kozh, ta a astenno da zaouarn, hag unan all a c'hourizo ac'hanout, hag a gaso ac'hanout e-lec'h na fello ket dit mont.
ܗܕܐ ܕܝܢ ܐܡܪ ܕܢܚܘܐ ܒܐܝܢܐ ܡܘܬܐ ܥܬܝܕ ܕܢܫܒܚ ܠܐܠܗܐ ܘܟܕ ܐܡܪ ܗܠܝܢ ܐܡܪ ܠܗ ܬܐ ܒܬܪܝ 19
Met, lavarout a rae kement-se, evit merkañ dre beseurt marv Pêr a roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heul ac'hanon.
ܘܐܬܦܢܝ ܫܡܥܘܢ ܟܐܦܐ ܘܚܙܐ ܠܬܠܡܝܕܐ ܗܘ ܕܪܚܡ ܗܘܐ ܝܫܘܥ ܕܐܬܐ ܒܬܪܗ ܗܘ ܕܢܦܠ ܗܘܐ ܒܚܫܡܝܬܐ ܥܠ ܚܕܝܗ ܕܝܫܘܥ ܘܐܡܪ ܡܪܝ ܡܢܘ ܡܫܠܡ ܠܟ 20
Ha Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war e lerc'h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini a oa gourvezet war askre Jezuz e-pad ar goan, hag en devoa lavaret dezhañ: Aotrou, piv eo an hini a werzh ac'hanout?
ܠܗܢܐ ܟܕ ܚܙܐ ܟܐܦܐ ܐܡܪ ܠܝܫܘܥ ܡܪܝ ܘܗܢܐ ܡܢܐ 21
Pêr eta, o vezañ e welet, a lavaras da Jezuz: Aotrou, hag hemañ, petra a erruo gantañ?
ܐܡܪ ܠܗ ܝܫܘܥ ܐܢ ܨܒܐ ܐܢܐ ܕܢܩܘܐ ܗܢܐ ܥܕܡܐ ܕܐܬܐ ܐܢܐ ܠܟ ܡܐ ܠܟ ܐܢܬ ܬܐ ܒܬܪܝ 22
Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heul ac'hanon.
ܘܢܦܩܬ ܗܕܐ ܡܠܬܐ ܒܝܬ ܐܚܐ ܕܗܘ ܬܠܡܝܕܐ ܠܐ ܡܐܬ ܝܫܘܥ ܕܝܢ ܠܐ ܗܘܐ ܕܠܐ ܡܐܬ ܐܡܪ ܐܠܐ ܕܐܢ ܨܒܐ ܐܢܐ ܕܢܩܘܐ ܗܢܐ ܥܕܡܐ ܕܐܬܐ ܐܢܐ ܠܟ ܡܐ ܠܟ 23
Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur, penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n'en devoa ket lavaret dezhañ: Ne varvo ket; met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit?
ܗܢܘ ܬܠܡܝܕܐ ܕܐܤܗܕ ܥܠ ܗܠܝܢ ܟܠܗܝܢ ܘܐܦ ܟܬܒ ܐܢܝܢ ܘܝܕܥܝܢ ܚܢܢ ܕܫܪܝܪܐ ܗܝ ܤܗܕܘܬܗ 24
An diskibl-se eo, a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet, ha ni a oar ez eo gwirion e desteni.
ܐܝܬ ܕܝܢ ܐܦ ܐܚܪܢܝܬܐ ܤܓܝܐܬܐ ܕܥܒܕ ܝܫܘܥ ܐܝܠܝܢ ܕܐܠܘ ܚܕܐ ܚܕܐ ܡܬܟܬܒܢ ܗܘܝ ܐܦ ܠܐ ܗܘ ܥܠܡܐ ܐܝܟ ܕܤܒܪ ܐܢܐ ܤܦܩ ܗܘܐ ܠܟܬܒܐ ܕܡܬܟܬܒܝܢ ܗܘܘ 25
Kalz a draoù all c'hoazh a zo bet graet gant Jezuz, ha ma vijent bet skrivet dre ar munud, ne gredan ket e c'hellje ar bed memes kenderc'hel al levrioù a vije skrivet. [Amen.]

< ܝܘܚܢܢ 21 >